Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

23/09/2006

People, pipeul, pe penn peul ?

Salut d’an holl, ar re vras hag ar re vunut... Met ne skriviñ ket hiziv a ziar benn ar re vunut, justawalc’h, met a ziar benn ar re vras ar re “people”. Dija, lâret vez “pipeul” e galleg  rak ur ger saozneg a orin eo... Met, me gav genin, gwelloc’h vehe distagiñ ar ger se mod galleg, e lâret  “pehople”, evel ma vez skrivet... Greomp memestra get “people” met kavet m’eus un doare da lâr an dra se e brezhoneg : penn peul, ma z’eus unan (n’eo ket pell a “pipeul”) ha pennoù peul ma z’eus  meur a unan. Gouiet a ran, n’eo ket re seven “penn peul” a dalv genaoueg, begeg met bon, n’int ket anavet ar pennoù “pipeul” evit bout Einstein.

Albert a Vonako, un tammig lart, “bouffi” ?
Krogomp get an darvoud pouezusan, brasan a zo bet e pad an hañv e Breizh : deuet e ar prins Albert a Vonako da Enez Gerveur evit lidañ eured mignonned dezhan e Lokmaria. Hervez ar gazetenn Le Télégramme daou gant den oa deuet da welet ar prins ha tokoù bras an dudjentiled... Daou gant, ne oa ket kement se. N’int ket sot awalc’h ar re a zo e chom e enez Guerveur evit koll o amzer e vonet da welet pennoù peul. Gwasoc’h c’hoazh, hervez Ouest Frans, ur vaouez deus kavet ar prins un tammig lard, “un peu bouffi”.

Setu penaos emañ an dud memestra : teodoù fall. E “uhelded” ar prins Bébert a za betek enez Gerveur ha diouzhtu e klever pismigourion. Nag un druezh. “Bouffi”, lard eo un tammig Bébert, ha neuze ? Plijout a ra d’ar maouezed c’hoazh. Plantet vez bugale getan er bed a bezh ha, marteze, a benn un nebeut bleadeù e klevimp komz ar ur mab pe ur verc’h dezhan kuzhet koste Lokmaria Gerveur ! Hervez ur vojenn, Napoleon oa hanter Breton, perak n’hor behe ket ivez un hanter vMonako e Breizh ? Prinsezed ha prinsed Monako a vez panachet abaoe pell.

Met bon, un dra a souetañ da Enez Gerveur memestra : chom evel m’emañ ha nompas donet da vout evel Monaco, ur sort “verrue planétaire”, ur sort wenaenn vras ha vil plantet dirak ar mor get savadurioù divalav, bankoù ha stalioù evit ar re binvidik. Bez zo lec’hioù evel se tachadoù evel se e lec’h on bet ur wezh hag e lec’h n’in ket mui bizkoazh, evel Monako hag Eurodisneyland...

Trouzioù souezhus war prezegenn Georges Bush
Justawalc’h evit kenderc’hel get ar pennoù peul, deomp da Vro Mickey, d’ar Stadoù Unanet. Ur blead zo al Louisiane oa bet beuzet get ar gorventenn Katrina. Ar meurzh 29 a viz Eost paseet an aotroù Bush n’eus komzet dirak ar gazetennerion a ziout an darvoud se. War eeun oa war ar chadenn CNN. Met ur mikro all oa chomet bev, digoret, e pad prezegenn ar prezidant, mikro un animatourez a CNN. Honnezh deus profitet ag e amzer dijapl e pad ar brezegenn evit monet d’en em soulajiñ...  Hag ar re a oa e sellet doc’h an aotrou Bush ar CNN o deus klewet ivez ar plac’h se a gomze get ur genseurtez dezhi a ziout he familh barzh ar c’horn vihan. Ha patati ha patata ha setu trouz an dour, trouz ar sach dour bet klewet e pad prezegenn prezidant ar Stadoù Unanet. Met bon, marteze,ar pezh a lâre hennezh ne dalve ket muioc’h evit an trouz se.

Tomm eo bet evit Tom
Er Stadoù Unanet c’hoazh ne ya ket gwall vat aferioù an aktour brudet Tom Cruise. Dilezet eo bet get an embregerezh, ar stall bras a gase argant dezhan d’ober e filmoù. Perak ? Peogwir e film diwezhañ n’en deus ket graet berzh hag, ouzhpenn se Tom Cruise a zo barzh ur strollad anavet evel ur sekt e Frans, met pas er Stadoù Unanet,  Iliz ar skientoloji. Un abadenn a ziar e benn a zo bet skignet war an tele e fin miz Eost. Ar reportaj se a ziskouezhe Tom Cruise evel ur sort peroked a brege berpet evit an Iliz ar skientoloji. Dimezeet oa Tom Cruise get un aktourez vrudet, Nicole Kidman, met dispartiet int. Nicole Kidman ne faote ket dezhi lesket he daou grouadur e daouarn kelennerion ag an iliz se ! Cruise zo dimezeet en dro get un aktourez yaouank a zo ivez barzh ar memes iliz... Hervez ar reportaj Iliz ar skientoloji zo bet ur sort “darboder”, “bazvalan”, evit an eured se...

Pennoù peul a feson a du get Nikolas...
Barzh ar reportaj se ni wele iwez Tom Cruise reiñ dorn da Nikolas Sarkozy. Gourc’hemennoù Nikolas, roet peus c’hwi mod se un taol sikour d'an Iliz ar skientoloji...

Justawalc’h pennoù peul a Frans zo deuet da skoazelliñ Nikolas Sarkozy e pad an hañv : Johnny Halliday, e mab, hag e vaouez. Met, benn ar fin, ag emañ Johnny a Frans, pe a vro Belgia, pe ag al loar ? N’eo ket sklaer. Hennezh a faote dezhan donet da vout Belgian en dro met n’eo ket deuet a benn... Ha bremañ monet a ra get an UMP... Sonj m’eus bout gwellet Johnny er skinwell, bleadeù zo, e klask displegiñ an “opération pièces jaunes”. Ne oa ket diaes met Johnny ne zeue ket a benn hag ar c’hazetenner a rae ar goulennoù hag ar reskontoù... Sonjoù, mennozhioù zo get Johnny, sur awalc’h, met n’o c’hava ket berped pa gomza...

Ur penn peul all a faota dezhan skoazelliñ Sarko : Doc Gyneco. Esperans m’eus e vo savet un emvod bras get an daou labous se, Doc ha Johnny evit lâr perak int a du get an UMP ha Sarkozy. Mard eo enrollet ar meeting se me breno ar c’hasedig rak fentus vo. Sonjit : ur brezegenn get Doc Gynéco : “Votit evit S...” Ron, ron, ron...” Mechal ma vo sklaer ar mesaj ? Mechal ivez ma vo muioc’h a dud e votiñ evit an UMP e 2007 a gres da Zoc ha da Johnny ? N’eo ket sur !

Christian Le Meut 

22/09/2006

Distro skol 2006/rentrée 2006 : difonnapl/lentement...

8 % : hervez Ofis ar brezhoneg skolioù divyezhek a zo barzh 8 % ag ar c'humunioù e Breizh. Kreskiñ a ra met difonnapl difonnapl...

"Dek lec’hiad divyezhek nevez a zo bet digoret da vare an distro-skol, en tri hentad bodet : pemp gant an hentad publik (Brieg, Daoulaz, Kewen, Landerne (eil lec’hiad), Milizag) ; tri gant an hentad katolik (Mêlrant, Plouarzhel ha Plouvorn) ha div skol Diwan (ar Chapel-Nevez (22) ha Louaneg). N’eo ket kalz gwelloc’h eget warlene pa oa bet digoret 9 lec’hiad nevez ha pa oa bet ar c’hresk izelañ abaoe krouidigezh an hentadoù divyezhek.Gallout a reer kaout un deskadurezh divyezhek e 157 lec’hiad e Breizh hiziv an deiz e 114 kumun, da lavaret eo 8% eus kumunioù Breizh. E Penn-ar-Bed eo bet digoret an darn vrasañ eus al lec’hiadoù nevez en distro-skol-mañ (c’hwec’h diwar dek ha pevar anezho e bro Vrest ma oa c’hoazh en o c’hreñvañ sifroù kriz an niver a lec’hiadoù divyezhek hag an niver a skolidi divyezhek). Tennañ a ra an holl zigoradurioù da Vreizh-Izel. N’eus bet digoradur ebet en Il-ha-Gwilen nag el Liger-Atlantel er bloaz-mañ. Gant an hentad publik eo bet digoret ar muiañ a lec’hiadoù : an hanter eus ar re digoret en distro-skol-mañ. Deuet eo an hentad katolik a-benn da zigeriñ tri lec’hiad er bloaz-mañ hepken p’o doa digoret c’hwec’h lec’hiad e 2005. Digoret en deus Diwan div skol. Ne oa bet digoret skol Diwan ebet e Breizh abaoe hini Dinan krouet e 2000 (ur skol a oa bet digoret e Pariz e 2004). Ha pa seblantfe dereat an niver a lec’hiadoù nevez digoret en distro-skol-mañ, kresk an niver a skolidi divyezhek e-keñver 2005 a zlefe bezañ izel, hervez an elfennoù a c’haller kaout hiziv an deiz, izeloc’h eget warlene zoken pa ne oa kresket nemet eus 7,8% (sifroù klok a vo gant an Arsellva e fin miz Gwengolo)"." Office de la langue bretonne.

 

Selon l'Office de la langue bretonne, 8 % des communes bretonnes ont une école bilingue actuellement... Cela augmente mais lentement, lentement...

"Dix nouveaux sites bilingues ont été ouverts à la rentrée, les trois filières confondus (cf. carte) : cinq par la filière publique (Briec, Daoulas, Quéven, Landerneau (second site), Milizac) ; trois par la filière catholique (Melrand, Plouarzel, Plouvorn) et deux écoles Diwan (La Chapelle-Neuve (22) et Louannec). C’est tout juste mieux qu’à la rentrée précédente : neuf sites avaient été ouverts alors, et l’on avait observé la croissance d’effectifs la plus faible depuis la création des filières bilingues.
Il est possible de suivre un enseignement bilingue actuellement dans 157 sites en Bretagne situés dans 114 communes, soit 8% des communes bretonnes. Pour cette rentrée scolaire, la majeure partie des ouvertures a eu lieu dans le Finistère (six sur dix, dont quatre dans le pays de Brest où le nombre de sites et les effectifs bilingues étaient déjà les plus importants en chiffres absolus).
L’ensemble des ouvertures concerne la Basse-Bretagne. Aucun site n’a ouvert que ce soit en Ille-et-Vilaine ou en Loire-Atlantique cette année.
La filière ayant ouvert le plus de sites est la filière publique : elle concentre la moitié des ouvertures de cette rentrée. La filière catholique n’a réussi à ouvrir que trois sites cette année alors qu’elle en avait ouvert six en 2005. Diwan a quant à elle ouvert deux écoles. Aucune école n’avait été ouverte en Bretagne depuis celle de Dinan créée en 2000 (une école a été créée à Paris à la rentrée 2004).
Bien que le nombre de sites ouverts à cette rentrée scolaire paraisse convenable, la croissance des effectifs bilingues devrait être plus basse qu’en 2005, d’après les éléments actuellement disponibles (l’Observatoire aura des données complètes à la fin du mois de septembre) alors que cette augmentation n’avait atteind que +7,8% à la rentrée précédente." Ofis ar brezhoneg.

http://www.ofis-bzh.org/bzh/actualite/index.php 

Levr e brezhoneg : Raket

medium_raket119.jpgGet un titl evel se, gouzout a reomp diouzhtu danvez an danevell se bet skrivet, ha skrivet a feson, get Gi Bideau, e brezhoneg mod Bro Gwened. Istor Mikael, ur c’hrennad amiabl a laboura mat er skolaj hag a son akordeons get e vignonnez Nolwenn (a son violons). Pleustret vez gete evit mont d’ar C’han ar bobl e Langidig ha, war lerc’h, marteze, betek ar final e Pondi.

Met setu : raketet eo Mikael get ur paotr, Léo, un nebeut brasoc’h ha kozhoc’h evitan hag en deus un gontel barzh e sakod. Goulenn a ra argant da Vikael, dre fors. Léo n’eo ket ur paotr fall met dilabour eo ha n’en deus ket argant awalc’h evit mont d’an toul noz get e vignonned... 

Al levr bihan se a ziskouezh penaos a gerzh ur raket : ar viktim ne lâr ket netra. Chom a ra mut; trec’het get an aon, get ar vezh ivez hag an traoù a ya war fallaat. Mikael n’eo ket mui tamm ebet barzh e vleud, ne sona ket mui, n’hella ket komz get e vignonned na get e dud, mont a ra kuit ag e skolaj...

N’eo ket pell d’ar wirionez, d’am sonj, an istor kontet get Gi Bideau. Ar re a vez raketet a chom hep lâr netra ha mod se n’hellont ket kavout un diskoulm. Met un diskoulm a vo kavet get Mikael memestra...

Raket, Gi Bideau, Keit vimp bev, 2003. Gi Bideau n'eus skrivet ivez Eil derez.

E galleg : présentation d'une nouvelle en breton sur le racket, qui montre la réaction d'un adolescent racketé se renfermant sur lui-même, et la situation ne fait qu'empirer...

21/09/2006

Radio Bro Gwened : Radiothon 2006

Setu ar radiothon en dro, evel bep bloaz, evit sikouriñ Radio Bro Gwened, ar radio divyezheg  nemeti er Morbihan. Disadorn ha disul kentañ 23/24 a viz Gwengolo e vo skignet abadennoù ispisial get skipailh ar radio (e brezhoneg disadorn adalek 11e get Andrea le Gal hag e glleg). Un digor kalon vo servijet d'an eur se. Ar selaourien a zo kouviet ivez da welet ar studioioù etre 2e ha 6e d'enderv disadorn (kae ar Plessis e Pondi). Ul lamm "Godinette" vo servijet da 6e da noz.

Traoù nevez zo ar bloaz man : skignet vo en dro abadenn mintin Andrea Le Gal, (Liv an amzer 7e30-9e), da noz (6e15-7e15), d'al lun, merc'her, yaoù ha gwener. Mod se e c'hellit selaoù ma abadennig Bizkoazh kement all bep gwener war dro 7e da noz ma peus manket anezhi d'ar  vintin (8e15) ! Fiskal !  Adlakaet vo ivez ma rubrikenn e galleg da 8e15 ar gwener da noz (skignet vez pep merc'her da 9e15 mintin).

lasket vez get ar radio tud evit ober abadennoù, e brezhoneg pe e galleg pe e yezhoù all; mard oc'h intereset, kit e darempred get Cécile Goualle pe Andrea Le Gal. Pellgomz ar radio : 02 97 25 14 00. www.radio-bro-gwened.com.

Ar radio a vez skignet war 97.3 (Morbihan kreizteiz) ha 101.7 (Morbihan hanternozh), hag ivez war internet.

Radiothon pour soutenir Radio Bro Gwened ce week-end
Radio Bro Gwened, seule radio bilingue breton-français du Morbihan, organise son Radiothon annuel. Objectif : regrouper les amis de la radio et susciter un élan de solidarité autour de ce media qui a besoin de soutiens financiers (par prélèvement de 5 euros mensuels) et bénévoles pour faire des émissions en breton ou en français ou en gallo, ou encore dans toute autre langue : les personnes intéressées doivent contacter Cécile Goualle ou Andréa Le Gal.

Un apéro sera servi  samedi à 11h à la radio pour les visiteurs et les studios seront ouverts au public de 14h à 18h (heure de la godinette).

Il y a quelques nouveautés cette année sur la grille de Radio Bro Gwened, comme la rediffusion quatre soirs par semaine de l'émission matinale d'Andrea Le Gal, Liv an amzer (7e30-9e), ce qui permettra aux malchanceux ayant raté ma chronique matinale en breton (8e15) de l'écouter le soir (vers19h). Idem pour la chronique en français (chaque mercredi à 9 h 15) qui sera rediffusée chaque vendredi soir à 20h15. Alors que la seule radio bilingue publique (France Bleue Breizh Izel) a réduit de cinq heures par semaine ses programmes en breton depuis la rentrée (!), il est important de se mobiliser pour soutenir la seule radio bilingue (et même trilingue avec l'émission en gallo du mercredi soir) du Morbihan.

La radio est diffusée sur le 97.3 sur le sud Morbihan, 101.7 dans le nord, ainsi que sur internet (passer par le site de la radio).

Christian Le Meut



Jerzé : meur a yezh komzet/Multilinguisme à Jerzey

Komzet vez saozneg e Jersé, met ivez galleg, "anglo-normandeg" ha yezhoù all : setu ur roll gerioù e "Jèrriais" hag e brezhoneg m'eus kavet war internet. Tostoc'h eo ar jèrriais d'ar gallaoueg evit d'ar brezhoneg. 

Plusieurs langues sont parlées à Jerzey et dans les îles Anglo-normandes : l'anglais, le français le "jérriais" ("anglo-normand"), qui semblent proche du gallo, et sans doute d'autres langues (celles des travailleurs immigrés notamment). J'ai trouvé sur internet cette liste comparative de mots jèrriais et bretons sur un site très intéressant : www.societe-jersiaise.org/langsec/index.html  

 

Jèrriais
Bréton
   
   
à bétôt kenavo
à ces sé fenoz
achteu bremañ
aniet hiziv
baithe evañ
baté bag
beurre amann
blianc gwenn
bliu glas
bouais gwez
bouôn mat
cat kazh
châté kastell
chours kaol
chucre sukr
clios park
coêffe koef
crabe krank
dêjeûner dijuni
dgiâbl'ye diaoul
dgieu doue
êcole skol
gâche gwastell
gambe gar
gardîn liorzh
grand bras
grève traezhenn
heuthe eur
ieau dour
j'va marc'h
janne yaouank
jaune melen
lâssé skuizh
liéthe lenn
maîson ti
marchi marc'had
mathe poull
matîn mintin
mauve gouelan
méjeu kreisteiz
nânnîn nann
niet noz
nouvé nevez
ouaîsé evn
oui ya
p'tit bihan
p'tun butun
p'tunner butunat
pâraîsse parrez
patates patatez
pièrre maen
plyie glav
pomme aval
pouque sac'h
rouoge ruz
salle pârouaîssiale ti-kêr
solé heol
soudard soudard
tabl'ye taol
tchian ki
tchuîsinne kegin
titchet bilhed
tréjous atav
vaîsîn amezeg
vaque buoc'h
vèrt gwer

20/09/2006

An Dasson : ar Vretoned e Jerzé/Les Bretons à Jersey

medium_dasson62116.jpg

An Dasson 62 : buhez ar Vretoned a laboure e Jerzé kontet get an aotrou Cadouellan
Etre 1880 ha fin ar c’hantved paseet, ur bochad Bretoned a yae da labourat er-maez a Vreizh evit ar saezonioù, ha lod anezhe a yae da enez Jerze ; Bretoned a Vorbihan hag Aodoù en Arvor kentoc’h. Plantet e veze tomatezed hag avaloù-douar, serret e veze bokedoù gete, ha c’hoazh. Ne oa ket aes al labour nag ar vuhez du-hont evit en em lojiñ, pe en em vagiñ, evit monet e darempred get tud ar vro. Ur beleg, Hermenegilde Cadouellan, a Greiz Breizh, 'zo aet da Jerze meur a wezh er blezioù 1965-1970 da sikouriñ ar Vretoned a laboure du-hont. Displegiñ a ra pegen diaes e oa o buhez e Jerze, e-korf un atersadenn divyezhek (30 bajenn) embannet e-barzh An Dasson diwezhañ, n°62.
An Dasson, 6 rue J. Rollo, c/o Sten Kidna, 56400 An Alre. Pellgomz : 02.97.29.16.58. 4 €.

 


An Dasson 62 : la vie des Bretons travaillant à Jersey racontée par le père Cadouellan
De 1880 à la fin du siècle passé, des milliers de Bretons sont partis travaillés hors de Bretagne pour faire les saisons. Beaucoup allaient travailler sur l’île de Jersey, pour quelques semaines ou plusieurs mois. Il s’agissait surtout de Morbihannais et de Costarmoricains. Un jeune prêtre du Centre-Bretagne, Herménégilde Cadouellan, s’y est rendu à de nombreuses reprises dans les années 1965-1970 afin de soutenir les Bretons qui avaient des conditions de travail et de vie parfois très difficiles. Ce témoignage bilingue (breton-français) d’une trentaine de page vient enrichir la mémoire collective bretonne. An Dasson n°62, 6 rue J. Rollo, c/o Sten Kidna, 56400 Auray. 4 €. Tél. 02.97.29.16.58.

 

Pour tout savoir sur la langue jersiaise, qui continue de se parler sur l'archipel : http://www.societe-jersiaise.org/langsec/index.html

Levr : an trede priz ar yaouankiz

 Le troisième prix du livre de la jeunesse en langue bretonne est lancé. Voici le communiqué des organisateurs. Tout savoir sur afea.free.fr

"Abaoe 2004 11 levr embannet dindan daou vloaz, pevar e 2004, seizh levr e 2005 : krouet eo bet ar priz e miz c'hwevrer 2004, gant ar c'hoant brudañ al lennegezh e brezhoneg evit ar yaouankiz. Kinnig ur framm d'ar skrivagnerien (ur c'honkour, stajoù stummañ, staj skrivañ...) hag un aozadur a ginnig d'ar skolajoù koumanantiñ levrioù embannet brav evit ur priz marc'hadmat. Lakaat ar skolajidi da votiñ evit al levr a blij dezho ar muiañ a oa ivez un doare da anavezout gwelloc'h c'haontoù al lennerien yaouank hag ivez o live yezh...

medium_eilderez045.jpgSkrivagnerien anavezet, tud all yaouank-tre a skrive evit ar wech kentañ : Gwenvred Latimier-Kervella  gant ur thriller Huñvreoù ha Marianna ha Moran gant ul levr heroic fantasy, Brezel an Erevent.  Skrivet eo bet gant Mai Ewen daou romant berr, unan war he vugaleaj e bro Skaer Hañvezhioù hag egile doare romant polis Tamallet.Romant polis e lec'h emañ krennarded o c 'hoari perzh an enseller  gant Eil Derez, skrivet gant Gi Bideau. Gant Yann Fanch Jacq e oa kentoc'h temoù a vremañ : N'omp ket deñved (racket) ha Goustadig war al lambig (kudennoù alkool en ur familh).  Ur romant istorel diwar ur paotrig deuet da vezañ Mignon ar sklaved a zo bet skrivet gant Jakez Erwan Mouton. Gant Avalig e vez taolennet kop ar bed bugale Ploveilh : Krampouezh pe pizza ? Skiant faltazi ivez gant beajoù  e bedoù iskis Yann Fulub Dupuy :  Penn ar veaj, pe Stefan Carpentier gant Ar voul strink. Tud a lâre ne oa ket skrivagnerien evit ar re yaouank e Breizh : setu diskouezet ar c'hontrol!

Ar 7 levr nevez
Partiet mat eo priz ar yaouankiz, skridoù a bep seurt (romantoù istorel, polis, heroic fantasy, traoù a vremañ...) a zo bet lennet gant ur juri, 10 den ennañ, 5 maouez,  5 gwaz (skirvagnerien evit 3 deus outo, lennerien ampart oadet etre 17 hag 50 vloaz). Peadra da lenn evit ar skolajidi adalek an distro-skol... Profil" skrivagner priz ar yaouankiz : 38 vloaz (e gwirionez etre 16 ha 70 vloaz),  ur skrivagnerez kentoc'h (9 flac'h, evit 6 paotr),  skrivañ a ra evit ar wech kentañ (4/15 o deus embannet ul levr dija), n'eus nemet pevar c'helenner, ar re all a zo atav el lise (4 deus outo), div a zo war o leve... Brav eo gwelout kement a dud disheñvel, troet da skrivañ ha da lenn e brezhoneg. Tu vo deoc'h lenn anezho adalek miz Gwengolo. Evit ar gelennerien o dije c'hoant lenn anezho a-raok ar skolajidi, ret eo mont war lec'hienn Internet  afea.free.fr

6vet/5vet e vo lennet Ar bannac'hig avel (doare Harry Potter mod Breizh) skrivet gant Marie Kemerc'h, Dremm ar vamm (romant istorel mare XVvet kantved e Breizh) skrivet gant Annaig Renault, hag heuliad Brezel an Erevent, Huder an tour du skrivet gant Mariana ha Moran.E Pevare/Trede, beaj en amzer gant krennarded a vremañ, gant Metalikazh skrivet gant Mikael  Treveur, e XIXvet kantved e Breizh gant Koulm,  skrivet gant  Henri Dorsel, istor ur vaouezh kozh pareet gant un iskis a glañvdiourez e Galeou, skrivet gant Laurence Lavrand.  Garminig Uhellou a sin ur romant gant ur vandennad bugale o 'ch ober un enklask e Breizh : Boudig ar bleuñv.

An dazont : digeriñ d'an holl rummadoù divyezhek
Perzhidi yaouank a zeu dreist-holl deus Diwan : war 411, 7 a oa en ur skolaj publik. Perak ? Ar pezh a vez rebechet d'ar priz eo berrder an traoù : ret eo lenn buan e daou viz an tri pe pevar levr ha votiñ just a-raok vakansoù an Hollsent. Goude un emvod gant TES, tud ar rektordi hag an tri rummad, eo bet divizet gant ar gevredigezh hiraat an amzer lenn o cheñch lusk ar priz. Da lavarout eo e vo kinniget d'ar rummadoù Divyezh ha Dihun kemer perzh d'ar pevare Priz ar Yaouankiz a vo kinniget e miz Genver gant 7 levr nevez, dezho da votiñ evit miz Even (6 mizvezh) evit ma vefe diskleriet prizoù ar Yaouankiz e-pad Gouel ar Yaouankiz e Laz.Hag e miz Gwengolo 2007 e vo kroget gant ur Priz ar Yaouankiz evit an holl, tri rummad asambles, ha gant ar bloavezh skol a-bezh evit gallout votiñ e miz Even 2008.

Skrivagnerien, d'ho pluennoù ! (pe d'ho touchennaouegoù kentoc'h )
Evit ar skrivagnerien e c'hortozomp c'hoazh skridoù betek penn kentañ miz Here, goude e vo d'ar c'hentañ a viz Even 2007.  Niver a sinoù : 60 000 sin  evit ar re Bevare/Trede, 50 000 sin evit ar re yaouankañ (skeudennoù a vo lakaet gant an destenn, setu perak). Temoù ; gouennelouriezh, kleñvedoù, kudennoù ar gevredigezh hiziv an deiz... Doare : romant polis, deizlevr, heroic fantasy, romant istorel....Evit gouzout hiroc'h : afea.free.fr"

18/09/2006

Frans Bleue Breizh Izel : nebeutoc'h a vrezhoneg !

Emglev selaouerien Frans Bleue Breizh Izel n'eus embannet ar gemenadenn da heul : "An abadennoù e brezhoneg berzhet war RFBBI en tu all da 8 eur noz … c’hwec’h eur skignañ ar sizhun aberzhet war aoter ar c’hreizennañ gant an Aotrou Alain Massiot.

"D’ar 25 a viz meurzh 2006 e kemere perzh 500 den er vanifestadeg aozet gant Emglev selaouerien France Bleu Izel dirak ti ar radio e Kemper. Goulennet oa bet groñs gant ar vanifesterien e vefe bet roet e sac’h d‘an Aotrou Patrick Sabatier ha dihanet diouzhtu da skigañ e abadenn dudiamantoù ha kelachoù Pariz etre kreisteiz hanter ha div eur. Un dileuriadenn eus an Emglev oa bet degemeret gant rener France Bleu Breizh Izel. Ar rener, an Aotrou Alain Massiot p’en doa degemeret dileuridi an Emglev, en o-mesk : Patrick Malrieu prezidant Kuzul Sevenadurel Breizh, Kristian Guyonvarc’h ha Jean-Pierre Thomin is-prezidanted Kuzul Rannvro Breizh ha Mona Bras Kuzulierez Rannvro Breizh, en doa graet disklêriet : « An eurvezhioù skignañ e brezhoneg zo sakr deomp, n’eus ket keloù e vefe krennet an niver a eurvezhioù e yezh ar vro… »

C’hwec’h miz war-lerc’h e teu mare an dislavar hag an dismegañs a-berzh an Aotrou Alain Massiot. Lemmet zo bet kuit un eurvezh eus « An Abadenn » gant Loeiz Guillamot diouzh an noz, etre eizh eur ha nav eur. En he flas teir munutenn brezhoneg etre kreistez ha kreistez hanter. Ne oa ket trawalc’h, dav oa skarzhañ ar brezhoneg da vat en tu all da eizh eur noz war ar gwagennoù. Neuze « Ar Veilhadeg », koshañ abadenn e brezhoneg FBBI, a veze skignet d’ar sul noz zo bet graet e jeu dezhi. Lakaet eo bet an eurvezhioù skignañ-se d’ar sul etre un eur ha teir eur d’abardaez (er memes koulz hag ar brezhoneg er skinwel) hag un eurvezh adskignañ zo e-mesk an teir eurvezh-se. Taol kaer Alain Massiot krennañ ar skignañ e brezhoneg war RFBBI eus 6 eurvezh ar sizhun. Ar promesaoù ne dalvont nemet d’ar re a laka kred enne eo frazenn stur Alain Massiot. Ni izili « Emglev Selaouerien Radio Frañs Bleu Breizh Izel » n’omp ket evit degemer e vije graet fae gant ar Stad ha renerien Radio Bleu war ar vretoned a zo selaouerien feal eus RFBBI ha war dileuridi hor Bro.

- Da gentañ e c’houlennomp groñs hag hepdale, digant renerien Frañs Bleu, e vefe roet e blas en-dro d’an abadennoù e brezhoneg war gwagennoù RFBBI, hag e-giz e miz Meurzh 2006 e c’houlennomp e vefe roet e sac’h d’an Aotroù Patrick Sabatier evit ma c’hellfemp selaou en-dro abadennoù savet er vro etre 12e 30 ha 2 e.

- Da eil e c’houlennomp gant dileuridi ar C’huzul Rannvro goulenn groñs digant ar Stad e vefe boulc’het divizoù etre he dileuridi e Breizh, renerien France Bleu ha dilennidi Kuzul Rannvro Breizh evit ma c’hellfe ar Vretoned kaout ar gwir da ren ha da ziorren ur radio a servij publik e galleg hag e brezhoneg war dachenn pemp departamant Breizh.

Evit an Emglev : Herve ar Gall -  02 96 24 25 09."

 Kavet war an Agence Bretagne Presse

France Bleue Breizh Izel de moins en moins bilingue !

La "Coordination des Auditeurs de Radio France Bleu Breizh Izel pour la diffusion de programmes créés en Bretagne" diffuse ce communiqué suite à la réduction des programmes en breton sur France Bleue Breizh Izel :

"Les émissions en breton interdites d’antenne après 20 heures du soir sur RFBBI …Six heures d’émissions hebdomadaires sacrifiées sur l’autel de la centralisation par Monsieur Alain Massiot Le 25 mars 2006, 500 personnes répondant à l’appel de la Coordination des Auditeurs de Radio France Bleu Breizh Izel se rassemblaient devant les locaux de la radio à Quimper. Lors du rassemblement les manifestants demandèrent fermement aux directeurs de France Bleu de suspendre sans délai l’émission de divertissement et « d’informations » parisiennes de Patrick Sabatier qui est diffusée entre 12h 30 et 14 h. Une délégation de la Coordination fût reçue par le directeur de France Bleu Breizh Izel. La délégation MM. Patrick Malrieu président du Conseil Culturel de Bretagne, Kristian Guyonvarc’h et Jean-Pierre Thomin vices-présidents du Conseil Régional de Bretagne ainsi que Mme Mona Bras conseillère de Bretagne faisaient partie de la délégation.

Lors de l’entretien le directeur de la station Monsieur Alain Massiot déclarait : « Les heures de diffusion en langue bretonne sont sacrées, il n’a jamais été question de diminuer le nombre d’heures de programmation en breton… » Six mois plus tard vient le temps de la contradiction et du mépris de la part de M. Alain Massiot. L’émission de la soirée de Loeiz Guillamot « An Abadenn » a été raccourcie d’une heure, plus de breton entre 20h et 21h. A sa place 3 minutes de breton entre midi et midi trente. Comme il était nécessaire d’expurger complètement la langue bretonne après 20h, la plus vieille émission en langue bretonne de RFBBI « Ar Veilhadeg » qui était diffusée le dimanche soir a été déplacée vers le dimanche après-midi entre une 13h et 15 h (au même moment que les émissions en breton à la télévision). Et ces trois heures d’émissions contiennent une heure de rediffusion.

Par ce coup-bas Alain Massiot réussit à supprimer 6 heures d’émissions en langue bretonne par semaine sur RFBBI. Les promesses n’engagent que ceux qui les croient résume le poids des engagements d’Alain Massiot. Nous, membres de la « Coordination des Auditeurs de Radio France Bleu Breiz Izel pour la diffusion de programmes créés en Bretagne » ne pouvons accepter que les Bretons, auditeurs fidèles de France Bleu Breizh Izel et les élus de Bretagne soient méprisés par l’Etat, et la direction de Radio Bleu : En conséquence :

- nous demandons fermement, et sans délai aux directeurs de France Bleu de reprendre la diffusion des émissions en langue bretonne sur les ondes de RFBBI et, comme nous le demandions lors de la manifestation du mois de mars, de suspendre l’émission de Patrick Sabatier, pour que nous puissions entendre à nouveau des émissions créées en Bretagne entre 12h 30 et 14 h.

- nous demandons également aux élus du Conseil Régional de Bretagne d’exiger de l’Etat qu’une table ronde entre les représentants de l’Etat en Bretagne, la direction de France Bleu et des élus de la Région Bretagne soit organisée sans délai, pour que les Bretons puissent avoir la maîtrise de l’organisation et du développement d’une radio de service public en français et en breton sur le territoire des cinq départements de Bretagne.Pour la Coordination : Herve Le Gall 02 96 24 25 09".

Source :Agence Bretagne Presse 

16/09/2006

Kentelioù brezhoneg e Bro-Dreger/Goueloù

Pour tout savoir sur les cours de breton dans le Trégor-Goëlo 2006/2007, il faut aller voir sur le site www.allevrig.com.

Adkrog eo kentelioù brezhoneg Al Levrig evit an dud deuet ! Kavit roll ar c'hentelioù hag an eurioù war www.allevrig.com.

Evit ar bloaz e vo lec'hioù nevez ma c'hallo an dud deskiñ brezhoneg. Setu roll ar parrezioù ma kelenno Al Levrig.

Cette année de nouveaux sites d'enseignements seront ouverts. Voici la liste des communes où interviendront les enseignants d'Al LevrigLes cours de breton pour adultes d'Al Levrig ont repris ! Retrouvez la liste complète des cours ainsi que les horaires sur www.allevrig.com

Boulvriag / Bourbriac, Kawan / Cavan, Lannuon, Louergad, Pañvrid ar Beskont / Pommerit le Vicomte, Pederneg, Pempoull / Paimpol, Perwenan / Penvénan, Perroz-Gireg - Tregastell, Plijidi / Plésidy, Plistin / Plestin les Grèves, Plouared, Plouha, Sant Pever

Ouzhpenn d'ar c'hentelioù noz e vo kentelioù war an deiz ma c'hallo pep hini kavout e blas. Hag en tu-hont d'ar c'hentelioù e vo kinniget bep miz ur gaozeadenn pe ur brezegenn e brezhoneg ha diduamantoù e fin ar sizhun.

En plus des cours du soir nous proposerons plus de cours en journée cette année,ainsi qu'une conférence mensuelle en breton, et des loisirs en langue bretonne le week-endWar lec'hienn Al Levrig e vo kavet ivez ar c'hentelioù aozet gant holl gevredigezhioù ar vro.

Vous trouverez aussi sur le site d'Al Levrig la liste des communes qui organisent des cours de breton via d'autres associations.

11/09/2006

Penaos a ya ar brezhoneg war Frans Bleue Breizh Izel ?

Souezhet on bet e selaoù abadenn Manu Méhut, disadorn paseet d'enderv war Frans Bleue Breizh Izel : "flashoù", doéréieù e galleg oa bet lakaet da der eur, e kreiz an abadenn e brezhoneg ar pezh a zo displijus awalc'h, ha ne veze ket graet araok an hañv... Ouzhpenn se, ma faota din selaoù ar c'heleier e galleg, doereieù vez skignet bep kard eur war Frans Info. N'eus ket afer a Frans Bleue evit an dra se. Dimeurzh paseet m'eus selaouet ivez abadenn Loeiz Guillamot hag a bade, araok an hañv, betek nav eur da nozh bemdez : echu ! Monet a ra bremañ betek eizh eur nemetken ! Un euriad nebeutoc'h a vrezhoneg bemdez memestra... N'ouion ket ma zo bet savet abadennoù nevez savet e brezhoneg, pe braset abadennoù all... Klasket m'eus war lec'hienn internet France Bleue Breizh Izel met un taol gwenn m'eus graet : al lec'hienn se zo unyezhek ha n'eus netra war an abadennoù e brezhoneg, n'int ket merchet war ar roll !

Lârit din, mard  oc'h selaouerion FBBI, mar plij, ar pezh peus-c'hwi notet abaoe an distro skol e keñver ar brezhoneg war FBBI, dre "commentaires".

En français : quelle est la situation de la langue bretonne sur France Bleue Breizh Izel en cette rentrée 2006 ? 
L'écoute des émissions en breton sur France Bleue Breizh Izel  réserve quelques surprises en cette rentrée : l'émission quotidienne, qui durait jusqu'à 21 h est raccourcie à 20 h, une heure quotidienne en moins... L'émission du samedi après-midi est désormais coupée par des flash en français, tels que l'on peut en entendre tous les quarts d'heure sur France Info... Je ne sais pas si de nouvelles émissions ont été créées en breton, ou d'autres rallongées; j'ai cherché à en savoir plus sur le site internet de cette radio, aucune mention des émissions en breton ! Ce site d'une radio publique bilingue est unilingue. France Bleue Breizh Izel est une radio publique et doit diffuser une partie de ses programmes en breton. Les émissions en breton sont, d'ailleurs, de qualité, mais c'est leur durée et leur fréquence qui pose question.

Si vous écoutez cette radio, merci de signaler sur ce blog les changements que vous avez pu noter en cette rentrée (par le biais de "commentaires") histoire de voir si la place du breton y est maintenue, s'il elle régresse ou si elle augmente !

FFBI est la seule radio bilingue publique en Bretagne, elle émet depuis Quimper sur l'ouest de la Bretagne (Vannes/Saint-Brieuc...). Heureusement, quatre radios associatives (subventionnées) émettent totalement ou partiellement en breton, dont Radio Bro Gwened dans le Morbihan.

Mersi bras  ! 

04/09/2006

Pladennoù da selaoù /des CD a écouter

medium_raoul102.jpgSetu un dibab ag ar sonerion a selaouan e pad ma vakansoù, CDioù embannet ar bloaz mañ pe ar bloaz paseet. Yann Raoul, Kristen Nikolas, Louis-Jacques Suignard, Nolwenn Korbell zo tud yaouank, pe yaouank, a skriv o unan ar pozioù hag ar sonerezh, get mouezhioù brav ha bourrapl da selaoù. Komzet vez gete a ziout traoù a bep sort, karantez, beajoù, darempredoù etre an dud, an natur, ar vuhez pemdeziek.  Traoù trist, fentus, spontus... Ar sonerezh zo levezonet a wezhoù get muzik ag Afrika Norzh (Kristen Nikolas), get ar rock pe get ar jazz.

medium_korbell100.3.jpg

Voici une petite sélection de disques que j'écoute pendant cet été : les nouveaux disques de Yann Raoul et Nolwen Korbell et les (un peu moins nouveaux) disques de Louis-Jacques Suignard et Kristen Nikolas. Ces auteurs compositeurs interprètes évoquent, dans leurs chansons en langue bretonne des thèmes de la vie d'aujourd'hui (l'amour, les rencontres, les voyages, la vie quotidienne, la nature) avec de belles voix au service de belles musiques (parfois influencées par le jazz, le rock, ou la musique d'Afrique du Nord pour Kristen Nikolas).

medium_nikolas103.jpg

Yann Raoul : "Les figurants".

Kristen Nikolas : "Voyages".

Nolwenn Korbell : "Bemdez c'houlou".

Louis-Jacques Suignard : "Lodenn an ael".

Razh ar pladennoù se a vez gwerzhet get Coop Breizh.Tous ces disques sont distribués par Coop Breizh.

medium_suignard101.2.jpg