20/09/2006
Levr : an trede priz ar yaouankiz
Le troisième prix du livre de la jeunesse en langue bretonne est lancé. Voici le communiqué des organisateurs. Tout savoir sur afea.free.fr
"Abaoe 2004 11 levr embannet dindan daou vloaz, pevar e 2004, seizh levr e 2005 : krouet eo bet ar priz e miz c'hwevrer 2004, gant ar c'hoant brudañ al lennegezh e brezhoneg evit ar yaouankiz. Kinnig ur framm d'ar skrivagnerien (ur c'honkour, stajoù stummañ, staj skrivañ...) hag un aozadur a ginnig d'ar skolajoù koumanantiñ levrioù embannet brav evit ur priz marc'hadmat. Lakaat ar skolajidi da votiñ evit al levr a blij dezho ar muiañ a oa ivez un doare da anavezout gwelloc'h c'haontoù al lennerien yaouank hag ivez o live yezh...
Skrivagnerien anavezet, tud all yaouank-tre a skrive evit ar wech kentañ : Gwenvred Latimier-Kervella gant ur thriller Huñvreoù ha Marianna ha Moran gant ul levr heroic fantasy, Brezel an Erevent. Skrivet eo bet gant Mai Ewen daou romant berr, unan war he vugaleaj e bro Skaer Hañvezhioù hag egile doare romant polis Tamallet.Romant polis e lec'h emañ krennarded o c 'hoari perzh an enseller gant Eil Derez, skrivet gant Gi Bideau. Gant Yann Fanch Jacq e oa kentoc'h temoù a vremañ : N'omp ket deñved (racket) ha Goustadig war al lambig (kudennoù alkool en ur familh). Ur romant istorel diwar ur paotrig deuet da vezañ Mignon ar sklaved a zo bet skrivet gant Jakez Erwan Mouton. Gant Avalig e vez taolennet kop ar bed bugale Ploveilh : Krampouezh pe pizza ? Skiant faltazi ivez gant beajoù e bedoù iskis Yann Fulub Dupuy : Penn ar veaj, pe Stefan Carpentier gant Ar voul strink. Tud a lâre ne oa ket skrivagnerien evit ar re yaouank e Breizh : setu diskouezet ar c'hontrol!
Ar 7 levr nevez
Partiet mat eo priz ar yaouankiz, skridoù a bep seurt (romantoù istorel, polis, heroic fantasy, traoù a vremañ...) a zo bet lennet gant ur juri, 10 den ennañ, 5 maouez, 5 gwaz (skirvagnerien evit 3 deus outo, lennerien ampart oadet etre 17 hag 50 vloaz). Peadra da lenn evit ar skolajidi adalek an distro-skol... Profil" skrivagner priz ar yaouankiz : 38 vloaz (e gwirionez etre 16 ha 70 vloaz), ur skrivagnerez kentoc'h (9 flac'h, evit 6 paotr), skrivañ a ra evit ar wech kentañ (4/15 o deus embannet ul levr dija), n'eus nemet pevar c'helenner, ar re all a zo atav el lise (4 deus outo), div a zo war o leve... Brav eo gwelout kement a dud disheñvel, troet da skrivañ ha da lenn e brezhoneg. Tu vo deoc'h lenn anezho adalek miz Gwengolo. Evit ar gelennerien o dije c'hoant lenn anezho a-raok ar skolajidi, ret eo mont war lec'hienn Internet afea.free.fr
6vet/5vet e vo lennet Ar bannac'hig avel (doare Harry Potter mod Breizh) skrivet gant Marie Kemerc'h, Dremm ar vamm (romant istorel mare XVvet kantved e Breizh) skrivet gant Annaig Renault, hag heuliad Brezel an Erevent, Huder an tour du skrivet gant Mariana ha Moran.E Pevare/Trede, beaj en amzer gant krennarded a vremañ, gant Metalikazh skrivet gant Mikael Treveur, e XIXvet kantved e Breizh gant Koulm, skrivet gant Henri Dorsel, istor ur vaouezh kozh pareet gant un iskis a glañvdiourez e Galeou, skrivet gant Laurence Lavrand. Garminig Uhellou a sin ur romant gant ur vandennad bugale o 'ch ober un enklask e Breizh : Boudig ar bleuñv.
An dazont : digeriñ d'an holl rummadoù divyezhek
Perzhidi yaouank a zeu dreist-holl deus Diwan : war 411, 7 a oa en ur skolaj publik. Perak ? Ar pezh a vez rebechet d'ar priz eo berrder an traoù : ret eo lenn buan e daou viz an tri pe pevar levr ha votiñ just a-raok vakansoù an Hollsent. Goude un emvod gant TES, tud ar rektordi hag an tri rummad, eo bet divizet gant ar gevredigezh hiraat an amzer lenn o cheñch lusk ar priz. Da lavarout eo e vo kinniget d'ar rummadoù Divyezh ha Dihun kemer perzh d'ar pevare Priz ar Yaouankiz a vo kinniget e miz Genver gant 7 levr nevez, dezho da votiñ evit miz Even (6 mizvezh) evit ma vefe diskleriet prizoù ar Yaouankiz e-pad Gouel ar Yaouankiz e Laz.Hag e miz Gwengolo 2007 e vo kroget gant ur Priz ar Yaouankiz evit an holl, tri rummad asambles, ha gant ar bloavezh skol a-bezh evit gallout votiñ e miz Even 2008.
Skrivagnerien, d'ho pluennoù ! (pe d'ho touchennaouegoù kentoc'h )
Evit ar skrivagnerien e c'hortozomp c'hoazh skridoù betek penn kentañ miz Here, goude e vo d'ar c'hentañ a viz Even 2007. Niver a sinoù : 60 000 sin evit ar re Bevare/Trede, 50 000 sin evit ar re yaouankañ (skeudennoù a vo lakaet gant an destenn, setu perak). Temoù ; gouennelouriezh, kleñvedoù, kudennoù ar gevredigezh hiziv an deiz... Doare : romant polis, deizlevr, heroic fantasy, romant istorel....Evit gouzout hiroc'h : afea.free.fr"
09:19 Publié dans Breizh/Bretagne, Brezhoneg/Langue bretonne, Levrioù/Livres/BT/BD | Lien permanent | Commentaires (0) | Tags : Bretagne, livre, Breizh
Les commentaires sont fermés.