Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

23/09/2006

People, pipeul, pe penn peul ?

Salut d’an holl, ar re vras hag ar re vunut... Met ne skriviñ ket hiziv a ziar benn ar re vunut, justawalc’h, met a ziar benn ar re vras ar re “people”. Dija, lâret vez “pipeul” e galleg  rak ur ger saozneg a orin eo... Met, me gav genin, gwelloc’h vehe distagiñ ar ger se mod galleg, e lâret  “pehople”, evel ma vez skrivet... Greomp memestra get “people” met kavet m’eus un doare da lâr an dra se e brezhoneg : penn peul, ma z’eus unan (n’eo ket pell a “pipeul”) ha pennoù peul ma z’eus  meur a unan. Gouiet a ran, n’eo ket re seven “penn peul” a dalv genaoueg, begeg met bon, n’int ket anavet ar pennoù “pipeul” evit bout Einstein.

Albert a Vonako, un tammig lart, “bouffi” ?
Krogomp get an darvoud pouezusan, brasan a zo bet e pad an hañv e Breizh : deuet e ar prins Albert a Vonako da Enez Gerveur evit lidañ eured mignonned dezhan e Lokmaria. Hervez ar gazetenn Le Télégramme daou gant den oa deuet da welet ar prins ha tokoù bras an dudjentiled... Daou gant, ne oa ket kement se. N’int ket sot awalc’h ar re a zo e chom e enez Guerveur evit koll o amzer e vonet da welet pennoù peul. Gwasoc’h c’hoazh, hervez Ouest Frans, ur vaouez deus kavet ar prins un tammig lard, “un peu bouffi”.

Setu penaos emañ an dud memestra : teodoù fall. E “uhelded” ar prins Bébert a za betek enez Gerveur ha diouzhtu e klever pismigourion. Nag un druezh. “Bouffi”, lard eo un tammig Bébert, ha neuze ? Plijout a ra d’ar maouezed c’hoazh. Plantet vez bugale getan er bed a bezh ha, marteze, a benn un nebeut bleadeù e klevimp komz ar ur mab pe ur verc’h dezhan kuzhet koste Lokmaria Gerveur ! Hervez ur vojenn, Napoleon oa hanter Breton, perak n’hor behe ket ivez un hanter vMonako e Breizh ? Prinsezed ha prinsed Monako a vez panachet abaoe pell.

Met bon, un dra a souetañ da Enez Gerveur memestra : chom evel m’emañ ha nompas donet da vout evel Monaco, ur sort “verrue planétaire”, ur sort wenaenn vras ha vil plantet dirak ar mor get savadurioù divalav, bankoù ha stalioù evit ar re binvidik. Bez zo lec’hioù evel se tachadoù evel se e lec’h on bet ur wezh hag e lec’h n’in ket mui bizkoazh, evel Monako hag Eurodisneyland...

Trouzioù souezhus war prezegenn Georges Bush
Justawalc’h evit kenderc’hel get ar pennoù peul, deomp da Vro Mickey, d’ar Stadoù Unanet. Ur blead zo al Louisiane oa bet beuzet get ar gorventenn Katrina. Ar meurzh 29 a viz Eost paseet an aotroù Bush n’eus komzet dirak ar gazetennerion a ziout an darvoud se. War eeun oa war ar chadenn CNN. Met ur mikro all oa chomet bev, digoret, e pad prezegenn ar prezidant, mikro un animatourez a CNN. Honnezh deus profitet ag e amzer dijapl e pad ar brezegenn evit monet d’en em soulajiñ...  Hag ar re a oa e sellet doc’h an aotrou Bush ar CNN o deus klewet ivez ar plac’h se a gomze get ur genseurtez dezhi a ziout he familh barzh ar c’horn vihan. Ha patati ha patata ha setu trouz an dour, trouz ar sach dour bet klewet e pad prezegenn prezidant ar Stadoù Unanet. Met bon, marteze,ar pezh a lâre hennezh ne dalve ket muioc’h evit an trouz se.

Tomm eo bet evit Tom
Er Stadoù Unanet c’hoazh ne ya ket gwall vat aferioù an aktour brudet Tom Cruise. Dilezet eo bet get an embregerezh, ar stall bras a gase argant dezhan d’ober e filmoù. Perak ? Peogwir e film diwezhañ n’en deus ket graet berzh hag, ouzhpenn se Tom Cruise a zo barzh ur strollad anavet evel ur sekt e Frans, met pas er Stadoù Unanet,  Iliz ar skientoloji. Un abadenn a ziar e benn a zo bet skignet war an tele e fin miz Eost. Ar reportaj se a ziskouezhe Tom Cruise evel ur sort peroked a brege berpet evit an Iliz ar skientoloji. Dimezeet oa Tom Cruise get un aktourez vrudet, Nicole Kidman, met dispartiet int. Nicole Kidman ne faote ket dezhi lesket he daou grouadur e daouarn kelennerion ag an iliz se ! Cruise zo dimezeet en dro get un aktourez yaouank a zo ivez barzh ar memes iliz... Hervez ar reportaj Iliz ar skientoloji zo bet ur sort “darboder”, “bazvalan”, evit an eured se...

Pennoù peul a feson a du get Nikolas...
Barzh ar reportaj se ni wele iwez Tom Cruise reiñ dorn da Nikolas Sarkozy. Gourc’hemennoù Nikolas, roet peus c’hwi mod se un taol sikour d'an Iliz ar skientoloji...

Justawalc’h pennoù peul a Frans zo deuet da skoazelliñ Nikolas Sarkozy e pad an hañv : Johnny Halliday, e mab, hag e vaouez. Met, benn ar fin, ag emañ Johnny a Frans, pe a vro Belgia, pe ag al loar ? N’eo ket sklaer. Hennezh a faote dezhan donet da vout Belgian en dro met n’eo ket deuet a benn... Ha bremañ monet a ra get an UMP... Sonj m’eus bout gwellet Johnny er skinwell, bleadeù zo, e klask displegiñ an “opération pièces jaunes”. Ne oa ket diaes met Johnny ne zeue ket a benn hag ar c’hazetenner a rae ar goulennoù hag ar reskontoù... Sonjoù, mennozhioù zo get Johnny, sur awalc’h, met n’o c’hava ket berped pa gomza...

Ur penn peul all a faota dezhan skoazelliñ Sarko : Doc Gyneco. Esperans m’eus e vo savet un emvod bras get an daou labous se, Doc ha Johnny evit lâr perak int a du get an UMP ha Sarkozy. Mard eo enrollet ar meeting se me breno ar c’hasedig rak fentus vo. Sonjit : ur brezegenn get Doc Gynéco : “Votit evit S...” Ron, ron, ron...” Mechal ma vo sklaer ar mesaj ? Mechal ivez ma vo muioc’h a dud e votiñ evit an UMP e 2007 a gres da Zoc ha da Johnny ? N’eo ket sur !

Christian Le Meut 

Les commentaires sont fermés.