22/09/2006
Levr e brezhoneg : Raket
Get un titl evel se, gouzout a reomp diouzhtu danvez an danevell se bet skrivet, ha skrivet a feson, get Gi Bideau, e brezhoneg mod Bro Gwened. Istor Mikael, ur c’hrennad amiabl a laboura mat er skolaj hag a son akordeons get e vignonnez Nolwenn (a son violons). Pleustret vez gete evit mont d’ar C’han ar bobl e Langidig ha, war lerc’h, marteze, betek ar final e Pondi.
Met setu : raketet eo Mikael get ur paotr, Léo, un nebeut brasoc’h ha kozhoc’h evitan hag en deus un gontel barzh e sakod. Goulenn a ra argant da Vikael, dre fors. Léo n’eo ket ur paotr fall met dilabour eo ha n’en deus ket argant awalc’h evit mont d’an toul noz get e vignonned...
Al levr bihan se a ziskouezh penaos a gerzh ur raket : ar viktim ne lâr ket netra. Chom a ra mut; trec’het get an aon, get ar vezh ivez hag an traoù a ya war fallaat. Mikael n’eo ket mui tamm ebet barzh e vleud, ne sona ket mui, n’hella ket komz get e vignonned na get e dud, mont a ra kuit ag e skolaj...
N’eo ket pell d’ar wirionez, d’am sonj, an istor kontet get Gi Bideau. Ar re a vez raketet a chom hep lâr netra ha mod se n’hellont ket kavout un diskoulm. Met un diskoulm a vo kavet get Mikael memestra...
Raket, Gi Bideau, Keit vimp bev, 2003. Gi Bideau n'eus skrivet ivez Eil derez.
E galleg : présentation d'une nouvelle en breton sur le racket, qui montre la réaction d'un adolescent racketé se renfermant sur lui-même, et la situation ne fait qu'empirer...
10:24 Publié dans Breizh/Bretagne, Brezhoneg/Langue bretonne, Levrioù/Livres/BT/BD | Lien permanent | Commentaires (0) | Tags : Bretagne, livre, breton
Les commentaires sont fermés.