Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

18/09/2006

Frans Bleue Breizh Izel : nebeutoc'h a vrezhoneg !

Emglev selaouerien Frans Bleue Breizh Izel n'eus embannet ar gemenadenn da heul : "An abadennoù e brezhoneg berzhet war RFBBI en tu all da 8 eur noz … c’hwec’h eur skignañ ar sizhun aberzhet war aoter ar c’hreizennañ gant an Aotrou Alain Massiot.

"D’ar 25 a viz meurzh 2006 e kemere perzh 500 den er vanifestadeg aozet gant Emglev selaouerien France Bleu Izel dirak ti ar radio e Kemper. Goulennet oa bet groñs gant ar vanifesterien e vefe bet roet e sac’h d‘an Aotrou Patrick Sabatier ha dihanet diouzhtu da skigañ e abadenn dudiamantoù ha kelachoù Pariz etre kreisteiz hanter ha div eur. Un dileuriadenn eus an Emglev oa bet degemeret gant rener France Bleu Breizh Izel. Ar rener, an Aotrou Alain Massiot p’en doa degemeret dileuridi an Emglev, en o-mesk : Patrick Malrieu prezidant Kuzul Sevenadurel Breizh, Kristian Guyonvarc’h ha Jean-Pierre Thomin is-prezidanted Kuzul Rannvro Breizh ha Mona Bras Kuzulierez Rannvro Breizh, en doa graet disklêriet : « An eurvezhioù skignañ e brezhoneg zo sakr deomp, n’eus ket keloù e vefe krennet an niver a eurvezhioù e yezh ar vro… »

C’hwec’h miz war-lerc’h e teu mare an dislavar hag an dismegañs a-berzh an Aotrou Alain Massiot. Lemmet zo bet kuit un eurvezh eus « An Abadenn » gant Loeiz Guillamot diouzh an noz, etre eizh eur ha nav eur. En he flas teir munutenn brezhoneg etre kreistez ha kreistez hanter. Ne oa ket trawalc’h, dav oa skarzhañ ar brezhoneg da vat en tu all da eizh eur noz war ar gwagennoù. Neuze « Ar Veilhadeg », koshañ abadenn e brezhoneg FBBI, a veze skignet d’ar sul noz zo bet graet e jeu dezhi. Lakaet eo bet an eurvezhioù skignañ-se d’ar sul etre un eur ha teir eur d’abardaez (er memes koulz hag ar brezhoneg er skinwel) hag un eurvezh adskignañ zo e-mesk an teir eurvezh-se. Taol kaer Alain Massiot krennañ ar skignañ e brezhoneg war RFBBI eus 6 eurvezh ar sizhun. Ar promesaoù ne dalvont nemet d’ar re a laka kred enne eo frazenn stur Alain Massiot. Ni izili « Emglev Selaouerien Radio Frañs Bleu Breizh Izel » n’omp ket evit degemer e vije graet fae gant ar Stad ha renerien Radio Bleu war ar vretoned a zo selaouerien feal eus RFBBI ha war dileuridi hor Bro.

- Da gentañ e c’houlennomp groñs hag hepdale, digant renerien Frañs Bleu, e vefe roet e blas en-dro d’an abadennoù e brezhoneg war gwagennoù RFBBI, hag e-giz e miz Meurzh 2006 e c’houlennomp e vefe roet e sac’h d’an Aotroù Patrick Sabatier evit ma c’hellfemp selaou en-dro abadennoù savet er vro etre 12e 30 ha 2 e.

- Da eil e c’houlennomp gant dileuridi ar C’huzul Rannvro goulenn groñs digant ar Stad e vefe boulc’het divizoù etre he dileuridi e Breizh, renerien France Bleu ha dilennidi Kuzul Rannvro Breizh evit ma c’hellfe ar Vretoned kaout ar gwir da ren ha da ziorren ur radio a servij publik e galleg hag e brezhoneg war dachenn pemp departamant Breizh.

Evit an Emglev : Herve ar Gall -  02 96 24 25 09."

 Kavet war an Agence Bretagne Presse

Les commentaires sont fermés.