Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

29/03/2005

Hennebont : diorren padus pe fank padus ?

Ar yaou tri a Viz Meurzh paseet, e fin emvod ar c’huzul-ker, an aotrou maer, Gérard Perron (PC) n’doa lâret d’ar guzulerion e vo kaset fank porzh An Oriant en Hen-Bont, e Polvern, ur vengleù tost d’ar Blanhoeh. Ha setu bec’h er vro ! Hag an ekologourien d’en em sevel a-enep ar raktres-se. Ya, met re ziwezhat. Graet oa an taol dija ! Pewar mill metrad kub fank toxik ha pussunus oa bet kaset dija e Polvern. Ne chomint ket nemet tri mizh, hervez an emglev savet etre ti-ker an Hen-Bont hag ar prefeti. Da wellet... Tri mizh, n’ont ket sur, me. Met displegomp an traoù...
Bagoù brezel e vez savet e porzh An Oriant abaoe pell. Al labour-se a veze graet get an Arsenal gwezhall; hag an arsenal a zo deuet da vout an DCN (Défense construction navale...) abaoe un nebeut bleadeù. Louzet e vez porzh An Oriant get al labour-se. Araok, an Arsenal oa e-dan lezennoù ar stad hag an arme... Breman, DCN zo ur stall privez. Araok ne veze ket komzet a fank porzh An Oriant. Petra veze graet gante ? Skarzhet vezent er mor etre enezenn Groe hag an aod, hep goulenn netra da zen ebet.

Groez : nann d’ar fank
Met hiriv an deizh an DCN a zlehe goulenn an aotre evit lakaat ar fank en ul lec’h bennak... Er mor, etre enezenn Groez hag an aod, evel ma veze graet araok ? Pas. Echu eo : kumun enezenn Groez n’eo ket a-du, tamm ebed. Hag ar wirionez zo geti. Perak lakaat er mor ar fank louz-se, get traoù danjerus ha toxik e-barzh ? Evit lakaat ar pesked da vout klanv ha ni ar lerc’h ?
Ha setu an DCN emmerdet get he fank... Daouzek mil metrad kub zo bet tennet ag ar porzh evit lesket da vont kuit bagoù brezel nevez savet en Oriant (ha kement-se e chomehe e don ar porzh...)... Petra gober get ar fank-se ? Moian zo d’her golc’heiñ, met koust a ra keroc’h, keroc’h evit bout skarzhet er mor. Pe d’her lakaat en ul lec’h bennak didreuzus, koste an Oriant pe Lanester... e c’hortoz bout disaotret, goude.
Met n’eo ket ar pezh a zo bet sonjet get tud an DCN hag ar prefeti. Lec’hioù all zo bet klasket gete, hag unan zo en Hen-Bont, Polvern... Nag ur brav a lec’h, Polvern. E-tal ar Blanhoeh, get koadeù, riolenneù, mennezhioù, ha c’hoazh... Ul lec’h bourrapl evit mont da bourmen... Bourrapl betek ar bloaz 2003. D’ar mare-se an aotrou maer doa roet an aotre da sevel un “decharge” du-hont evit lakaat traoù-lous, met pas danjerus. An aotre-se zo bet roet get ar maer e-unan kar ar guzulerion all doa votet a unvouezh a-enep ar raktres-se. Ne vern... Mod-se eman an demokratelezh en Hen-Bont.
Polvern zo bet choazet neuze get ar prefeti evit lakaat pewar mill metrad kub fank toxik... Met ne oa ket droad lakaat traoù danjerus e Polvern, hervez ar pezh sinet get ar maer e 2003. Ne vern, nullet eo bet an “arrêté”-se get ar prefeti... Ar maer n’eus goulennet kamionoù didreuzus evit kas ar fank betek Polvern ha nompass lousiñ an hentoù... Met al lod brasan ag ar gamionoù-se ne oant ket didreuzus, hag fank zo kouezhet war an hentoù...

Demokratelezh mod an Hen-Bont
Goulennet eo bet get ar maer ivez krouizeiñ toulloù bras ha didreuzus goloet get plastik... Graet eo bet, da gomans... Ya, met ur wezh kroget an traoù, ur bochad kamionoù zo daet get tonnennoù ha tonnenoù fank ha re vihan oa an toulloù... Skarzhet eo bet ar fank memestra, war an douar, mod-se... Kant metr a zoc’h ar Blanhoeh...
An aotroù maer n’eus graet e sonj e-unan, kazimant, hep goulenn netra d’ar c’huzul-ker araok... Mod-se eman demokratelezh e bro an Hen-Bont.
Ur bochad tud n’int ket kountant anezhe, tamm ebed. Ur gevredigezh, Amzer nevez Polvern*, a zo bet savet gete evit manifestiñ. Ar pal zo ivez da lakaad ar Stad da zerc’hel sonj e vo ret dezhan kavoud ul lec’h all evit ar fank lous-se ha netaat Polvern goude.
Kroget oa bet emvod ar c’huzul-ker get an “diorren padus”. Tier e vez savet d’an doare padus (biobrique, kanabl...) get ofis HLM Hen-Bont... Brav, met ne bado ket pell an diorren padus en Hen-Bont get razh ar fank toxik lakaet e Polvern. Diorren padus ar saotradur, ne lâran ket.
Christian Le Meut

* Nevez amzer Polvern, Le printemps de Polvern, 31 rue Jacques Brel, 56700 Hennebont. Tél : 02.97.36.58.82.
E brezhoneg : Christian Le Meut : 02.97.36.31.78.

10/10/2005 : ar fank zo bet kaset da Langedeg evit bout "disaotret" du-hont met penaos vo graet get fank porzh An Oriant en amzer da zonet ??? 

15/03/2005

Bili da werzhañ : 20 € bep kilo !

Tostaad a ra Nedeleg ha me zo, marteze eldeoc’h-c’hwi, e klask traoù da brofiñ. Bet on bet koste Gwened en ur stal bras awalc’h e lec’h ma vez gwerhzet glouestroù bihan, arrebeuri, ha traoù all da vravaat an ti... Ha petra m’eus gwellet ? Bili. Bili da werzhañ ! Tost deg euros pemp kant grammes. Ugent euro evit ur c’hilo bili, mein bihan dastumet war an aod. Bizkoah kemend all ! Bez zo bili brav, se zo sur... Met ugent euro ur c’hilo : ker eo un tamm. N’eus kazimant netra d’ober nemet dastumiñ ar bili, o lakaat e barzh sec’hier ha setu, graet an taol. N’eus ket afer da blantiñ bili na d’o eostiñ ar lerc’h.

Ur sonj all zo daet diñ. Ha droad zo, benn ar fin, da zastumat ha da werzhan bili ? Ar re m’eus gwellet a zeu, marteze, ag ur veingleù bennak. Gwelloc’h vehe. Kar ar bili a zo war an aod, a zo da pep hini ac’hanomp ha n’eus ket droad d’o dastum benn ar fin. Nemet unan pe daou evit ar blijadur, met pas evit bout gwerzhet... Hag an dour ? Hag ar petrol, da biv int ?

Dour fall da evañ
Aman e Breizh e vez evet ganeomp dour lakaet e boutailladoù get stalioù bras evel Vittel, Evian, Volvic, ha c’hoaz. Ar mammenoù a zo dezhe, perc’hennet gete. Met an dour a zo edan an douar, barzh an “nappes phréatiques”, da biv eo? Deomp ni, d’am sonj, ha pas d’ar stalioù bras se... Ha ni da baeañ kaer ruz dour a zo deomp ni dija, peogwir n’eo ket mad awalc’h an dour red, an dour ag ar robinet. Re a zraoù lous a zo e barzh : nitratoù, pestisidoù, atrazine ha c’hoazh. Met louset e vez an aer ivez a gaos d’an dra se : ur bern kamionoù a zeu a bell evit kas deomp an dour se, ag ar Pirénéou, an Alpoù, Bro Vosges ha c’hoazh... Louziñ a reont an aer hag, oc’hpenn, danjerus int war an hentoù... Gounezet e vez mod se ur bern argant get stalioù bras pitaod dija, ar stall Nestlé, da skouer, argant roet ganeomp-ni, ha n’omp ket pitaod !

Gwelloc’h eo an dour red e Paris, sanset. Gwellet m’eus du hont skritellioù bras evit lâvar d’an dud da evan an dour-se. An dour e Paris zo mat da evañ, met pas e Breizh... Ha deomp ni, Bretoned, da c’hortoz c’hoaz. Ur bern argant, millionoù ha millionoù, zo bet dispignet dija get Bro Frans ha get rannvro Breizh evit gwellaat an dour red. Kondamnet eo bet Bro Frans dirak justis Europa a gaos d’an traoù louz a zo e barzh dour e Breizh. Met n’eo ket gwelloc’h c’hoazh an dour.

Traoù zo, a zo da razh an dud, evel an dour, evel ar bili war an aod. Diwallomp kar, re aliez, an traoù se e vez tapet, laeret benn ar fin, get tud pe stalioù kenverzh hag, ar lerc’h, gwerzhet deomp ni en dro ! Penaos a vez graet ag an dra-se : kapitalism...

Christian Le Meut 

20 euros, mon kilo d’galets, 20 euros !

Il y a peu je suis allé du côté de Vannes dans une de ces grandes surfaces qui vendent des petits meubles et des éléments de décoration. Et qu’ai-je trouvé ? Des galets ! Et oui, le galet se vend désormais, et à un bon prix : dix euros les 500 grammes ; soit vingt euro le kilo ! Pourtant, il n’y a pas grand chose à faire : les ramasser, les trier, les mettre en paquet, et le tour est joué. On n’a pas à les planter, les arroser, les moissonner... Le cours du galet est élevé donc, d’autant plus pour un produit qui ne sert à rien, sauf à décorer... Mais, du coup, je me suis posé la question : a-t-on le droit de ramasser des galets ? Ceux-ci provenaient probablement, j’espère, d’une carrière privée car ceux qui sont en bord de mer, sur les plages, sont sur le domaine public et appartiennent donc à tous. On doit pouvoir en ramasser un ou deux à l’occasion, par plaisir, mais guère plus. Car, si le galet domestique n’a qu’une utilité relative et décorative, le galet sauvage lui, a une vraie utilité dans la nature. Il se transforme au bout de quelques milliers ou millions d’années en sable. Il doit avoir aussi, mais je ne suis pas spécialiste, un rôle à jouer dans les flux marins et dans l’écosystème des plages...

Chère eau potable
Le galet, finalement, est comme beaucoup de ressources naturelles : il doit être préservé et tenu éloigné des appétits financiers, mais là non plus, ce n’est pas gagné. Car si l’on y pense bien, les sociétés qui vendent de l’eau en bouteilles, par exemple, ont-elles le droit de le faire ? Elles sont propriétaires de leurs sources et de terrains autour, mais sont-elles propriétaires des nappes phréatiques ? Et nous, de payer cher une eau embouteillée qui est, probablement, au départ, notre propriété collective, car nous ne voulons pas boire l’eau du robinet, trop polluée. Particulièrement ici, en Bretagne, où trop de polluants ont été, et sont encore, présents dans l’eau du robinet : nitrate, pesticides, atrazine, et je ne sais quoi d’autre.

Mais, finalement, notre consommation d’eau en bouteilles contribue aussi à la pollution : des millions de bouteilles en plastique sont ainsi jetées chaque année et doivent être recyclées... Des milliers de camions font des kilomètres depuis les Alpes, les Vosges, les Pyrénées, pour nous apporter cette eau. Ils contribuent également à rendre les routes plus dangereuses. Et nous, consommateurs, pas si riches que cela, d’enrichir des multinationales agro-alimentaires, comme Nestlé, déjà forts riches. mais futées : elles nous revendent embouteillée, une eau qui devrait être considérée comme un bien collectif. C’est à nous, mais nous devons l’acheter, et au prix fort, car l’Etat, défaillant, ne peut nous garantir une eau réellement potable. Cela s’appelle le capitalisme...
Même les Parisiens semblent mieux lotis. J’ai vu à Paris, en novembre 2004, une campagne d’affichage vantant les mérites de l’eau du robinet, bien meilleur marché que l’eau en bouteilles. Les autorités se gardent bien d’une telle campagne en Bretagne alors que la France a été condamnée devant la justice européenne pour le taux de nitrate trop élevé dans l’eau des robinets bretons...

Christian Le Meut 

14/03/2005

Amzer an tailhoù...

Bet on bet en Oriant e miz meurzh, d’an Ti an Tailhou evit kompren penaos gober ged ma diskleriadur, ma “déclaration” peogwir e vanke din traou, titouroù. Er staj kentan (res an douar), ur plac’h he deus goulennet din e emen e oan o chom. Ba Hen Bont, m’eus respontet, ha hi de lavar din mont d’an trede staj. Du hont, un den all en deus roet din un tiked evit gortoz : un tiked gwenn ha glas. Skrivet oa warnan ar sign dollar, ha daou sifr : tri c’hant tri, hag, un tammeg uhelloc’h, nav ha daou ugent.

Petra a dalve ar sign dollar ? M’eus ket komprenet... Hiriv an deiz e vez paeet tout an traou ged an euro, hor monneiz, netra da wellet ged an dollar hag n’omp ket bet aloubet c’hoazh ged an arme a Estadou unanet!... Met ne verne ket : aet on da c’hortoz dirak ar burev tri c’hant tri, evel ma oa bet skrivet war ma zamm tiket... E ma sav e oan, peogwir ne oa ket trawalc’h a gadoerioù. Hag re gozh oa a chome a sav ivez. Marteze Minister ar budget n’eus ket argant awalc’h evit prenan kadoeriou... Met dor ar burev tri c’hant tri a chome serret daoust ma, e pad an amzer, tud oa o vont e barzh bureviou all, pe o vont kuit. Iskiz oa ar jeu, un tammig.

Goude un nebeut munutennoù, m’eus klewet ur plac’h ag an tailhou o c’halvin tud ged niverennou tri c’hant daou daoust ma oa ar plac’h se e barzh ar burev tri c’hant pewar ! Bizkoah kemend all : an niveren war an tikedou na zeu ket ged niverenou ar bureviou ! Perak gober traou simpl, pa e vez posupl ober traou diaes ! Hag ar re all da gomprein iwez ! Ha setu an tud o finv e barzh an trepas evit kavet o bureviou mad. Stlabez oa un tamm, hag tud oa o klemm, me lavar deoc’h.  Hag un niverenn all oa war ma ziked : naw ha daou ugent. Hennezh oa ma niverenn e barzh ar file d’attente... Ya, met ne servije da netra iwez peogwir den ebet ne ouie ket emen oa ma e “file d’attente” mad ! Ar lec’h un ugent munut bennak, a-benn ar fin, m’eus komprenet e lec’h oa ma burev mad ha m’eus kavet ur plac’h ag an tailhou, koant hag amiabl, evit displeg ar pezh a vanke din...
Setu. N’eus ket pell zo m’eus klevet lâret e oa ar gouarnamant o klask da lakaet simploc’h an traou graet get ar melestradurezh : labour zo ! Bizkoah kemend all !

Christian Le Meut

Le temps des impôts...

Vous avez peut-être reçu votre déclaration de revenus (il ne faut surtout pas dire "déclaration d'impôts", celà défrise mon papa !). Déclaration de revenus donc, les impôts à payer seront calculés par les services compétents... Justement, l'année dernière, j'ai dû y aller pour me renseigner...

Le 24 mars (2004), il fallait rendre sa feuille de déclaration de revenu dûment complétée, et sans erreurs. C'est pourquoi je me suis rendu au centre des impôts de Lorient afin d’avoir quelques renseignements qui me manquaient. A l'accueil du rez-de-chaussée, une personne me demande où j’habite et m’oriente vers le troisième étage. Là, une autre personne me donne un ticket, blanc avec un liseré bleu, sur lequel est écrit le signe dollar, $ puis 303, et plus haut, 49... Que viennent faire des dollars dans cette histoire alors que nous sommes passés à l'euro ? L'on parle beaucoup d'hégémonie étasunienne actuellement, mais faudrait pas anticiper trop !

Bon, ce mystère n’étant pas résolu, je me dirige, ticket en main, vers le couloir que l’on m’indique et là, je trouve le bureau 303, comme il est écrit sur mon ticket. Je me plante devant debout, car il n'y a pas trop de chaises... Même pas assez pour les personnes âgées présentes : il faudrait peut-être aviser le Ministère du budget, qu'il débloque des crédits ! Mais la porte du bureau 303 reste désespérément fermée pendant une dizaine de minutes. D'autres s'ouvrent et, tendant l’oreille, j’entends une conseillère appeler la série 302, alors qu'elle est dans le bureau 304 ! Tiens donc, les numéros sur les tickets ne correspondent pas à ceux des bureaux ! Bizkoah kemend all, me dis-je (). Panique dans les files... Et les 303 de se placer devant le bureau 301 tandis qu'un afflux de 306 se précipite vers la porte 302, etc ! demande une dame...

Et le numéro 49, en haut du ticket, à quoi sert-il ? Et bien voilà, les personnes sont sensées avoir un numéro dans leur file d'attente, mais comme elles se mélangent les pieds dans les files, que les conseillers ne demandent pas leurs tickets aux “clients”, ces numéros n’ont plus aucun intérêt : c’est le bordel ! En plus, certains conseillers appellent bien leur série et leur , mais d'autres se contentent d'appeler , ce qui fait plutôt règner la loi du plus vite comprenant et du plus rapide (et là, les personnes âgées sont un peu désavantagées)...

Voilà, après vingt minutes d'attente, j’ai fini par comprendre le système et obtenir les renseignements attendus en cinq minutes avec une charmante conseillère. Ouf ! J’ai entendu que le gouvernement légifère actuellement sur la simplification des démarches administratives : il y a du boulot, en commençant par l’achat de quelques chaises en plus et une meilleure organisation des files d’attentes !
Christian Le Meut

08/03/2005

Ur "Vro gozh" re gozh...

Ur wezh, ar dro pemp bloaz zo, aet oan d’ur sonadeg e Pleuigner da selaou doc’h Denez Prigent ha Kanerion Pleuigner. Bourrapl bras oa an abadenn se met pas betek ar fin pa a zo bet lâret deomp da sevel evit kanal ar Vro gozh ma zadoù, ar c’han broadel a Vreizh... "Bizkoah kemend all", sonjet m’eus. Ne ouien ket a oa ur c’han broadel e Breizh hag, ouzhpenn se, ma zad, a oa e tal diñ a ouie kanal ar c’han se !  Me, me vourra kanal ha soniñ met pas evel se. Ne blij ket diñ pa e vez laret traoù sort sen, “Savit evit kanal ar c’han broadel”, nag e galleg, nag e brezhoneg, nag e bep sort yezh. A vizkoazh m’eus kavet sod sevel evit soniñ ur c’han broadel pe sevel dirak ur bannel broadel ivez, evel ma vehe traoù sakred.

A vizkoazh m’eus kavet kri, spontus ha xenophobe pozioù ar Marseillaise. Ha pozioù ar Vro gozh zo re gozh evidon me. Met erruet eo ar bloaz man kantved deiz a bloaz ar Vro Gozh. Savet eo bet hervez ar c’han broadel a Vro Gembre, get pozioù skrivet get Taldir Jaffrennoù, un barzh un tammig re gozh e sonjioù... Hervez ar gazetenn Bremañ (Miz Mae 2004), ar Vro Gozh zo bet dibabet, choaset, get an “holl Vretoned, evel o c’han broadel”... A bon ? Pegoulz eman bet votet an dra se, get piv ? Me, m’eus ket votet, na ma zud, ma ma zud kozh...

Ar Marseillaise a zo bet choazet el “kan broadel” eus Frans get ur parliament, get deputed ha senadourien dilennet get ar Franzision, hag get Bretoned en o mesk, d’un doare demokratel ur sort, e 1879. Memestra evit ar bannel... Demokratel oa met, red eo diñ lâret memestra, ne vote ket ar merc’hed d’ar mare se... Neuze, hanter demokratel oa... Penaos zo deuet da vout ar “Vro Gozh”, ar c’han broadel a Vreizh ? Ouion ket. N’eo ket an dra ofisiel. N’eo ket bet choaset get “razh ar Vretoned”, na get ar C’huzul rannvro. Memestra evit ar bannel, ar gwenn ha du, hag evit ar fest broadel a Vreizh a zo, sanset, ar sant Ewan, an naontek a viz Mae....

Gwellout a ran ur bochad bannielloù gwen ha du e pep lec’h e Breizh, lakaaet war an tier ker, da skouer. Klevet m’eus lâret ivez a zo bet kanet ar Vro Gozh get tud an UMP, e pad ur meeting evit ar votadegoù rannvroel paseet... Kement se ! Met petra a zo bet graet get tud a zehoù evit ar brezhoneg ? Epad pemp bloaz warnugent ar strolladoù a zehoù a zo bet e penn ar rannvro ha, d’am sonj, n’o deus ket graet traoù awalc’h evit sikour ar brezhoneg, ar gallaoueg, hag ar sevenadur a Vreizh... Kanal zo un dra. Lakaat bannieloù iwez. Arouezioù int, met ne reont ket ur bolitikerezh da vat. An dud a zehoù a Vreizh o deus kannet, amzer o deus da zansal breman...

N’ouzon ket ma z’eus afer eis ur c’han broadel evit Breizh met, ma z’eus ur referundum un deiz bennak evit choas ur c’han broadel, kinniget vo geniñ “Son ar sistr” evel kan broadel. Plijusoc’h, bourraploch’ a vo evit ar Vro Gozh re gozh, me lavar deoc’h : ”Ar sistr zo graet, lon la, evit bout evet, ar sistr zo graet evit bout evet, ar sistr zo graet evit bout, hag ar merc’hed, lon la, evit bout karet, hag ar merc’hed evit bout karet...”
Nag a blijadur ! Votiñ a rin evit ar sonen se, se zo sur. Ha, d’am sonj, gwelloc’h vehe chanj ivez komzioù ar vMarseillaise, met se zo un afer all.
Christian Le Meut

Un "vieux pays" trop vieux !

Il y a environ cinq ans, j’étais allé à un concert à Pluvigner, près d’Auray, pour écouter chanter Denez Prigent et les Kanerion Pleuigner. Le concert s’est très bien passé jusqu’à ce que, à la fin, on nous demande de “nous lever pour chanter l’hymne national breton”... Bizkoah kemend all, jamais autant, moi, je ne savais même pas qu’il y avait un hymne national breton et en plus mon père, à côté de moi, le chantait par cœur... Il y a des jours comme ça, où l’on découvre. Sauf que, je n’ai jamais bien aimé me mettre au garde à vous, surtout pour chanter un hymne national qu’il soit français ou breton. “La musique qui marche au pas, cela ne me regarde pas”, aimait à chanter Georges Brassens. Et j’ai toujours trouvé les paroles de la Marseillaise trop guerrières, belliqueuses et aux relents xénophobes... Quant aux paroles du Bro Gozh ma zadoù, l’hymne national breton, censément, “Vieux pays de mes pères”, elles sonnent un peu trop vieillottes à mes oreilles...

Et voici qu’est arrivé, en 2004, le centième anniversaire de ce cher hymne national breton inspiré de l’hymne national gallois avec des paroles en breton écrites par Taldir Jaffrenoù. Selon le mensuel Breman, cet hymne a été choisi “par tous les Bretons comme leur hymne national”... Ah bon ? Où, quand, comment et par qui ce chant a-t-il été décrété hymne national breton ? Moi, je n’ai rien voté, ni mes parents, ni mes grands-parents... Le parlement français a choisi La Marseillaise en 1879. Des députés et sénateurs élus par le peuple, et notamment par les Bretons, en ont décidé ainsi. Même chose pour le drapeau bleu blanc rouge et la fête nationale... Il s’agit d’une procédure démocratique, ou presque, puisqu’à l’époque les femmes ne votaient pas. A moitié démocratique, mettons. Mais rien de tel pour le Bro Gozh. Il n’y a pas eu de vote pour choisir cet hymne national, ni pour le drapeau, ni pour la fête nationale bretonne que certains placent le, 19 mai, jour de la Saint-Yves...

Je vois bien des drapeaux breton, ou des autocollants, sur beaucoup de voitures ou sur certains bâtiments officiels. Récemment, les candidats UMP aux élections régionales ont même chanté le Bro gozh pendant un meeting... Cela ne leur a pas porté chance. Drapeau et hymne sont des symboles mais ils ne remplacent pas une véritable politique linguistique. Qu’on fait l’UMP et la droite, pendant les 25 ans où elle ont été à la tête de la région, pour promouvoir la pratique de la langue bretonne, du gallo, pour aider la culture populaire bretonne, pour inverser la chute du nombre de bretonnants ? Manifestement, elles n’ont pas fait assez , ou alors à contre cœur, ni n'ont montré suffisamment de volonté face au centralisme parisien. La droite bretonne a donc chanté le Bro Gozh, elle a du temps, désormais, pour danser un laridé.

Je ne sais pas s’il y a besoin d’un hymne national en Bretagne mais, si un jour un référendum est organisé démocratiquement pour en choisir un, je proposerai plutôt “Son ar sistr”, la chanson du cidre : “Le cidre est fait, lon la, pour être bu, le cidre est fait pour être bu, le cidre est fait pour être bu, et puis les filles, lon la, pour être aimées, et puis les filles pour être aimées...” Voilà une chanson entraînante et conviviale. Je voterai donc pour Son ar sistr... Et puis je crois qu’il faudrait aussi changer les paroles de l’hymne national français, mais c’est une autre histoire...

Christian Le Meut

03/03/2005

An diktatourion, an tailhoù hag an tsunami

Un dra spontus m’eus lennet er gazetenn Courrier International. Ar jeneral Pinochet zo un torfetour, anat eo, met ivez ul laer, ur skrapour. Millionoù dollars zo bet lakaet getan barzh an ti-bank er stadoù-unanet. Multrour, torfetour ha laer ema ar jeneral Pinochet. Ha, hervez Courrier international, ar memes tra oa evit un torfetour spontus all : Hitler. Ne faote dezhan paien e daoseù... Hag Hitler a zlehe c’hwec’h million euro d’ar fisc just araok donet da vout “fuhrer”. Ha n’int ket bet paiet ar lerc’h, se zo sur... Met lojik eo, benn ar fin. Hitler a sonje oa tud uheloc’h evit ar re all, an Aryaned a vez graet anezhe. Pal an tailhoù, er broioù demokratel, zo da vout dispignet evit sevel skolioù, ospitalioù, hentoù... Hag a gres d’an tailhoù, an dud a zeu da vout un tammig ingaloc’h... Ar pezh ne blij ket tamm ebed, da dud evel Hitler...

Deomp pelloc’h, koste Asia breman...
Ur bern tud zo bet lazhet get an tsunami en Asia, ar-dro 300.000 den. Ur bern argant a zo bet roet get tud ag ar bed a bezh evit sikouriñ ar broioù-se, ha sevel en dro an traoù diskaret : tier, bagoù, skolioù, tachennoù ha c’hoazh. Un dra vat eo bet, gwellout kement-se a dud reiñ argant goude an tsunami spontus-se. Al lod vrasan zo chomet kuzhet. Met tud all, stalioù bras da skouer, deus lâret pegen jenerus int bet. Ur stall evel Pinault-Printemps-La Redoute n’eus lâret d’ar mediaoù e vo roet ganti ur million euro ! Ur sapré sammad eo. Ya, met get lezennoù nevez savet get ar gouarnament, ar stalioù-se a c’hellay paiean nebeutoc’h a-dailhoù, a-gres d’an argant roet evel “don aux oeuvres”. Hervez ar gazetenn Alternatives économiques a Viz C’hwevrer, ne vo ket ur million a vo paiet get ur stal evel Pinault met 330.000 euros... Da lâret eo tri wezh bihanoc’h ! Ar pezh n’eo ket kement-se e kenver ar pub digoust graet get ar mediaoù evit ur stal ken jenerus...

Stalioù all, evel Leclerc pe Buffalo grill deus graet an traoù den un doare dizhvenvel. Galvet o deus an tud : “Deuit da zebriñ e barzh hor restaurantoù”, pe “Deuit d’ober prennadoù e barzh hon stalioù bras”, ha ni ray bep gwezh ur skoued, un blank, evit an tsunami... Ha jenerus eo, gober evel se ? Ha jaojapl eo gober konverzh ar gein an dud lazhet get an tsunami ? Spontus ha mezhus, ne laran ket.

Alternative economiques a Viz C’hwevrer a gas sonj deomp ivez ag an dra spontus all : 30.000 krouadur a varv bemdez er broioù paour get klenvedoù rak n’int ket bet soagnet mat... Tregont mill bemdez, memestra... Tri c’hant mill a benn dek devezh, kement evel an tsunami...

Christian Le Meut

Les dictateurs, l’impôt, et le tsunami...

Dans le club des dictateurs-assassins-tortionnaires et voleurs, un nouveau membre vient de faire son apparition : Adolf Hitler lui-même. Ce champion toutes catégories dans le domaine du génocide était aussi un mauvais citoyen. Il ne voulait pas payer ses impôts. D’après le journal berlinois Bild, cité par Courrier international, Hitler a fraudé le fisc pendant toute sa vie et devait l’équivalent de six millions d’euros au moment de son accession au pouvoir, en 1933. Et, bien sûr, il n’a plus reçu de rappel à partir de cette date !...

L’impôt, et notamment l’impôt sur le revenu, dans une société démocratique, est un outil de répartition des richesses afin de garantir aux citoyens l’accès à la santé, à l’éducation, aux transports. L’impôt permet d’instaurer une certaine forme d’égalité dans la société. Il n’est pas étonnant que cela ait déplu au tenant de l’inégalité des races qu’était Hitler, à moins qu’Adolf ne fut simplement près de ses sous...

Parlons impôts encore, mais cette fois à propos du tsunami... Cette catastrophe a provoqué environ 300.000 morts. Mais elle a suscité aussi un mouvement de solidarité très important. Des millions de gens ont donné de l’argent pour secourir les victimes et aider à la reconstruction des zones touchées. Si la plupart des donateurs sont restés anonymes, certains ont voulu faire connaître leur générosité. Des grandes entreprises comme Pinault-Printemps-la Redoute ou Groupama ont annoncé un don d’un million d’euro. Une belle somme, même pour de grandes entreprises comme celle-là.

Seulement voilà, d’après le magazine Alternatives économiques du mois de février 2005, je cite, “les entreprises déduisent de l’impôt sur les sociétés, depuis cette année, 66% des dons engagés, dans la limite de 5% de leur chiffre d’affaire. La prestation de François Pinault ne lui coûtera donc que 330.000 euros, un montant qui n’est pas démesuré en regard de l’impact médiatique du geste” conclut Louis Maurin, journaliste à Alternatives économiques. 330.000 euros après impôts, c’est déjà ça, mais c’est tout de même loin du million, surtout quand on sait qu’une campagne publicitaire à la télé coûte des millions...

Une autre méthode consiste à annoncer au public que, si l’on vient faire ses courses tel jour dans tel magasin, ou si l’on vient manger dans tel restaurant, ou si l’on commande tel nounours par correspondance, une somme sera versée pour les victimes du tsunami. En gros, plus vous ferez marcher le commerce, plus nous serons généreux. Consommez consommez pour ceux qui n’ont plus rien ! Venez vous bâfrer pour ceux qui sont dans le désespoir ! Mais sommes-nous tombés si bas que ce genre de méthodes commerciales détournant la solidarité n’aient pas suscité plus d’indignation ?

Et Louis Maurin de rappeler, dans Alternatives économiques, que tsunami ou pas, chaque jour des milliers d’enfants meurent dans les pays “pauvres”, faute d’accès aux soins de base. 30.000 selon lui. 30.000 par jour. Cela fait, en dix jours, l’équivalent des victimes du tsunami...

Christian Le Meut