Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

29/03/2005

Hennebont : diorren padus pe fank padus ?

Ar yaou tri a Viz Meurzh paseet, e fin emvod ar c’huzul-ker, an aotrou maer, Gérard Perron (PC) n’doa lâret d’ar guzulerion e vo kaset fank porzh An Oriant en Hen-Bont, e Polvern, ur vengleù tost d’ar Blanhoeh. Ha setu bec’h er vro ! Hag an ekologourien d’en em sevel a-enep ar raktres-se. Ya, met re ziwezhat. Graet oa an taol dija ! Pewar mill metrad kub fank toxik ha pussunus oa bet kaset dija e Polvern. Ne chomint ket nemet tri mizh, hervez an emglev savet etre ti-ker an Hen-Bont hag ar prefeti. Da wellet... Tri mizh, n’ont ket sur, me. Met displegomp an traoù...
Bagoù brezel e vez savet e porzh An Oriant abaoe pell. Al labour-se a veze graet get an Arsenal gwezhall; hag an arsenal a zo deuet da vout an DCN (Défense construction navale...) abaoe un nebeut bleadeù. Louzet e vez porzh An Oriant get al labour-se. Araok, an Arsenal oa e-dan lezennoù ar stad hag an arme... Breman, DCN zo ur stall privez. Araok ne veze ket komzet a fank porzh An Oriant. Petra veze graet gante ? Skarzhet vezent er mor etre enezenn Groe hag an aod, hep goulenn netra da zen ebet.

Groez : nann d’ar fank
Met hiriv an deizh an DCN a zlehe goulenn an aotre evit lakaat ar fank en ul lec’h bennak... Er mor, etre enezenn Groez hag an aod, evel ma veze graet araok ? Pas. Echu eo : kumun enezenn Groez n’eo ket a-du, tamm ebed. Hag ar wirionez zo geti. Perak lakaat er mor ar fank louz-se, get traoù danjerus ha toxik e-barzh ? Evit lakaat ar pesked da vout klanv ha ni ar lerc’h ?
Ha setu an DCN emmerdet get he fank... Daouzek mil metrad kub zo bet tennet ag ar porzh evit lesket da vont kuit bagoù brezel nevez savet en Oriant (ha kement-se e chomehe e don ar porzh...)... Petra gober get ar fank-se ? Moian zo d’her golc’heiñ, met koust a ra keroc’h, keroc’h evit bout skarzhet er mor. Pe d’her lakaat en ul lec’h bennak didreuzus, koste an Oriant pe Lanester... e c’hortoz bout disaotret, goude.
Met n’eo ket ar pezh a zo bet sonjet get tud an DCN hag ar prefeti. Lec’hioù all zo bet klasket gete, hag unan zo en Hen-Bont, Polvern... Nag ur brav a lec’h, Polvern. E-tal ar Blanhoeh, get koadeù, riolenneù, mennezhioù, ha c’hoazh... Ul lec’h bourrapl evit mont da bourmen... Bourrapl betek ar bloaz 2003. D’ar mare-se an aotrou maer doa roet an aotre da sevel un “decharge” du-hont evit lakaat traoù-lous, met pas danjerus. An aotre-se zo bet roet get ar maer e-unan kar ar guzulerion all doa votet a unvouezh a-enep ar raktres-se. Ne vern... Mod-se eman an demokratelezh en Hen-Bont.
Polvern zo bet choazet neuze get ar prefeti evit lakaat pewar mill metrad kub fank toxik... Met ne oa ket droad lakaat traoù danjerus e Polvern, hervez ar pezh sinet get ar maer e 2003. Ne vern, nullet eo bet an “arrêté”-se get ar prefeti... Ar maer n’eus goulennet kamionoù didreuzus evit kas ar fank betek Polvern ha nompass lousiñ an hentoù... Met al lod brasan ag ar gamionoù-se ne oant ket didreuzus, hag fank zo kouezhet war an hentoù...

Demokratelezh mod an Hen-Bont
Goulennet eo bet get ar maer ivez krouizeiñ toulloù bras ha didreuzus goloet get plastik... Graet eo bet, da gomans... Ya, met ur wezh kroget an traoù, ur bochad kamionoù zo daet get tonnennoù ha tonnenoù fank ha re vihan oa an toulloù... Skarzhet eo bet ar fank memestra, war an douar, mod-se... Kant metr a zoc’h ar Blanhoeh...
An aotroù maer n’eus graet e sonj e-unan, kazimant, hep goulenn netra d’ar c’huzul-ker araok... Mod-se eman demokratelezh e bro an Hen-Bont.
Ur bochad tud n’int ket kountant anezhe, tamm ebed. Ur gevredigezh, Amzer nevez Polvern*, a zo bet savet gete evit manifestiñ. Ar pal zo ivez da lakaad ar Stad da zerc’hel sonj e vo ret dezhan kavoud ul lec’h all evit ar fank lous-se ha netaat Polvern goude.
Kroget oa bet emvod ar c’huzul-ker get an “diorren padus”. Tier e vez savet d’an doare padus (biobrique, kanabl...) get ofis HLM Hen-Bont... Brav, met ne bado ket pell an diorren padus en Hen-Bont get razh ar fank toxik lakaet e Polvern. Diorren padus ar saotradur, ne lâran ket.
Christian Le Meut

* Nevez amzer Polvern, Le printemps de Polvern, 31 rue Jacques Brel, 56700 Hennebont. Tél : 02.97.36.58.82.
E brezhoneg : Christian Le Meut : 02.97.36.31.78.

10/10/2005 : ar fank zo bet kaset da Langedeg evit bout "disaotret" du-hont met penaos vo graet get fank porzh An Oriant en amzer da zonet ??? 

Les commentaires sont fermés.