Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

08/03/2005

Ur "Vro gozh" re gozh...

Ur wezh, ar dro pemp bloaz zo, aet oan d’ur sonadeg e Pleuigner da selaou doc’h Denez Prigent ha Kanerion Pleuigner. Bourrapl bras oa an abadenn se met pas betek ar fin pa a zo bet lâret deomp da sevel evit kanal ar Vro gozh ma zadoù, ar c’han broadel a Vreizh... "Bizkoah kemend all", sonjet m’eus. Ne ouien ket a oa ur c’han broadel e Breizh hag, ouzhpenn se, ma zad, a oa e tal diñ a ouie kanal ar c’han se !  Me, me vourra kanal ha soniñ met pas evel se. Ne blij ket diñ pa e vez laret traoù sort sen, “Savit evit kanal ar c’han broadel”, nag e galleg, nag e brezhoneg, nag e bep sort yezh. A vizkoazh m’eus kavet sod sevel evit soniñ ur c’han broadel pe sevel dirak ur bannel broadel ivez, evel ma vehe traoù sakred.

A vizkoazh m’eus kavet kri, spontus ha xenophobe pozioù ar Marseillaise. Ha pozioù ar Vro gozh zo re gozh evidon me. Met erruet eo ar bloaz man kantved deiz a bloaz ar Vro Gozh. Savet eo bet hervez ar c’han broadel a Vro Gembre, get pozioù skrivet get Taldir Jaffrennoù, un barzh un tammig re gozh e sonjioù... Hervez ar gazetenn Bremañ (Miz Mae 2004), ar Vro Gozh zo bet dibabet, choaset, get an “holl Vretoned, evel o c’han broadel”... A bon ? Pegoulz eman bet votet an dra se, get piv ? Me, m’eus ket votet, na ma zud, ma ma zud kozh...

Ar Marseillaise a zo bet choazet el “kan broadel” eus Frans get ur parliament, get deputed ha senadourien dilennet get ar Franzision, hag get Bretoned en o mesk, d’un doare demokratel ur sort, e 1879. Memestra evit ar bannel... Demokratel oa met, red eo diñ lâret memestra, ne vote ket ar merc’hed d’ar mare se... Neuze, hanter demokratel oa... Penaos zo deuet da vout ar “Vro Gozh”, ar c’han broadel a Vreizh ? Ouion ket. N’eo ket an dra ofisiel. N’eo ket bet choaset get “razh ar Vretoned”, na get ar C’huzul rannvro. Memestra evit ar bannel, ar gwenn ha du, hag evit ar fest broadel a Vreizh a zo, sanset, ar sant Ewan, an naontek a viz Mae....

Gwellout a ran ur bochad bannielloù gwen ha du e pep lec’h e Breizh, lakaaet war an tier ker, da skouer. Klevet m’eus lâret ivez a zo bet kanet ar Vro Gozh get tud an UMP, e pad ur meeting evit ar votadegoù rannvroel paseet... Kement se ! Met petra a zo bet graet get tud a zehoù evit ar brezhoneg ? Epad pemp bloaz warnugent ar strolladoù a zehoù a zo bet e penn ar rannvro ha, d’am sonj, n’o deus ket graet traoù awalc’h evit sikour ar brezhoneg, ar gallaoueg, hag ar sevenadur a Vreizh... Kanal zo un dra. Lakaat bannieloù iwez. Arouezioù int, met ne reont ket ur bolitikerezh da vat. An dud a zehoù a Vreizh o deus kannet, amzer o deus da zansal breman...

N’ouzon ket ma z’eus afer eis ur c’han broadel evit Breizh met, ma z’eus ur referundum un deiz bennak evit choas ur c’han broadel, kinniget vo geniñ “Son ar sistr” evel kan broadel. Plijusoc’h, bourraploch’ a vo evit ar Vro Gozh re gozh, me lavar deoc’h : ”Ar sistr zo graet, lon la, evit bout evet, ar sistr zo graet evit bout evet, ar sistr zo graet evit bout, hag ar merc’hed, lon la, evit bout karet, hag ar merc’hed evit bout karet...”
Nag a blijadur ! Votiñ a rin evit ar sonen se, se zo sur. Ha, d’am sonj, gwelloc’h vehe chanj ivez komzioù ar vMarseillaise, met se zo un afer all.
Christian Le Meut

Commentaires

Ya met "son ar chistr" a c'hell bezañ degemeret fall ivez..
Ma z eus blaz ar c'hozh gant ar "bro gozh", e c'heller lavarout e vez blaz ar seksim gant "son ar chistr". Ar merc'hed ne servijfent da vezañ karet nemetken, evel paourkaezh traouigoù n'o deus ger ebet da lâret en afer-mañ ? ;o)

hag evit un afer an traoù "ofisiel" pe get.. kemeromp skouer ar brezhoneg neuze... : Lakaet eo bet ar brezhoneg 'maez al lezenn.. Ne vir ket ouzhit erc'h implij.. hag evit lod vrasañ ar vretoned, daoust d'hon yezh bezañ komzet nebeutoc'h nebeutañ e chom evito un arouez kreñv-tre.

Setu soñjoù buan ha buan. Diouzh ma zu n'anvean ket pozioù ar "bro gozh", ne blij ket re din ha ne savan ket peurliesañ pa vez goul' diganin sevel forzh penaos. Met, ret eo anzav eo start lakaat traoù da vroadel pa vez difennet ouzh ar vretoned bezañ anavezet evel ur gwir pobl.

Écrit par : brmm | 20/04/2006

Salut : d'am sonj, n'eus ket afer kement se ag ur "sonenn vroadel"; me gav farsusoc'h "Son ar sistr" evit "Ar vro gozh..." Met rezon peus, macho eo !
Christian

Écrit par : christian | 21/04/2006

Salud dit Christian,

Difluket en-dro sujed "ar vro gozh" war da vlog gant ar gerig bet lezet gant Celtillos nevez zo, hag adkavet ar pennad kozh-mañ un tamm dre zegouezh. Anzav a ran on bet souezhet gant al linennoù-mañ :

"Hervez ar gazetenn Bremañ (Miz Mae 2004), ar Vro Gozh zo bet dibabet, choaset, get an “holl Vretoned, evel o c’han broadel”... A bon ? Pegoulz eman bet votet an dra se, get piv ? Me, m’eus ket votet, na ma zud, ma ma zud kozh..."

Drol em eus kavet... Aet on da furchal en-dro (ne oa ket bet savet ar pennad ganin) hag ar frazenn a zo:

"Berzh en doa graet ar "Vro Gozh" abaoe [d.l.e 100 vloaz war-lerc'h], ha tamm-ha-tamm eo bet degemeret gant an holl Vretoned evel o c'han broadel."

OK, aet e oa ar skriver un tamm re bell ganti p'en deus graet gant "an holl Vretoned". Anat eo, n'eus mann ofisiel naa demokratel en afer.

Menegiñ a rae skriver ar pennad afer ar Vro Gozh kanet gant tud an UMP evit diskouez e veze, just a-walc'h, graet gant ar c'han-se e-maez metoù ar "vrogarourien" (d.l.e. re Breizh), met gant tud techet kentoc'h da chom hep hejañ o revr evit ar yezh pe gwashoc'h zoken... Aze e oa an dalc'h, ster ar ger "degemeret" a gav din: aet ar c'han-se betek salioù-emvod an UMP er vro. Peadra da estlammiñ "What the fuck?!" memes tra.

Ne oa ket kaoz eus "dibab" pe "choaz": "degemer" zo aze kentoc'h gant ar ster ober tamm-ha-tamm gant ur c'hinnig graet (evel m'eo bet "degemeret" kinnig ar gwenn-ha-du evel "banniel Breizh", gant kalzig a dud memes tra). Gellout a rafer ober anv eus an erminigoù ivez, ha leun a draoù all a seurt-se, traoù an "hengoun" dre vras (koef ar Vro-Vigoudenn, c'hic'hic'hi).
Gellout a reer mont pelloc'h: piv en deus dibabet ober eus ar c'horn-mañ eus ar bed "Breizh"? N'eus bet referendom ebet a gav din. Erfin, n'eus ket bet nevez zo bepred ;-)

Setu, c'hoant am boa lâret ne oa ket ken simpl hag eeun a se ar pennadig a oa bet e-barzh Bremañ e Mae 2005.

Goude-se e komprenan e oa ret mat dit boulc'hañ da bennadskrid en ur mod bennak ;o)

Evit mont gant ar gaoz diwar-benn ar ganenn gozh-se, e c'heller menegiñ ivez e soñje ar vroadelourien, kant vloaz zo, e ranke Breizh kaout ar memes "ostilhoù" hag ar broadoù "ofisiel": banniel, kan, devezh-lid ha tout ar stal.
Krediñ a rafen a-walc'h e oa evit "ober evel ar re all" dreist-holl. D.l.e n'eo ket "evel ar C'hallaoued", met an holl re all dre ar bed (bezañ par d'ar pobloù/broadoù all, kwa). D'ar mare-se e soñje d'an dud dre vras ne oa ket pobloù "gwirion" ar re n'o doa arouez ebet a seurt-se. Lod o deus "degemeret" neuze kinnig Taldir Jaffrennoù: deuet e oa ar Vro gozh da bastañ un ezhomm a oa gant tud zo d'ar c'houlz-se. Meur a warlene zo bet abaoe.

Gwelloc'h e vefe un ton all da dud zo?
"Son ar chistr" a c'hellfe bezañ, gwir eo! Laouen ha fentus. Pe "son ar c'hafe", perak ket, kaoz zo aze eus ar blijadur da vezañ asambles, betek ar vered ^_^
Sur on e soñj da dud zo ez eo "Tri martolod" kan broadel Breizh ;o)

Mat e vije gwelet peseurt emzalc'h o deus ar pobloù all dre ar bed e-keñver an dra-se marteze.
Ma fell d'an neb e vefe eus ur c'han broadel evit Breizh, gwazh a se dezhañ. Keit n'eus Stad ebet ho rediañ an dud da zeskiñ ha kanañ pozioù gouennelour ha brezelour dre heg ;-) Aze, e teu da vezañ un afer all, anat eo...

A-hend-all, en un doare personel...

Pa oan bihan e soñje din ne oa "kan broadel" ebet gant Breizh, pa oa bet goulennet ouzhin gant bugale all er skol 'lec'h ma oan -e Dijon d'ar mare-se (bloavezh ar "Bicentennaire" e oa ha me rediet da zeskiñ kanañ "La Marseillaise" da vat neuze).

N'eo ken met pell amzer goude-se em eus klevet kaoz diwar-benn ar Vro gozh ha goulennet digant ma zud petra 'oa. Goût a ouient mat e oa deus ar c'han-se ha, d'am meno, e vagont doujañs evitañ peogwir ez eo un astez "arouez". Gellout a ran kompren kement-se, bugale familhoù "eus an emsav" a-bell zo int.
N'o deus klasket deskiñ ar c'han-se d'o vugale gwech ebet koulskoude. Ar pezh a ziskouez mat, d'am meno, ne felle ket dezho "sankañ" seurt traoù e pennoù o bugale. Ha rediet e oant bet gant o zud? N'on ket evit lâret, met, ma zud-kozh n'o deus kac'het ar stal gant-se gwech ebet kennebeut pa vije o bugale-bihan eno.
Deomp d'ober hon soñj ni hon-unan. Ar pezh a gavan yac'h en ur mod...

Tro am eus da glevet tud o kanañ ar Vro Gozh e fin interamantoù dreist-holl (kerent, stourmerien ar yezh, ha me oar me). N'am eus gwelet den ebet o rediañ eben pe egile da sevel ha kanañ gwech ebet evit poent (un tamm evel e-kerzh oferenn, hehehe).
An diskan a anavezan bremañ, dre forzh bezañ bet klevet. Ar peurrest... zo un afer all!

N'eus forzh evidon, n'eo ket gwall dra an afer-se, "folkoraj" un tamm (daoust din kavout plijus ar stumm rock bet kempennet gant sonerien "Daonet").

(Ma rankfe ur ganaouenn diskouez piv eo ar Vretoned, o istor hag all... e kinnigfen a-walc'h "Bugale Breizh" gant Nolwenn Korbell ^^)

Ma. Danvez kaozeadennoù liesseurt e c'hell bezañ war a seblant, hag e brezhoneg war ar marc'had. Ar pezh zo un dra vat dija.
(hag un digarez da lenn pennadoù kozh, c'hac'hac'ha ^^)

Écrit par : milio | 25/11/2010

Salud Milio : trugarez evit ar pezh peus skrivet.
Me, m'eus ket d'ober a sonennoù "broadel", ha, d'am sonj, gwelloc'h 'vehe ar bed hep traoù sort-se. Met e c'hellan kompren penaos Bretoned zo, pe Fransizion, pe..., o deus d'ober a draoù "arouezus" evel-se, get ma n'int lakaet da vout traoù "santel" pe "sakret"...
Joa
CLM

Écrit par : christian | 28/11/2010

Les commentaires sont fermés.