15/03/2005
Bili da werzhañ : 20 € bep kilo !
Tostaad a ra Nedeleg ha me zo, marteze eldeoc’h-c’hwi, e klask traoù da brofiñ. Bet on bet koste Gwened en ur stal bras awalc’h e lec’h ma vez gwerhzet glouestroù bihan, arrebeuri, ha traoù all da vravaat an ti... Ha petra m’eus gwellet ? Bili. Bili da werzhañ ! Tost deg euros pemp kant grammes. Ugent euro evit ur c’hilo bili, mein bihan dastumet war an aod. Bizkoah kemend all ! Bez zo bili brav, se zo sur... Met ugent euro ur c’hilo : ker eo un tamm. N’eus kazimant netra d’ober nemet dastumiñ ar bili, o lakaat e barzh sec’hier ha setu, graet an taol. N’eus ket afer da blantiñ bili na d’o eostiñ ar lerc’h.
Ur sonj all zo daet diñ. Ha droad zo, benn ar fin, da zastumat ha da werzhan bili ? Ar re m’eus gwellet a zeu, marteze, ag ur veingleù bennak. Gwelloc’h vehe. Kar ar bili a zo war an aod, a zo da pep hini ac’hanomp ha n’eus ket droad d’o dastum benn ar fin. Nemet unan pe daou evit ar blijadur, met pas evit bout gwerzhet... Hag an dour ? Hag ar petrol, da biv int ?
Dour fall da evañ
Aman e Breizh e vez evet ganeomp dour lakaet e boutailladoù get stalioù bras evel Vittel, Evian, Volvic, ha c’hoaz. Ar mammenoù a zo dezhe, perc’hennet gete. Met an dour a zo edan an douar, barzh an “nappes phréatiques”, da biv eo? Deomp ni, d’am sonj, ha pas d’ar stalioù bras se... Ha ni da baeañ kaer ruz dour a zo deomp ni dija, peogwir n’eo ket mad awalc’h an dour red, an dour ag ar robinet. Re a zraoù lous a zo e barzh : nitratoù, pestisidoù, atrazine ha c’hoazh. Met louset e vez an aer ivez a gaos d’an dra se : ur bern kamionoù a zeu a bell evit kas deomp an dour se, ag ar Pirénéou, an Alpoù, Bro Vosges ha c’hoazh... Louziñ a reont an aer hag, oc’hpenn, danjerus int war an hentoù... Gounezet e vez mod se ur bern argant get stalioù bras pitaod dija, ar stall Nestlé, da skouer, argant roet ganeomp-ni, ha n’omp ket pitaod !
Gwelloc’h eo an dour red e Paris, sanset. Gwellet m’eus du hont skritellioù bras evit lâvar d’an dud da evan an dour-se. An dour e Paris zo mat da evañ, met pas e Breizh... Ha deomp ni, Bretoned, da c’hortoz c’hoaz. Ur bern argant, millionoù ha millionoù, zo bet dispignet dija get Bro Frans ha get rannvro Breizh evit gwellaat an dour red. Kondamnet eo bet Bro Frans dirak justis Europa a gaos d’an traoù louz a zo e barzh dour e Breizh. Met n’eo ket gwelloc’h c’hoazh an dour.
Traoù zo, a zo da razh an dud, evel an dour, evel ar bili war an aod. Diwallomp kar, re aliez, an traoù se e vez tapet, laeret benn ar fin, get tud pe stalioù kenverzh hag, ar lerc’h, gwerzhet deomp ni en dro ! Penaos a vez graet ag an dra-se : kapitalism...
Christian Le Meut
17:40 Publié dans Breizh/Bretagne, Buhez pemdeziek/Vie quotidienne, Endro/environnement, Politikerezh/Politique | Lien permanent | Commentaires (3) | Tags : Bretagne forever !
Commentaires
Na gwir eo ar pezh a lârit !
'benn ar fin, kapitalism a zo kaoz a dout an traoù-se : kousiadur, lousteri, ... .
Neuze ! Petra gober ? Penaos gober evit bout dieubet ag ar c'hapitalism ?
N'eo ket ni, paourkaezh tud a c'hellomp gober kalz a dra nemet marse chañj tamm ha tamm hon feson da veviñ ; easeiñ bout tostoc'h d'an natur, er respetiñ e-barzh hon buhez pemdeizeik.
'vern ket penaos ma ne chanja ket ar bed , pep tra a yay da get, fonnaploc'h evit ma kredomp marse !
Met n'eo ket re ziwezhat evit dihun : troomp ar billig douzh an tu mat !
Écrit par : boullé armelle | 16/03/2005
Na gwir eo ar pezh a lârit !
'benn ar fin, kapitalism a zo kaoz a dout an traoù-se : kousiadur, lousteri, ... .
Neuze ! Petra gober ? Penaos gober evit bout dieubet ag ar c'hapitalism ?
N'eo ket ni, paourkaezh tud a c'hellomp gober kalz a dra nemet marse chañj tamm ha tamm hon feson da veviñ ; easeiñ bout tostoc'h d'an natur, er respetiñ e-barzh hon buhez pemdeizeik.
'vern ket penaos ma ne chanja ket ar bed , pep tra a yay da get, fonnaploc'h evit ma kredomp marse !
Met n'eo ket re ziwezhat evit dihun : troomp ar billig douzh an tu mat !
Écrit par : boullé armelle | 16/03/2005
Aet eo ar maout get Armelle, brezhonegerez kentan deus kaset he sonjoù e brezhoneg !
Ha div wezh oc'hpenn (met, marsen, n'he deus ket graet express !).
Christian
Écrit par : christian | 16/03/2005
Les commentaires sont fermés.