03/03/2005
An diktatourion, an tailhoù hag an tsunami
Un dra spontus m’eus lennet er gazetenn Courrier International. Ar jeneral Pinochet zo un torfetour, anat eo, met ivez ul laer, ur skrapour. Millionoù dollars zo bet lakaet getan barzh an ti-bank er stadoù-unanet. Multrour, torfetour ha laer ema ar jeneral Pinochet. Ha, hervez Courrier international, ar memes tra oa evit un torfetour spontus all : Hitler. Ne faote dezhan paien e daoseù... Hag Hitler a zlehe c’hwec’h million euro d’ar fisc just araok donet da vout “fuhrer”. Ha n’int ket bet paiet ar lerc’h, se zo sur... Met lojik eo, benn ar fin. Hitler a sonje oa tud uheloc’h evit ar re all, an Aryaned a vez graet anezhe. Pal an tailhoù, er broioù demokratel, zo da vout dispignet evit sevel skolioù, ospitalioù, hentoù... Hag a gres d’an tailhoù, an dud a zeu da vout un tammig ingaloc’h... Ar pezh ne blij ket tamm ebed, da dud evel Hitler...
Deomp pelloc’h, koste Asia breman...
Ur bern tud zo bet lazhet get an tsunami en Asia, ar-dro 300.000 den. Ur bern argant a zo bet roet get tud ag ar bed a bezh evit sikouriñ ar broioù-se, ha sevel en dro an traoù diskaret : tier, bagoù, skolioù, tachennoù ha c’hoazh. Un dra vat eo bet, gwellout kement-se a dud reiñ argant goude an tsunami spontus-se. Al lod vrasan zo chomet kuzhet. Met tud all, stalioù bras da skouer, deus lâret pegen jenerus int bet. Ur stall evel Pinault-Printemps-La Redoute n’eus lâret d’ar mediaoù e vo roet ganti ur million euro ! Ur sapré sammad eo. Ya, met get lezennoù nevez savet get ar gouarnament, ar stalioù-se a c’hellay paiean nebeutoc’h a-dailhoù, a-gres d’an argant roet evel “don aux oeuvres”. Hervez ar gazetenn Alternatives économiques a Viz C’hwevrer, ne vo ket ur million a vo paiet get ur stal evel Pinault met 330.000 euros... Da lâret eo tri wezh bihanoc’h ! Ar pezh n’eo ket kement-se e kenver ar pub digoust graet get ar mediaoù evit ur stal ken jenerus...
Stalioù all, evel Leclerc pe Buffalo grill deus graet an traoù den un doare dizhvenvel. Galvet o deus an tud : “Deuit da zebriñ e barzh hor restaurantoù”, pe “Deuit d’ober prennadoù e barzh hon stalioù bras”, ha ni ray bep gwezh ur skoued, un blank, evit an tsunami... Ha jenerus eo, gober evel se ? Ha jaojapl eo gober konverzh ar gein an dud lazhet get an tsunami ? Spontus ha mezhus, ne laran ket.
Alternative economiques a Viz C’hwevrer a gas sonj deomp ivez ag an dra spontus all : 30.000 krouadur a varv bemdez er broioù paour get klenvedoù rak n’int ket bet soagnet mat... Tregont mill bemdez, memestra... Tri c’hant mill a benn dek devezh, kement evel an tsunami...
Christian Le Meut
Commentaires
Taol esae
Écrit par : cricri | 03/03/2005
Les commentaires sont fermés.