Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

14/03/2005

Amzer an tailhoù...

Bet on bet en Oriant e miz meurzh, d’an Ti an Tailhou evit kompren penaos gober ged ma diskleriadur, ma “déclaration” peogwir e vanke din traou, titouroù. Er staj kentan (res an douar), ur plac’h he deus goulennet din e emen e oan o chom. Ba Hen Bont, m’eus respontet, ha hi de lavar din mont d’an trede staj. Du hont, un den all en deus roet din un tiked evit gortoz : un tiked gwenn ha glas. Skrivet oa warnan ar sign dollar, ha daou sifr : tri c’hant tri, hag, un tammeg uhelloc’h, nav ha daou ugent.

Petra a dalve ar sign dollar ? M’eus ket komprenet... Hiriv an deiz e vez paeet tout an traou ged an euro, hor monneiz, netra da wellet ged an dollar hag n’omp ket bet aloubet c’hoazh ged an arme a Estadou unanet!... Met ne verne ket : aet on da c’hortoz dirak ar burev tri c’hant tri, evel ma oa bet skrivet war ma zamm tiket... E ma sav e oan, peogwir ne oa ket trawalc’h a gadoerioù. Hag re gozh oa a chome a sav ivez. Marteze Minister ar budget n’eus ket argant awalc’h evit prenan kadoeriou... Met dor ar burev tri c’hant tri a chome serret daoust ma, e pad an amzer, tud oa o vont e barzh bureviou all, pe o vont kuit. Iskiz oa ar jeu, un tammig.

Goude un nebeut munutennoù, m’eus klewet ur plac’h ag an tailhou o c’halvin tud ged niverennou tri c’hant daou daoust ma oa ar plac’h se e barzh ar burev tri c’hant pewar ! Bizkoah kemend all : an niveren war an tikedou na zeu ket ged niverenou ar bureviou ! Perak gober traou simpl, pa e vez posupl ober traou diaes ! Hag ar re all da gomprein iwez ! Ha setu an tud o finv e barzh an trepas evit kavet o bureviou mad. Stlabez oa un tamm, hag tud oa o klemm, me lavar deoc’h.  Hag un niverenn all oa war ma ziked : naw ha daou ugent. Hennezh oa ma niverenn e barzh ar file d’attente... Ya, met ne servije da netra iwez peogwir den ebet ne ouie ket emen oa ma e “file d’attente” mad ! Ar lec’h un ugent munut bennak, a-benn ar fin, m’eus komprenet e lec’h oa ma burev mad ha m’eus kavet ur plac’h ag an tailhou, koant hag amiabl, evit displeg ar pezh a vanke din...
Setu. N’eus ket pell zo m’eus klevet lâret e oa ar gouarnamant o klask da lakaet simploc’h an traou graet get ar melestradurezh : labour zo ! Bizkoah kemend all !

Christian Le Meut

Les commentaires sont fermés.