Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

19/11/2007

Disprizioù : an distro !

E penn kentañ ar bloaz-man m'boa roet disprizioù da stalioù zo evit bout digresket gete plas ar brezhoneg barzh o frogramm (pemp euriad nebeutoc'h bep sizhun get Frans Bleu Breizh Izel e miz Gwengolo 2006), pe evit plas dister ar brezhoneg barzh o abadennoù (nebeutoc'h a 2% get Frans 3 Breizh).

An disprizioù-se oa ur sonj daet din mod-se e sellet doc'h abadenn F3 "Ar prizioù", hag a vez graet bep bloaz evit dibab ar "gwellañ" traoù savet e brezhoneg : abadenn tele pe radio, levr, pladenn, lec'h internet, ha me oar me. Ur feson a oa d'ober goap doc'h an abadenn-se (a gavan ken sot evit ar "Molière", "César", ha c'hoazh, a vez graet e galleg), e lâret traoù talvoudus evidon memestra. Ar pennad oa bet embannet e brezhoneg barzh Ya! 

Ha setu ma sonj, tapet en-dro get tud all, mediaioù e brezhoneg penn da benn : Webnoz ha Ya !, justawalc'h. Damned, ne'm'boa ket lakaet "kopirigt" ebet war an ide-se : nag ur penn skañv on-me ! N'ouion ket petra vo graet gete met ar re se a zo  e c'houlenn ho alioù, ho sonjoù. Setu o galv :

"Poent c'hoarzhin, skañv, didro ha dizrouk : ’benn ar 27/11 e vo roet an Disprizioù er WebNoz 11 e Gwengamp. Kinnigoù zo bet graet gant ar wiaderien, reoù sirius, reoù all… nebeutoc'h : n'hon eus ket bet ho soñj ! N'eo ket ret ober kinnigoù 'vit kement rann a zo. Ale ’ta, klaskit mat : n'eus ket bet un dra bennaket resis ’n doa lakaet ’c'hanoc'h da vezañ estonet, da vousc'hoarzhin, da c’hoarzhin glas ivez ? Lârit dimp buan ! Ha na rit ket biloù : n'eus ket ezhomm da lakaat hoc'h anv da heul".

http://www.brezhoweb.com/?mode=forum 

Dielloù : "Hag an Disprizioù 2006 a zo roet da..."

E miz Geñver m’eus komzet doc’h ag ar Prizioù Frans 3 : abaoe ar c’houlz se ar prizioù a zo bet roet e-pad un abadenn tele bet skignet ar sul diwezhañ a viz Geñver. Nag un abadenn farsus ! Abaoe pell n’em boa ket c’hoarzhet kement-se. Sonjit ta : ur priz a vez roet d’ar “brezhoneger ar bloaz” , ha brezhoneger ar bloaz 2006 ne gomz ket brezhoneg anezhan! Nec’hus eo memestra : n’eus ket mui brezhonegerion er vro ?

Bon, evit lâr ar wirionez, ar priz a zo bet roet d’ar c’huzul meur Penn ar Bed evit ar c’houlzad “Klaskerien ha treizherien sonjoù” savet get an departamant-se evit lak ar vugale da vont e darempred get ar re gozh, hag en o mesk, bugale ag ar skolioù divyezhek a ya da gomz get tud kozh. Ha prezidant ar C’huzul meur, Pierre Maille, oa deuet da gemer ar priz. Ne oa ket en e unan evit reseviñ ar priz-se, un c’huzulier meur all, André Le Gac, oa deuet ivez hag hennezh a gomz mat  brezhoneg. Ouf !

Ur sonj vat eo, moarvat, reiñ ur priz d'an departamant Penn ar Bed met hini “brezhoneger ar bloaz” ? Un brezhoneg, pe ur vrezhonegerez a zo ur paotr pe ur plac’h a gomz breton. Ha gwelout ar “brezhoneger ar bloaz” gaozal galleg, ha nemet galleg, er mikro, oa un tammig nec’hus memestra... Un arouez iskiz awalc’h. Sonjit ta : ma vehe savet prizioù evel-se evit ar re a gomz galleg, evit ar “francophonie” lakaomp,  hag a vehe dibabet get ar juri ur “galleger ar bloaz” ne c’helehe anezhan distag ur ger e galleg; un den en dehe reskontet e saozneg hepken... Drol vehe, nann ? Ur brezhoneger ha ne ouia ket komz brezhoneg, n’em boa ket james gwelet an dra-se. Savet eo bet get Frans 3. Gourc'hemenoù : setu burzhud ar skinwell !

Burzhudoù all !
Met tud all oa bet anvet ha ne gomzont ket brezhoneg ivez... Pevar den o doa savet filmoù e brezhoneg evit Frans 3 oa bet anvet get Frans 3 da reseviñ ur priz a berzh... Frans 3 ! War ar pevar den deuet da ginnig o filmoù daou hepken a  gomze breton... Daou war pewar, ne ra nemet an hanter, ar pezh n’eo ket kalz evit tud a labour, sanset, e brezhoneg. Ya, met get Frans 3, tud zo a c’hell sevel abadennoù e brezhoneg hep kaozeal brezhoneg. Ur burzhud all !

M’em boa komprenet an dra se daou vloaz-zo pas m’boa gwelet penaos a laboure ur skipailh Frans 3 deuet da filmañ ar strollad c’hoariva e lec’h ma 'oan aktour (lennit ivez ar pezh embannet amañ d'ar 21/06/2005). Ur western e brezhoneg oa bet savet genomp, Malachap Story, a oa bet kinniget ugent wezh d’an dud. Ur sapre labour oa bet met strollad Frans 3, c’hwec’h den memestra, ne oa ket intereset get an dra-se he unan : ur reportaj hir, un teulfilm war stad ar brezhoneg e Bro Gwened a oa savet gete. Ul leurenn ag ar pezh c’hoari oa bet filmet ha daou aktour aterset get ar savour film... Met eñ ne ouie ket brezhoneg. Ar goulennoù a oa e galleg neuze (troc’het war lerc’h) ha ret oa d’an aktourion reskont e brezhoneg d’un den ha ne gomze ket brezhoneg ! Un den  all, barzh ar skipailh, a gomze brezhoneg met ne oa ket bet goulennet getan treiñ ar reskontoù doc'htu. An den-se oa deuet nemet evit selaoù mard a yae ar reskontoù get ar goulennoù... Ur vicher nevez a zo bet savet get F3 : kontroloùr reskontoù e brezhoneg !...

Burzhud ar skinwell c’hoazh ? Met penaos labourat mod-se ? Penaos sevel ur reportaj mod-se ? Ne oa ket un doare sirius da labourat, na doujus en hor c’heñver. Setu ma sonj.

Argant ha stummadur kollet ? 
Milionnoù a euroioù a vez dispignet bep bloaz get ar Rannvro, an departamantoù, an Assedic, da stummañ tud e brezhoneg evit labourat e brezhoneg, met get Frans 3 Breizh e vez savet teulfilmoù e brezhoneg get tud ha ne ouiont ket komz brezhoneg, ha n’o deus ket graet ar striv da zeskiñ hor yezh... Ha normal eo ? N’helehe ket Frans 3 Breizh goulenn get ar savourion filmoù e brezhoneg produet geti da zeskiñ ar yezh ?

Ur priz all a zo bet roet da Lionel Buannic evit e lec’hienn internet Brezhoweb e lec’h ma vez skignet e abadenn tele Webnoz. Ar priz-se oa meritet rak Lionel a laboura kalz evit ar brezhoneg met pebezh chans memestra : bout inouret evit un blog savet e miz An Avent (Kerzu) 2006 ! Ur bochad lec’hioù internet a-galite a zo, kalz kozhoc’h, met n’int ket bet inouret get F3... Ha souezhet on bet ivez e welet  tud Frans 3 inouriñ un den a ra o labour, rak abadennoù evel ar Webnoz a zelihe bout skignet get Frans 3 Breizh da razh an dud ha da 9 e da noz.

Ur sonj zo deuet din e welet Prizioù Frans 3 Breizh : sevel ma frizioù din-me ivez !  Me vo ar juri ma unan penn. Kavet m’eus un anv: an Disprizioù... An Disprizioù a vo roet evit ar pezh fallan graet d’ar brezhoneg ar bloaz paseet. Dispriz n’eo ket ur ger nevez e brezhoneg, an dispriz a dalv “mépris, dédain” e galleg. Hag a wezhoù e kavan  traoù zo disprizus e keñver ar brezhoneg hag ar re a gomz breton. Daou a vo roet, unan evit 2006 hag ur priz ispisial...

Aet eo ar maout get...
Da biv vo roet an “Disprizioù 2006” ? Setu bec’h zo warnoc’h gouiet an dra se, sur awalc’h : digor a ran ar golo... Aet eo ar maout get... Pennoù bras Frans Bleue evit 2006 hag an dispriz ispisial da bennoù bras Frans 3 ! Ar maout zo aet get ar radio hag an tele publik divyezhek, pe sanset bout divyezhek, e Breizh. Ha setu ar pezh a zo bet displeget get ar juri : “Da Frans Bleue Breizh Izel a zo bet roet an Dispriz 2006 evit bout troc'het geti barzh he abadennoù e brezhoneg e miz Gwengolo 2006. War dro c’hwec’h euriad nebeutoc’h bep sizhun memestra !  Esperans zo get ar jury ne gendalc’ho ket Frans Bleue Breizh Izel mod se e 2007 !

Hag an dispriz ispisial a ya da bennoù bras Frans 3 : war ar chadenn skinwell publik nemeti e vez skignet abadennoù e brezhoneg e pad div euriad bep sizhun hepken ar pezh a ra war dro  2 % a abadennoù e brezhoneg bep sizhun ! Chadennoù e kembraeg hag e iwerzhoneg penn da benn a zo e Bro Gembre ha Bro Iwerzhon. Pell omp ag an dra se e Breizh. Esperans ‘zo get ar juri e vo savet abadennoù nevez e brezhoneg get F3 e 2007, ur bochad, mallus eo !

An disprizioù 2006 a zo roet d’ar pennoù bras, evel rezon, ha pas d’ar re a sav bemdez abadennoù e brezhoneg. Ar re se a ra o seizh gwellañ evit sevel abadennoù a feson e brezhoneg ha, marteze, n’eo ket aes gete bemdeiz. Kalon vat, tudoù” eme ar juri.

Setu, echu eo get an Disprizioù 2006 : hag e vo Disprizioù e 2007 ? Ni a wello...

Christian Le Meut

16/11/2007

Kelaouenn : Al Lanv

e2f80b873d28a32e2868625f4b9631d1.jpg Al Lañv a zo ur gelaouenn drimiziek e brezhoneg penn da benn; barzh an niverenn diwezhañ (113/miz Gouhere 2007 - 8 €) e kaver pennadoù skrid interesus, deverrus a wezhoù ivez evel ur veaj en inizi Asorez get Paol ar Meur. Istor Breizh, mojennoù kozh (keleier Kembre, divizoù Skol-veur ar Yaouankiz Breizh, pennad kaoz get Yann Bijer a-fed e levr nevez... Dañvez 'zo da lenn a zo barzh ar gazetenn-se.

Al Lanv, 14 straed Louzaouenn-an-hañv/rue du Muguet 22300 Lannuon. Pellgomz : 02.96.48.03.00. 

12/11/2007

Immigration et oppression linguistique

La politique actuelle d'immigration mériterait bien des observations (sans parler du droit d'asile); l'aspect linguistique de cette politique a été analysé en 2006 dans Libération : une analyse toujours d'actualité et que je réédite aujourd'hui :

Marie Rose Moro, ethnopsychiatre, s’exprime dans Libération de samedi 27 mai (2006). Elle dirige le service de psychopathologie de l’enfant et de l’adolescent à l’hôpital  Avicenne de Bobigny et explique “comment l’idéologie actuelle pousse les migrants à s’acculturer au prix d’une désintégration”. Un entretien très intéressant qui montre que le projet de loi Sarkozy sur l’immigration, “fondé sur l’inhospitalité” selon M.-R. Moro, fragilise les populations immigrées. Elle décrit la difficulté des mères et des enfants d’origine immigrée face à une volonté d’intégration à la société française qui leur fait perdre leurs repères culturels et relationnels... Et il y est question des langues :

“- Que pensez-vous de l’obligation faite aux migrants de parler français ?”
Marie Rose Moro : “Des préjugés extrêmement nocifs pour les migrants et leurs enfants sont renforcés à grande vitesse. Les linguistes ont montré que les enfants apprennent d’autant plus facilement le français qu’ils ont plaisir à parler leur langue maternelle, qu’elle soit le soussou, le berbère, l’arabe ou le mandarin ! C’est dans l’échange avec leurs parents ou le petit groupe qui s’occupent d’eux qu’ils acquièrent le goût de jouer avec les mots et les tournures. De plus, ils acquièrent une connaissance sur le statut de la langue et une aisance pour en comprendre la structure. Non seulement l’apprentissage multilinguistique n’est pas problématique pour les enfants, mais il est créatif”.

Et elle poursuit plus loin : “Si l’on impose la maîtrise du français comme condition d’intégration des adultes en France, c’est parce que l’on craint ce que propose toute langue étrangère : une autre vision du monde. A travers ces histoires de langue, on fait croire aux migrants qu’ils sont inféodés. Alors que la notion de race est scientifiquement anéantie, on continue de vivre tranquillement avec l’idée qu’il y a des bilinguismes utiles et d’autres nocifs, c’est-à-dire des langues inférieures et d’autres supérieures. D’ailleurs on ne dit jamais aux parents américains ou allemands vivant en France qu’ils ne doivent pas transmettre leur langue à leurs enfants”... Libération, 27-28 mai 2006, propos recueillis par Anne Diatkine. Pages 46-47.

"Bilinguismes nocifs", "inféodation", "langues inférieures", non transmission de la langue maternelle aux enfants, etc : ces réalités et poncifs que dénoncent Marie Rose Moro pour les populations immigrées, ne datent pas d'aujourd'hui et s'appliquent également aux langues régionales en France.

01/11/2007

Bretagne et écologie : pas à la pointe

5df8400c6f200658e5e5b58faecfd8ef.jpg Cela peut paraître un peu étonnant, pour une région réputée pour sa beauté naturelle, mais la Bretagne n'apparaît pas à la pointe des régions françaises en matière d'environnement d'après une enquête de La Vie (18/10/2007). Dans le classement de la "volonté écologique", La Bretagne est en deuxième partie du peloton: 12e sur 22 ex aequo avec les Pays-de-Loire voisins. Voici le commentaire de La Vie : "Championne pour la valorisation de ses déchets, elle a aussi bien réduit ses émissions de CO2 (4e). Mais elle est, agriculture productiviste oblige, la lanterne rouge de la pollution par les nitrates. Et ne brille pas par l'effort budgétaire de ses communes (18e). Un bilan contrasté".

Languedoc-Roussillon, Rhônes-Alpes, Provence Côte d'Azur et Corse sont en tête de classement et en queue : Haute-Normandie (lanterne rouge), Champagne-Ardenne et... Poitou-Charentes... M'enfin Ségolène ! Les élus bretons, et notamment la majorité "gauche plurielle" (PS, PC, Verts, UDB) du Conseil régional de Bretagne, ont encore du pain sur la planche. 

31/10/2007

Webnoz Brec'h : war internet !

Kemenadenn a-berzh abadenn Webnoz : "Ma n’ho poa ket bet tro da welet ar WebNoz digwener, n’eo ket strikt : sellet outi adalek bremañ, ha pa garit ! Eskemmoù stank a oa bet war dem al lojeiz er Mor-Bihan, muzik kaer gant an Triorezed o doa gouvezet lakaat an holl er sal da ganañ, fent gant ar re o doa kinniget ar sketchoù bet prientet gante ’vit ar Sketchnoz aozet gant Kerlenn Sten-Kidna, ha ne oa ket kousket tamm ebet ar re vihan deut da lenn deomp… Ma, ne vo ket kontet pep tra deoc’h, kit da welet !

Si vous avez manqué la WebNoz de vendredi, bonne nouvelle : elle est en ligne et visible dès maintenant !
Les échanges entre les invités, sur le thème du logement en Morbihan, ont été plutôt riches. Les Triorezed ont su entraîner les spectateurs présents sur place, les futurs candidats de la Sketchnoz organisée par Kerlenn Sten-Kidna ont mis leur grain d’humour sur tout ça, et les enfants venus nous faire la lecture n’avaient vraiment pas sommeil !
On ne vous racontera pas tout, allez donc voir par vous-mêmes !

http://www.surlaplace.tv/voflashlive/live.php?stream=webn...

27/10/2007

Journée de la langue bretonne en Pays d'Auray : plus de 550 participants... sans compter les internautes !

f9f4de5be294d13d4ae4a27e7b71b97e.jpgCommuniqué de l'association Sten Kidna-Komzomp asampl, d'Auray, après la Journée de la langue bretonne, Devezh ar brezhoneg e Bro An Alré, qui a eu lieu vendredi dernier.

""Bugaleaj nevez" : c'est cette chanson que les enfants des écoles bilingues primaires du Pays d'Auray ont chanté en choeur avec Gilles Servat, vendredi matin, salle Emeraude, à Locoal-Mendon. 400 enfants, et quelques dizaines d'adultes, entouraient le chanteur, très ému. Gilles Servat évoque, justement, dans cette chanson qu'il a écrite, la "nouvelle enfance" de la langue bretonne. Et cette nouvelle enfance s'est exprimée autour de lui et avec lui, vendredi matin.
 

Montrer la dynamique de la langue bretonne en pays d'Auray : tel était le but de cette journée de la langue bretonne (Devezh ar brezhoneg), co-organisée par Douar Alré, Kerlenn Sten Kidna (Auray), Ar Vammenn (Locoal-Mendon), avec le soutien des enseignants et parents des écoles bilingues du pays d'Auray. La matinée a été consacrée aux enfants des écoles primaires et maternelles. L'école publique bilingue de Brec'h, ainsi que l'école Diwan d'Auray ont pris part, comme six des sept établissements bilingues privés du pays : Locoal-Mendon, Pluvigner, Pluneret, Mériadec, Sainte-Anne d'Auray et Plumergat.

bf89e93daaacfc2097d6c0f7aec27ed9.jpgDes tontons qui yoyottent et un bal breton
Les enfants ont tout d'abord assisté au spectacle des Tonton Yoyo, clowns qui, outre le breton, ont aussi distillé du français, de l'allemand, de l'italien et de l'espagnol dans leur spectacle... Puis vint le temps des chants communs, appris en classes : Korriganed pour les plus petits, Bugaleaj nevez pour les plus grands. Après la pause, la chanteuse Catherine Pasco a mené un bal breton, alternant le chant dans la danse et l'animation à l'accordéon depuis la scène. Trois quart d'heure de danses collectives et de chants à répondre : c'est aussi comme cela que l'on apprend à compter et à nommer les parties du corps tout en faisant un peu de sport...
 
Le soleil d'automne a permis à une partie des enfants de pique-niquer dehors tandis que les collégiens arrivaient sur le lieu de rendez-vous de la randonnée guidée en breton par Jean-Paul Rieux et Alain Le Buhé, qui partait de la chapelle Sainte-Marguerite en Locoal-Mendon. 80 adolescents des filières bilingues des collèges et lycée de Sainte Anne d'Auray et Nôtre Dame Le Ménimur (privés) et Kerfontaine, en Pluneret (public) ont visité une partie de la ria d'Etel tout en écoutant les explications historiques et géographiques de Jean-Paul Rieux : une leçon d'histoire (et de langues) à mettre en valeur en classe après les vacances. Là aussi, quelques adultes participaient à la promenades, destinée en priorité aux collégiens.

fc08ab18d981d1fcd4dea3c96e3e4071.jpgUn bar qui devient studio de télévision
La soirée était plutôt tournée vers les adultes. Douar Alré a invité Webnoz, émission de télévision en breton sur internet. Dès 11 h du matin les techniciens ont commencé à s'installer dans le Bar breton, au centre-bourg de Brec'h, qui est, progressivement, devenu un studio de télévision avec régie, caméras, spots, fils électriques partout, maquillage obligatoire pour les invités... Depuis plusieurs semaines l'équipe de Webnoz, aidée par les bénévoles de Sten Kidna, mettait en place le programme : débat à propos de la chèreté de l'immobilier sur la côte morbihannaise, sketchs, musique, rubriques diverses.
 
3afd7977cde9cd6b2c39e61df4b3d78b.jpg Alain Le Buhé, maire adjoint de Locoal-Mendon, Corentin Hilly, maire de Ploeren, Guigner Le Hénanff, maire de Pluvigner, et d'autres invités ont répondu aux questions du présentateur, Lionel Buannic. Les élus ont contré les critiques qui leur ont été faites de ne pas avoir anticipé la flambée de l'immobilier en répondant, notamment, que dehabitants, parfois, font pression sur leurs élus pour que les terrains soient classés constructibles afin d'en augmenter le prix. Certaines communes réalisent du logement social, des réserves foncières, encore faut-il qu'elles trouvent des terrains à acheter, t-ils souligné... Deux reportages ont montré les situations à Pluvigner et Saint-Philibert. Deux autres intervenants ont raconté leurs difficulté de jeunes salariés à trouver des terrains accessibles sans avoir à s'endetter pour trente ans. Le présentateur a fait état de terrains pouvant aller jusqu'à 900 euros le mètre carré à La Trinté-sur-Mer.


Des livres et des chanteuses
Le pays change, la langue bretonne évolue elle-aussi avec les nouvelles générations : des enfants de l'école Diwan d'Auray ont participé à l'émission en présentant des livres en breton nouvellement édité tandis que deux adultes, Christian Le Meut et Alan Monfort, présentaient des publications destinées plutôt aux adultes : la revue alréenne An Dasson pour le premier (elle est consacrée au voyage à New-York de la Kevrenn Alré à travers deux témoignages bilingues); un nouveau dictionnaire de breton vannetais et le second album de Gaston Lagaffe traduit en breton pour le second.
 
Chaque séquence était ponctuée par les chants des Triorezed qui, comme leur nom ne l'indique pas, sont quatre. Elles étaient accampagnées des trois musiciens et ont interprétées de très beaux chants du répertoire alréen. La soirée s'est poursuivie en sketchs. Kerlenn Sten Kidna organise un concours de sketchs en breton, Sketchnoz, le vendredi 9 novembre prochain à Pluvigner. L'équipe de Webnoz les avait donc sollicités pour présenter deux sketchs lors de l'émission. C'est ainsi que les spectateurs et internautes, purent assister à un entretien d'embauche un peu spécial ainsi qu'à l'arrivée... du Père Noël ! Celui-ci, pour "gagner plus" avait décidé d'instaurer une seconde tournée de cadeaux le 26 octobre... Pas de chance, il dut passer un test ADN pour entrer dans le pays... Test qui révéla qu'il n'était pas le fils de Saint-Nicolas, comme il le croyait, mais celui de Saint Cocacola ! Un café-théâtre en breton prometteur.

15.000 connections
Webnoz est réalisée en direct, une fois par mois, d'un lieu différent en Bretagne. Diffusée sur internet (site Brezhoweb, notamment) elle est vue par plusieurs milliers d'internautes à travers le monde : 15.000 visites pour les premières émissions réalisées il y a un an. L'émission d'Auray restera, comme les autres, sur le net pendant un an.
 
Pour l'association Sten Kidna, co-organisatrice de cette journée, le bilan est très satisfaisant."

20/10/2007

Levr : Le littoral agressé

dc5ef4a7ae6c041aa9570cb31653ee6f.jpgN'eus ket pell zo m'eus baleet koste Sant-Filibert, ur gumun a zo e-tal ar mor, tost d'An Drinded. Ul lec'h bourrapl, e Bro Gwened, kreisteiz Breizh. Kaer eo get ar mor, an inizi Houad, Edig, Gerveur ha gourenez Kiberen a weler pa vez brav ha sklaer an amzer (alies-tre, kwa). An aod a zo chomet brav a drugarez da Mirva an aod (Conservatoire du littoral) hag en deus prenet ur bochad lec'hioù (traezhioù, koadoù...). Al lec'hioù-se a vez, bremañ, digor d'an holl evit mont da bourmen, da besketa war droad, da neuñvial, da zebriñ dirak ar mor... Ar baradoezh war an douar, me lâr deoc'h !

Mont a ran alies bras da Sant-Filibert, d'an hañv evit mont da neuñvial ha d'ar gouiañv da zistannañ... Met, n'eus ket pell neuze, m'eus baleet er gumun. Ha spontet awalc'h on bet. Er bleadeù 70 a oa bet savet e traezh Men er Beleg savadurioù bras,  hanter c'hant metr ag ar mor, e lec'h ma oa araok ur wern... Stanket oa bet ar wern. Kit pelloc'h, laboused ha houidi ! Gober traoù sort-se a vez difennet hiriv an deiz, eurus awalc'h. Ranndier evit ar re bitaod, ar re binvidik, a zo barzh ar savadurioù-se, hag a chom serret, didud kazimant unnek miz ar bloaz...

War lerc'h ne oa ket mui savet savadurioù bras met tier : tier partout hag e pep lec'h. 1.300 den a zo e chom e Sant-Filibert met ar gumun a zo ur chantier bras. Karterioù privez a zo bremañ, ur bochad, get pannelloù : "Difennet dont e barzh evit ar re n'int ket e chom amañ..." Degemerus. Aloubet eo er gumun get "eil tier", tier vakansoù kement d'en em c'houlenn ma chomo un nebeut tachennoù hep ti ebet... Ha geo, unan a chomo : ur "porzh sec'h" ("port à sec") savet pemp bloaz zo. Du-se e chom war an douar e-pad unnek miz bagoù ar re a lesk o zi didud ivez rak ne zeuont nemet durant ar vakansoù hañv... Ha c"hoazh... Tier vakansoù, porzh bagoù-vakansoù : Sant-Filibert (hag aodoù Morbihan geti) a za da vout ul lec'h evit ar vakansoù hañv. Ur sort "Breizhland". Hag an dud a zo e chom er vro ? Dezhe da vont pelloc'h da leskel an aod evit ar re bitaod, ar re o deus argant awalc'h evit preniñ tachennoù amañ ha sevel tier nemet evit o flijadur ha pas evit bout e chom e-barzh...

Sifroù, sifroù...
Setu sifroù ha statistikoù m'eus lennet barzh al levr-se, "Le littoral agressé", skrivet get daou gelenner a skol veur An Oriant, Yves Lebahy ha Ronan Le Délézir.  Hiriv an deiz, 60 % ag an dud a zo e chom e Arzhon (gourenez Sarhau) a zo tud a dri ugent vloaz pe muioc'h. Kentoc'h tudoù kozh evit bugale.

E broioù An Alré ha Gwened, nemet 45 % ag ar marc'had tier ha douar ("transactions immobilières") a vez bet graet get tud ar vro. Ha tost 25 % get tud enezenn Bro Frans (Ile-de-France).

E lec'hioù zo evel Damgan, tro dro 75 % ag an tier a zo tier vakansoù...

Er bloaz 2005 : 33.000 lojeriz a zo bet savet e Breizh (pevar departamant). 

E-pad pemp bloaz (bleadeù 2001-2005) priz an tier hag an douar n'eus kresket da 10 % bep bloaz... Ha talvoudegezh an tier ivez, evel rezon.

400.000 m2 a zo bet savet tier warne er bloaz 2003 er Morbihan; da lâred eo 11% ag an tachennoù bet savet tier warne e Frans a bezh ar bloaz-se.

- Le littoral agressé, Ed. Apogée, Diffusion Puf, 2006. 20 €.

En français : petites considérations sur la prolifération des maisons secondaires le long des côtes morbihannaises... La version française prochainement sur vôtre écran et quand j'aurai le temps !

12/10/2007

Mélenchonneries (suite)

Le propos de Jean-Luc Mélenchon sur la Breiz Touch, la langue bretonne, etc, ont été largement commentés, notamment de manière intéressante sur ce site internet (trugarez Alwenn) :

http://embruns.net/carnet/actus-et-opinions/breizh-atao-1...

Frans 3 : magerezed e brezhoneg/des nounous brittophones

Kemenadenn a-berzh kevredigezh Divskouarn/communiqué de l'association Diskouarn :

"Dec'h zo bet un tamm reportaj diwar-benn abadennoù buheziñ e brezhoneg evit magerezed Lanniliz ha Treglonoù. Divskouarn en doa lakaet ar gevredigezh magerezed hag An Oaled e darempred. Kit da welet anezhañ war :
http://ouest.france3.fr/videojt/
ret eo dibab Iroise (abadenn ar yaou 11/10)

Un petit reportage a été diffusé hier sur Fr3 Iroise, à propos des temps d'animation en breton pour les enfants des assistantes maternelles de Lannils et Tréglonou. Divskouarn avait fait le lien entre l'association de nounous et An Oaled, vous pouvez visioner le reportage sur :
http://ouest.france3.fr/videojt/
Choisissez Iroise, l'édition du 11/10

09/10/2007

Lenn ? Ur blijadur/Lire ? Un plaisir !/ Ur "mizvezh" pe ur spurmant ?*

b175d07c80eacf538c6d0a2768825196.jpg"Lenn ? Ur blijadur !" a lâr ar skritell-se. Evel bep bloaz e vez embannet skritelloù get ar "Centre régional du livre (CRL)" evit brudiñ al lenn e-pad "Mizvezh al levrioù e brezhonek". Met, estroc'h evit ar skritelloù-se a vez lakaet e stalioù-levrioù zo,  ne vez ket gwelet kalz a dra all... Ha m'eus gwelet netra war lec'hienn internet ar CRL evit goueit pelloc'h. Met a-du on get ar slogan : lenn a zo ur blijadur vras, a gav din, e brezhoneg hag e galleg.

"Lire ? Un plaisir !" dit cette affiche. Comme chaque année, des affiches sont éditées par le Centre régional du livre (CRL) pour promouvoir la lecture pendant "Le mois du livre en breton". Mais, si ce n'est ces affiches que l'on voit dans les certaines librairies, il ne se passe pas grand-chose d'autre... Et je n'ai rien vu sur le site internet du CRL pour en savoir plus. Mais je suis d'accord avec le slogan : lire est un plaisir pour moi, en breton et en français.

 http://www.crl-bretagne.fr/index.php

* "Ur mizvezh pe ur spurmant ? Un mois ou un fantôme ?"

01/10/2007

Loïs Kuter : un Amerikanez evit ar brezhoneg/Une Américaine pour le breton

Setu lodennoù ag ur pennad embannet barzh Le Télégramme (pajennoù An Alré, 28/09/2007)/Voici quelques extraits d'un article paru dans Le Télégramme (pages d'Auray, 28/09/2007) :

« Trugarez », un merci en breton sorti de la bouche d'une Américaine, voici le beau paradoxe que représente Loïs Kuter. La réception, donnée en son honneur, avait pour but de la saluer. C'est elle qui a rendu possible la présence de la Kevrenn Alré sur la Ve Avenue à New York, pour la parade de la Saint-Patrick, le 17 mars dernier. (...). Pour découvrir les racines de cet attachement, il faut remonter en 1978 quand la jeune Loïs, pour les besoins de son doctorat en ethnomusicologie, débarque en Bretagne pour affiner ses recherches et tombe sous le charme de la Kevrenn Alré. « Mon intérêt principal était dans la musique, et on ne peut comprendre l'identité d'une culture que par sa langue et donc sa musique », précise-t-elle dans un français parfait.

Dès lors, elle va s'investir dans la promotion et la défense de la langue bretonne, pour les écoles Diwan notamment. « Mais, pour autant, nous ne faisons pas de lobbying, nous exprimons juste notre mécontentement face à la difficulté d'apprendre le breton. À ce sujet, nous écrivons régulièrement aux députés et même au président ! », précise-t-elle.

Sur sa lancée, la plus bretonne des Américaines va même jusqu'à comparer le sort de la culture bretonne avec celui des Indiens d'Amérique : « Ce n'est pas comme les Irlandais ou les Écossais qui sont arrivés sur une terre nouvelle. Eux se trouvaient déjà sur place et on les a empêchés de parler leur langue. (...)».

Loïs Kuter milite depuis plusieurs décennies pour la culture bretonne, depuis Philadephie. Elle anime la branche étasunienne du Comité international pour la défense de la langue bretonne (créé en 1981). Elle a été reçue en mairie d'Auray mercredi 26 septembre.

http://www.breizh.net/icdbl/saozg/index.htm