19/11/2007
Dielloù : "Hag an Disprizioù 2006 a zo roet da..."
E miz Geñver m’eus komzet doc’h ag ar Prizioù Frans 3 : abaoe ar c’houlz se ar prizioù a zo bet roet e-pad un abadenn tele bet skignet ar sul diwezhañ a viz Geñver. Nag un abadenn farsus ! Abaoe pell n’em boa ket c’hoarzhet kement-se. Sonjit ta : ur priz a vez roet d’ar “brezhoneger ar bloaz” , ha brezhoneger ar bloaz 2006 ne gomz ket brezhoneg anezhan! Nec’hus eo memestra : n’eus ket mui brezhonegerion er vro ?
Bon, evit lâr ar wirionez, ar priz a zo bet roet d’ar c’huzul meur Penn ar Bed evit ar c’houlzad “Klaskerien ha treizherien sonjoù” savet get an departamant-se evit lak ar vugale da vont e darempred get ar re gozh, hag en o mesk, bugale ag ar skolioù divyezhek a ya da gomz get tud kozh. Ha prezidant ar C’huzul meur, Pierre Maille, oa deuet da gemer ar priz. Ne oa ket en e unan evit reseviñ ar priz-se, un c’huzulier meur all, André Le Gac, oa deuet ivez hag hennezh a gomz mat brezhoneg. Ouf !
Ur sonj vat eo, moarvat, reiñ ur priz d'an departamant Penn ar Bed met hini “brezhoneger ar bloaz” ? Un brezhoneg, pe ur vrezhonegerez a zo ur paotr pe ur plac’h a gomz breton. Ha gwelout ar “brezhoneger ar bloaz” gaozal galleg, ha nemet galleg, er mikro, oa un tammig nec’hus memestra... Un arouez iskiz awalc’h. Sonjit ta : ma vehe savet prizioù evel-se evit ar re a gomz galleg, evit ar “francophonie” lakaomp, hag a vehe dibabet get ar juri ur “galleger ar bloaz” ne c’helehe anezhan distag ur ger e galleg; un den en dehe reskontet e saozneg hepken... Drol vehe, nann ? Ur brezhoneger ha ne ouia ket komz brezhoneg, n’em boa ket james gwelet an dra-se. Savet eo bet get Frans 3. Gourc'hemenoù : setu burzhud ar skinwell !
Burzhudoù all !
Met tud all oa bet anvet ha ne gomzont ket brezhoneg ivez... Pevar den o doa savet filmoù e brezhoneg evit Frans 3 oa bet anvet get Frans 3 da reseviñ ur priz a berzh... Frans 3 ! War ar pevar den deuet da ginnig o filmoù daou hepken a gomze breton... Daou war pewar, ne ra nemet an hanter, ar pezh n’eo ket kalz evit tud a labour, sanset, e brezhoneg. Ya, met get Frans 3, tud zo a c’hell sevel abadennoù e brezhoneg hep kaozeal brezhoneg. Ur burzhud all !
M’em boa komprenet an dra se daou vloaz-zo pas m’boa gwelet penaos a laboure ur skipailh Frans 3 deuet da filmañ ar strollad c’hoariva e lec’h ma 'oan aktour (lennit ivez ar pezh embannet amañ d'ar 21/06/2005). Ur western e brezhoneg oa bet savet genomp, Malachap Story, a oa bet kinniget ugent wezh d’an dud. Ur sapre labour oa bet met strollad Frans 3, c’hwec’h den memestra, ne oa ket intereset get an dra-se he unan : ur reportaj hir, un teulfilm war stad ar brezhoneg e Bro Gwened a oa savet gete. Ul leurenn ag ar pezh c’hoari oa bet filmet ha daou aktour aterset get ar savour film... Met eñ ne ouie ket brezhoneg. Ar goulennoù a oa e galleg neuze (troc’het war lerc’h) ha ret oa d’an aktourion reskont e brezhoneg d’un den ha ne gomze ket brezhoneg ! Un den all, barzh ar skipailh, a gomze brezhoneg met ne oa ket bet goulennet getan treiñ ar reskontoù doc'htu. An den-se oa deuet nemet evit selaoù mard a yae ar reskontoù get ar goulennoù... Ur vicher nevez a zo bet savet get F3 : kontroloùr reskontoù e brezhoneg !...
Burzhud ar skinwell c’hoazh ? Met penaos labourat mod-se ? Penaos sevel ur reportaj mod-se ? Ne oa ket un doare sirius da labourat, na doujus en hor c’heñver. Setu ma sonj.
Argant ha stummadur kollet ?
Milionnoù a euroioù a vez dispignet bep bloaz get ar Rannvro, an departamantoù, an Assedic, da stummañ tud e brezhoneg evit labourat e brezhoneg, met get Frans 3 Breizh e vez savet teulfilmoù e brezhoneg get tud ha ne ouiont ket komz brezhoneg, ha n’o deus ket graet ar striv da zeskiñ hor yezh... Ha normal eo ? N’helehe ket Frans 3 Breizh goulenn get ar savourion filmoù e brezhoneg produet geti da zeskiñ ar yezh ?
Ur priz all a zo bet roet da Lionel Buannic evit e lec’hienn internet Brezhoweb e lec’h ma vez skignet e abadenn tele Webnoz. Ar priz-se oa meritet rak Lionel a laboura kalz evit ar brezhoneg met pebezh chans memestra : bout inouret evit un blog savet e miz An Avent (Kerzu) 2006 ! Ur bochad lec’hioù internet a-galite a zo, kalz kozhoc’h, met n’int ket bet inouret get F3... Ha souezhet on bet ivez e welet tud Frans 3 inouriñ un den a ra o labour, rak abadennoù evel ar Webnoz a zelihe bout skignet get Frans 3 Breizh da razh an dud ha da 9 e da noz.
Ur sonj zo deuet din e welet Prizioù Frans 3 Breizh : sevel ma frizioù din-me ivez ! Me vo ar juri ma unan penn. Kavet m’eus un anv: an Disprizioù... An Disprizioù a vo roet evit ar pezh fallan graet d’ar brezhoneg ar bloaz paseet. Dispriz n’eo ket ur ger nevez e brezhoneg, an dispriz a dalv “mépris, dédain” e galleg. Hag a wezhoù e kavan traoù zo disprizus e keñver ar brezhoneg hag ar re a gomz breton. Daou a vo roet, unan evit 2006 hag ur priz ispisial...
Aet eo ar maout get...
Da biv vo roet an “Disprizioù 2006” ? Setu bec’h zo warnoc’h gouiet an dra se, sur awalc’h : digor a ran ar golo... Aet eo ar maout get... Pennoù bras Frans Bleue evit 2006 hag an dispriz ispisial da bennoù bras Frans 3 ! Ar maout zo aet get ar radio hag an tele publik divyezhek, pe sanset bout divyezhek, e Breizh. Ha setu ar pezh a zo bet displeget get ar juri : “Da Frans Bleue Breizh Izel a zo bet roet an Dispriz 2006 evit bout troc'het geti barzh he abadennoù e brezhoneg e miz Gwengolo 2006. War dro c’hwec’h euriad nebeutoc’h bep sizhun memestra ! Esperans zo get ar jury ne gendalc’ho ket Frans Bleue Breizh Izel mod se e 2007 !
Hag an dispriz ispisial a ya da bennoù bras Frans 3 : war ar chadenn skinwell publik nemeti e vez skignet abadennoù e brezhoneg e pad div euriad bep sizhun hepken ar pezh a ra war dro 2 % a abadennoù e brezhoneg bep sizhun ! Chadennoù e kembraeg hag e iwerzhoneg penn da benn a zo e Bro Gembre ha Bro Iwerzhon. Pell omp ag an dra se e Breizh. Esperans ‘zo get ar juri e vo savet abadennoù nevez e brezhoneg get F3 e 2007, ur bochad, mallus eo !
An disprizioù 2006 a zo roet d’ar pennoù bras, evel rezon, ha pas d’ar re a sav bemdez abadennoù e brezhoneg. Ar re se a ra o seizh gwellañ evit sevel abadennoù a feson e brezhoneg ha, marteze, n’eo ket aes gete bemdeiz. Kalon vat, tudoù” eme ar juri.
Setu, echu eo get an Disprizioù 2006 : hag e vo Disprizioù e 2007 ? Ni a wello...
Christian Le Meut
11:15 Publié dans Breizh/Bretagne, Brezhoneg/Langue bretonne, Mediaioù/média/skinwel/Télévision | Lien permanent | Commentaires (0) | Tags : Brezhoneg, langue bretonne, télévision, skinwell
Les commentaires sont fermés.