Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

20/10/2007

Levr : Le littoral agressé

dc5ef4a7ae6c041aa9570cb31653ee6f.jpgN'eus ket pell zo m'eus baleet koste Sant-Filibert, ur gumun a zo e-tal ar mor, tost d'An Drinded. Ul lec'h bourrapl, e Bro Gwened, kreisteiz Breizh. Kaer eo get ar mor, an inizi Houad, Edig, Gerveur ha gourenez Kiberen a weler pa vez brav ha sklaer an amzer (alies-tre, kwa). An aod a zo chomet brav a drugarez da Mirva an aod (Conservatoire du littoral) hag en deus prenet ur bochad lec'hioù (traezhioù, koadoù...). Al lec'hioù-se a vez, bremañ, digor d'an holl evit mont da bourmen, da besketa war droad, da neuñvial, da zebriñ dirak ar mor... Ar baradoezh war an douar, me lâr deoc'h !

Mont a ran alies bras da Sant-Filibert, d'an hañv evit mont da neuñvial ha d'ar gouiañv da zistannañ... Met, n'eus ket pell neuze, m'eus baleet er gumun. Ha spontet awalc'h on bet. Er bleadeù 70 a oa bet savet e traezh Men er Beleg savadurioù bras,  hanter c'hant metr ag ar mor, e lec'h ma oa araok ur wern... Stanket oa bet ar wern. Kit pelloc'h, laboused ha houidi ! Gober traoù sort-se a vez difennet hiriv an deiz, eurus awalc'h. Ranndier evit ar re bitaod, ar re binvidik, a zo barzh ar savadurioù-se, hag a chom serret, didud kazimant unnek miz ar bloaz...

War lerc'h ne oa ket mui savet savadurioù bras met tier : tier partout hag e pep lec'h. 1.300 den a zo e chom e Sant-Filibert met ar gumun a zo ur chantier bras. Karterioù privez a zo bremañ, ur bochad, get pannelloù : "Difennet dont e barzh evit ar re n'int ket e chom amañ..." Degemerus. Aloubet eo er gumun get "eil tier", tier vakansoù kement d'en em c'houlenn ma chomo un nebeut tachennoù hep ti ebet... Ha geo, unan a chomo : ur "porzh sec'h" ("port à sec") savet pemp bloaz zo. Du-se e chom war an douar e-pad unnek miz bagoù ar re a lesk o zi didud ivez rak ne zeuont nemet durant ar vakansoù hañv... Ha c"hoazh... Tier vakansoù, porzh bagoù-vakansoù : Sant-Filibert (hag aodoù Morbihan geti) a za da vout ul lec'h evit ar vakansoù hañv. Ur sort "Breizhland". Hag an dud a zo e chom er vro ? Dezhe da vont pelloc'h da leskel an aod evit ar re bitaod, ar re o deus argant awalc'h evit preniñ tachennoù amañ ha sevel tier nemet evit o flijadur ha pas evit bout e chom e-barzh...

Sifroù, sifroù...
Setu sifroù ha statistikoù m'eus lennet barzh al levr-se, "Le littoral agressé", skrivet get daou gelenner a skol veur An Oriant, Yves Lebahy ha Ronan Le Délézir.  Hiriv an deiz, 60 % ag an dud a zo e chom e Arzhon (gourenez Sarhau) a zo tud a dri ugent vloaz pe muioc'h. Kentoc'h tudoù kozh evit bugale.

E broioù An Alré ha Gwened, nemet 45 % ag ar marc'had tier ha douar ("transactions immobilières") a vez bet graet get tud ar vro. Ha tost 25 % get tud enezenn Bro Frans (Ile-de-France).

E lec'hioù zo evel Damgan, tro dro 75 % ag an tier a zo tier vakansoù...

Er bloaz 2005 : 33.000 lojeriz a zo bet savet e Breizh (pevar departamant). 

E-pad pemp bloaz (bleadeù 2001-2005) priz an tier hag an douar n'eus kresket da 10 % bep bloaz... Ha talvoudegezh an tier ivez, evel rezon.

400.000 m2 a zo bet savet tier warne er bloaz 2003 er Morbihan; da lâred eo 11% ag an tachennoù bet savet tier warne e Frans a bezh ar bloaz-se.

- Le littoral agressé, Ed. Apogée, Diffusion Puf, 2006. 20 €.

En français : petites considérations sur la prolifération des maisons secondaires le long des côtes morbihannaises... La version française prochainement sur vôtre écran et quand j'aurai le temps !