Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

12/07/2010

Levr da lenn e pad an hañv : Etrezomp e brezhoneg (1982-1983)

jaffre391.jpgE 2008 e oa bet embannet lodenn gentañ "Etrezomp e brezhoneg", kronikennoù skrivet get ar c'hazetenner Job Jaffré (marv e 1986) ha kempennet get Daniel Doujet, kelenner e skol veur Roazhon. Setu an eil lodenn, moulet e miz Mezheven. Embannet veze bep sizhun ur pennad skrid e brezhoneg barzh ar gazetenn pemdeziek La Liberté du Morbihan (aet da get e 1995).

M'eus ket lennet c'hoazh al levr-se met talvoudus eo, evel al lodenn gentañ, e keñver ar brezhoneg implijet get Job Jaffré, brezhoneger a vihan ganet e Bro Pourlet. Sonjoù Job Jaffré a zo interesus ivez : getan e veze skrivet pennadoù a ziar-benn traoù a-bep sort, darvoudoù ag an amzer-se (1982-83), pe traoù bevet getan gwezhall, e-pad e yaouankiz pe get e dud. Bep gwezh e veze lakaet getan ivez traoù all : sonennoù a oa barzh al lodenn geñtan met n'eus ket mui barzh al levr-se. En eil lodenn "Brezhoneg du-se, brezhoneg du-mañ" ha "Gwezharall d'an deiz-mañ-deiz" (pennadigoù istorel) a zeu ar lerc'h ar pennadoù skrid, hag un nebeut gerioù displeget get Daniel Doujet.

Embannet get Emglev Bro An Oriant. 18 €. 354 pajenn. Gwerzhet e vez get stal Coop Breizh An Oriant hag e Breizh ma bro en Alré.

E galleg/En français : petite note sur un livre qui reprend les chroniques du journaliste Job Jaffré parues dans le quotidien lorientais La Liberté du Morbihan en 1982-83. Edité par l'association Emglev Bro An Oriant. En vente au magasin Coop Breizh de Lorient et à Breizh ma bro à Auray.

http://www.emglevanoriant.com/pagebzh.html

05/05/2009

Levr/livre : "Le breton pour les nuls"

nuls371.jpgSetu ul levr nevez flamm evit ar re faota dezhe deskiñ brezhoneg... Ul levr sakod, marc'hadmat (5,90 €), savet a-feson, ha skrivet get tud barrek, pennoù bras ar brezhoneg (Hervé Le Bihan, Gwendal Denis, Martial Ménard). Marteze, al levr a zo gwerzhet e Bro C'hall a-bezh (met n'on ket sur). Kroget m'eus d'er lenn met n'eo ket echu genin. Ma sonj a larin deoc'h diwezatoc'h met, dija, m'eus lennet traoudigoù fentus : "Parlez en breton et vous serez accueilli avec le sourire" (sur eo?)... Evel rezon, eveljuste, ar brezhoneg standard a zo displeget amañ.

En français : voici un tout nouveau livre pour les personnes qui veulent apprendre le breton... un livre de poche, bon marché (5,90€), bien présenté et écrit par des "pennoù bras" (des têtes grandes, des spécialistes, quoi) du breton (Hervé Le Bihan, Gwendal Denis, Martial Ménard). Il est peut-être même en vente dans la France entière, mais je n'en suis pas sûr. J'ai commencé à le lire, mais je ne l'ai pas terminé. Je dirai mon opinion plus tard mais j'ai, déjà, lu quelques petites choses rigolotes comme : "Parlez en breton et vous serez accueilli avec le sourire"... Est-ce si sûr ? Enfin, c'est le breton standard qui est expliqué ici.

"Le breton pour les nuls", embannet get/édité par First éditions.
www.efirst.com

CLM

25/04/2009

A ! Lenn : ur blog a ziar al levrioù e brezhoneg

Setu ur blog nevez dizoloet genin, e lec'h ma vez embannet meur a wezh bep sizhun pennadoù skrid a zivout levrioù e brezhoneg (pe e yezhoù all, met displeget e brezhoneg), nevez embannet pe kozh, get ur vaouez a vourr lenn... Ha danvez zo da lenn !
Je viens de découvrir ce blog où sont édités, plusieurs fois par semaine, des articles sur des livres en breton (ou en d'autres langues, mais présentés en breton), nouveau ou ancien, par une femme qui aime lire... Et de la lecture, il y en a !

http://alenn.nireblog.com/

30/03/2009

Sten Kidna : ar priz lennegel roet da Mich Beyer

etrezek358.jpg"Priz lennegel Sten Kidna-Le Bono roet da vMich Beyer/Le prix littéraire Sten Kidna-Le Bono attribué à Mich Beyer.

- Brezhoneg : Priz Sten Kidna-Ar Bono a zo roet evit ar wezh kentan ar bloaz mañ d'ur romant e brezhoneg. "Etrezek an enez" (An Alarc'h embannadurioù) skrivet get Mich Beyer, a zo bet dibabet get ar juri. Ar priz a zo bet roet disadorn  paseet e-pad an abadenn Webnoz er Bono. Pevar skrivagner a oa deuet : Mich Beyer, Yann Bijer (Avel Gornog), Hervé ar Gall (Koulz ar c'hastrilhez) ha Gégé Gwenn (An deiz hirgotozet). Yann Gerven (Tonkad kriz Tom Bruise) ha Jean-Christophe Bozec (Seks ha fars) n'o doa ket gellet dont.

Kuzul kêr ar Bono en doa goulennet get Kerlenn Sten Kidna sevel ur juri evit dibab ur romant. Ar pezh a zo bet graet, get dek lennour : div vaouez ha eizh gwaz, ag An Alré, Brec'h, Krac'h, Pleuwigner, An Drinded, Ploveren hag ar Bono. 700 € euro a zo bet roet d'ar skrivagnourez get kumun Ar Bono, memestra. Abadennoù evel se a sikour get an dud da skrivañ e brezhoneg. Un delwenn goad, kizellet get Olivier Berson (animatour barzh Kerlenn Sten Kidna ha kizelour), a zo bet roet get ar gevredigezh da vMich Beyer.

- Français : Le prix Sten Kidna-Le Bono, décerné pour la première fois cette année à un roman en langue bretonne, a été attribué à "Etrezek an enez", de Mich Beyer (An Alarc'h embannadurioù). Le prix a été annoncé samedi soir, en direct sur internet, lors de l'émission Webnoz, en présence de quatre des six écrivains dont les livres avaient été choisis pour concourir : Mich Beyer, Yann Bijer (Avel Gornog), Hervé ar Gall (Koulz ar c'hastrilhez) et Gégé Gwenn (An deiz hirgotozet). Yann Gerven (Tonkad kriz Tom Bruise) et Seks ha fars (Jean-Christophe Bozec), étaient également en lice mais n'avaient pas pu se déplacer.

Le jury, constitué par l'association Kerlenn Sten Kidna sur la proposition de la commune du Bono, était composé de dix membres, huit hommes, deux femmes, lecteurs et lectrices bretonnants d'Auray, Brec'h, Crac'h, Pluvigner, La Trinité-sur-Mer, Ploeren, et le Bono. La commune du Bono a remis un chèque de 700 euros à l'écrivain. Ce genre d'initiative encourage la création littéraire en langue bretonne. Une sculpture en bois réalisée par Olivier Berson (permanent de l'association Kerlenn Sten Kidna et sculpteur), a été remise par l'association à Mich Beyer.

29/12/2008

Levr : Aada ha Narki

aada340.jpg Ul levrig bourrapl m'eus lennet n'eus ket pell zo : romant diwezhañ Goulc'han Kervella, "Aada ha Narki". Un danevell hir eo, kentoc'h evit ur romant : 58 pajenn (10 euro, embannet get Al Liamm). Un istor karantez etre daou zen yaouank a vev da vare ar mesolitik, da lâret eo, dre vras, 7.000 vloaz zo, e Breizh hanternoz, koste Plougerne pe Gwiseni ! Resis eo e keñver al lec'h... Ar pezh a zo, ha n'ouion ket mard ar skrivagner n'eus tennet kont ag an dra-se : ar mor 'deus kresket kalz abaoe ar c'houlz-se hag an aodoù o deus chanchet kalz ivez...

Div bobl a zo e chom tost unan d'eben : meuriad Aara, jibouesourion a zo e chom er maez, en natur; ha meuriad Narki, nevez degouezhet ar re-se, a oui sevel tier ha labourat an douar. Ha setu Aara, piket e galon get Narki... Met bec'h a zo etre an div bobl, betak brezel. Hag e vo ret da Aara kuitat e bobl evit mont get Narki ?

Un istor deverrus, skrivet a-feson, a gas al lenner d'ar ragistor.

Aara ha Narki, 10 €, ti embann Al Liamm.

En français : Petite note pour présenter une longue et agréable nouvelle en langue bretonne, Aada et Narki, que Goulc'han Kervella vient d'éditer chez Al Liamm. Une histoire d'amour aux temps mésolithiques (7.000 ans environ).

30/11/2008

Levr : "Dictons bretons - breton proverbs"

argoat330.jpgNag ul levr brav ! Brav spontus, ya. Kempennet, frammet a-feson get skeudennoù kaer ha troioù-lâret a Vreizh embannet e brezhoneg (skrivet bras) ha troet e galleg hag e saozneg (skrivet bihanoc'h an div yezh-se). Mod-se e c'heller lenn ha deskiñ troioù lâret e sellet doc'h fotoioù brav tennet e Breizh, met ar pezh a zo displeget edan pep skeudenn a zo e galleg hepken. Al lenner a c'hell krogiñ d'an daou du ha div bajenn gentañ a zo : d'un tu an Argoat (liv mouk), d'an tu all an Armor (liv kistin).
Setu un nebeut skouerioù :
"Gortozit an noz evit lavarout eo bet kaer an deiz" (pajenn 51).
"Attendez la nuit pour dire que la journée a été belle"
"Wait for nightfall before saying it has benn a good day"

Pe c'hoazh :
"Hep stourm ne vezer ket trec'h" (p. 50).
"Sans lutte, point de vainqueur
"Without a battle, there can be no victor"

Dre vras an droidigezh e galleg a zo mat, met n'hellan ket lâret evit ar saozneg (daoust din bout bet desket saozneg e-pad dek vlead er skolaj, lise, skol veur...). A wezhoù memestra, eh euz traoudigoù souezhus e keñver an doare skrivañ :

"Gad Doue ema ar madoù, sachit war-n-ho a grabanadoù" (p.15).
"Dans les mains de Dieu sont les richesses, prenez-les à poignées".
Gad a vez skrivet "gant" pe "get" (e gwenedeg), met pas "gad" : a ger-se a dalv "lièvre" e brezhoneg...
Ha "war-n-ho" evit "warno", pebezh skritur !

armor329.jpgUn nebeut farioù evel-se m'eus kavet hag all un dra a vank : al lec'hioù e-lec'h ma zo bet serret, dastumet an troioù lâret embannet. Interesus vehe bet. Met un dra displijus all a zo barzh al levr-se : an ditloù a zo e galleg hag e saozneg, ha pas e brezhoneg ! Memes tra evit ar rakskrid : e galleg eo, troet e saozneg ha netra e brezhoneg ! Gwasoc'h c'hoazh, lennit : "Cet ouvrage entièrement consacré aux dictons bretons, se veut un florilège des proverbes, maximes et dictons dont le breton, qu'il soit pêcheur d'Armor ou paysan d'Argoat, était si friand". "Etait", da lâret eo, hervez an dud o deus savet al levr-se, ar brezhoneg a zo ur yezh varv, aet da goll da vat... Ur yezh komzet get 200.000 den c'hoazh...

Daoust dezhan bout frammet mat, d'un doare "modern", al levr-se a ziskouezh ur skeudenn kozh a Vreizh, skeudennoù evit an douristed eo : ar mor, an argoat, an dilhadoù hengounel, ar saout, ar peulvanoù... Ar brezhoneg a vez, hag a veze, komzet e kerioù bras ivez. Ha komzet e vez ivez get tud yaouank a-vremañ. Met ar brezhoneg bev n'eo ket danvez al levr-se. Ul levr brav. Evel ur bez brav.

Christian Le Meut

Dictons bretons, Hervé Ronné/François Bertin, Embannadurioù Ouest-France, 2008.

La note en français : prochainement sur votre écran !

 

 

21/08/2008

Levr : "Etrezomp e brezhoneg 1980-1981"

3a7b74217b42dc5148edd75b53b0979a.jpg Setu, ul levr nevez embannet e brezhoneg. Skrivet eo bet get ar c'hazetenner Job Jaffré (marv e 1986) ha kempennet get Daniel Doujet (kelenner e skol veur Roazhon) : "Etrezomp e brezhoneg 1980-81". Embannet veze bep sizhun ur pennad skrid e brezhoneg barzh ar gazetenn pemdeziek La Liberté du Morbihan (An Oriant). Ar gazetenn-se a zo marv ivez (e 1995), met chom a ra rubrikennoù Job Jaffré, istorioù berr skrivet e gwenedeg mod Bro Pourlet hag heuliet get ur sonenn, dihustelloù (divinadelloù) ha c'hoazh. Ter pe peder pajenn evit pep pennad barzh al levr.

Bourrapl eo da lenn, hag interesus ivez, evit kompreiñ taol spered un den arru kozh d'ar c'houlz-se : ur vloaz ha pewar ugent a oa Job Jaffré. Brav-bras eo e feson da skriv brezhoneg. Ar gerioù implijet a zo, a wezhoù, dic'hortoz ha dianavezet get ar c'heriadurioù a-vremañ, met Daniel Doujet a sikour get al lennourion e tispleg tra mañ tra hag e embann listennigoù gerioù e fin pep pennad. 

300 skouerenn a zo bet moulet get Emglev Bro An Oriant. 18 €. 344 pajenn. Gwerzhet e vez get stal Coop Breizh An Oriant.

E galleg/En français : petite note sur un livre qui reprend les chroniques du journaliste Job Jaffré parues dans le quotidien lorientais La Liberté du Morbihan en 1980-81.

12/08/2008

Levr da lenn e-pad ar vakansoù : Avel gôrnog

b752873dffa766dde29e2df04b9f8143.jpg Avel gornôg a zo levr diwezhañ ar Bigouter Yann Bijer. Istor e familh a zo kontet getan. N'eo ket skrivet "envorennoù" barzh al levr, na "roman". Envorennoù romanset neuze?

Ni'zo er bloaz 1916, e Lechiagad, Bro Vigoudenn. An tadoù a zo bet kaset d'ar brezel, ne chom nemet gwazed kozh, merc'hed ha bugale. Naïg ar Prad a zo e chom he unan get he mamm, met peurrest ar familh a zo tost-tre : tud kozh, moerebed, kenitervezed ha kendirvi... Ha surtout Tamm Bouchig, he c'henderv muiañ karet... Betek re ?

Heuliañ istor ar familh-se a zo bourrapl bras. Bez zo an tud ag ar mor (familh an tad); ha tud ag ar maezioù (familh ar vamm). Chikan ebet etreze, ar c'hontrel eo. Yann Bijer a ya pell a wezhoù : n'en deus ket aon da reiñ deomp un nebeut kentelioù Istor, evel ar gentel a ziar benn Charlez Veur, met kentelius eo...

Ur bochad tudennoù a zo barzh al levr, met n'omp ket kollet. Yann Bijer a gas an istor get begon hag, a-benn ar fin,  daoust d'al levr bout hir pasapl (454 pajenn) m'eus ket kavet hir an amzer getan, ken deverrus eo. E gwirionez, neoazh, mard on bet plijet bras get doare Yann Bijer da skrivañ, on bet dipitet get an istor karantez etre Naïg hag he c'henderv. 

An istor a grog e Lechiagad, met echuiñ a ra e Kiberen rak pesketourion a vro Vigouden a zeue da besketaat e Kiberen pand a rae diouer a besked en o bro. Bijer a zispleg ar vuhez e Kiberen er bleadeù 1920, get an douristed (dija), ar friturioù (n'eus ket mui kalz anezhe), ar besketourion (idem)...

Da lenn, neuze, Avel gornôg, Yann Bijer, ti embann Al Liamm. 2007. 18 €.

E galleg/En français : petite note pour encourager vivement la lecture de ce roman en langue bretonne, Avel gornôg, écrit par le Bigouden Yann Bijer. L'auteur, dans un style savoureux, retrace l'histoire de sa famille de marin-pêcheurs à Léchiagad (sud Finistère), au temps de la première guerre mondiale.

Christian Le Meut

06/08/2008

Levr da lenn e-pad ar vakansoù : An deiz hirgotozet

7f0c0c1533683c15ecfa304492fb1614.jpg

Ul levr ag an dibab da gas geneoc'h e-pad ho vakansoù ! 

Setu ni kaset en dro d'ar blead 1981 get Gégé Gwenn hag e levr, "An deiz hirgotozet". 1981 : sonj peus-c'hwi ? Marteze pas ar re yaouankañ met me, sonj m'eus ag ar prantad amzer-se, seitek vloaz em boa dija... E gwirionez an istor a grog d'an 9 a viz Kerzu 1980, deiz marv John Lennon, bet lazhet get un den foll. Penaos buhez !

Ni a zo e Kreiz Breizh e heuliañ buhez pemdeziek Jakez, un den yaouank-kozh a laboura barzh ur veingleuz. Desket awalc'h eo ar paotr, aet gwezhall da studiañ e skol veur Roazhon met daet en dro d'e vro da labourat evel micherour. Jakez a gar e vro; emañ e chom e unan penn, met ur familh bras en deus, ha kalz mignoned.

Bourrapl eo lenn an divizoù hag an tabutoù a vez etreze, chikan a ziar benn politikerezh, Breizh, ar brezhoneg (kentañ skolioù Diwan oa bet savet d'ar c'houlz-se...). Mechal memestra ma n'eus ket, a wezhoù, liv mennozhioù a-vremañ barzh begoù tud a zo sanset kaozeal seizh vloaz arnugent a zo memestra. Met n'eo ket kalz a dra.  Jakez a blij dezhan selaoù sonerezh hag, a-hed ar pajennoù, e kaver pozioù sonennoù a veze kanet d'ar c'houlz-se, e  brezhoneg, galleg, saozneg. Plijus kenan.

Ur stourm sokial 
Ha setu an embregerezh e lec'h ma laboura Daniel gwerzhet d'ur stal all a Vro Saoz ha nec'het bras ar vicherourion, an dilennidi, an tiegezhioù. Un diskrog labour a zo votet. Daniel n'eo ket barzh ar sindikad, ar CGT. Magañ a ra disfizians kentoc'h, e keñver ar sindikad-se, re dost ag ar strollad komunour, d'e sonj. Danvez un anarkour a zo get Jakez. Tamm ha tamm e ya ar stourm da vout kreñvoc'h ha taeroc'h : okupet an uzin, stanket an hent houarn, savet ur c'homite "harz labour", emgann get ar CRSed, ha c'hoazh. Ar stourm a zo displeget a dost get Gégé Gwenn, evel ma vehe unan gwir, interesus bras eo.

Buhez ar vro a zo diskouezhet ivez : Kreiz Breizh, get ar re gozh a wel o bro e chañch, tud yaouank aet kuit, ur bochad tier goullo... Hag al labour douar a chanch ivez : echu, pe tost, get an tachennoù bihan, mare an tachennoù bras hag industrializet eo.

Karantez, karantez 
Un istor karantez a zo ivez, etre Jakez ha Souad, displeget a dost ivez get ar skrivagner...

"An deiz hirgotozet" a zo ul levr dispar. Daoust d'e 314 pajenn, skrivet bihan oc'hpenn, m'eus ket kavet hir da lenn; ha n'eo ket echu an istor e fin al levr; nag an istor karantez, nag ar stourm sokial ha Mitterrand n'eo ket bet dilennet c'hoazh. Ul lodenn gentañ eo nemetken, ha mall a zo warnon gouiet fin an istor. Get ma ne vo ket an eil lodenn ul levr hirgotozet !

Christian Le Meut 

An deiz hirgotozet, embannet get Skol Vreizh, 15 €. 

En français : recension d'un livre en breton, "Un deiz hirgotozet", (Un jour attendu longtemps), de Gégé Gwenn, premier tome de la chronique d'une lutte sociale en centre-Bretagne durant l'année 1981. Jakez, le personnage principal, est un des animateurs de cette lutte, décrite très précisément. On suit aussi sa vie sentimentale(décrite très précisément aussi !), familiale, amicale. Le récit est bien mené, instructif et divertissement. Une lecture à conseiller aux bretonnants.

 

08/06/2008

Livre : La Bretagne, entre histoire et identité

b387e37cd989c9f3a1d7b2c45519c9b7.jpgLe 526e ouvrage de la collection Découvertes Gallimard est consacré à la Bretagne, son histoire et son actualité (ils ont mis le temps, quand même, chez Gallimard...). Comme d'habitude avec cette collection, l'iconographie et la présentation sont soignées et l'ouvrage est très agréable à parcourir. Le texte, lui, a été confié à l'historien et universitaire Alain Croix. Excercice difficile que de synthétiser en quelques 127 pages, plus une vingtaine de pages "Témoignages et documents", une histoire et une actualité riches. Les choix fait par l'auteur seront forcément contestés, et d'ailleurs ils sont contestables, de mon point de vue.

Il est clair que ce livre sur la Bretagne n'est pas un livre sur la langue bretonne. Il y est consacré deux pages en fin d'ouvrage (130-131) et quelques mentions qui ne permettent pas, à mon avis, de se faire une idée de la question linguistique en Bretagne. Ainsi, l'auteur écrit : "Mais la France n'a aucune politique de préservation des langues..." Joli euphémisme : la France a même eu une politique d'éradication des langues régionales mais l'on n'en saura rien dans ce livre. Comme si les Bretons avaient abandonné leur langue maternelle par leur seul choix.

L'interdiction de la langue maternelle 

Le fait d'avoir interdit la langue bretonne à l'école, dans les administrations, par exemple, est un choix politique de marginalisation décidé par la République française. Quand on marginalise des langues, on ne doit pas s'étonner que les populations ainsi marginalisées se tournent vers la langue officielle, la langue de la promotion sociale, la langue unique qui ouvrira les clés d'un avenir meilleur. Et quels parents ne rêvent pas d'un avenir meilleur pour leurs enfants ? Mais, pendant ce temps, on interdit à des millions de personnes d'être scolarisés dans leurs langues maternelles, en Bretagne, Pays-Basque, Catalogne, Occitanie, Alsace, etc. De quel droit ?

Aujourd'hui, les textes internationaux sur les droits de l'Homme affirment le droit d'être scolarisé dans sa langue maternelle. La France s'est bien gardée de le faire mais les conséquences, pour les populations, ont été et sont encore profondes en terme d'acculturation, de mépris de sa culture et de sa langue d'origine, d'incommunicabilité entre les générations, de pertes culturelles, et j'en passe...

c8ccee3521e47f3bace5e93331359759.jpg

Une affiche est reproduite dans ce livre. Elle présente un enfant puni pour avoir parlé breton. Cette situation, des générations de Bretons (et de Catalans, et d'Occitans et de...) l'ont vécue. Aujourd'hui encore, des personnes de 60 ans, 70 ans, 80 ans, témoignent qu'elles ne parlaient pas un mot de français en arrivant à l'école. Mais l'Education nationale n'avait pas prévu d'utiliser ces langues pour l'apprentissage du français, ce qui aurait pu, peut-être, simplifier la vie de certains enfants et leur donner une image un peu plus positive de leur langue d'origine. Dans la légende, Alain Croix présente cette affiche comme étant de "propagande nationaliste"... Peut-être, mais est-elle fausse pour autant ? Non, elle illustre le fait qu'il était interdit de parler breton dans beaucoup de cours d'école et de classes, et que très souvent des enfants étaient punis pour cela, même si ce n'était pas le cas partout. 

Douceur, vous avez dit "douceur" ? Comme c'est bizarre...  

Concernant l'annexion de la Bretagne par la France, le résumé de l'historien me paraît un peu court. Concernant les quatres années de guerre (1487-1491), qui ont amené la duchesse Anne de Bretagne à accepter d'épouser le roi de France (alors qu'elle avait tout fait pour l'éviter), on saura qu'il y avait des seigneurs français dans les deux armées qui se sont opposées à la bataille de Saint Aubin du Cormier (1488), mais on ne saura pas combien de morts fit cette bataille (entre 6.500 et 7.500 selon différentes sources que j'ai pu trouver), ni combien d'hommes elle engagea : 11.000 dans l'armée du duc de Bretagne, 15.000 pour celle du roi de France. 26.000 hommes ! On n'est pas dans une petite embuscade, mais dans une vraie guerre, ce qui n'empêche pas Alain Croix d'écrire, concernant le processus de rattachement-annexion de la Bretagne à la France : "Le plus remarquable est évidemment que la monarchie française ait choisi en définitive la voie de la douceur, dans un processus qui a duré soixante ans". "Douceur", vous avez dit "Douceur"?

Quelques rappels 
Le lecteur ne saura pas non plus combien de morts fit la répression de la révolte des Bonnets rouges, sous Louis XIV. Il ne saura rien du fait qu'une armée bretonne fut levée en 1871 pour combattre l'invasion prussienne, mais que des milliers de volontaires bretons restèrent croupirent près du Mans, au camp de Conlie, sans combattre, car la République naissante ne leur faisait pas confiance. Il ne saura pas qu'en 2004, le Conseil régional vota, à l'unanimité, un voeu pour que le breton et le gallo soient reconnus officiellement comme langues de la Bretagne à côté du français. Il ne saura pas qu'en mars 2003, 15 à 20.000 personnes manifestèrent dans les rues de Rennes pour demander un statut pour la langue bretonne. 15.000 à 20.000 personnes pour 5 départements !

Par contre il saura qu'Eric Tabarly a gagné la première Transatlantique en 1964.

Quand l'historien se fait devin 
Il apprendra aussi que la "la division administrative de la Bretagne historique ne provoque pas non plus de mouvement d'opinion important. (...) le retour de la Loire-Atlantique dans une région de Bretagne relève aujourd'hui peut-être plus du rêve que d'un avenir prévisible". Là, l'historien se fait devin. Mais c'est quoi, un "mouvement d'opinion important", selon Alain Croix ?

Christian Le Meut 

28/04/2008

Livre : "Le mythe national" réédité

35f02da921761f368298ebfa4f747c31.jpgJe conseille la lecture du "Mythe national, l'histoire de France revisitée", excellente étude historique de Suzanne Citron parue en 1988 et qui vient d'être rééditée, enrichie, en format poche. L'historienne y explique comment l'histoire de France s'est formée au cours des siècles, par qui et pourquoi. Elle montre particulièrement comment les historiens républicains du XIXe, comme Lavisse, ont bati un "roman historique" français cherchant à faire croire que la France et la nation française existaient de toute éternité, par le biais de "nos ancêtres les Gaulois... En cachant l'histoire de beaucoup d'autres peuples, commes celle des Bretons, par exemple.

Le but ? Prendre la place de la monarchie absolue (qui tenait son pouvoir de Dieu lui-même); légitimer la République. Mais, ainsi, des idées précises, voire étroites, ont été mises dans la tête de bien des gens : un peuple, une histoire, une langue. Les autres peuples ? Les autres langues ? Les autres cultures ? Dépréciés, méprisés, oubliés, évacués des livres d'histoires étudiés par les écoliers. Par exemple on y parle de la Bretagne une fois qu'elle est "rattachée" à la France. Avant ? Pas d'histoire. Et s'il ya eu des guerres et des milliers de morts pour aboutir à ce "rattachement", on ne l'explique pas aux écoliers.

C'est aussi ainsi que l'on a appris aux enfants d'Afrique, ou aux Kanak de Nouvelle-Calédonie, que les Gaulois étaient leurs ancêtres! C'était faux pour eux, mais ça l'est aussi pour nous : les Gaulois font partie de nos ancêtres mais ils ne sont pas les seuls. Il y a beaucoup d'autres peuples, parmi nos ancêtres mais cela nous a été cachés. Avec ce livre, Suzanne Citron nous rappelle que l'histoire est plurielle, comme le sont nos racines historiques, culturelles et humaines.

Christian Le Meut

Le mythe national, Suzanne Citron, Ed. de l'Atelier, 2008, format poche (11,9 €).

27/04/2008

"Ce que nous prenons pour "notre" histoire..."

Citation de Suzanne Citron extraite du "Mythe national", page 307, éd. 2008 : "Ce que nous prenons pour "notre" histoire résulte, nous l'avons vu, d'une manipulation du passé par les élites au service, ou à l'appui, des différents pouvoirs. Une historiographie apologétique de l'Etat et d'un "génie français" hors normes sous-tendait l'imaginaire national construit par la Troisième République.Distanciée, aujord'hui, comme "roman national", cette histoire n'en demeure pas moins prescrite dans les programmes du collège, étape décisive de la scolarité obligatoire. Les instructions officielles présentent le découpage traditionnel, qui remonte à 1802*, comme une histoire "patrimoniale", qui serait tout à la fois mémoire collective, mémoire nationale, mémoire partagée. Ce qui est faux, puisque le récit de la France-Gaule méconnait l'histoire des trois quarts des Français, qu'ils soient corses, alsaciens, juifs ou arabes, petits enfants d'immigrés et/ou d'anciens colonisés. (...).

La culture républicaine, façonnée avant 1914, est aujourd'hui obsolète. Les Français du XXIe siècle ont à inventer une francité nouvelle, plurielle, métissée, généreuse, ouverte sur l'avenir". 

Suzanne Citron 

* S. Citron a également publié "L'histoire de France autrement", ed. de l'Atelier, 1992. Elle remet en question également le découpage chronologique de l'histoire de France.