12/07/2010
Levr da lenn e pad an hañv : Etrezomp e brezhoneg (1982-1983)
E 2008 e oa bet embannet lodenn gentañ "Etrezomp e brezhoneg", kronikennoù skrivet get ar c'hazetenner Job Jaffré (marv e 1986) ha kempennet get Daniel Doujet, kelenner e skol veur Roazhon. Setu an eil lodenn, moulet e miz Mezheven. Embannet veze bep sizhun ur pennad skrid e brezhoneg barzh ar gazetenn pemdeziek La Liberté du Morbihan (aet da get e 1995).
M'eus ket lennet c'hoazh al levr-se met talvoudus eo, evel al lodenn gentañ, e keñver ar brezhoneg implijet get Job Jaffré, brezhoneger a vihan ganet e Bro Pourlet. Sonjoù Job Jaffré a zo interesus ivez : getan e veze skrivet pennadoù a ziar-benn traoù a-bep sort, darvoudoù ag an amzer-se (1982-83), pe traoù bevet getan gwezhall, e-pad e yaouankiz pe get e dud. Bep gwezh e veze lakaet getan ivez traoù all : sonennoù a oa barzh al lodenn geñtan met n'eus ket mui barzh al levr-se. En eil lodenn "Brezhoneg du-se, brezhoneg du-mañ" ha "Gwezharall d'an deiz-mañ-deiz" (pennadigoù istorel) a zeu ar lerc'h ar pennadoù skrid, hag un nebeut gerioù displeget get Daniel Doujet.
Embannet get Emglev Bro An Oriant. 18 €. 354 pajenn. Gwerzhet e vez get stal Coop Breizh An Oriant hag e Breizh ma bro en Alré.
E galleg/En français : petite note sur un livre qui reprend les chroniques du journaliste Job Jaffré parues dans le quotidien lorientais La Liberté du Morbihan en 1982-83. Edité par l'association Emglev Bro An Oriant. En vente au magasin Coop Breizh de Lorient et à Breizh ma bro à Auray.
20:58 Publié dans Brezhoneg/Langue bretonne, Levrioù/Livres/BT/BD | Lien permanent | Commentaires (0) | Tags : livre, brezhoneg
Les commentaires sont fermés.