Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

30/03/2009

Sten Kidna : ar priz lennegel roet da Mich Beyer

etrezek358.jpg"Priz lennegel Sten Kidna-Le Bono roet da vMich Beyer/Le prix littéraire Sten Kidna-Le Bono attribué à Mich Beyer.

- Brezhoneg : Priz Sten Kidna-Ar Bono a zo roet evit ar wezh kentan ar bloaz mañ d'ur romant e brezhoneg. "Etrezek an enez" (An Alarc'h embannadurioù) skrivet get Mich Beyer, a zo bet dibabet get ar juri. Ar priz a zo bet roet disadorn  paseet e-pad an abadenn Webnoz er Bono. Pevar skrivagner a oa deuet : Mich Beyer, Yann Bijer (Avel Gornog), Hervé ar Gall (Koulz ar c'hastrilhez) ha Gégé Gwenn (An deiz hirgotozet). Yann Gerven (Tonkad kriz Tom Bruise) ha Jean-Christophe Bozec (Seks ha fars) n'o doa ket gellet dont.

Kuzul kêr ar Bono en doa goulennet get Kerlenn Sten Kidna sevel ur juri evit dibab ur romant. Ar pezh a zo bet graet, get dek lennour : div vaouez ha eizh gwaz, ag An Alré, Brec'h, Krac'h, Pleuwigner, An Drinded, Ploveren hag ar Bono. 700 € euro a zo bet roet d'ar skrivagnourez get kumun Ar Bono, memestra. Abadennoù evel se a sikour get an dud da skrivañ e brezhoneg. Un delwenn goad, kizellet get Olivier Berson (animatour barzh Kerlenn Sten Kidna ha kizelour), a zo bet roet get ar gevredigezh da vMich Beyer.

- Français : Le prix Sten Kidna-Le Bono, décerné pour la première fois cette année à un roman en langue bretonne, a été attribué à "Etrezek an enez", de Mich Beyer (An Alarc'h embannadurioù). Le prix a été annoncé samedi soir, en direct sur internet, lors de l'émission Webnoz, en présence de quatre des six écrivains dont les livres avaient été choisis pour concourir : Mich Beyer, Yann Bijer (Avel Gornog), Hervé ar Gall (Koulz ar c'hastrilhez) et Gégé Gwenn (An deiz hirgotozet). Yann Gerven (Tonkad kriz Tom Bruise) et Seks ha fars (Jean-Christophe Bozec), étaient également en lice mais n'avaient pas pu se déplacer.

Le jury, constitué par l'association Kerlenn Sten Kidna sur la proposition de la commune du Bono, était composé de dix membres, huit hommes, deux femmes, lecteurs et lectrices bretonnants d'Auray, Brec'h, Crac'h, Pluvigner, La Trinité-sur-Mer, Ploeren, et le Bono. La commune du Bono a remis un chèque de 700 euros à l'écrivain. Ce genre d'initiative encourage la création littéraire en langue bretonne. Une sculpture en bois réalisée par Olivier Berson (permanent de l'association Kerlenn Sten Kidna et sculpteur), a été remise par l'association à Mich Beyer.

Commentaires

Souezhus a-walc'h e oa gwelet ur strollad gwenedourion roin ur priz d'ur plac'h ne gav ket brav ar gwenedeg !
Mes klevet ho kourc'hemennou ne zelee ket bout ken divourrapl ha se dezhi...
Spi 'm eus e chencho he sonj.
Joa
Stéphane THOMAS

Écrit par : stéphane Thomas | 02/04/2009

Salut Stéphane : hag e-menn peus klewet, pe lennet, sonj Mich Beyer e keñver ar brezhoneg ?

Écrit par : Christian | 02/04/2009

E-kenver ar "gwenedeg", e faote dis laret ?

Laret hi deus an dra else d'ur gwenedour en ur staj brezhoneg, (unan get Roudour mar ne farian ket) :
"Arabat deoc'h komz gwenedeg : n'eo ket brav."

Mes ne larehen ket ne skriv ket brav ar plac'h-se...
Tud divourapl zo a ra labour vad.
Ha tud a c'hell chench.

Joa,
Stéphane

Écrit par : stephane Thomas | 03/04/2009

2 soñj disheñvel a c'hell bezañ bet ganti : "n'eo ket plijus da glevet" peotramant "n'eo ket aes"

buan war an tomm e vez treuzkomprenet kaozioù ur c'helenner, ha pa ne vije droug ebet ententet gantañ pe ganti

Écrit par : billig | 06/04/2009

Ata ma Doue ! Biskoazh ne 'm bije lâret tra ken sot ! Doujañs bras am eus d'ar gwenedeg ha d'an holl rannyezhoù.
Ne 'm eus tamm soñj ebet eus ar pezh am befe lâret da neuze, ken pell zo, met sur a-walc'h e oa bet treuzkomprenet. Meur a wenedour zo bet ganin e staj ha gwech ebet ne 'm eus lakaet fae war o brezhoneg. Er c'hontrol, rak ganto e veze tro din da zeskiñ war ur rannyezh n'anavezan ket mat.

Écrit par : diwar ma skritol | 16/10/2011

"Biken n'am bije lâret"

Écrit par : Turio | 19/10/2011

Salud dit Mich :
ha trugarez evit da reskont !
CLM

Écrit par : Christian | 19/10/2011

Les commentaires sont fermés.