Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

06/08/2008

Levr da lenn e-pad ar vakansoù : An deiz hirgotozet

7f0c0c1533683c15ecfa304492fb1614.jpg

Ul levr ag an dibab da gas geneoc'h e-pad ho vakansoù ! 

Setu ni kaset en dro d'ar blead 1981 get Gégé Gwenn hag e levr, "An deiz hirgotozet". 1981 : sonj peus-c'hwi ? Marteze pas ar re yaouankañ met me, sonj m'eus ag ar prantad amzer-se, seitek vloaz em boa dija... E gwirionez an istor a grog d'an 9 a viz Kerzu 1980, deiz marv John Lennon, bet lazhet get un den foll. Penaos buhez !

Ni a zo e Kreiz Breizh e heuliañ buhez pemdeziek Jakez, un den yaouank-kozh a laboura barzh ur veingleuz. Desket awalc'h eo ar paotr, aet gwezhall da studiañ e skol veur Roazhon met daet en dro d'e vro da labourat evel micherour. Jakez a gar e vro; emañ e chom e unan penn, met ur familh bras en deus, ha kalz mignoned.

Bourrapl eo lenn an divizoù hag an tabutoù a vez etreze, chikan a ziar benn politikerezh, Breizh, ar brezhoneg (kentañ skolioù Diwan oa bet savet d'ar c'houlz-se...). Mechal memestra ma n'eus ket, a wezhoù, liv mennozhioù a-vremañ barzh begoù tud a zo sanset kaozeal seizh vloaz arnugent a zo memestra. Met n'eo ket kalz a dra.  Jakez a blij dezhan selaoù sonerezh hag, a-hed ar pajennoù, e kaver pozioù sonennoù a veze kanet d'ar c'houlz-se, e  brezhoneg, galleg, saozneg. Plijus kenan.

Ur stourm sokial 
Ha setu an embregerezh e lec'h ma laboura Daniel gwerzhet d'ur stal all a Vro Saoz ha nec'het bras ar vicherourion, an dilennidi, an tiegezhioù. Un diskrog labour a zo votet. Daniel n'eo ket barzh ar sindikad, ar CGT. Magañ a ra disfizians kentoc'h, e keñver ar sindikad-se, re dost ag ar strollad komunour, d'e sonj. Danvez un anarkour a zo get Jakez. Tamm ha tamm e ya ar stourm da vout kreñvoc'h ha taeroc'h : okupet an uzin, stanket an hent houarn, savet ur c'homite "harz labour", emgann get ar CRSed, ha c'hoazh. Ar stourm a zo displeget a dost get Gégé Gwenn, evel ma vehe unan gwir, interesus bras eo.

Buhez ar vro a zo diskouezhet ivez : Kreiz Breizh, get ar re gozh a wel o bro e chañch, tud yaouank aet kuit, ur bochad tier goullo... Hag al labour douar a chanch ivez : echu, pe tost, get an tachennoù bihan, mare an tachennoù bras hag industrializet eo.

Karantez, karantez 
Un istor karantez a zo ivez, etre Jakez ha Souad, displeget a dost ivez get ar skrivagner...

"An deiz hirgotozet" a zo ul levr dispar. Daoust d'e 314 pajenn, skrivet bihan oc'hpenn, m'eus ket kavet hir da lenn; ha n'eo ket echu an istor e fin al levr; nag an istor karantez, nag ar stourm sokial ha Mitterrand n'eo ket bet dilennet c'hoazh. Ul lodenn gentañ eo nemetken, ha mall a zo warnon gouiet fin an istor. Get ma ne vo ket an eil lodenn ul levr hirgotozet !

Christian Le Meut 

An deiz hirgotozet, embannet get Skol Vreizh, 15 €. 

En français : recension d'un livre en breton, "Un deiz hirgotozet", (Un jour attendu longtemps), de Gégé Gwenn, premier tome de la chronique d'une lutte sociale en centre-Bretagne durant l'année 1981. Jakez, le personnage principal, est un des animateurs de cette lutte, décrite très précisément. On suit aussi sa vie sentimentale(décrite très précisément aussi !), familiale, amicale. Le récit est bien mené, instructif et divertissement. Une lecture à conseiller aux bretonnants.

 

Les commentaires sont fermés.