Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

12/08/2008

Levr da lenn e-pad ar vakansoù : Avel gôrnog

b752873dffa766dde29e2df04b9f8143.jpg Avel gornôg a zo levr diwezhañ ar Bigouter Yann Bijer. Istor e familh a zo kontet getan. N'eo ket skrivet "envorennoù" barzh al levr, na "roman". Envorennoù romanset neuze?

Ni'zo er bloaz 1916, e Lechiagad, Bro Vigoudenn. An tadoù a zo bet kaset d'ar brezel, ne chom nemet gwazed kozh, merc'hed ha bugale. Naïg ar Prad a zo e chom he unan get he mamm, met peurrest ar familh a zo tost-tre : tud kozh, moerebed, kenitervezed ha kendirvi... Ha surtout Tamm Bouchig, he c'henderv muiañ karet... Betek re ?

Heuliañ istor ar familh-se a zo bourrapl bras. Bez zo an tud ag ar mor (familh an tad); ha tud ag ar maezioù (familh ar vamm). Chikan ebet etreze, ar c'hontrel eo. Yann Bijer a ya pell a wezhoù : n'en deus ket aon da reiñ deomp un nebeut kentelioù Istor, evel ar gentel a ziar benn Charlez Veur, met kentelius eo...

Ur bochad tudennoù a zo barzh al levr, met n'omp ket kollet. Yann Bijer a gas an istor get begon hag, a-benn ar fin,  daoust d'al levr bout hir pasapl (454 pajenn) m'eus ket kavet hir an amzer getan, ken deverrus eo. E gwirionez, neoazh, mard on bet plijet bras get doare Yann Bijer da skrivañ, on bet dipitet get an istor karantez etre Naïg hag he c'henderv. 

An istor a grog e Lechiagad, met echuiñ a ra e Kiberen rak pesketourion a vro Vigouden a zeue da besketaat e Kiberen pand a rae diouer a besked en o bro. Bijer a zispleg ar vuhez e Kiberen er bleadeù 1920, get an douristed (dija), ar friturioù (n'eus ket mui kalz anezhe), ar besketourion (idem)...

Da lenn, neuze, Avel gornôg, Yann Bijer, ti embann Al Liamm. 2007. 18 €.

E galleg/En français : petite note pour encourager vivement la lecture de ce roman en langue bretonne, Avel gornôg, écrit par le Bigouden Yann Bijer. L'auteur, dans un style savoureux, retrace l'histoire de sa famille de marin-pêcheurs à Léchiagad (sud Finistère), au temps de la première guerre mondiale.

Christian Le Meut

Commentaires

levr diwezhañ pe... levr nevez ?

Écrit par : yar | 16/08/2008

Les commentaires sont fermés.