Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

21/08/2008

Levr : "Etrezomp e brezhoneg 1980-1981"

3a7b74217b42dc5148edd75b53b0979a.jpg Setu, ul levr nevez embannet e brezhoneg. Skrivet eo bet get ar c'hazetenner Job Jaffré (marv e 1986) ha kempennet get Daniel Doujet (kelenner e skol veur Roazhon) : "Etrezomp e brezhoneg 1980-81". Embannet veze bep sizhun ur pennad skrid e brezhoneg barzh ar gazetenn pemdeziek La Liberté du Morbihan (An Oriant). Ar gazetenn-se a zo marv ivez (e 1995), met chom a ra rubrikennoù Job Jaffré, istorioù berr skrivet e gwenedeg mod Bro Pourlet hag heuliet get ur sonenn, dihustelloù (divinadelloù) ha c'hoazh. Ter pe peder pajenn evit pep pennad barzh al levr.

Bourrapl eo da lenn, hag interesus ivez, evit kompreiñ taol spered un den arru kozh d'ar c'houlz-se : ur vloaz ha pewar ugent a oa Job Jaffré. Brav-bras eo e feson da skriv brezhoneg. Ar gerioù implijet a zo, a wezhoù, dic'hortoz ha dianavezet get ar c'heriadurioù a-vremañ, met Daniel Doujet a sikour get al lennourion e tispleg tra mañ tra hag e embann listennigoù gerioù e fin pep pennad. 

300 skouerenn a zo bet moulet get Emglev Bro An Oriant. 18 €. 344 pajenn. Gwerzhet e vez get stal Coop Breizh An Oriant.

E galleg/En français : petite note sur un livre qui reprend les chroniques du journaliste Job Jaffré parues dans le quotidien lorientais La Liberté du Morbihan en 1980-81.