Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

01/06/2011

Nouveau recteur d'académie : "J'estime que le breton doit se développer"

Ur rektour nevez a zo bet anvet e penn Akademiezh Breizh, komzoù brav getan a zivout ar brezhoneg... Mat, hag ar lerc'h, petra 'vo graet getan ?
Un nouveau recteur d'académie vient d'être nommé en Bretagne et il a fait de belles délcarations à propos du breton... Très bien, mais ensuite, quels actes ?

http://breizh.blogs.ouest-france.fr/archive/2011/06/01/le...

Lesneven : galv skol Diwan/L'appel de l'école Diwan

Kemenadenn a-berzh skol Diwan Lesneven/Communiqué de l'école Diwan de Lesneven :
"Ha skarzhet vo skol Diwan er maez eus Lesneven gant an Ti-Ker :  ho skoazell hon eus ezhomm !
Daoust m'eo skol Diwan Lesneven e-touez brasañ skolioù divyezhek dre soubidigezh e Breizh gant ouzhpenn 100 bugel degemeret, daoust ma vo lidet ganeomp 30 vloaz ar skol d'an 11 a viz Even, e c'houlenn groñs an Ti-Ker diganeomp da asantiñ paeañ ur feurm a 25 000 euro, da lâret eo ouzhpenn teir gwech ar pezh e paeomp hiziv an deiz, pe da guitaat an ti-skol e-lec'h m'emaomp bremañ.
Anat deoc'h ne fell ket deomp na ne c'hellomp ket kennebeut mont a-du gant ar c'hinnig-mañ.
Evit hor bugale, evit hor sevenadur, hor yezh kement hag evit doujañ ouzh ul lañs sitoaian evit al liested, hon eus ezhomm eus ho souten. Adalek bremañ c'hoazh, e c'helloc'h kas ul lizher da Di-Ker Lesneven en ur ober gant al lizher stur savet ganeomp, o c'houzout e vo muioc'h a bouez gant ul lizher a vo lakaet diouzh ho imor, panevefe ken nemet kemmet un tamm anezhi. 27 a viz mae 2011 / Diwan Lesneven"

http://ecoledemolie.over-blog.com/

"Diwan bientôt expulsé par la Mairie de Lesneven. Nous avons besoin de votre soutien !
Alors qu'avec plus de 100 enfants accueillis, l'école de Diwan de Lesneven fait partie des plus grandes écoles bilingues par immersion de Bretagne, alors que nous allons fêter les 30 ans de l'école le 11 Juin 2011, la Mairie nous enjoint d'accepter un loyer de 25 000 € qui équivaut à presque 4 fois le prix de notre loyer actuel, sans quoi nous devrons évacuer les bâtiments que nous occupons aujourd'hui.
Il est évident que nous ne voulons et ne pouvons accepter cela.
Pour nos enfants, pour notre culture, notre langue, pour le respect d'une initiative citoyenne pour la diversité, nous avons besoin de votre soutien. Vous pouvez d'ores et déjà envoyer un courrier à la Mairie de Lesneven en utilisant le courrier type que nous avons réalisé, en sachant qu'un courrier personnalisé, ne serait-ce que légèrement modifié, aura plus d'impact. 27 mai 2011 / Diwan Lesneven."

26/05/2011

Loeiz Herrieu : ul lec'hienn internet nevez

Ul lec'hienn internet nevez a ziar benn ar skrivagner Loeiz Herrieu (1879-1953) a zo bet savet 'nevez 'zo. Danvez a zo : testennoù e gwenedek ha sonennoù ivez, bet enrollet e 1910, kant vloaz 'zo, get Loeiz Herrieu, evel "Kousk Breizh Izel".
Un site internet consacré à l'écrivain de langue bretonne Loeiz Herrieù (1879-1953) a été créé récemment. Et il y a de la matière : des textes en breton et des chansons aussi, enregistrées en 1910, et que l'on peut écouter, comme "Kousk Breizh Izel" ("Dors, Basse-Bretagne"). Un classique.

Setu al liamm/Voici le lien :

http://loeizherrieu.fr/tests/chansons.html

24/05/2011

Yezhoù rannvroel : ul lezenn, buan ! Langues régionales : l'urgence d'une loi

Ar yezhoù rannvroel a oa bet lakaet ba' bonreizh Bro Frañs e 2008, met lezenn ebet ar lerc'h (daoust d'ar promesoù); ha neuze, petra nevez ar lerc'h ?
Les langues régionales ont été introduites dans la Constitution française en 2008, mais aucune loi n'a été votée ensuite malgré les promesses; alors, quoi de neuf ensuite ?

http://lurel.parti-socialiste.fr/2011/05/22/les-langues-r...

23/05/2011

A-denn askell : ur gevredigezh evit ar vrezhonegerion yaouank

Savet eo bet ur gevredigezh get brezhonegerion yaouank evit bodañ brezhonegerion yaouank, A denn askell. Fiskal. Met yaouank betek pe oad ? Betek 30 vloaz, 40, 50, 60 ? N'eo ket lâret b'ar an abadennig da heul.
Une association vient d'être créée par des jeunes brittophones pour réunir les jeunes brittophones, A denn askell. Super. Mais pour les jeunes jusqu'à quel âge ? 30 ans, 40, 50, 60 ? Ce n'est pas précisé dans le clip qui suit.

http://www.youtube.com/watch?v=G3tqRwMdM8M

Levrioù/livres : petra nevez get Sav Heol ?

Embannet 'vez levrioù a-bep sort get kevredigezh Sav Heol, dalc'het get Mark Kerrain : evit bugale ar skolioù divyezhek, o zud, ar re daet a zesk...
Les éditions Sav Heol, dirigées par Mark Kerrain, éditent des livres de toutes sortes : pour les enfants des écoles bilingues, leurs parents, les adultes qui apprennent...

http://www.ouest-france.fr/actu/actuLocale_-Une-maison-d-...

22/05/2011

Wikipedia e brezhoneg : ur pennad e galleg

Ur bochad pennadoù skrid a vez kavet war Wikipedia e brezhoneg (war dro 30.000) : perak, penaos, ha piv a ra al labour talvoudus-se ? Ur reportaj e galleg a zo bet embannet war internet n'eus ket pell 'zo a ziar an dra-se.
Wikipédia comporte de nombreux articles en breton (environ 30.000) : pourquoi, comment, qui fait ce boulot important ? Un site en français a publié récemment un reportage à ce sujet.

http://www.terristoires.info/culture/le-breton-51e-langue...

Wikipedia e brezhoneg, sellit doc'h al liammoù/Wikipédia en breton, voir les liens.

Klañv pe yac'h ?

Ma peus debret re, marteze hoc'h klañv bouzelloù. Daoust din bout debret re an deizioù-mañ (chervat m'eus graet evit ma deiz ha bloaz ha kani mignonned din), n'on ket klañv met yac'h, yac'h pesk memes, frev evel ma vez lâret dre mañ. Get ma pado.
Malade (klañv) ou bien portant (yac'h), comment le dire, petite leçon sur Brezhoweb :
http://www.brezhoweb.com/an_holl_brogrammou.html?rubrique...

20/05/2011

Labour douar : manifestadeg koste Gwengamp

Penaos e vez lodennet an douar, d'ober petra, hag e vez sikouret da vat al labour douar organek, bio ? Setu ur reportaj savet get Gwagenn TV a ziar Gael ha Coline, div vaouez a faota dezhe sevel un dachenn bio koste Gwengamp...
Comment la terre est-elle partagée, pourquoi faire, l'agriculture bio est-elle vraiment encouragée ? Reportage de Gwagenn TV à propos de Gael et Coline, deux femmes qui veulent créer une ferme bio du côté de Guingamp...

http://gwagenn.wevod.tv/videos/view/145969/08d3184bccd9bd...

18/05/2011

Ar C'hapes neo ket mui en arvar/Le Capes n'est plus en danger

Dec'h e oa kapes ar yezhoù rannvroel en arvar, hiriv n'eo ket mui. Gwell a-se.
Hier le capes des langues régionales était en danger, aujourd'hui il ne l'est plus. Tant mieux.

http://www.letelegramme.com/ig/generales/regions/finister...

Dielloù :
http://www.letelegramme.com/ig/generales/regions/morbihan...

http://www.eitb.com/infos/societe/detail/659001/la-suppre...

17/05/2011

Atlas Breizh/Atlas de Bretagne

Ur sapre labour a zo bet graet get Mikael Bodlore-Penlaez, Divi Kervella hag an embregerezh Coop Breizh evit embann an Atlas Breizh. Divyezhek eo al levr get get ur bajenn e brezhoneg a zehoù (kartenn ha testenn), hag ur bajenn e galleg a gleiz. Temoù ha kartennoù a bep sort a zo : istoer, douaroniezh, sevenadur, ekonomiezh, buhez ar Vretoned.... 35,90€ an tamm, ha n'eo ket ker e keñver an danvez kinniget (150 p.). Mikael Bodlore-Penlaez en doa displeget ar penaos hag ar perak da France Bleu Breizh Izel, d'ar 2 a viz Mae.

Un superbe et très intéressant Atlas de Bretagne bilingue (brezhoneg-galleg/breton-français) vient de paraître aux éditions Coop Breizh, sous les plumes de Divi Kervella et Mikael Bodlore-Penlaez qui a expliqué le pourquoi et le comment sur les ondes de France bleu Breizh Izel le 2 mai dernier. 150 p., 35,9 € (et ça les vaut).

http://sites.radiofrance.fr/chaines/france-bleu/?nr=29205...

16/05/2011

Kemperle/Quimperlé : stad ar brezhoneg/L'état de la langue bretonne

Penaos eo stad ar brezhoneg koste Bro Kemperle : ur pennad skrid da lenn b'an Telegramme.
Quel est l'état de la langue bretonne dans le pays de Quimperlé : un article à lire dans Le Télégramme.

http://www.letelegramme.com/local/finistere-sud/quimperle...