23/05/2011
A-denn askell : ur gevredigezh evit ar vrezhonegerion yaouank
Savet eo bet ur gevredigezh get brezhonegerion yaouank evit bodañ brezhonegerion yaouank, A denn askell. Fiskal. Met yaouank betek pe oad ? Betek 30 vloaz, 40, 50, 60 ? N'eo ket lâret b'ar an abadennig da heul.
Une association vient d'être créée par des jeunes brittophones pour réunir les jeunes brittophones, A denn askell. Super. Mais pour les jeunes jusqu'à quel âge ? 30 ans, 40, 50, 60 ? Ce n'est pas précisé dans le clip qui suit.
11:51 Publié dans Breizh/Bretagne, Brezhoneg/Langue bretonne | Lien permanent | Commentaires (5)
Commentaires
Ar respont a zo war o blog: http://www.a-denn-askell.org/2011/04/krouidigezh-ar-gevredigezh-denn-askell.html
En tu-hont da 35 n'eur ket yaouank ken. N'eur ket kozh kennebeut 'm eus aon.
Écrit par : Stefan | 23/05/2011
Yaouank int da vad toare. Ha yaouankoh c'hoaz ar brezoneg ganto... (pe "breuoneek" kentoh giz ma vez distaged ganto).
Écrit par : Froud | 23/05/2011
...zo kaerroh, ganto eun taol-mouez galleg pounner ha divalao p'int gallegerien ha neked brezonegerien e ve... Red eo diwall na vo ked se implijed a-eneb d'ar brezoneg...
Écrit par : Froud | 23/05/2011
aotrou Froud, chañchet eo ar bed meus aon, ha morse ne vo deus yezh 'on tadoù koz ken, ar seurt distagadur a vo paket pleg 'on divskouarn gantañ, n'eo ket gwallvrao, fin n'eus hini ebed all touesk ar re yaouank... gwechall e oa LES bretonnants partoud ha bremañ zo des brittophones e kornigoù zo, z'eus ket kemend se dahouto ha n'eo ket o plantañ vezh enno e kredint distripa ar pezh a ouezont... n'eo ket souezh ez a an dud-se da veajiñ : echu ar bre'oneg du-mañ, beh d'ar brezhoneg tro ar bed ? deuet eo da vezañ yezh ar c'harnedigoù veaj ? n'eo ket un afer a zistaga propik, a-wechoù e kav d'an nen eo maro ar brezhoneg e Breizh, ur yezh estren a zo anezhi ha mad pell zo. Tro o deus kavet da lakaat ar brezhoneg da dalvezout war un dachenn "divreizh", hors-sol, salv ma vo tennet mad diouzh ur peuriñ all !
Écrit par : skarzerteil | 24/05/2011
Lak'om om deued tre mare eur Vreiz divrezoneg hag a zo kemend hag eur Vreiz divreiz, eur bed divreiz zokennoh...
N'on ked evid merzoud an "dachenn divreiz" a reoh ano anehi...
N'id ked da gredi ez on-me eur penn-brezoneg. N'on ked. Marse 'walh eo emzao din mond gand va hent pa ne blij ked din ar pez a welan pe glevan...
Écrit par : Froud | 24/05/2011
Les commentaires sont fermés.