Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

23/12/2006

Brandérion, Branderion, Prederion ?...

N'eus ket pell zo m'boa lakaet ar gaoz war ar pannelloù divyezheg a vez lakaet er Morbihan a bezh hiriv an deiz get an departamant (pennadoù embannet d'ar 01/12). Trouz zo bet un tammig get un nebeut anvioù souezhus evel An Drinded Karnag (evit La Trinité sur Mer) ha Branderion (evit Brandérion e galleg). Maer ar barrez-se a gave gwelloc'h un añv a vez implijet c'hoazh barzh e gumun : Prederion. Hervez ar pezh m'eus lennet barzh Le Telegramme 21/12) Ofis ar brezhoneg n'eus asantet lâk Prederion e lec'h Branderion. A benn nebeut, tud a Santez Anna an Alre a vo souezhet, sur awalc'h, get an añv e brezhoneg dibabet evit o c'humun : Santez Anna Wened... 

J'ai parlé récemment des panneaux bilingues que le département installe partout dans le Morbihan (notes du 01/12/2006). Certains noms choisis pour la version bretonne surprennent les communes concernées, comme An Drinded Karnag ("La Trinité Carnac") pour La Trinité sur Mer et Branderion pour Brandérion... Là, le maire s'était étonné que la prononciation bretonne locale, "Prederion", n'ait pas été choisie par l'Office de la langue bretonne et le département. C'est chose faite, d'après Le Télégramme du 21 décembre. Prochainement, c'est la version bretonne de Sainte-Anne d'Auray (Santez Anna Wened, "Sainte Anne de Vannes") qui risque de surprendre. Affaire à suivre !

17/12/2006

Brezhoweb : de la télé en breton sur le net

Une émission en langue bretonne sera diffusée lundi sur internet, comme l'indique le communiqué suivant. Il y sera, notamment, question de blogs en breton et de Rezore (vers 22h).

"Le 18 décembre prochain, WebNoz sera la première émission en langue bretonne diffusée en direct sur Internet. Les bretonnants seront invités, pour la première fois, à poser leurs questions aux invités et à communiquer leurs remarques en temps réel. Ce programme sera rediffusé pendant un mois et enrichi de contenus pédagogiques afin de permettre à tous les bretonnants d'améliorer leur connaissance de leur langue. 

WebNoz est la première émission de débat et de divertissement en breton diffusée uniquement sur Internet. Cette émission sera réalisée le 3ème lundi du mois, en public, depuis un lieu à chaque fois différent. Elle proposera, sous forme de talk-show, des débats de société, les grandes questions de la langue bretonne et donnera la parole à des invités ou inconnus. Elle permettra également à des artistes, chanteurs ou musiciens de se produire en public, et présentera chaque mois l'actualité culturelle et artistique de la langue bretonne.

Cette émission, outre sa diffusion, comporte deux spécificités majeures :

  • les internautes seront invités à participer en temps réel, à donner leur sentiment et à poser des questions aux invités. Un modérateur sera à leur écoute tout au long de la soirée.
  • l'émission restera disponible pendant au moins un mois après sa diffusion. Elle sera alors enrichie de fiches pédagogiques comprenant un résumé en français des séquences les plus pertinentes, donnant les traductions de néologismes, mettant en valeur telle ou telle expression en breton digne d'intérêt. Ces fiches pédagogiques doivent pouvoir aider tous les bretonnants, à commencer par les plus jeunes, à enrichir leur connaissance de la langue bretonne.

    Ce programme, au concept novateur, est co-produit par les sociétés Lionel Buannic - Message et Médias et VO Productions. Il est soutenu par la Région Bretagne , de nombreuses collectivités locales bretonnes et des partenaires privés.

    Parallèlement à cette émission, un site destiné à l'actualité de la langue bretonne sera bientôt disponible.

    La première WebNoz aura lieu en direct du lycée Diwan de Carhaix le 18 décembre à 20h30.

  • www.Brezhoweb.com
  • www.Surlaplace.tv
  • Armortv.fr

01/12/2006

Morbihan : trouz get ar panelloù divyezhek

medium_andrinded132.jpgUn tammig trouz a zo e bro Gwened hiriv an deiz a gaos d’ar panelloù divyezhek a vez lakaet a hed an hentoù er Morbihan abaoe 2004. An dra-se oa bet votet get Kuzul an departamant, a unvouezh. Ne oa ket deuet ar sonj-se get ar c’huzulion departamant o unan, met dre forzh bout duet panelloù ha panelloù get strolladoù a faote gwelout panelloù divyezhek a hed an hentoù. Bremañ muioc’h mui a panelloù e galleg hag e brezhoneg a zo, hag evit al lod brasan, n’eus netra da lâret. Met evit reoù all...

E penn kentañ trouz oa savet d’an tu reter ag an departamant a gaos ma oa bet ankouiet ar gallaoueg.  Met ne glevomp ket mui kement se a drouz d’an tu se. Ar re a oa savet a enep d’ar panelloù divyehzek ne oant ket kement se difennourion ar gallaoueg met kentoc’h tud a enep d’ar brezhoneg. Met, d’am sonj me,  normal vehe gwellout panelloù divyezheg gallaoueg-galleg d’an tu-se... Nann : hiriv an deiz tud a zo souezhet kentoc’h get an anvioù brezhoneg dibabet get an departamant. Hennezh a zibab an anvioù kinniget dezhan get Ofis ar Brezhoneg. An Ofis a zo bet savet get rannvro Breizh evit labourat war an dachenn-se, met roll an anvioù kumunioù e brezhoneg savet getan n’eo ket gwir pater memestra.

Branderion, Prederion, Perderion...
E Brandérion, e tal An Hen Bont, lakaet eo bet panelloù nevez get un anv e brezhoneg tost d’an anv galleg : Branderion, hep an aksent.  An aotroù maer n’eo ket a du get an dra se : “Prederion”, pe “Perderion” a vez lâret get tud ar vro, emezan. Ar pezh a zo gwir met ne oa ket ret gortoz an departamant : pep kumun n’eus droad da lakaat panelloù divyezheg e harzhoù ar vourc’h pe ar gêr. Ar pezh a zo bet graet get kalz kumunioù ar c’hornad, evel  Hen Bont (Hennebont), Landevan (Landévant),  Berleuiné (Merlevenez) met netra e Branderion. An aotroù maer n’eo ket brudet evit bout dedennet bras get ar brezhoneg : du-hont ar panelloù lakaet get an departamant a zo ar re zivyezhek kentañ... Ar maer a glemm memestra barzh ar c’hazetennoù. Kuzul ker Branderion a c’houlenn get an departamant da sellet tostoc’h doc’h an afer se araok lakaat panelloù divyezhek all er gumun met kalz a zo bet lakaet dija.

An Drinded : “Karnag” kuzhet !
Un tammig bec’h a zo ivez en Drinded ivez. C’hwi anav An Drinded, ar porzh bras a zo e tal ar mor hag e tal... Karnag. Justawalc’h trouz zo bet du hont ivez a gaoz mard eo bet lakaet get an departamant war ar panelloù divyezhek an anv : “An Drinded Karnag”, e lec’h La Trinité-sur-Mer e galleg. Setu An Drinded tapet en dro get he istoer rak ar gumun se oa bet distaget a Garnag kant ha daou ugent vloaz zo (er bloaz 1862). an Drinded oa, araok, ur porzh pesketourion barzh kumun Karnag hag anvet “An Drinded Karnag”. Echu eo abaoe pell get an anv se met  choazet eo bet memestra get Ofis ar brezhoneg evit bout anv La Trinité-sur-Mer e yezh ar vro.

Un den ag an Ofis n’eus displeget din, n’eus ket pell zo, n’int ket an anvioù brezhoneg troet ag an añvioù galleg. Klasket vez get an Ofis anvioù a veze lâret gwezhall get tud ar vro. Ya met perak nompass treiñ an anv galleg pa zo bet ankoueit an anv brezhoneg kozh, re gozh...  ?  Ouzhpenn se an anv brezhoneg a c’hellehe lak an dud d’en em goll etre Karnag hag An Drinded... Tammoù skotch du a zo bet lakaet war “Karnag” get tud ag an ti ker : chom a ra nemet An Drinded evel ma oa bet graet dija evit ur banell lakaet war pont Kerisper get an ti ker, bleadoù zo. An Drinded vehe trawalc’h evit tud ar vro met meur a Drinded a zo er Morbihan : an Drinded Surzhur, An Drinded Porhoet. Ma z’eus afer ag un anv hiroc’h, neuze, me c’hellehe kinnig unan all... Porzh An Drinded a zo war ster Krac’h : setu un anv brav, “An Drinded-Krac’h” ! Ne gavit ket ? Pas ? Bon, ur farsadenn eo, evel rezon,  savet get unan a Grac’h a orin, oc’hpenn... Ankoueit an dra se diouzhtu mar plij; m’eus ket c’hoant e savehe bezh etre Krac’h hag An Drinded memestra a gaos din me...

D’am sonj, kuzul departamant ar Morbihan a zelehe labourat un tammig muioc’h get ar c’humunioù evit ar panelloù divyezhek... Dober zo a zisplegiñ ar penaos hag ar perak d’an dud, ha dreist holl da bennoù bras ar c’humunioù a zo pell awalc’h d’ar brezhoneg, evit ur bochad anezhe. Hag e keñver an demokratelezh e vehe normal goulenn o ali get ar c’humunioù araok dibab o anvioù e brezhoneg. Santez Anna beniget !

Santez Anna beniget !
Met aon m’eus un tammig : trouz vo c’hoazh er Morbihan pa vo gwelet anvioù all e brezhoneg a hed an hentoù, d’am sonj. Penaos ‘vez lâret Sainte Anne d’Auray, da skouer, get Ofis ar brezhoneg ? Santez Anna Wened ! Penaos ta ! Santez Anna An Alre tapet get Gwened ?  Ur spont, me lâr deoc’h... D’am sonj, dija, e Bro Gwened e vehe lâret kentoc’h Santez Anna Gwened (ar c’hemmadur-se ne vez ket graet genomp-ni). Ar “Gwened” se oa, marteze, evit eskopti Gwened kentoc’h evit kêr Gwened. Klasket m’eus barzh geriadur gwenedeg Meriadeg Herrieu (embannet get Emgleo Breiz), hag hennezh a skriv  “Santéz Anna” pe “Kér Anna”... Santez-Anna Wened zo, sur awalc’h  un anv gwir ivez, kavet en dro ha resusitet get an Ofis.  Ur burzhud ? N’on ket sur.

Christian Le Meut

Panelloù divyezhek : displegadurioù Fulup Jakez ag Ofis ar brezhoneg

Fulup Jakez, eil rener Ofis ar brezhoneg a reskont d'ar pezh m'eus skrivet a ziout ar panelloù divyezhek (20/11). Réponse du directeur adjoint de l'Office de la langue bretonne sur la note que j'ai écrite à propos des panneaux bilingues qui font quelque bruit en Morbihan (publiée le 20/11).

"Demat deoc'h, pa'z eus kaoz un tamm eus an Ofis er pennad-mañ e kredan reiñ un nebeud titouroù a c'hallo bezañ kavet talvoudus gant tud zo marteze. Anvioù kumunioù Breizh n'int ket bet divizet gant an Ofis. Ul labour eo zo bet kaset da benn e framm Skol-Uhel ar Vro e-kerzh ar bloavezhioù 80. Ur bodad a-ratozh a oa bet savet, digor d'ar skiantourien ha d'an holl vrezhonegerien a-youl vat a felle dezho emellout ouzh an dachenn-se. Ouzhpenn 50 a dud o deus kemeret perzh el labour stroll-mañ ha meur a vloaz eo padet (studiadennoù > Kinnigoù > Evezhiadennoù > Emvodoù > Adkinnigoù > Votoù). P'eo bet ganet an Ofis eo bet adkemeret gantañ al labour a oa bet kaset da benn e framm SUAV. Skignet eo bet a labour-se abaoe bloavezhioù gant Skol-Uhel ar Vro (roll kumunioù Breizh), an Ofis (panelloù, kartenn-hent, roll kumunioù Breizh, troidigezhioù a bep seurt), ar geriadurioù klasel (An Here, Moulladurioù Hor Yezh, al Liamm), deiziataer Skol an Emsav, panelloù hag all. N'eo ket ul labour nevez evit ar vrezhonegerien a lenn o yezh eta. Pa'z eus bet anv a staliañ panelloù gant departamant ar Mor-Bihan en deus goulennet an departamant digant Skol-Uhel ar Vro hag an Ofis adwelet ar roll da vat. Ar pezh a voe graet.

Diwar-se e voe divizet degas un nebeud cheñchamantoù c'hoazh (peurlipat zo tu d'ober atav). Met dre vras e voe adkadarnaet ar roll, gant ar soñj pennañ da stabilaat an implij.Perak e c'hoarvez tammoù drailh er Mor-Bihan e kumunioù zo a-wechoù neuze? Pa voe divizet gant Penn-ar-Bed hag Aodoù-an-Arvor divyezhekaat o hentoù e-kreiz ar bloavezhioù 80 e voe sammet ul labour kenurzhiañ gant an departamantoù-se. Diwar c'houlenn an departamant, SUAV a ginnige stummoù d'ar c'humunioù. Peurliesañ e veze asantet ar stummoù kinniget. Pa oa dizemglev e veze klasket un tu d'en em glevet ha, war-bouez nebeut-nebeut a gumunioù, e voe tizhet un emglev e pep lec'h. Ar c'humunioù na oa ket bet tu d'en em glevet ganto a oa kumunioù a nac'he krenn ar panelloù divyezhek (menegiñ a c'haller un darn vat eus kumunioù ar Vro-Vigoudenn, da skouer, diwar atiz Ambroise Gelleg) pe kumunioù a ginnige stummoù na oa ket tu da zegemer evit abegoù a bep seurt (fazioù reizhskrivañ pe stummoù trefoet betek re). Tamm-ha-tamm e voe plaenaet ar c'hudennoù a chome.

Er Mor-Bihan avat n'en deus ket c'hoariet an departamant ar roll kenurzhiañ-se pa oa bet nac'het gantañ mont da-heul an daou departamant all. 20 vloaz zo aet hebiou abaoe. Kumunioù zo o deus lakaet panelloù warno stummoù a oa disheñvel diouzh ar pezh a oa bet degemeret er bed brezhonek dre vras. Kumunioù all, niverusoc'h, n'o doa ket lakaet panell ebet. Hiziv emañ an departamant o staliañ panelloù da bep kumun diwar ar roll zo bet pourchaset dezhañ. Netra reishoc'h. Marteze avat e vefe tu da gelaouiñ muioc'h en a-raok evit reiñ an tu d'ar c'humunioù da reiñ o soñj. Koulskoude, a-wechoù e weler tud oc'h enebiñ hep gouzout na bu na ba eus buhez bed ar brezhoneg hag a glask enebiñ war un diazez n'eus ket kalz a draoù da welet gant ar brezhoneg. Da ziwall zo ivez.War ar stummoù zo e kaoz er pennad. An Drinded-Karnag n'eo ket bet "resusitet" gant den ebet. N'eus ket bet ezhomm peogwir eo bev-buhezek ar stumm-se e-touez brezhonegerien ar vro evel m'eo bet diskouezet gant hon enklaskoù war an dachenn. Ma kav abeg kumun an Drinded-Karnag en adger Karnag eo peogwir ez eus dizemglev etre kumun An Drinded-Karnag ha kumun Karnag war ur bern tachennoù all n'o deus netra da welet gant ar brezhoneg. Ar brezhoneg n'eo nemet un digarez.

Pa oa bet renet al labour skoueriekaat anvioù kumunioù Breizh e oa bet degemeret un nebeud pennaennoù labour. Unan anezho a oa ne vefe ket adkemeret e brezhoneg an anvadurioù touristel bet ouzhpennet e galleg evit deskrivañ un toullad kumunioù : traoù a seurt gant sur mer/les bains/la plage hag all. Divizet e oa bet e vefe klasket doujañ d'an doare naturel da sevel lec'hanvioù e brezhoneg.

E brezhoneg, evit lec'hiañ ur gumun eur boas da venegiñ ar gumun anavezetañ tostañ pe ar gumun-vamm. Ur bern skouerioù zo eus an dra-se : Plougastell-Daoulaz, Plounevez-Kintin, An-Drinded-Surzhur, hag all. Un doare naturel da sevel anvioù-lec'h eo. N'eo ket brezhonek avat ar boaz da lakaat anvioù stêrioù ouzh an anvioù kumunioù (Briec-de-l'Odet, Riec-sur-Belon, hag all). Divizet e oa bet neuze ne vefe ket graet gant seurt anvadurioù bep tro ha ma vije tu. Ar pezh zo, evit abegoù politikel, ne blij ket alies da vaer ur gumun bennak e vije en hec'h anv anv ur gumun amezek. Se avat zo politikerezh, yezhoniezh zo un afer all.Evit ar pezh a sell ouzh Santez-Anna-Wened eo bet degemeret an anv-mañ peogwir eo bev e-touez an dud hag e ya e vrud kalz pelloc'h eget ar Mor-Bihan. Anavezet mat eo e Kerne hag e Treger ar c'hrennlavar "Santez Anna Wened pell eo mont d'he gwelet". An anv-mañ kennebeut n'eo ket bet nag ijinet na dasorc'het gant an Ofis. Un anv bev eo.

Erfin Branderion pe Prederion ? Mat, an etimologiezh n'eo ket sklaer. An daou a gaver a-hed an istor. D'ar mare ma oa bet labouret war anv ar c'humunioù e oa ket kavet furoc'h chom tost d'ar stumm melestradurel a-vremañ kuit da ginnig d'an dud ur stumm a oa re bell d'ar stumm anavezet dre skrid ganto. Ne oa panell ebet e Branderion d'ar mare-se. Ma vije bet unan gant "Prederion", sur e vije bet kemeret e kont rak, en degouezh-mañ, ez eus lec'h, a gav din, da zegemer an eil pe egile. Met panell ebet ne oa war an dachenn da neuze. Ha feiz, betek nevez-tre zo, an dibab a oa bet graet n'em eus ket soñj bezañ lennet pe klevet gwall dra a yaje a-enep dezhañ.Sirius ha don eo bet al labour zo bet kaset da benn evit skoueriekaat anvioù kumunioù Breizh.

Al lec'hanvadurezh n'eo ket ur skiant rik avat ha lec'h zo atav evit dizoleiñ pe resisaat traoù. Selloù disheñvel a c'haller kaout ivez, evel mont muioc'h eus tu istor ar yezh pe muioc'h eus an tu ma vez distaget an anvioù. Roll kumunioù Breizh an Ofis, ma n'eo ket gwir bater eo, zo memes tra disoc'h ur c'henvarc'had etre an holl dud o doa kemeret perzh hag o doa asantet mont diouzh pennaennoù boutin. Ul labour stroll n'eus netra par dezhañ e nep lec'h all e lec'h m'en deus pep hini asantet dilezel darn eus e soñjoù evit tizhout un emglev stroll evit mad ar pep brasañ. Ar pezh en deus ezhomm ar brezhoneg er mare-mañ n'eo ket tabutoù er c'hazetennoù eo. Kentoc'h e faot kaout ur spered unaniñ, kenurzhiañ, mont war-raok hag en em glevet. Setu ar pezh a glask an Ofis tizhout hep na vije aes bepred.

Fulup Jakez (Eilrener Ofis ar Brezhoneg")

23/11/2006

Livr : Priz Per Roy evit An amzer laeret

Priz Per Roy a zo bet roet  d'al livr An amzer laeret m'boa kinniget deoc'h un nebeut mizioù zo :

Pier-Mari Louz, un den a Wimaeg, e Bro Dreger, oa bet tapet prizoner get an Alamaned er bloaz 1940. Kaset oa bet da labourat d’ar Reich, d'an Aotrich, durant ar brezel, e pad pemp bloaz, get ur bochad soudarded all. Kontet en doa e vuhez prizoner, e brezhoneg, da Bernard Kabon, hag ul levr zo bet embannet get an istor se e miz Geñver paseet e ti embann Skol Vreizh, e brezhoneg hag e galleg, edan an titl “An amzer laeret”. Bourrapl bras eo da lenn, ha kentelius ivez war buhez pemdeziek prizonidi gall ha labourision douar alaman e pad an eil brezel bed...

Pier-Mari Louz oa bet kaset da labourat barzh un dachenn koste Thaya, en Aotrich hanternozh. Labourer douar a vicher oa, hag hennezh a ouie mat labourat an douar hag ober war dro al loened, gwelloc’h evit e vestr a wec’hoù. Ur strollad prizonerion a Vro C’Hall a laboure er c’horn bro se, hag a veze tolpet bep nozh barzh an ti bras anvet ar “C’homando”, da zebriñ ha da gousket dindan gouarn soudarded alaman.

Bec’h get an “Tort”
E penn kentañ, Pier-Mari a laboure get ur soudard all, a Lokireg, e bro Dreger ivez, Jean Guyomard, barzh un dachenn dalc’het get un den drouk. “An tort” a veze graet anezhan get an daou brizoner a gomze brezhoneg etreze. An Tort oa un den taer, digalon, a skoe war ar re a laboure evitan, tud ag ar Pologn, da skouer, kaset dre ret da labourat en Alamagn (hag an Aotrich a oa bet staget d’an Alamagn un nebeut bleadeù araok ar brezel)...

An “Tort” ne grede ket skoiñ war ar Fransizion met Pier-Mari ne faote ket dezhan chom da labourat evitan. Ha setu eñ d’ober ur sort un h harz labour, diskrog labour, e chom barzh ti ar brizonidi, ar C’homando, hag e rahuizein a labourat. Danjerus oa; Pier-Mari oa bet tost da vout kaset d’ur stalag, ur c’hamp evit ar brizonidi e lec’h ma veze kalz diaesoc’h, kalz kaletoc’h ar vuhez (du hont veze kaset an ofisourion).

Met diouer a labourizion douar oa er vro ha Pier Mari oa bet goulennet get tud un dachenn all, ar re Schreiber. Paseet oa mat an traoù gete betek fin ar brezel. Mibion ar familh se oa bet kaset da soudarded, unan oa marv dija... Ha poltred Hitler ebet barzh an ti daoust ma veze ret lakaat ur poltred barzh bep ti en Alamagn, d’ar c’houlz se ! Selaouet veze ar BBC get ar mestr, Joseph, un den a zek vloaz ha tri ugent, barzh ar c’hav. Difennet gronz veze selaou doc’h ar radio se, evel rezon, met kalon Josef Schreiber ne oa ket tost d’an nazied, tamm ebed. Ha Pier Mari a selaoue ivez ar BBC bep nozh, e galleg.

Jean Guyomard en e doull
E pad an amzer se ar subenn ‘doa trenket e tachenn an Tort etre Jean Guyomard hag e vestr. Jean ne faote ket mui labourat du hont ha kaset oa bet d’ur c’hamp... Met aet oa kuit doc’htu ag ar c’hamp se ha distroet e bro Thaya e unan. N’helle ket monet pelloc’h, treuziñ an Alamagn war droad evit monet da Frans ha da Vreizh oa re zanjerus. Jean Guyomard n’doa lakaet en e sonj chom e tal Thaya, kuzhet barzh un toull en ur c’hoad. Ne vehe ket bet klasket du hont get an nazied...

Sikouret get Pier-Mari hag ar brizonidi all, Jean Guyomard n’doa savet un toull e lec’h ma veze moian da chom, d’ober tan, da gousket... Pier Mari a gase dezhan boued, levrioù, lousoù ha traoù all a bep sort. E miz Mae 1943 e oa, ha Jean Guyomard zo chomet evel se daou vlead, ha daou c’houiañv stard awalc’h, hep bout gwellet get an Alamaned. E wiskamentoù veze golc’het e mesk re Bier Mari, get Johanna Schreiber, gwreg Joseph, hep bout gouiet geti...

Ar soudarded a c’helle monet ha donet e bro Thaya met ret e veze labourat bemdez ha donet en dro d’ar C’Homando, bep nozh. Ne vezent lakaet en un toull bac’h, met gouarnet vezent memestra, lakaet pell ag o familhoù hep goueit pegoulz e vehent distroet d’o bro. An darempredoù get an Alamaned sivil ne vezent berped fall. Goude bout paseet kement a amzer e labourat asambles, Pier Mari Louz ha Joseph Schreiber oa daet da vout mignoned. E fin ar brezel, Joseph n’doa lâret d’ar prizoner breton e oa anezhan “koulz hag e vibion”, get dour en e zaoulagad.

An distro
Ur wezh erruet ar Rused e Thaya, stard oa daet da vout an traoù evit an Alamaned : merch’ed veze pallforset, loened ha traoù a bep sort veze laeret dezhe. Spontet oa an dud. Jean Guyomard ha Pier Mari Louz a oa distroet da Vreizh hag o doa kavet en dro o familhoù, met n’int ket james aet en dro d’an Aotrich.
Jean Guyomard zo marv er bloaz 1964, ha Pier-Mari Louz e penn kentañ 2006.

Laeret oa bet dezhe o yaouankiz dezhe get ar brezel met ar pezh kontet get Pier-Mari Louz a lak da wellet un tu all : mignonned e klask beviñ daoust d’ar brezel.
Christian Le Meut

An amzer laeret, skrivet get Bernard Kabon ha Pier-Mari Louz, embannet get Skol Vreizh (40 quai de Léon, 29600 Montroulez/Morlaix), 20 €.

11/11/2006

Radio : action de l'UDB contre la réduction du breton

Il y a du bruit dans le Kemper depuis que la seule radio bilingue publique, France Bleue Breizh Izel, a réduit ses programmes en langue bretonne*. L'Union démocratique bretonne, parti membre de la majorité au Conseil régional, vient de manifester son désaccord en occupant les locaux de cette radio. Voici son communiqué :

"Une vingtaine de militants de L'Union démocratique bretonne (UDB). occupent les studios de France Bleu Breizh Izel à Kemper : Samedi 11 novembre à partir de 10 heures, une vingtaine de militants de l'UDB, Union Démocratique Bretonne ont occupé les locaux de France Bleu Breizh Izel à Kemper. Une délégation des manifestants a été reçue par Monsieur Emanuel Yvon le nouveau directeur de la station décentralisée de France Bleu. Les représentants de l'UDB ont une nouvelle fois demandé la suppression de l'émission de Patrick Sabatier Tous emsemble entre 12h 30 et 14h. Et demander le retour de la programmation en langue bretonne entre 20h et 21h.

Monsieur Emanuel Yvon a annoncé la création d'une nouvelle émission bilingue breton-français entre 13h 30 et 14h à partir du mois de janvier. Il a également annoncé l'extension de la zone de diffusion des émissions en breton sur une partie de la Haute Bretagne en ccopération avec France Bleu Armorique. Pour la reprogrammation d'une émission en breton entre 20h et 21h, Monsieur Emanuel Yvon a déclaré: qu'il n'y avait pas d'opposition de la part de la direction de France Bleu. Et que la grille de programmation serait revue au mois de septembre 2007. L'UDB ne peut se satisfaire de ces propositions, et demande que les bretons puissent avoir la maîtrise de l'organisation et du développement d'une radio de service public en français et en breton sur le territoire des cinq départements de Bretagne. Néanmoins l'UDB restera vigilante quand à l'application de ces maigres avancées.Herve Ar Gall : Mouezh UDB evit ar brezhoneg"

Source : Agence Bretagne presse 

* Lire note du 5 octobre 

27/10/2006

You are not in France, here...

“Welcome ! You are not in France, here, you are in Brittany. Bonjour, vous n’êtes pas en France, ici, vous êtes en Bretagne”... Gwellet peus c’hwi, marteze, ar skritelloù-se staget a hed hentoù bras er Morbihan, etre An Oriant ha Gwened. Bep hañv e vez staget mod se skritelloù a hed an hentoù get ur strollad anvet “Adsav”, tud a faota dezhe distag Breizh d’ar Frans. Meur a skritell zo gete evel “Bretons maître chez soi” pe unan all a ziskouezh ur moske e laret un dra a dalv “moske ebet e Breizh”...

Ur skritel nevez zo bet peget ar bloaz mañ skrivet e saozneg ha galleg : “Welcome, you are not in France here, you are in Brittany”. Ur sapre “Welcome”... Mechal penaos e c’hellehe bout komprenet an dra se get tud Saoz pe get Fransizion deuet da wellet hor bro... Rak, betek bremañ, n’eo ket bet distaget Breizh da Vro C’hall. Ni zo ni amañ e Breizh hag e Frans, hag en Europa, ha war an douar patatez ivez.

Ar re a faota dezhe distagiñ Breizh a Vro C’hall o deus  droad da c’houlenn an dra se barzh un demokratelezh evel Bro Frans. Met moulañ ha stagiñ skritelloù a lâr “N’och ket e Frans amañ met e Breizh”, zo souezhus memestra. Hervez ar slogan se, neuze, Breizh vehe dija ur vro digabestr, ur vro distaget a Frans... N’eo ket displeget muioc’h a dra war ar skritel met displegadurioù zo moarvat : pemp kant vloaz zo Breizh a oa bet trec’het get arme roue Bro C’hall hag, war lerc’h, staget dre fors d’ar Frans. Hag Anna Vreizh oa bet dimezeet dre fors ivez d’ar roue .. Se zo sur. N’eus ket bet referendum ebet d’ar c’houlz se evit goulenn get ar Vretoned mard e oant a du pe pas chom distaget da Frans pe bout staget. Ne oa ket frankiz  ebet d’ar c’houlz se evit ar pobloù, nag e Frans, nag e Breizh.
Votadegoù e leizh
Met bon, votadegoù, ur bern, zo bet war lerc’h, abaoe daou c’hant vloaz : hag ar Vretoned deus votet (ar Bretonezed abaoe hanterkant vloaz hepken). Ar vonreizh diwezhañ, hini ar pempvet Republik oa bet votet get al lodenn vrasan ag ar Vretoned e naontek kant eizh hanterkant (1958).  E Bro Euskadi, bonreizh ziwezhan Bro Spagn ne oa ket bet votet get al lodenn vrasan ag an dud e mil nav c’hant naontek ha tri ugent (1979). Ar muian a dud n’o doa ket votet, pe o doa votet nann... An dra se a ra an difor bras evit Breizh... Breizh zo barzh Bro Frans ivez dre youl ar Vretoned.

Met, daoust da se, hervez skritelloù Adsav, ne vehemp ket ni  amañ e Frans; tud all a lâr ne vehe ket Naoned e Breizh met e rannvro Broioù al Liger. Peb hini e zoare da c’hoari get an istor. Ha mard eo mod se, me ya me iwez da chañch ar wirionez : n’on ket mui e Frans, nag e Breizh, met e Tahiti ! Ne vez ket mui savet Rezore  war bord ar Blanvoezh met e Papeete... Bemdez eh an da neñvial barzh ar mor bras Pasifik tomm (30° e lec'h 17° e Breizh hiriv an deiz), ha, war lerc’h, eh an da gousket dindan ur c’hokotier. Trugarez a laran deoc’h evit bout deuet war Rezore, met e tahitianeg neuze : “mauruuru”.  

Christian Le Meut

20/10/2006

Ar Vro gozh ma zadoù, la Marseillaise : dober zo a sonennoù broadel ?

Bleadeù zo m’boa  komzet deoc’h ag ar Vro gozh ma zadoù (dielloù miz Meurzh 2005). C’hwi ouia mat : ar Vro gozh, ar sonenn a zo, sanset, sonenn vroadel Breizh. Me lare deoc’h penaos m’boa klevet ar sonenn se evit ar wezh gentañ e fin ur sonadeg get Kanerion Pleuigner ha Denez Prigent. Ha setu ni, arvesterion, en hor sav, e selaoù ar Vro gozh sakret. Ouzhpenn se, ma zad, a oa etaldin, a ouie kanal ar sonnen se; souezhet oan bet rak ne m’boa ket james klevet ma zad kanal e brezhoneg...

D’ar mare se ne ouien ket e oa ur sonenn vroadel e Breizh. Choazet get piv  ? Ar vMarseillaise oa bet dibabet e fin an naontekved kantved get ur parliamant dilennet get ar bobl, hag ar Vretoned en o mesk. Evit ar Vro gozh, parlamant ebet, votadeg ebet. Dibabet oa bet get tud zo, kant vloaz zo, barzh ur strollad politikel anvet l’Union régionaliste bretonne. An URB ne oa ket kar d’an UDB (Union démocratique bretonne) a vremañ met kaoz zo bet ag ar Vro Gozh barzh niverenn miz Gwengolo ar gazetenn Pobl Vreizh, le Peuple breton (ur gazetenn tost tre d’an UDB).

Kelenn ar Vro gozh ?...
Pennadoù skrid a feson zo barzh ar gazetenn se, hag un nebeut e brezhoneg. Met bon, evel rezon, n’on ket a du get razh ar pezh e lennan e barzh evel ul lizher embannet e miz Gwengolo. Hervez Jakez Le Floc’h, ur paotr a Gemper, ne vez ket mui kanet ar Vro gozh e Breizh tra ma vez klewet muioc’h mui ar vMarseillaise barzh ar stadoù sport. Ha Pobl Vreizh da reskont : “Ar Vro gozh a vez kanet e fin emvodoù meur an UDB; war stadoù sport e vehe mat ivez kanal komzoù ar Vro gozh, evel ma vez graet get suporterion Bro Gembre, met n’int ket anaouiet rak n’int ket kelennet”.

Kelennet ? Get piv hag e men, er skolioù ? Setu ur sapre raktress pedadogel evit ar vugale e Breizh. Goude an aotrou Chevènement, broadelour mod Bro Frans hag en doa lakaet en dro ar vMarseillaise er skolioù, setu bremañ Pobl Vreizh get ar Vro gozh. Paour kaezh bugale ! Pal an deskadurezh, d’am sonj,  n’eo ket plantiñ sonennoù ha sonjoù broadel barzh spered ar vugale met sevel tud, sitoianed a c’hell kompreiñ ar bed e lec’h m’emaint e chom. N’eo ket e kanal pozioù taer, ar vMarseillaise, pe pozioù kozh ar Vro gozh, ez ay gwelloc’h an traoù.

 Dibab unan all ?
D’am sonj, n’eus ket afer a sonennoù pe bannielloù broadel : toulioù strap eo, a lak sonjoù faos barzh spered ar re vunut hag ar re vras. N’eo ket e kanal pe e huchal ar vMarseillaise pe ar Vro gozh e  vo savet un dazont gwelloc’h, met e doujeiñ gwirioù mab den, hag e lakaat an demokratelezh da vont araok... Met, ma z’eus afer ag ur sonenn vroadel dre ret evit ar Vretoned, goulenn a ran c’hoazh, evel ar pezh m’boa goulennet bleadeù zo dija, ur referendum evit dibab anezhi. Kinnig a ran me “Son ar sistr”. Son ar sistr vehe ur sonenn vroadel a feson da ganal ha da huchal; ha kasehe begon ha startijenn d’an dud. Ur sonenn a feson vehe ivez da ganal e fin emvodoù meur an UDB. Ne sonjit ket ?

Christian Le Meut

06/10/2006

Brezhoneg er mediaioù : aioù, aioù...

Kronikenn bet skignet war Radio Bro Gwened d'ar 4 a Viz Gouel-Mikael (Here) :

"Get an diskar amzer, ha get an distro skol, traoù nevez zo daet barzh bed ar mediaioù e brezhoneg. Hag ar bloaz mañ mediaioù a glot get “aioù” “aioù” evit ar radio publik divyezhek, Frans Bleue Breizh Izel, staliet e Kemper. Plas ar brezhoneg ne oa ket bras awalc’h war Frans Bleue Breizh Izel, war dro un euriad warnugent a abadennoù e brezhoneg bep sizhun araok an hañv, met mont a ra war vihanat a hed an amzer...

Dija n’eus ket kalz a dra da vintiñ : nav vunutenn, c’hwi glev mat, nav vunutenn. Ar c’heleier e brezhoneg vez skignet ter gwezh etre c’hwec’h eur hag eizh eur hanter. Pa m’boa kroget da zeskiñ brezhoneg, pemp bloaz zo, m’boa lakaet barzh ma sonj selaoù ar c’heleier se  bep mintin; savet int get kazetennerion a vicher hag ul labour a galite a vez graet gete. Netra da rebechiñ dezhe met ne larin ket an dra se a fed ar sonerezh a vez lakaet war ar chadenn radio se. An abadennoù e brezhoneg a vez beuzet etre tub diwezhan ar Star Ak, pe pladenn vreiñ nevez ur ganourez pe ur c’hanour ag ar show biz, evel Johnny pe Lara Fabian (ha c’hoazh !). Kement da vout spontet ha traumatizet da vintiñ, me lar deoc’h, ha traumatizet oan bet ur sort.

Pemp euriad nebeutoc'h...
Chomet oan a sav neuze da selaoù ar c’heleier se da vintiñ. War lerc’h, n’eus netra e brezhoneg war Frans Bleue Breizh Izel, nemet abadennoù berr tre (ur vunutenn...), betak an nozh. Bourrapl oa an abadenn hir etre c’hwec’h eur hanter ha nav eur da nozh, get nemet ur flash e galleg da seizh eur. Met troc’het eo bet abaoe miz Gwengolo. Echuin a ra bremañ an abadennoù e brezhoneg da eizh eur. Lakaet eo bet en o lerc’h un abadenn dister e galleg get sonennoù dister. Netra zo bet displeget d’ar selaourion. Pemp euriad brezhoneg zo bet diskarzhet mod se get pennoù bras Frans Bleue Breizh Izel. Chom a ra un euriad hanter neuze etre c’hwec’h eur hanter ha eizh eur, get keleier e galleg plantet e kreiz. Bet on bet war lec’hienn internet ar radio se ha kaset m’eus ur mail d’ar renour evit lâr ma sonj; e galleg flour. Reskont ebet.

E miz Meurzh paseet ur vanifestadeg oa bet savet e Kemper dirak ti France Bleue Breizh Izel, dija, get ur strollad sealouerion, evit goulenn ma vehe chomet a sav get abadenn Patrick Sabatier a vez skignet da greizteiz abaoe miz Gwengolo 2005 e lerc’h abadennoù savet er rannvroioù. Kantadoù a selaouerion doa manifestet ha dilennidi oa bet degemeret get renour ar radio, an aotroù Massiot : en o mesk Patrick Malrieu prezidant Kuzul Sevenadurel Breizh, Kristian Guyonvarc’h, Jean-Pierre Thomin ha Mona Bras, kuzulerion Rannvro Breizh. D’ar c’houlz rener ar radio en doa lâret : « An eurvezhioù skignañ e brezhoneg zo sakr, n’eus ket keloù e vefe krennet an niver a eurvezhioù e yezh ar vro… »

... Met Patrick a zo chomet !
C’hwec’h miz war lerc’h, abadenn Patrick Sabatier a vez berped skignet war FBBI, met pemp euriad brezhoneg zo bet troc’het ! Euriadoù sakret moarvat met lakaet er boubellenn memestra... Mod se emañ an traoù get ar radio publik; ma faota deomp selaoù abadennoù e brezhoneg er radio, gwelloc’h eo kontiñ warnomp : muioc’h a dregont euriad  a abadennoù e brezhoneg  a vez skignet bep sizhun war Radio Bro Gwened, da skouer, hep kontiñ kentelioù brezhoneg Albert Boché nag an abadenn e gallaoueg skignet bep merc’her da nozh. Ha ne ya ket war vihanat : adalek miz Gwengolo c’hwi c’hell selaoù en dro ar rubrikenn se d’ar gwener da c’hwec’h eur hanter da nozh. N’eo ket brav ar vuhez ?  

Christian Le Meut

30/09/2006

Karantez pell ag ar skrammoù skinwell

Ur wezh a oa ur paotr aet da neuial barzh ar mor koste Pleheneg ar dro eizh eur da nozh, e fin miz Mezheven paseet. Ne oa ket den ebet war an aod, na war an draezhenn, na war an tevennoù. Den ebet e neuial, daoust d’ar mor bout klouar awalc’h, daoust d’an heol tomm ha d’an amzer vrav. Souezhus. Emen a oa aet kuit ar re all ? Tud ag ar vro pe touristed, evel ma z’eus e fin miz Mezheven memestra. Nann, den ebet ag ar Gourenez Gâvres beteg Pleheneg : an aod oa daet da vout un dezerh...

A gaos da berak ? Ur vombezenn nukleel kouezhet er mor ?... Pas, a gaos d’ar football, rak, er miz Mezheven paseet oa Kampionnad bed ar fobal; millionoù ha millionoù a dud a oa chomet dirak o fostoù tele, o skrammoù skinwell da sellet doc’h un match get skipailh bro Frans a enep d’ur skipailh all, ankoueit m’eus piv oa.  D’ar c’houlz se ne oa ket bet kollet c’hoazh ar c’hib; ne oa ket bet roet un taol penn get Zinedine Zidane d’ur c’hoariour ag Italia. Ar pezh n’eo ket na seven, nag efedus.

Sant Zizou pedit evidomp
Araok an darvoud se Zizane, evel zizanie e  galleg, oa tost da vout kanoniset get ar mediaioù. Souezhus eo bet, neuze, gwelout ur sant (pe un danvez sant) skoeiñ un den all ! Ret eo gouarn hor “self kontrol”, paotr Zizou, dreist holl pa vezer kapiten ag ar strollad. N’eus ket droad d’ober justis hon unan, nag e ker, na war er maezioù, na war un dachenn fooball... Un toull trap oa, ouzhpenn : c’hoariourion fobal zo a lâr kunujennoù, traoù louz, traoù fall, evit lakaat ar re all d’en em gounnariñ, ha Zizou zo kouezhet barzh an toull trap. N’eo ket gwall fin. Zizou zo bet lakaet  er maez ag an dachenn hag ar lec’h, kollet an traoù ! Met bon, hennezh zo war e leve, bremañ, aet kuit d’ober yaourt get an aotroù Danone, kenavo paotr...

Met esperans oa c’hoazh get an dud, e fin miz Mezheven, da welet Bro Frans monet e penn strolladoù fobal ag ar bed a bezh.  Perak bout dedennet get traoù sort se ? Perak paeañ ken ker c’hoariourion fobal ? Perak en em lakaat sot dirak ur skramm skinwell evit traoù sort se ? Penaos bed souezhus, ha dipitus a wezhoù, a sonje ar paotr, e unan penn... Ha setu eñ, aet da neuial barzh ar mor, en ul lec’h bras ha brav  spontus... Ur wezh echu, distreiñ a rae d’an draezhenn d’en em sec’hiñ ha da lenn ul levr, chouket, asezeet war ar sabl. Souezhus oa bout e unan en ul lec’h ken brav ha bras e fin miz Mezheven. Tud oa e labourat, sur awalc’h; tud all a oa e kousket dija met bon, millionoù a dud a  selle doc’h tud a oa e redek ar lerc’h ur volotenn... E huchal, evit ul lod anezhe...

Tri den e tal ar mor
Met setu tri den all e tonet. Daou zen yaouank gwisket evel ma vehe deiz o eured hag ur tennour poltridi gete. Deuet oa ar re se d’ober fotoioù, skeudennoù evit bout gwerzhet anezhe e pad an eured, evel ma vez graet alies. Ar paotr ne oa ket souezhet, gwellet en doa dija tud e tonet d’ar Magouero e Pleheneg d’ober skeudennoù evel se. Ul lec’h kaer eo evit gober poltredoù a feson.

Da gentañ, an dud nevez, gwisket get o dilhad eured, o deus graet tre ar seurt skeudennoù a vez graet get an holl. Goude avat, lamet dezhe o botoù, o deus redet d'an dour, ar wreg war choug he gwaz, betek en em lezel da gouezhel, ha roul-diroul (ruilh-diruilh) neuze, brec'hetaet o daou, er gwagennoù hag war an traezh. Netra lous, netra disonest ; ken nemet ur gaer a daolenn doc'h en em zispak er c'huzh-heol edan lagad an tennour poltridi. Sioul oa ar mor  ha gleb an danvez pried. An heol oa deuet da vout oranjez, just araok en em guzhiñ war zu ar c’hornog, koste An Oriant.

Ar paotr oa aet kuit e leskel ar re yaouank barzh ar mor. Poltredoù a feson ha divoutin a oa bet graet an deiz se, sur awalc’h. Hag un abadenn gaer oa bet er Magouero. Un abadenn a garantez da vat, pell ag ar postoù tele hag ar grogadoù fobal.
Christian Le Meut

23/09/2006

People, pipeul, pe penn peul ?

Salut d’an holl, ar re vras hag ar re vunut... Met ne skriviñ ket hiziv a ziar benn ar re vunut, justawalc’h, met a ziar benn ar re vras ar re “people”. Dija, lâret vez “pipeul” e galleg  rak ur ger saozneg a orin eo... Met, me gav genin, gwelloc’h vehe distagiñ ar ger se mod galleg, e lâret  “pehople”, evel ma vez skrivet... Greomp memestra get “people” met kavet m’eus un doare da lâr an dra se e brezhoneg : penn peul, ma z’eus unan (n’eo ket pell a “pipeul”) ha pennoù peul ma z’eus  meur a unan. Gouiet a ran, n’eo ket re seven “penn peul” a dalv genaoueg, begeg met bon, n’int ket anavet ar pennoù “pipeul” evit bout Einstein.

Albert a Vonako, un tammig lart, “bouffi” ?
Krogomp get an darvoud pouezusan, brasan a zo bet e pad an hañv e Breizh : deuet e ar prins Albert a Vonako da Enez Gerveur evit lidañ eured mignonned dezhan e Lokmaria. Hervez ar gazetenn Le Télégramme daou gant den oa deuet da welet ar prins ha tokoù bras an dudjentiled... Daou gant, ne oa ket kement se. N’int ket sot awalc’h ar re a zo e chom e enez Guerveur evit koll o amzer e vonet da welet pennoù peul. Gwasoc’h c’hoazh, hervez Ouest Frans, ur vaouez deus kavet ar prins un tammig lard, “un peu bouffi”.

Setu penaos emañ an dud memestra : teodoù fall. E “uhelded” ar prins Bébert a za betek enez Gerveur ha diouzhtu e klever pismigourion. Nag un druezh. “Bouffi”, lard eo un tammig Bébert, ha neuze ? Plijout a ra d’ar maouezed c’hoazh. Plantet vez bugale getan er bed a bezh ha, marteze, a benn un nebeut bleadeù e klevimp komz ar ur mab pe ur verc’h dezhan kuzhet koste Lokmaria Gerveur ! Hervez ur vojenn, Napoleon oa hanter Breton, perak n’hor behe ket ivez un hanter vMonako e Breizh ? Prinsezed ha prinsed Monako a vez panachet abaoe pell.

Met bon, un dra a souetañ da Enez Gerveur memestra : chom evel m’emañ ha nompas donet da vout evel Monaco, ur sort “verrue planétaire”, ur sort wenaenn vras ha vil plantet dirak ar mor get savadurioù divalav, bankoù ha stalioù evit ar re binvidik. Bez zo lec’hioù evel se tachadoù evel se e lec’h on bet ur wezh hag e lec’h n’in ket mui bizkoazh, evel Monako hag Eurodisneyland...

Trouzioù souezhus war prezegenn Georges Bush
Justawalc’h evit kenderc’hel get ar pennoù peul, deomp da Vro Mickey, d’ar Stadoù Unanet. Ur blead zo al Louisiane oa bet beuzet get ar gorventenn Katrina. Ar meurzh 29 a viz Eost paseet an aotroù Bush n’eus komzet dirak ar gazetennerion a ziout an darvoud se. War eeun oa war ar chadenn CNN. Met ur mikro all oa chomet bev, digoret, e pad prezegenn ar prezidant, mikro un animatourez a CNN. Honnezh deus profitet ag e amzer dijapl e pad ar brezegenn evit monet d’en em soulajiñ...  Hag ar re a oa e sellet doc’h an aotrou Bush ar CNN o deus klewet ivez ar plac’h se a gomze get ur genseurtez dezhi a ziout he familh barzh ar c’horn vihan. Ha patati ha patata ha setu trouz an dour, trouz ar sach dour bet klewet e pad prezegenn prezidant ar Stadoù Unanet. Met bon, marteze,ar pezh a lâre hennezh ne dalve ket muioc’h evit an trouz se.

Tomm eo bet evit Tom
Er Stadoù Unanet c’hoazh ne ya ket gwall vat aferioù an aktour brudet Tom Cruise. Dilezet eo bet get an embregerezh, ar stall bras a gase argant dezhan d’ober e filmoù. Perak ? Peogwir e film diwezhañ n’en deus ket graet berzh hag, ouzhpenn se Tom Cruise a zo barzh ur strollad anavet evel ur sekt e Frans, met pas er Stadoù Unanet,  Iliz ar skientoloji. Un abadenn a ziar e benn a zo bet skignet war an tele e fin miz Eost. Ar reportaj se a ziskouezhe Tom Cruise evel ur sort peroked a brege berpet evit an Iliz ar skientoloji. Dimezeet oa Tom Cruise get un aktourez vrudet, Nicole Kidman, met dispartiet int. Nicole Kidman ne faote ket dezhi lesket he daou grouadur e daouarn kelennerion ag an iliz se ! Cruise zo dimezeet en dro get un aktourez yaouank a zo ivez barzh ar memes iliz... Hervez ar reportaj Iliz ar skientoloji zo bet ur sort “darboder”, “bazvalan”, evit an eured se...

Pennoù peul a feson a du get Nikolas...
Barzh ar reportaj se ni wele iwez Tom Cruise reiñ dorn da Nikolas Sarkozy. Gourc’hemennoù Nikolas, roet peus c’hwi mod se un taol sikour d'an Iliz ar skientoloji...

Justawalc’h pennoù peul a Frans zo deuet da skoazelliñ Nikolas Sarkozy e pad an hañv : Johnny Halliday, e mab, hag e vaouez. Met, benn ar fin, ag emañ Johnny a Frans, pe a vro Belgia, pe ag al loar ? N’eo ket sklaer. Hennezh a faote dezhan donet da vout Belgian en dro met n’eo ket deuet a benn... Ha bremañ monet a ra get an UMP... Sonj m’eus bout gwellet Johnny er skinwell, bleadeù zo, e klask displegiñ an “opération pièces jaunes”. Ne oa ket diaes met Johnny ne zeue ket a benn hag ar c’hazetenner a rae ar goulennoù hag ar reskontoù... Sonjoù, mennozhioù zo get Johnny, sur awalc’h, met n’o c’hava ket berped pa gomza...

Ur penn peul all a faota dezhan skoazelliñ Sarko : Doc Gyneco. Esperans m’eus e vo savet un emvod bras get an daou labous se, Doc ha Johnny evit lâr perak int a du get an UMP ha Sarkozy. Mard eo enrollet ar meeting se me breno ar c’hasedig rak fentus vo. Sonjit : ur brezegenn get Doc Gynéco : “Votit evit S...” Ron, ron, ron...” Mechal ma vo sklaer ar mesaj ? Mechal ivez ma vo muioc’h a dud e votiñ evit an UMP e 2007 a gres da Zoc ha da Johnny ? N’eo ket sur !

Christian Le Meut 

21/09/2006

Jerzé : meur a yezh komzet/Multilinguisme à Jerzey

Komzet vez saozneg e Jersé, met ivez galleg, "anglo-normandeg" ha yezhoù all : setu ur roll gerioù e "Jèrriais" hag e brezhoneg m'eus kavet war internet. Tostoc'h eo ar jèrriais d'ar gallaoueg evit d'ar brezhoneg. 

Plusieurs langues sont parlées à Jerzey et dans les îles Anglo-normandes : l'anglais, le français le "jérriais" ("anglo-normand"), qui semblent proche du gallo, et sans doute d'autres langues (celles des travailleurs immigrés notamment). J'ai trouvé sur internet cette liste comparative de mots jèrriais et bretons sur un site très intéressant : www.societe-jersiaise.org/langsec/index.html  

 

Jèrriais
Bréton
   
   
à bétôt kenavo
à ces sé fenoz
achteu bremañ
aniet hiziv
baithe evañ
baté bag
beurre amann
blianc gwenn
bliu glas
bouais gwez
bouôn mat
cat kazh
châté kastell
chours kaol
chucre sukr
clios park
coêffe koef
crabe krank
dêjeûner dijuni
dgiâbl'ye diaoul
dgieu doue
êcole skol
gâche gwastell
gambe gar
gardîn liorzh
grand bras
grève traezhenn
heuthe eur
ieau dour
j'va marc'h
janne yaouank
jaune melen
lâssé skuizh
liéthe lenn
maîson ti
marchi marc'had
mathe poull
matîn mintin
mauve gouelan
méjeu kreisteiz
nânnîn nann
niet noz
nouvé nevez
ouaîsé evn
oui ya
p'tit bihan
p'tun butun
p'tunner butunat
pâraîsse parrez
patates patatez
pièrre maen
plyie glav
pomme aval
pouque sac'h
rouoge ruz
salle pârouaîssiale ti-kêr
solé heol
soudard soudard
tabl'ye taol
tchian ki
tchuîsinne kegin
titchet bilhed
tréjous atav
vaîsîn amezeg
vaque buoc'h
vèrt gwer