Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

06/10/2006

Brezhoneg er mediaioù : aioù, aioù...

Kronikenn bet skignet war Radio Bro Gwened d'ar 4 a Viz Gouel-Mikael (Here) :

"Get an diskar amzer, ha get an distro skol, traoù nevez zo daet barzh bed ar mediaioù e brezhoneg. Hag ar bloaz mañ mediaioù a glot get “aioù” “aioù” evit ar radio publik divyezhek, Frans Bleue Breizh Izel, staliet e Kemper. Plas ar brezhoneg ne oa ket bras awalc’h war Frans Bleue Breizh Izel, war dro un euriad warnugent a abadennoù e brezhoneg bep sizhun araok an hañv, met mont a ra war vihanat a hed an amzer...

Dija n’eus ket kalz a dra da vintiñ : nav vunutenn, c’hwi glev mat, nav vunutenn. Ar c’heleier e brezhoneg vez skignet ter gwezh etre c’hwec’h eur hag eizh eur hanter. Pa m’boa kroget da zeskiñ brezhoneg, pemp bloaz zo, m’boa lakaet barzh ma sonj selaoù ar c’heleier se  bep mintin; savet int get kazetennerion a vicher hag ul labour a galite a vez graet gete. Netra da rebechiñ dezhe met ne larin ket an dra se a fed ar sonerezh a vez lakaet war ar chadenn radio se. An abadennoù e brezhoneg a vez beuzet etre tub diwezhan ar Star Ak, pe pladenn vreiñ nevez ur ganourez pe ur c’hanour ag ar show biz, evel Johnny pe Lara Fabian (ha c’hoazh !). Kement da vout spontet ha traumatizet da vintiñ, me lar deoc’h, ha traumatizet oan bet ur sort.

Pemp euriad nebeutoc'h...
Chomet oan a sav neuze da selaoù ar c’heleier se da vintiñ. War lerc’h, n’eus netra e brezhoneg war Frans Bleue Breizh Izel, nemet abadennoù berr tre (ur vunutenn...), betak an nozh. Bourrapl oa an abadenn hir etre c’hwec’h eur hanter ha nav eur da nozh, get nemet ur flash e galleg da seizh eur. Met troc’het eo bet abaoe miz Gwengolo. Echuin a ra bremañ an abadennoù e brezhoneg da eizh eur. Lakaet eo bet en o lerc’h un abadenn dister e galleg get sonennoù dister. Netra zo bet displeget d’ar selaourion. Pemp euriad brezhoneg zo bet diskarzhet mod se get pennoù bras Frans Bleue Breizh Izel. Chom a ra un euriad hanter neuze etre c’hwec’h eur hanter ha eizh eur, get keleier e galleg plantet e kreiz. Bet on bet war lec’hienn internet ar radio se ha kaset m’eus ur mail d’ar renour evit lâr ma sonj; e galleg flour. Reskont ebet.

E miz Meurzh paseet ur vanifestadeg oa bet savet e Kemper dirak ti France Bleue Breizh Izel, dija, get ur strollad sealouerion, evit goulenn ma vehe chomet a sav get abadenn Patrick Sabatier a vez skignet da greizteiz abaoe miz Gwengolo 2005 e lerc’h abadennoù savet er rannvroioù. Kantadoù a selaouerion doa manifestet ha dilennidi oa bet degemeret get renour ar radio, an aotroù Massiot : en o mesk Patrick Malrieu prezidant Kuzul Sevenadurel Breizh, Kristian Guyonvarc’h, Jean-Pierre Thomin ha Mona Bras, kuzulerion Rannvro Breizh. D’ar c’houlz rener ar radio en doa lâret : « An eurvezhioù skignañ e brezhoneg zo sakr, n’eus ket keloù e vefe krennet an niver a eurvezhioù e yezh ar vro… »

... Met Patrick a zo chomet !
C’hwec’h miz war lerc’h, abadenn Patrick Sabatier a vez berped skignet war FBBI, met pemp euriad brezhoneg zo bet troc’het ! Euriadoù sakret moarvat met lakaet er boubellenn memestra... Mod se emañ an traoù get ar radio publik; ma faota deomp selaoù abadennoù e brezhoneg er radio, gwelloc’h eo kontiñ warnomp : muioc’h a dregont euriad  a abadennoù e brezhoneg  a vez skignet bep sizhun war Radio Bro Gwened, da skouer, hep kontiñ kentelioù brezhoneg Albert Boché nag an abadenn e gallaoueg skignet bep merc’her da nozh. Ha ne ya ket war vihanat : adalek miz Gwengolo c’hwi c’hell selaoù en dro ar rubrikenn se d’ar gwener da c’hwec’h eur hanter da nozh. N’eo ket brav ar vuhez ?  

Christian Le Meut

Commentaires

Ya mont a ra fall an traoù gant ar radioioù brezhonek. Ne vo gwagenn ebet en bro dreger (lec'h vez komzet ar muiañ a vrezhoneg gant an dud). Na kaouen fm na RKB...
Trist.

Écrit par : derv huelloù | 14/10/2006

Salut Derv : dont a ra brav ar brezhoneg genit, gourc'hemennoù ! Ne vez ket klewet RKB e Bro Dreger ?

Écrit par : christian | 14/10/2006

Salud, mersi dit!
RKB vez klevet ba ma korn treger, met pas tost d'an aod.
Aet eo ar frekens da radio bonheur.

Écrit par : derv | 15/10/2006

Les commentaires sont fermés.