Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

23/11/2006

Livr : Priz Per Roy evit An amzer laeret

Priz Per Roy a zo bet roet  d'al livr An amzer laeret m'boa kinniget deoc'h un nebeut mizioù zo :

Pier-Mari Louz, un den a Wimaeg, e Bro Dreger, oa bet tapet prizoner get an Alamaned er bloaz 1940. Kaset oa bet da labourat d’ar Reich, d'an Aotrich, durant ar brezel, e pad pemp bloaz, get ur bochad soudarded all. Kontet en doa e vuhez prizoner, e brezhoneg, da Bernard Kabon, hag ul levr zo bet embannet get an istor se e miz Geñver paseet e ti embann Skol Vreizh, e brezhoneg hag e galleg, edan an titl “An amzer laeret”. Bourrapl bras eo da lenn, ha kentelius ivez war buhez pemdeziek prizonidi gall ha labourision douar alaman e pad an eil brezel bed...

Pier-Mari Louz oa bet kaset da labourat barzh un dachenn koste Thaya, en Aotrich hanternozh. Labourer douar a vicher oa, hag hennezh a ouie mat labourat an douar hag ober war dro al loened, gwelloc’h evit e vestr a wec’hoù. Ur strollad prizonerion a Vro C’Hall a laboure er c’horn bro se, hag a veze tolpet bep nozh barzh an ti bras anvet ar “C’homando”, da zebriñ ha da gousket dindan gouarn soudarded alaman.

Bec’h get an “Tort”
E penn kentañ, Pier-Mari a laboure get ur soudard all, a Lokireg, e bro Dreger ivez, Jean Guyomard, barzh un dachenn dalc’het get un den drouk. “An tort” a veze graet anezhan get an daou brizoner a gomze brezhoneg etreze. An Tort oa un den taer, digalon, a skoe war ar re a laboure evitan, tud ag ar Pologn, da skouer, kaset dre ret da labourat en Alamagn (hag an Aotrich a oa bet staget d’an Alamagn un nebeut bleadeù araok ar brezel)...

An “Tort” ne grede ket skoiñ war ar Fransizion met Pier-Mari ne faote ket dezhan chom da labourat evitan. Ha setu eñ d’ober ur sort un h harz labour, diskrog labour, e chom barzh ti ar brizonidi, ar C’homando, hag e rahuizein a labourat. Danjerus oa; Pier-Mari oa bet tost da vout kaset d’ur stalag, ur c’hamp evit ar brizonidi e lec’h ma veze kalz diaesoc’h, kalz kaletoc’h ar vuhez (du hont veze kaset an ofisourion).

Met diouer a labourizion douar oa er vro ha Pier Mari oa bet goulennet get tud un dachenn all, ar re Schreiber. Paseet oa mat an traoù gete betek fin ar brezel. Mibion ar familh se oa bet kaset da soudarded, unan oa marv dija... Ha poltred Hitler ebet barzh an ti daoust ma veze ret lakaat ur poltred barzh bep ti en Alamagn, d’ar c’houlz se ! Selaouet veze ar BBC get ar mestr, Joseph, un den a zek vloaz ha tri ugent, barzh ar c’hav. Difennet gronz veze selaou doc’h ar radio se, evel rezon, met kalon Josef Schreiber ne oa ket tost d’an nazied, tamm ebed. Ha Pier Mari a selaoue ivez ar BBC bep nozh, e galleg.

Jean Guyomard en e doull
E pad an amzer se ar subenn ‘doa trenket e tachenn an Tort etre Jean Guyomard hag e vestr. Jean ne faote ket mui labourat du hont ha kaset oa bet d’ur c’hamp... Met aet oa kuit doc’htu ag ar c’hamp se ha distroet e bro Thaya e unan. N’helle ket monet pelloc’h, treuziñ an Alamagn war droad evit monet da Frans ha da Vreizh oa re zanjerus. Jean Guyomard n’doa lakaet en e sonj chom e tal Thaya, kuzhet barzh un toull en ur c’hoad. Ne vehe ket bet klasket du hont get an nazied...

Sikouret get Pier-Mari hag ar brizonidi all, Jean Guyomard n’doa savet un toull e lec’h ma veze moian da chom, d’ober tan, da gousket... Pier Mari a gase dezhan boued, levrioù, lousoù ha traoù all a bep sort. E miz Mae 1943 e oa, ha Jean Guyomard zo chomet evel se daou vlead, ha daou c’houiañv stard awalc’h, hep bout gwellet get an Alamaned. E wiskamentoù veze golc’het e mesk re Bier Mari, get Johanna Schreiber, gwreg Joseph, hep bout gouiet geti...

Ar soudarded a c’helle monet ha donet e bro Thaya met ret e veze labourat bemdez ha donet en dro d’ar C’Homando, bep nozh. Ne vezent lakaet en un toull bac’h, met gouarnet vezent memestra, lakaet pell ag o familhoù hep goueit pegoulz e vehent distroet d’o bro. An darempredoù get an Alamaned sivil ne vezent berped fall. Goude bout paseet kement a amzer e labourat asambles, Pier Mari Louz ha Joseph Schreiber oa daet da vout mignoned. E fin ar brezel, Joseph n’doa lâret d’ar prizoner breton e oa anezhan “koulz hag e vibion”, get dour en e zaoulagad.

An distro
Ur wezh erruet ar Rused e Thaya, stard oa daet da vout an traoù evit an Alamaned : merch’ed veze pallforset, loened ha traoù a bep sort veze laeret dezhe. Spontet oa an dud. Jean Guyomard ha Pier Mari Louz a oa distroet da Vreizh hag o doa kavet en dro o familhoù, met n’int ket james aet en dro d’an Aotrich.
Jean Guyomard zo marv er bloaz 1964, ha Pier-Mari Louz e penn kentañ 2006.

Laeret oa bet dezhe o yaouankiz dezhe get ar brezel met ar pezh kontet get Pier-Mari Louz a lak da wellet un tu all : mignonned e klask beviñ daoust d’ar brezel.
Christian Le Meut

An amzer laeret, skrivet get Bernard Kabon ha Pier-Mari Louz, embannet get Skol Vreizh (40 quai de Léon, 29600 Montroulez/Morlaix), 20 €.

Commentaires

Une langue populaire,celle pratiquée dans nos campagnes il y a une cinquantaine d'années.Pour peu qu'on ait vécu cette période,la lecture est facile.Le document semble un reflet fidèle de la réalité.La relation de la vie du fugitif dans son abri de fortune ressemble à ce que mon oncle a vécu lors de ses deux tentatives de fuite ,la première couronnée de succès puisqu'il retourna à Berrien,pour quelques jours...
J'ai lu quelques commentaires aigris...n'en déplaise à certains,le breton c'est aussi et surtout celui là.
L'aspect documentaire n'est pas le moins intéressant.
Un travail utile!

Écrit par : Guyomarch Daniel | 02/12/2006

Les commentaires sont fermés.