Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

20/12/2006

Webnoz : war Brezhoweb

An abadenn tele war internet, Webnoz, a vez skignet en dro war al lec'hienn Brezhoweb.com. Ma peus diaesamentoù teknikel evit selet doc'h an abadenn-se kit e darempred get Brezhoweb.com.  

L'émission en langue bretonne sur internet Webnoz est visible sur le site Brezhoweb.com. Si vous avez des soucis techniques pour regarder cette émission  contactez ce site.

17/12/2006

Brezhoweb : de la télé en breton sur le net

Une émission en langue bretonne sera diffusée lundi sur internet, comme l'indique le communiqué suivant. Il y sera, notamment, question de blogs en breton et de Rezore (vers 22h).

"Le 18 décembre prochain, WebNoz sera la première émission en langue bretonne diffusée en direct sur Internet. Les bretonnants seront invités, pour la première fois, à poser leurs questions aux invités et à communiquer leurs remarques en temps réel. Ce programme sera rediffusé pendant un mois et enrichi de contenus pédagogiques afin de permettre à tous les bretonnants d'améliorer leur connaissance de leur langue. 

WebNoz est la première émission de débat et de divertissement en breton diffusée uniquement sur Internet. Cette émission sera réalisée le 3ème lundi du mois, en public, depuis un lieu à chaque fois différent. Elle proposera, sous forme de talk-show, des débats de société, les grandes questions de la langue bretonne et donnera la parole à des invités ou inconnus. Elle permettra également à des artistes, chanteurs ou musiciens de se produire en public, et présentera chaque mois l'actualité culturelle et artistique de la langue bretonne.

Cette émission, outre sa diffusion, comporte deux spécificités majeures :

  • les internautes seront invités à participer en temps réel, à donner leur sentiment et à poser des questions aux invités. Un modérateur sera à leur écoute tout au long de la soirée.
  • l'émission restera disponible pendant au moins un mois après sa diffusion. Elle sera alors enrichie de fiches pédagogiques comprenant un résumé en français des séquences les plus pertinentes, donnant les traductions de néologismes, mettant en valeur telle ou telle expression en breton digne d'intérêt. Ces fiches pédagogiques doivent pouvoir aider tous les bretonnants, à commencer par les plus jeunes, à enrichir leur connaissance de la langue bretonne.

    Ce programme, au concept novateur, est co-produit par les sociétés Lionel Buannic - Message et Médias et VO Productions. Il est soutenu par la Région Bretagne , de nombreuses collectivités locales bretonnes et des partenaires privés.

    Parallèlement à cette émission, un site destiné à l'actualité de la langue bretonne sera bientôt disponible.

    La première WebNoz aura lieu en direct du lycée Diwan de Carhaix le 18 décembre à 20h30.

  • www.Brezhoweb.com
  • www.Surlaplace.tv
  • Armortv.fr

29/11/2006

TNT : Tele Nul ha Treut ?

Abaoe un nebeut amzer m’eus dizoloet chadennoù an TNT, ar pezh ne dalv ket Tele nul ha treut met “Télévision numérique terrestre”. Ur wezh bout prenet ganeoc’h ur vouest bihan ha bout lakaet anezhi war o post skinwell, c’hwi c’hell sellet doc’h triwec'h chadenn, hep paeañ netra ouzhpenn... Bon, chadenn ebet e brezhoneg, evel rezon... Met Arte hag ar Pempvet a c’hell bout sellet e pad an devezh a bezh a gres d’an TNT, da skouer, ar pezh zo interesus awalc’h. Get chadennoù evel Itélé, BFM, e vez skignet doereiù, keleier a hed an devezh, evel France Info evit ar radio...

E mesk ar chadennoù all m’eus remerchet, Télé Monte Carlo. Ma faota deoc’h mont war yuvankaat, mont en dro d’ar bleadeù 70, sellit doc’h TMC. Skignet vez geti rummadoù evel L’Homme de fer, get Robert Dacier (merglet un tamm), pe Miss Marple, pe c’hoazh Nestor Burma, hennezh a zo yaouankoc’h memestra...

medium_nrj130.2.jpgAr re baour hag ar re bitaod...
Met chadennoù evit ar re yaouank zo ivez war an TNT, evel Europe2TV pe NRJdaouzek. War ar chadenn-se, ur sul da greizteiz, m’eus gwellet un abadenn skinwell gwir-vout (tele-wirionez) savet er Stadoù Unanet. En ur c’hastel oa bet bodet, tolpet, un ugentad a dud yaouank, tud ar dro pemp bloaz arnugent, merc’hed pe paotred, gwenn pe du. Tud paour ki get tud pinvidik bras. Heritourion get milionoù ha milionoù a zollarioù d’un tu lakaet get tud paour bras a zle dija kalz argant d’ar bankoù : ugent mill, tregont mill, hanterkant mill dollar. Tud  a laboura da baeañ o studioù, mammoù o unan get bugale, ha c’hoazh...  Savet oa bet strolladoù daou a daoù. Un den pitaod get un den paour.  Ur sort kenstrivadeg kwa. Ret oa dezhe labourat asambles, ha bout ar gwellañ posupl evit mont betek fin ar genstrivadeg ha tapout 100.000 dollar ! Met bep sizhun e vez lakaet er maez ur skipailh, get ar re all, e votiñ.

An deiz se e oa bet goulennet get ar strolladoù netaat un hippodrome goude redadegoù. Ur bochad tud oa daet da wellet ar ronsed e redek hag al lec’hioù oa chomet lous ar o lerc’h. Daou benn bras an hippodrome a oa bet lakaet da sellet doc’h kalite labour ar re yaouank, ha da vuzulian an amzer, evel ma vez graet da gustum er vuhez gwir get ar re gobret (ha paeet fall), d’ober labourioù sort-se. Setu al lod brasan da labourat hardiz hag un nebeut a re all, pitaod anezhe, da ruzal o botoù...

Gwalc'hiñ  ar c'horn bihan ! 
Met ne oa ket echu : goulennet oa bet gete ivez gwalc’hiñ ar privezioù, ar c’hornioù bihan, kersoulaj kwa ! Lous oa ha blaziñ a rae : ur spont. Evit ar re baour ne oa ket aes, met kroget o deus a barzh memestra, evel ma vez graet er ger. Ha re binvidik o deus kroget a barzh ivez met ar re se n’o doa ket james netaet, gwalc’het privezioù. Tud a vez paeet gete d’ober sort labour-se. Paotred pitaod a oa feuket hag heuget, met pas ar merc’hed. Notet oa bet al labour hag ar re wellañ oa sur da chom er c’hastel e pad ar sizhun war lerc’h. Hag, e fin an abadenn e oa ret votiñ evit lakaat un den er maez, hag e genseurt ivez iwez. Nag ur jeu bourrapl, nag an ambians fall er c’hastell, me lar deoc’h. Bep hini e komplotiñ d’e du da lak er maez un den all...

Get 100.000 dollar peus ket mui netra !
Unan e mesk ar re binvidik oa displijus bras, dismegansus, fier, rog ha tout. Un animatour n’doa goulennet getan petre a rahe get an argant, kent mil dollar, roet d’ar skipailh gwellan e fin an c’hoari : “Prenet vo genin ur vontr nevez !” eme ar paot dirak tud paour bras. Lakaet oa bet er maez ar paotr, hag an hini paour a oa getan. Hennezh a ouele, kalz, peogwir en doa afer, hennezh, ag an argant se... Kriz oa ar c’hoari se. Met lakaat tud pitaod bras da labourat evel ma vez graet bemdez get ar re baour, n’eo ket ur sonj fall kement-se...

medium_lcp129.jpgLCP ha Gulli...
Ma faota doc’h gober ur chouk, un ahoue, goude merenn dirak ho skinwell, meur a chadennoù zo. Met, an hini gwellan zo chadenn ar parliamant, da lâret eo LCP-public. Da noz, ur chadenn all a zo : Gulli. Skignet vez geti programmoù evit ar vugale, tresadennoù bev ha feuilletonnoù e pad an deiz... Ha netra da noz : da gousket tudoù. Chom a ra ur sort “mire” evel ma veze graet get an ORTF gwezhall, met farsusoc’h. Ur sort G, evel Gulli, a vez skignet ha klewet e tiroc’hall a hed an noz. Da gousket ar re vunut, da gousket ar re vras, hag n’ankoueit ket da lazhiñ ho postoù skinwell, da noz met ivez e-pad an devezh.
Christian Le Meut