01/12/2006
Morbihan : trouz get ar panelloù divyezhek
Un tammig trouz a zo e bro Gwened hiriv an deiz a gaos d’ar panelloù divyezhek a vez lakaet a hed an hentoù er Morbihan abaoe 2004. An dra-se oa bet votet get Kuzul an departamant, a unvouezh. Ne oa ket deuet ar sonj-se get ar c’huzulion departamant o unan, met dre forzh bout duet panelloù ha panelloù get strolladoù a faote gwelout panelloù divyezhek a hed an hentoù. Bremañ muioc’h mui a panelloù e galleg hag e brezhoneg a zo, hag evit al lod brasan, n’eus netra da lâret. Met evit reoù all...
E penn kentañ trouz oa savet d’an tu reter ag an departamant a gaos ma oa bet ankouiet ar gallaoueg. Met ne glevomp ket mui kement se a drouz d’an tu se. Ar re a oa savet a enep d’ar panelloù divyehzek ne oant ket kement se difennourion ar gallaoueg met kentoc’h tud a enep d’ar brezhoneg. Met, d’am sonj me, normal vehe gwellout panelloù divyezheg gallaoueg-galleg d’an tu-se... Nann : hiriv an deiz tud a zo souezhet kentoc’h get an anvioù brezhoneg dibabet get an departamant. Hennezh a zibab an anvioù kinniget dezhan get Ofis ar Brezhoneg. An Ofis a zo bet savet get rannvro Breizh evit labourat war an dachenn-se, met roll an anvioù kumunioù e brezhoneg savet getan n’eo ket gwir pater memestra.
Branderion, Prederion, Perderion...
E Brandérion, e tal An Hen Bont, lakaet eo bet panelloù nevez get un anv e brezhoneg tost d’an anv galleg : Branderion, hep an aksent. An aotroù maer n’eo ket a du get an dra se : “Prederion”, pe “Perderion” a vez lâret get tud ar vro, emezan. Ar pezh a zo gwir met ne oa ket ret gortoz an departamant : pep kumun n’eus droad da lakaat panelloù divyezheg e harzhoù ar vourc’h pe ar gêr. Ar pezh a zo bet graet get kalz kumunioù ar c’hornad, evel Hen Bont (Hennebont), Landevan (Landévant), Berleuiné (Merlevenez) met netra e Branderion. An aotroù maer n’eo ket brudet evit bout dedennet bras get ar brezhoneg : du-hont ar panelloù lakaet get an departamant a zo ar re zivyezhek kentañ... Ar maer a glemm memestra barzh ar c’hazetennoù. Kuzul ker Branderion a c’houlenn get an departamant da sellet tostoc’h doc’h an afer se araok lakaat panelloù divyezhek all er gumun met kalz a zo bet lakaet dija.
An Drinded : “Karnag” kuzhet !
Un tammig bec’h a zo ivez en Drinded ivez. C’hwi anav An Drinded, ar porzh bras a zo e tal ar mor hag e tal... Karnag. Justawalc’h trouz zo bet du hont ivez a gaoz mard eo bet lakaet get an departamant war ar panelloù divyezhek an anv : “An Drinded Karnag”, e lec’h La Trinité-sur-Mer e galleg. Setu An Drinded tapet en dro get he istoer rak ar gumun se oa bet distaget a Garnag kant ha daou ugent vloaz zo (er bloaz 1862). an Drinded oa, araok, ur porzh pesketourion barzh kumun Karnag hag anvet “An Drinded Karnag”. Echu eo abaoe pell get an anv se met choazet eo bet memestra get Ofis ar brezhoneg evit bout anv La Trinité-sur-Mer e yezh ar vro.
Un den ag an Ofis n’eus displeget din, n’eus ket pell zo, n’int ket an anvioù brezhoneg troet ag an añvioù galleg. Klasket vez get an Ofis anvioù a veze lâret gwezhall get tud ar vro. Ya met perak nompass treiñ an anv galleg pa zo bet ankoueit an anv brezhoneg kozh, re gozh... ? Ouzhpenn se an anv brezhoneg a c’hellehe lak an dud d’en em goll etre Karnag hag An Drinded... Tammoù skotch du a zo bet lakaet war “Karnag” get tud ag an ti ker : chom a ra nemet An Drinded evel ma oa bet graet dija evit ur banell lakaet war pont Kerisper get an ti ker, bleadoù zo. An Drinded vehe trawalc’h evit tud ar vro met meur a Drinded a zo er Morbihan : an Drinded Surzhur, An Drinded Porhoet. Ma z’eus afer ag un anv hiroc’h, neuze, me c’hellehe kinnig unan all... Porzh An Drinded a zo war ster Krac’h : setu un anv brav, “An Drinded-Krac’h” ! Ne gavit ket ? Pas ? Bon, ur farsadenn eo, evel rezon, savet get unan a Grac’h a orin, oc’hpenn... Ankoueit an dra se diouzhtu mar plij; m’eus ket c’hoant e savehe bezh etre Krac’h hag An Drinded memestra a gaos din me...
D’am sonj, kuzul departamant ar Morbihan a zelehe labourat un tammig muioc’h get ar c’humunioù evit ar panelloù divyezhek... Dober zo a zisplegiñ ar penaos hag ar perak d’an dud, ha dreist holl da bennoù bras ar c’humunioù a zo pell awalc’h d’ar brezhoneg, evit ur bochad anezhe. Hag e keñver an demokratelezh e vehe normal goulenn o ali get ar c’humunioù araok dibab o anvioù e brezhoneg. Santez Anna beniget !
Santez Anna beniget !
Met aon m’eus un tammig : trouz vo c’hoazh er Morbihan pa vo gwelet anvioù all e brezhoneg a hed an hentoù, d’am sonj. Penaos ‘vez lâret Sainte Anne d’Auray, da skouer, get Ofis ar brezhoneg ? Santez Anna Wened ! Penaos ta ! Santez Anna An Alre tapet get Gwened ? Ur spont, me lâr deoc’h... D’am sonj, dija, e Bro Gwened e vehe lâret kentoc’h Santez Anna Gwened (ar c’hemmadur-se ne vez ket graet genomp-ni). Ar “Gwened” se oa, marteze, evit eskopti Gwened kentoc’h evit kêr Gwened. Klasket m’eus barzh geriadur gwenedeg Meriadeg Herrieu (embannet get Emgleo Breiz), hag hennezh a skriv “Santéz Anna” pe “Kér Anna”... Santez-Anna Wened zo, sur awalc’h un anv gwir ivez, kavet en dro ha resusitet get an Ofis. Ur burzhud ? N’on ket sur.
Christian Le Meut
14:51 Publié dans Breizh/Bretagne, Brezhoneg/Langue bretonne | Lien permanent | Commentaires (3) | Tags : Breizh, langue bretonne
Commentaires
E-lec'h delc'her gant komzoù aner, bezomp anaoudek ouzh ar re o deus gouzañvet evit ma vefe kaset ar politikerezh da benn.
Au lieu de discuter des virgules, rendons plutôt hommage à celles et ceux qui ont payé pour que cette politique de bilinguisme soit mise en place.
Écrit par : Bertrand Deléon | 20/11/2006
Da gentañ penn ema red rentiñ enor d'ar re a bass kement a amzer é teskiñ ar brezhoneg hag a zo (c'hoazh) bew. Un den diwyezheg a impli diw yezh KOMZET, pezh zo gwir ewid ar vrezhonegerion a-vihan. N'eus gosig den'bet diwyezheg e-mesk ar re'rall.
En tout lieu, rendons d'abord hommage à celles et ceux qui payent cher de leur temps à apprendre le breton (encore) vivant. Être bilingue, c'est parler deux langues ; deux langues PARLÉES. Le bilinguisme est actuellement effectif chez les bretonnants de naissance. Pour presque tous les autres, on en est loin, très loin.
Écrit par : Kevina | 23/11/2006
Demat deoc'h, pa'z eus kaoz un tamm eus an Ofis er pennad-mañ e kredan reiñ un nebeud titouroù a c'hallo bezañ kavet talvoudus gant tud zo marteze. Anvioù kumunioù Breizh n'int ket bet divizet gant an Ofis. Ul labour eo zo bet kaset da benn e framm Skol-Uhel ar Vro e-kerzh ar bloavezhioù 80. Ur bodad a-ratozh a oa bet savet, digor d'ar skiantourien ha d'an holl vrezhonegerien a-youl vat a felle dezho emellout ouzh an dachenn-se. Ouzhpenn 50 a dud o deus kemeret perzh el labour stroll-mañ ha meur a vloaz eo padet (studiadennoù > Kinnigoù > Evezhiadennoù > Emvodoù > Adkinnigoù > Votoù). P'eo bet ganet an Ofis eo bet adkemeret gantañ al labour a oa bet kaset da benn e framm SUAV. Skignet eo bet a labour-se abaoe bloavezhioù gant Skol-Uhel ar Vro (roll kumunioù Breizh), an Ofis (panelloù, kartenn-hent, roll kumunioù Breizh, troidigezhioù a bep seurt), ar geriadurioù klasel (An Here, Moulladurioù Hor Yezh, al Liamm), deiziataer Skol an Emsav, panelloù hag all. N'eo ket ul labour nevez evit ar vrezhonegerien a lenn o yezh eta. Pa'z eus bet anv a staliañ panelloù gant departamant ar Mor-Bihan en deus goulennet an departamant digant Skol-Uhel ar Vro hag an Ofis adwelet ar roll da vat. Ar pezh a voe graet. Diwar-se e voe divizet degas un nebeud cheñchamantoù c'hoazh (peurlipat zo tu d'ober atav). Met dre vras e voe adkadarnaet ar roll, gant ar soñj pennañ da stabilaat an implij.
Perak e c'hoarvez tammoù drailh er Mor-Bihan e kumunioù zo a-wechoù neuze? Pa voe divizet gant Penn-ar-Bed hag Aodoù-an-Arvor divyezhekaat o hentoù e-kreiz ar bloavezhioù 80 e voe sammet ul labour kenurzhiañ gant an departamantoù-se. Diwar c'houlenn an departamant, SUAV a ginnige stummoù d'ar c'humunioù. Peurliesañ e veze asantet ar stummoù kinniget. Pa oa dizemglev e veze klasket un tu d'en em glevet ha, war-bouez nebeut-nebeut a gumunioù, e voe tizhet un emglev e pep lec'h. Ar c'humunioù na oa ket bet tu d'en em glevet ganto a oa kumunioù a nac'he krenn ar panelloù divyezhek (menegiñ a c'haller un darn vat eus kumunioù ar Vro-Vigoudenn, da skouer, diwar atiz Ambroise Gelleg) pe kumunioù a ginnige stummoù na oa ket tu da zegemer evit abegoù a bep seurt (fazioù reizhskrivañ pe stummoù trefoet betek re). Tamm-ha-tamm e voe plaenaet ar c'hudennoù a chome. Er Mor-Bihan avat n'en deus ket c'hoariet an departamant ar roll kenurzhiañ-se pa oa bet nac'het gantañ mont da-heul an daou departamant all. 20 vloaz zo aet hebiou abaoe. Kumunioù zo o deus lakaet panelloù warno stummoù a oa disheñvel diouzh ar pezh a oa bet degemeret er bed brezhonek dre vras. Kumunioù all, niverusoc'h, n'o doa ket lakaet panell ebet. Hiziv emañ an departamant o staliañ panelloù da bep kumun diwar ar roll zo bet pourchaset dezhañ. Netra reishoc'h. Marteze avat e vefe tu da gelaouiñ muioc'h en a-raok evit reiñ an tu d'ar c'humunioù da reiñ o soñj. Koulskoude, a-wechoù e weler tud oc'h enebiñ hep gouzout na bu na ba eus buhez bed ar brezhoneg hag a glask enebiñ war un diazez n'eus ket kalz a draoù da welet gant ar brezhoneg. Da ziwall zo ivez.
War ar stummoù zo e kaoz er pennad. An Drinded-Karnag n'eo ket bet "resusitet" gant den ebet. N'eus ket bet ezhomm peogwir eo bev-buhezek ar stumm-se e-touez brezhonegerien ar vro evel m'eo bet diskouezet gant hon enklaskoù war an dachenn. Ma kav abeg kumun an Drinded-Karnag en adger Karnag eo peogwir ez eus dizemglev etre kumun An Drinded-Karnag ha kumun Karnag war ur bern tachennoù all n'o deus netra da welet gant ar brezhoneg. Ar brezhoneg n'eo nemet un digarez. Pa oa bet renet al labour skoueriekaat anvioù kumunioù Breizh e oa bet degemeret un nebeud pennaennoù labour. Unan anezho a oa ne vefe ket adkemeret e brezhoneg an anvadurioù touristel bet ouzhpennet e galleg evit deskrivañ un toullad kumunioù : traoù a seurt gant sur mer/les bains/la plage hag all. Divizet e oa bet e vefe klasket doujañ d'an doare naturel da sevel lec'hanvioù e brezhoneg. E brezhoneg, evit lec'hiañ ur gumun eur boas da venegiñ ar gumun anavezetañ tostañ pe ar gumun-vamm. Ur bern skouerioù zo eus an dra-se : Plougastell-Daoulaz, Plounevez-Kintin, An-Drinded-Surzhur, hag all. Un doare naturel da sevel anvioù-lec'h eo. N'eo ket brezhonek avat ar boaz da lakaat anvioù stêrioù ouzh an anvioù kumunioù (Briec-de-l'Odet, Riec-sur-Belon, hag all). Divizet e oa bet neuze ne vefe ket graet gant seurt anvadurioù bep tro ha ma vije tu. Ar pezh zo, evit abegoù politikel, ne blij ket alies da vaer ur gumun bennak e vije en hec'h anv anv ur gumun amezek. Se avat zo politikerezh, yezhoniezh zo un afer all.
Evit ar pezh a sell ouzh Santez-Anna-Wened eo bet degemeret an anv-mañ peogwir eo bev e-touez an dud hag e ya e vrud kalz pelloc'h eget ar Mor-Bihan. Anavezet mat eo e Kerne hag e Treger ar c'hrennlavar "Santez Anna Wened pell eo mont d'he gwelet". An anv-mañ kennebeut n'eo ket bet nag ijinet na dasorc'het gant an Ofis. Un anv bev eo. Erfin Branderion pe Prederion ? Mat, an etimologiezh n'eo ket sklaer. An daou a gaver a-hed an istor. D'ar mare ma oa bet labouret war anv ar c'humunioù e oa ket kavet furoc'h chom tost d'ar stumm melestradurel a-vremañ kuit da ginnig d'an dud ur stumm a oa re bell d'ar stumm anavezet dre skrid ganto. Ne oa panell ebet e Branderion d'ar mare-se. Ma vije bet unan gant "Prederion", sur e vije bet kemeret e kont rak, en degouezh-mañ, ez eus lec'h, a gav din, da zegemer an eil pe egile. Met panell ebet ne oa war an dachenn da neuze. Ha feiz, betek nevez-tre zo, an dibab a oa bet graet n'em eus ket soñj bezañ lennet pe klevet gwall dra a yaje a-enep dezhañ.
Sirius ha don eo bet al labour zo bet kaset da benn evit skoueriekaat anvioù kumunioù Breizh. Al lec'hanvadurezh n'eo ket ur skiant rik avat ha lec'h zo atav evit dizoleiñ pe resisaat traoù. Selloù disheñvel a c'haller kaout ivez, evel mont muioc'h eus tu istor ar yezh pe muioc'h eus an tu ma vez distaget an anvioù. Roll kumunioù Breizh an Ofis, ma n'eo ket gwir bater eo, zo memes tra disoc'h ur c'henvarc'had etre an holl dud o doa kemeret perzh hag o doa asantet mont diouzh pennaennoù boutin. Ul labour stroll n'eus netra par dezhañ e nep lec'h all e lec'h m'en deus pep hini asantet dilezel darn eus e soñjoù evit tizhout un emglev stroll evit mad ar pep brasañ. Ar pezh en deus ezhomm ar brezhoneg er mare-mañ n'eo ket tabutoù er c'hazetennoù eo. Kentoc'h e faot kaout ur spered unaniñ, kenurzhiañ, mont war-raok hag en em glevet. Setu ar pezh a glask an Ofis tizhout hep na vije aes bepred.
Fulup Jakez
Eilrener Ofis ar Brezhoneg
Écrit par : fulup | 28/11/2006
Les commentaires sont fermés.