Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

30/09/2006

Karantez pell ag ar skrammoù skinwell

Ur wezh a oa ur paotr aet da neuial barzh ar mor koste Pleheneg ar dro eizh eur da nozh, e fin miz Mezheven paseet. Ne oa ket den ebet war an aod, na war an draezhenn, na war an tevennoù. Den ebet e neuial, daoust d’ar mor bout klouar awalc’h, daoust d’an heol tomm ha d’an amzer vrav. Souezhus. Emen a oa aet kuit ar re all ? Tud ag ar vro pe touristed, evel ma z’eus e fin miz Mezheven memestra. Nann, den ebet ag ar Gourenez Gâvres beteg Pleheneg : an aod oa daet da vout un dezerh...

A gaos da berak ? Ur vombezenn nukleel kouezhet er mor ?... Pas, a gaos d’ar football, rak, er miz Mezheven paseet oa Kampionnad bed ar fobal; millionoù ha millionoù a dud a oa chomet dirak o fostoù tele, o skrammoù skinwell da sellet doc’h un match get skipailh bro Frans a enep d’ur skipailh all, ankoueit m’eus piv oa.  D’ar c’houlz se ne oa ket bet kollet c’hoazh ar c’hib; ne oa ket bet roet un taol penn get Zinedine Zidane d’ur c’hoariour ag Italia. Ar pezh n’eo ket na seven, nag efedus.

Sant Zizou pedit evidomp
Araok an darvoud se Zizane, evel zizanie e  galleg, oa tost da vout kanoniset get ar mediaioù. Souezhus eo bet, neuze, gwelout ur sant (pe un danvez sant) skoeiñ un den all ! Ret eo gouarn hor “self kontrol”, paotr Zizou, dreist holl pa vezer kapiten ag ar strollad. N’eus ket droad d’ober justis hon unan, nag e ker, na war er maezioù, na war un dachenn fooball... Un toull trap oa, ouzhpenn : c’hoariourion fobal zo a lâr kunujennoù, traoù louz, traoù fall, evit lakaat ar re all d’en em gounnariñ, ha Zizou zo kouezhet barzh an toull trap. N’eo ket gwall fin. Zizou zo bet lakaet  er maez ag an dachenn hag ar lec’h, kollet an traoù ! Met bon, hennezh zo war e leve, bremañ, aet kuit d’ober yaourt get an aotroù Danone, kenavo paotr...

Met esperans oa c’hoazh get an dud, e fin miz Mezheven, da welet Bro Frans monet e penn strolladoù fobal ag ar bed a bezh.  Perak bout dedennet get traoù sort se ? Perak paeañ ken ker c’hoariourion fobal ? Perak en em lakaat sot dirak ur skramm skinwell evit traoù sort se ? Penaos bed souezhus, ha dipitus a wezhoù, a sonje ar paotr, e unan penn... Ha setu eñ, aet da neuial barzh ar mor, en ul lec’h bras ha brav  spontus... Ur wezh echu, distreiñ a rae d’an draezhenn d’en em sec’hiñ ha da lenn ul levr, chouket, asezeet war ar sabl. Souezhus oa bout e unan en ul lec’h ken brav ha bras e fin miz Mezheven. Tud oa e labourat, sur awalc’h; tud all a oa e kousket dija met bon, millionoù a dud a  selle doc’h tud a oa e redek ar lerc’h ur volotenn... E huchal, evit ul lod anezhe...

Tri den e tal ar mor
Met setu tri den all e tonet. Daou zen yaouank gwisket evel ma vehe deiz o eured hag ur tennour poltridi gete. Deuet oa ar re se d’ober fotoioù, skeudennoù evit bout gwerzhet anezhe e pad an eured, evel ma vez graet alies. Ar paotr ne oa ket souezhet, gwellet en doa dija tud e tonet d’ar Magouero e Pleheneg d’ober skeudennoù evel se. Ul lec’h kaer eo evit gober poltredoù a feson.

Da gentañ, an dud nevez, gwisket get o dilhad eured, o deus graet tre ar seurt skeudennoù a vez graet get an holl. Goude avat, lamet dezhe o botoù, o deus redet d'an dour, ar wreg war choug he gwaz, betek en em lezel da gouezhel, ha roul-diroul (ruilh-diruilh) neuze, brec'hetaet o daou, er gwagennoù hag war an traezh. Netra lous, netra disonest ; ken nemet ur gaer a daolenn doc'h en em zispak er c'huzh-heol edan lagad an tennour poltridi. Sioul oa ar mor  ha gleb an danvez pried. An heol oa deuet da vout oranjez, just araok en em guzhiñ war zu ar c’hornog, koste An Oriant.

Ar paotr oa aet kuit e leskel ar re yaouank barzh ar mor. Poltredoù a feson ha divoutin a oa bet graet an deiz se, sur awalc’h. Hag un abadenn gaer oa bet er Magouero. Un abadenn a garantez da vat, pell ag ar postoù tele hag ar grogadoù fobal.
Christian Le Meut

Les commentaires sont fermés.