20/10/2006
Ar Vro gozh ma zadoù, la Marseillaise : dober zo a sonennoù broadel ?
Bleadeù zo m’boa komzet deoc’h ag ar Vro gozh ma zadoù (dielloù miz Meurzh 2005). C’hwi ouia mat : ar Vro gozh, ar sonenn a zo, sanset, sonenn vroadel Breizh. Me lare deoc’h penaos m’boa klevet ar sonenn se evit ar wezh gentañ e fin ur sonadeg get Kanerion Pleuigner ha Denez Prigent. Ha setu ni, arvesterion, en hor sav, e selaoù ar Vro gozh sakret. Ouzhpenn se, ma zad, a oa etaldin, a ouie kanal ar sonnen se; souezhet oan bet rak ne m’boa ket james klevet ma zad kanal e brezhoneg...
D’ar mare se ne ouien ket e oa ur sonenn vroadel e Breizh. Choazet get piv ? Ar vMarseillaise oa bet dibabet e fin an naontekved kantved get ur parliamant dilennet get ar bobl, hag ar Vretoned en o mesk. Evit ar Vro gozh, parlamant ebet, votadeg ebet. Dibabet oa bet get tud zo, kant vloaz zo, barzh ur strollad politikel anvet l’Union régionaliste bretonne. An URB ne oa ket kar d’an UDB (Union démocratique bretonne) a vremañ met kaoz zo bet ag ar Vro Gozh barzh niverenn miz Gwengolo ar gazetenn Pobl Vreizh, le Peuple breton (ur gazetenn tost tre d’an UDB).
Kelenn ar Vro gozh ?...
Pennadoù skrid a feson zo barzh ar gazetenn se, hag un nebeut e brezhoneg. Met bon, evel rezon, n’on ket a du get razh ar pezh e lennan e barzh evel ul lizher embannet e miz Gwengolo. Hervez Jakez Le Floc’h, ur paotr a Gemper, ne vez ket mui kanet ar Vro gozh e Breizh tra ma vez klewet muioc’h mui ar vMarseillaise barzh ar stadoù sport. Ha Pobl Vreizh da reskont : “Ar Vro gozh a vez kanet e fin emvodoù meur an UDB; war stadoù sport e vehe mat ivez kanal komzoù ar Vro gozh, evel ma vez graet get suporterion Bro Gembre, met n’int ket anaouiet rak n’int ket kelennet”.
Kelennet ? Get piv hag e men, er skolioù ? Setu ur sapre raktress pedadogel evit ar vugale e Breizh. Goude an aotrou Chevènement, broadelour mod Bro Frans hag en doa lakaet en dro ar vMarseillaise er skolioù, setu bremañ Pobl Vreizh get ar Vro gozh. Paour kaezh bugale ! Pal an deskadurezh, d’am sonj, n’eo ket plantiñ sonennoù ha sonjoù broadel barzh spered ar vugale met sevel tud, sitoianed a c’hell kompreiñ ar bed e lec’h m’emaint e chom. N’eo ket e kanal pozioù taer, ar vMarseillaise, pe pozioù kozh ar Vro gozh, ez ay gwelloc’h an traoù.
Dibab unan all ?
D’am sonj, n’eus ket afer a sonennoù pe bannielloù broadel : toulioù strap eo, a lak sonjoù faos barzh spered ar re vunut hag ar re vras. N’eo ket e kanal pe e huchal ar vMarseillaise pe ar Vro gozh e vo savet un dazont gwelloc’h, met e doujeiñ gwirioù mab den, hag e lakaat an demokratelezh da vont araok... Met, ma z’eus afer ag ur sonenn vroadel dre ret evit ar Vretoned, goulenn a ran c’hoazh, evel ar pezh m’boa goulennet bleadeù zo dija, ur referendum evit dibab anezhi. Kinnig a ran me “Son ar sistr”. Son ar sistr vehe ur sonenn vroadel a feson da ganal ha da huchal; ha kasehe begon ha startijenn d’an dud. Ur sonenn a feson vehe ivez da ganal e fin emvodoù meur an UDB. Ne sonjit ket ?
Christian Le Meut
11:15 Publié dans Breizh/Bretagne, Brezhoneg/Langue bretonne | Lien permanent | Commentaires (1) | Tags : Bretagne, Breizh
Commentaires
Lid breizhat
Evel bep bloaz e tougo ar gevredigezh Bemdez bri d’ar miliadoù a dud bet reuziet gant ar "Brezel Bras" (1914-18). Lakaet eo da bal dezhi kas sevenadur Breizh war-raok ha lakaat da anat reizhwir e ziorren.
Diouzh le ar stourmerien gozh deuet ag an talbenn e vo e doare ul lid hep lu, dilifre ha diarm a-benn lidañ ar peoc’h.
Lakaet eo bet an emgav d’ar Sadorn 11 a viz Du da 11 e. 15, da-heul al "lidadegoù kefridiel", war dreuzoù uhelenn ar Waremm, diwar-zu straed Sant-Tropetz (e-tal Kuzul an Departamant) e Gwened. Digor eo d’an holl.
Evit Bemdez,
Bertrand Deléon.
--------------------------------------------------------------------------------
Communiqué de presse :
Hommage breton
L’association Bemdez, qui a pour buts de promouvoir la culture bretonne et d’assurer la légitimité de son développement, rendra comme chaque année un hommage breton aux milliers de victimes de la " Grande Guerre " (1914-18).
Selon le vœu émis par les anciens combattants revenant du front, il s’agira de rendre un hommage non militaire, sans uniforme et sans arme, afin de célébrer la paix.
Le rendez-vous est fixé le samedi 11 novembre à 11 h. 15, après les "cérémonies officielles", à l’entrée du plateau de la Garenne, côté rue Saint-Tropez (près du Conseil Général) à Vannes. L’hommage est public.
Pour Bemdez,
Bertrand Deléon.
Kevredigezh / Association BEMDEZ
Ti ar c’hevredigezhioù / Maison des associations
6 straed ar Govuerezh / 6 rue de la Tannerie
56 000 GWENED / VANNES – BREIZH / BRETAGNE – Pgz / Tél. 06 11 51 43 15.
http://membres.lycos.fr/bemdez/
Écrit par : Bertrand Deléon | 02/11/2006
Les commentaires sont fermés.