Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

08/10/2009

"Les blondes" en breton/ "Ar meleganezed" troet e brezhoneg

blondes401.jpg"Les blondes" (ar meleganezed) a zo ur rummad bandennoù embannet e galleg abaoe bleadeù zo (dek albom a zo). Istorioù a zo bet troet e brezhoneg ("la langue officielle des planteurs de menhirs" eme lec'hienn internet an ti embann...) get Divi Kervella, hag embannet n'eus ket pell zo. Bez zo "gagoù" fentus ha reoù all mantrus penn da benn. Ma faota deoc'h lenn ar c'hwec'h bajenn gentañ, posupl eo o fellkargiñ war lec'hienn embannadurioù an Heol.

Les blondes (ar meleganezed en breton), est une série de bande dessinée en français éditée depuis plusieurs années (la série compte dix albums). Certains gags ont été traduits en breton ("la langue officielle des planteurs de menhirs" selon le site internet de l'éditeur...), par Divi Kervella, et viennent d'être publiés. Il y a des gags drôles, certes, mais d'autres sont franchement navrants. Pour vous faire une idée plus précise, il est possible de télécharger les six premières pages sur le site des éditions Soleil.

http://www.soleilprod.com/?page=Catalogue.Album&id=1703

20/02/2009

Bande dessinée : Aya de Yopougon

Ayaun352.jpg

Le quatrième tome des aventures d'Aya de Yopougon est paru fin 2008. Cette série raconte la vie d'Aya, une jeune fille qui vit dans le quartier populaire de Yopougon, à Abidjan, capitale de la Côte d'Ivoire, à la fin des années 70. Aya est une jeune et jolie  étudiante sérieuse et sage qui veut devenir médecin... Son père, Ignace, ne l'encourage que modérément dans cette voie. Cadre dans une entreprise qui vend la bière nationale, la Solibra, il n'est pas pauvre mais voila, il a deux familles à nourrir... La famille officielle dont fait partie Aya, et la famille cachée.

Cette BD est, ainsi, une chronique des us et coutumes, des moeurs, d'un quartier ivoirien. Dans ce quatrième tome, par exemple, Aya est confontée aux avances d'un de ses enseignants qui veut coucher avec elle, ce qu'elle refuse. Résultat : elle a de mauvaises notes, et elle comprend que beaucoup des autres étudiantes ont, elles, consenti. Félicité, une jeune fille de son âge, parente lointaine, qui sert de servante à la famille, est rappelée par son vrai père qui l'avait pourtant quasiment abandonnée. Elle doit repartir dans un village de la brousse et abandonner sa famille "adoptive". Les deux meilleures amies d'Aya sont Bintou et Adjoua. Adjoua attend un bébé : de qui ? De Moussa, le fils d'un riche bourgeois, ou d'un autre ?... Il y a aussi Innocent, coiffeur homosexuel, amoureux d'un garçon du quartier. Il décide de partir pour Paris, espérant que son amoureux le suivra, ce qu'il refuse de faire. Innocent part quand même et découvre Paris, la communauté africaine, le travail au noir, la précarité...

Toutes ses histoires sont racontées avec beaucoup d'humour, même dans les moments cruels. Et puis il y a le français, très proche (probablement), de celui parlé à Abidjan, plein d'expressions surprenantes, petit échantillon ci-dessous :

- Walaï : Mon Dieu.
- Les gos : les filles.
- Toubabousé : "s'européaniser", faire comme les blancs.
- Le farotage : la frime.
- En kataclando : en cachette.
- Le pointeur : le mec, le petit copain...

- Aya da Yopougon, Tomes 1, 2, 3, 4 est éditée par Gallimard, collection "Bayou", écrit pas Marguerite Abouet et dessiné par Clément Oubrerie. 16 € le tome, environ.

17/02/2009

BT : Aya de Yopougon

Aya4345.jpg

Yopougon a zo ur c'harter ag Abidjan, e Aodoù an Olifant. Aya a zo ur verc'h yaouank, etre triwec'h hag ugent vloaz, a zo e chom barzh ar c'harter-se get he familh, e fin ar ar bleadoù 1970. Ur verc'h fur, seder, sirius, koant, a faota dezhi dont da vout medisinourez. Ha studial a ra kalz evit ar pal-se, ar pezh a zisplij d'he zad Ignace; hennezh a gav ker ar studioù. An tad a labour barzh ur stal a werzh bier, ur bier brudet er vro hag anvet "Solubra"; n'eo ket paeet fall met... div familh en deus, unan ofisiel hag unan all kuzhet, ar pezh a goust argant memestra.

Aya deus ur bochad mignonned ha, dreist holl, Bintou hag Adjoua. Istor teir familh ag ar merc'hed-se a zo displeget deomp, d'un doare farsus awalc'h d'ar peurliesan, met kriz ivez a wezhoù. Er pevarved albom, embannet e fin ar bloaz paseet, e wellomp penaos Aya a zo lakaet diaes get ur c'helener dezhi hag a faota mont da gousked ha c'hoari koukoug geti. Aya deus kaset anezhan da sutal met fallgountant eo ar c'helenner, ha reiñ a ra notennoù fall da Aya. Honnezh a gompren ivez penoas ur bochad studierezed all o deus asantet mont get ar c'helenner... Met, sikouret get Binto hag Adjoua, Aya a gavo un diskoulm, sur awalc'h, er pempved albom...

Aya de Youpogon a ziskouezh penaos a gerzhe an darempredoù sokial e Aodoù an Olifant d'ar c'houlz-se ha, marteze n'o deus ket chanchet kalz, daoust d'ar brezel a zo bet er vro-se war lerc'h. Darempredoù etre ar baotred hag ar merc'hed, ar maouezed hag ar wazed; etre ar re binvidik hag ar re baour (Yopougon a zo ur c'harter paour awalc'h)... Penaos e vez merc'hetaet, penaos e vez paotretaet ? Adjoua a zo e toug: piv e an tad ? Félicité, ur verc'h yaouank, a zo e chom get familh Aya abaoe pell, ur geniterv pell eo ha labour tamm pe damm evel matezh. Un deiz, he zad ha c'houlenn geti da zont en dro d'er gêr, war er maezioù, dre ret. Setu Felicité spontet ha glac'haret, kaset pell ag he familh gwir. Innoncent, ur mignon da Aya, perrukener a vicher, a ya kuit ag ar vro evit mont da Bariz. Ar paotr-se a gar ur baotr all, dre guzh, ha ne faota ket dezhan mont kuit getan... Trist bras, Innocent a ya kuit memestra met, ur wezh degouezhet e Pariz, n'eo ket aes ar vuhez kennebeut. Stard tre, ne lâran ket.

ayadaou319.jpg

Un dra all a zo diverrus bras get "Aya da Yopougon" : ar galleg komzet get an dud a zo evel ar galleg komzet e Aodoù an Olifant,  get ur bochad  gerioù dishenvel, tennet, marteze, ag ar yezhoù all komzet er vro.  Ur geriaoueg a zo e fin pp levr; setu, un nebeut skouerioù :

- Walaï : M'en Doue.
- Les gos : ar merc'hed.
- Toubabousé : "gober evel an Europeaned, europeaniset".
- Le farotage : Foenviñ.
- En kataclando : dre guzh.
- Le pointeur : ar galant, an dousig, ar paotr...
Ha c'hoazh...

- Aya da Yopougon, lodenn 1, 2, 3, 4 a zo bet embannet get Gallimard, rummad "Bayou", skrivet get Marguerite Abouet ha treset get Clément Oubrerie. War dro 16 € an tamm.

Christian Le Meut

E galleg/En français : petite note sur la bande dessinée Aya de Yopougon, dont le quatrième tome est sortie fin 2008, et que je recommande (bientôt la note en français).

12/12/2008

BD : Pyonyang et Shenzen

pionyang335.jpgJe conseille chaudement la lecture de deux livres BD de Guy Delisle, dont j'ai déjà présenté ici Chroniques Birmanes. Il s'agit de Shenzen (édité en 2005 chez L'Association), et Pyonyang (2003, même éditeur). L'auteur y raconte ses séjours dans ces deux pays (la Chine et la Corée du Nord), pour y encadrer des dessinateurs de BD travaillant à la chaîne pour de grandes sociétés de production françaises (Canal Plus, TF1, Dupuis...). Les dessins animés que nos enfants regardent à la télévision sont, en grande partie, réalisés dans ces pays d'Asie, une face peu connue de la mondialisation !

 

shenzen334.jpg

A travers ses quelques mois passés, l'auteur nous montre ses relations avec les habitants, la pauvreté, la dictature, les mentalités, la peur de parler, la culture, les conditionnements, la nourriture... Son regard est à la fois chaleureux pour les gens, mais sans concessions pour les puissants. L'album "Pyonyang" est particulièrement édifiant et le portrait de la dictature nord-coréenne est à la fois terrible et drôle. Voici le lien avec la note en français de Chroniques birmanes :

http://rezore.blogspirit.com/archive/2008/05/04/bd-chroni...

 

 

11/12/2008

BD/BT : Pyonyang - Shenzen

shenzen334.jpgN'eus ket pell 'zo m'eus kinniget deoc'h ur banne dreset a gaven bourrapl hag interesus da lenn : Chroniques birmanes, skrivet get Guy Delisle (liamm e fin an notenn). Daou levr all treset ha skrivet getan m'eus lennet abaoe : Shenzen (embannet e 2005) ha Pyongyang (2003). D'ar c'houlz-se, Guy Delisle a oa bet kaset get embregezhioù (evel Dupuis, TF1, pe Canal Plus), evit ober ar dro tud a laboure (hag a labour c'hoazh moarvat) evite, o ambrougiñ da sevel tresadennoù bev (marc'hadmatoc'h evit en Europa). N'eus ket mui kalz a stalioù tresañ ("studios d'animation" e galleg) en Europa abaoe ugent vloaz : al labour a vez graet bremañ e broioù evel Sina ha Kore hanternoz ! Ha kaset e vez du-hont un nebeut tud a-vicher evit kenlabourat get tud ar vro...

Setu perak ha penaos e oa bet kaset Guy Delisle e Shenzen (ur gêr vras nevez a vro Sina), hag e... Pyonyang, kerbenn Kore hanternoz ! Div vro hag a vez dalc'het kriz get o fennoù bras, diktatourion anezhe...

Just e degouezhout e Pyonyang, Guy a wel... netra, peogwir n'eus gouloù ebet en aerborzh ! Ur jubennour zo deuet d'en degemer ha paotr an taksi a ro dezhan bokedoù... Tud degemerus, d'ho sonj ? Tamm ebet : ar re nevez erruet a vez kaset da pionyang335.jpgdelwenn Kim il sung, diktatour marv (1912-1994) ha tad an diktatour a-vremañ, Kim Jong Il, d'hi saludiñ ha da gas ar bokedoù dezhi ! Un delwenn a daou vetr arnugent a uhelded... Ha razh an traoù a zo evel-se : spontus ! Un hent bras a gas... d'ur mirdi e lec'h ma vaz diskouezhet ar profoù roet d'an diktatour get an estranjourion ("Mirdi ar mignoniaj !). An dud ne gomzont ket, ne gredont ket lâr o sonjoù nemet evit lâr ar pezh a zo aotret da lâret. Ha Guy a vez berpet heuliet get ar jubennour...

Met Guy a wel traoù memestra : e fin ar miz, e genseurted a vez paeet get argant, evel rezon, met ivez get ur sac'h riz evit pep hini, rak n'eo ket aes preniñ riz er vro... Tud a vez berped e labourat er straedoù, e netaat an hentoù, ar pontoù, pe e tibuniñ, "tud a youll vat" sanset, met lakaet da labourat pe da zibuniñ dre ret, sur awalc'h. E-pad an amzer-se Guy, ec'h unan er vro, a lenn 1984, Georges Orwell... Met ar vro-se a zo evel bed "1984".

Shenzen
Evit Shenzen, e Bro Sina, an traoù a zo dishenvel ha muioc'h a zarempredoù n'eus ar paotr get tud ar vro... Met ar re-se, Sinaiz, ne lâront ket o sonj ivez. Pinvidikoc'h eo ar vro met an tresour a zo e chom hag e labourat barzh ur gêr nevez flamm, Shenzen e lec'h n'eus ket kalz a vuhez, na kalz a dra da welet...

Mard oc'h plijet get dizoleiñ broioù nevez dre al levrioù, lennit Shenzen ha Pyonyang : kentelius, spontus, kriz, met farsus ha deverrus ivez.

Pyonyang ha Shenzen a zo bet embannet get L'association. Evit Chroniques Birmanes, an notenn e brezhoneg :

http://rezore.blogspirit.com/archive/2008/04/30/bt-chroni...

Christian Le Meut

00:06 Publié dans Levrioù/Livres/BT/BD | Lien permanent | Commentaires (0) | Tags : bd

20/11/2008

BD : Magasin général

magasinquatre327.jpg"Confessions" : setu anv pedervet lodenn ar Magasin général, ur vandenn dreset savet a-stroll get Loisel ha Tripp. An daou zen a skriv ha dres an istor-se abaoe un nebeut bleadeù bremañ. Al lodenn gentañ, "Marie", a oa bet embannet e 2006 (get Casterman).

Ni 'zo e Bro gKebek, war dro 1930, ba' ur barrez vihan war er maezioù, Notre-dame les Lacs. Marv eo ar paotr a zalc'h ar stal nemetan a zo er vourc'h. Marie, e intanvez, a gendalc'h war e lerc'h, met diaes eo geti... Met ur paotr all, Serge, a zegouezh er vro, get e marc'h tan, unan drol anezhan. Hag e savo karantez etrezo, hag en em zimezo ?

Tiegezhioù all a zo : ar re Godbout, Ouelette, Roberge, Gladu, Allaire, ha c'hoazh. Ur maer kozh, ur beleg yaouank, mignon get ur munuzer ha ne ya ket d'an iliz... O buhez pemdeziek a zo diskouezhet deomp, get fent ha teneridigezh, get tresadennoù kaer spontus. Hag an dud a gomz ur galleg bourrapl da lenn, rannyezhel awalc'h met aes da gompren.

En français : "Confessions" est la quatrième partie du Magasin général, une bande dessinée réalisée conjointement par Loisel et Tripp qui écrivent et dessinent cette histoire depuis plusieurs années maintenant. La première partie, "Marie", était parue en 2006 chez Casterman.

Nous sommes dans les années 1930 dans une petite commune du Québec, Notre-dame les Lacs, à la campagne. L'homme qui tenait le seul magasin du bourg est décédé et sa veuve, Marie, continue à sa suite, mais avec du mal... Mais un autre homme, Serge, arrive au village, sur sa moto, un original, celui-là. S'aimeront-ils ? Se marieront-ils ?

Il y a d'autres foyers : les Godbout, Ouelette, Roberge, Gladu, Allaire, etc. Un vieux maire, un jeune curé ami avec le menuisier qui, lui, ne fréquente pas l'église... Leur vie quotidenne nous est montrée, avec humour et tendresse, et des dessins somptueux. Et les personnages parlent un français savoureux, dialectal mais facile à comprendre.

Christian Le Meut

 

17/10/2008

BD/BT: Un après-midi un peu couvert

aprèsmidi324.jpgUr vag. Ur paotr warni, Pierre, 25 bloaz, lakoomp, ur gasketenn war e benn. Ar vag a denn d'ar re a ya betek Enez Gerveur bemdez. An enezenn hag ar porzh e lec'h ma degouezh ar vag a denn d'ar Gerveur (get un nebeut tres Eussa hag ar Jentilez ivez) met n'eo ket : "Enez Neizh" eo. Ur vaouezh, yaouank c'hoazh, a zo e c'hortoz war ar c'hae. En em vriata a reont, laouen bras d'en em gavout en dro.

Ar vaouez a labour en enezenn e-pad tri miz miz evit studial laboused en arvar, ar "sataniged"(*). He mignon a zo chomet e Pariz; deuet eo d'hi gwelet e-pad un devezh met, dre wall chañs, ar vaouez a zo tapet get he labour. Ar paotr, neuze, a ya d'ober tro an enezenn e unan.

Pierre a zo ampart evit mont da gaozeal get ar re all : ar faktourez, pesketerion, ul labourer douar, ul livour a Vro Saoz, ur vedisinourez, tud an tour tann hag ur vaouez e toug, Brita Pohl. Met an ambians a zo stard awalc'h war Enez Neizh. Archerion a zo deuet. Ur mestr-skol n'eus forset bugale zo. Tapet eo bet met tud ar vro n'int ket a-du war ar pezh a zo d'ober war lerc'h : komz ha diskouezh an torfet, pe chom kuzhet...

Ar paotr, eñ, a selaou, ha c'houlenn tra man dra, a dap e begement a wezhoù, hag a c'hortoz e zousig... Betek an noz. Krouadur ebet gete. Ar vaouez, Catherine, a zo 38 vloaz. Mallus eo dezhe tapout bugale met ne gomzont ket a-ziar an dra-se. Betek un noziad war un enezenn ?

Ul liv hepken a zo er vandenn dreset-se, sepia, ar pezh a c'hellehe bout trist, met n'eo ket, brav eo memestra. Fromoù, fent (un nebeut), tud, darempredoù gwir etre an dud, Breizh, an natur : ar vandenn dreset a gas al lenner da veajiñ, ar pezh a zo plijus. Un nebeut brezhoneg a zo e-barzh (get un nebeut farioù) :

"...Leret din, dre hoc'h eginan

pe seurt galloud a zo el loar-gan...

Al loar gan, war dro Nedelek

a laka linn e peb havrek"...

Ho leskel a ran bremañ, mont a ran kuit d'ar Gerveur !

Christian Le Meut

- Philippe Squarzoni, "Un après-midi un peu couvert", embannet e miz Eost 2008 (Embannadurioù. Delcourt Mirages)

En français : note sur une bande dessinée attachante de Philippe Squarzoni, "Un après-midi un peu couvert", parue en août 2008 (Ed. Delcourt Mirages); l'histoire se passe dans une île ressemblant étonnamment à Belle-Ile (avec un peu d'Ouessant et des Sept-Iles). La note en français prochainement sur votre écran.

(*) "Pétrels" hervez Geriadur Favereau.

29/08/2008

BD : Le marquis d'Anaon, tome V

5ab919d06e2276b25452573c2d5d7f1b.jpgLe cinquième tome des aventures du marquis d'Anaon vient de paraître : "La chambre de Kheops". Ce marquis n'en est pas vraiment un, il s'apelle Jean-Baptiste Poulain et c'est plutôt un bourgeois pauvre, lettré. Ce surnom lui a été donné après sa première aventure, en Bretagne, dans l'île de Brac (an "Anaon", ce sont les âmes des trépassés, dans la langue bretonne...). Il y avait été embauché comme précepteur du fils du seigneur des lieux, un fou furieux qui, sous prétexte de recherche philosophique, manipulait les êtres humains. L'histoire vira rapidement au drame car Jean-Baptiste Poulain, en homme du XVIIIe siècle, ne se contente pas des légendes et des rumeurs : il cherche à savoir la vérité et la trouve souvent, mais au péril de sa vie.

Homme de raison, de science, esprit critique, proche du peuple, ce personnage fréquente aussi la cour du roi. Justement, il est à Paris quand il apprend qu'un riche défunt vient de lui léguer une partie de sa fortune. Pour comprendre le pourquoi de ce prodigieux cadeau, qui était cet homme et les circonstances de sa mort ("mangé par trois crocodiles" en Egypte), notre curieux s'y rend. La-bas, il rencontre la communauté française du Caire, un groupe de trafiquants emperruqués qui le surveille de près; il rencontre aussi une superbe esclave noire, Diénéba.

Comme dans toutes ses aventures,  l'intrépide Jean-Baptiste Poulain n'est pas loin d'être trucidé, mais il a de la chance. Têtu, il bouscule les apparences et l'ordre établi, sans faire de discours; c'est naturel chez lui. Cette cinquième histoire n'est pas forcément la plus aboutie (notamment par rapport au rôle qu'y joue la pyramide de Khéops), mais le suspense est mené jusqu'au bout, le dessin superbe, les personnages bien campés : que du plaisir.

Christian Le Meut

Le marquis d'Anaon, tome V, La Chambre de Kheops, scénario de Fabien Vehlmann, dessin de Matthieu Bonhomme. ed. Dargaud, 2008. 

09:25 Publié dans Levrioù/Livres/BT/BD | Lien permanent | Commentaires (0) | Tags : BD

28/08/2008

BT : Le marquis d'Anaon, pempved lodenn

6d069e1df16c3f025ad13d71702a753f.jpg Pempved lodenn avanturioù Markiz an Anaon a zo daet er maez ar miz-mañ : "La chambre de Khéops". E gwirionez ar "markiz"-se n'eo ket ur markiz da vat, ur bourc'hiz paour ha desket eo, anvet Jean-Baptiste Poulain; moranvet (lesanvet) a oa bet mod-se get tud enezenn Brac, e Breizh, goude e avantur kentañ. Gobret e oa bet get denjentil an enezenn, ur baron, evit bout kelenner e vab, met an denjentil a oa kriz ha foll penn da benn. War digarez ober enklaskoù a ziar mab den : plas an natur ha plas an deskadurezh, an den-se n'doa lazhet ha toull bac'het bugale ! Hag, evel rezon, Jean-Baptiste Poulain n'doa klasket ar wirionez.

Jean-Baptiste Poulain a zo un den ag an triwec'hved kantved, un den a skiant, a rezon, ur fri furch a glask kompren an dud hag an natur. Chomet eo tost d'ar bopl daoust dezhan bout gwellet a wezhoù koste lez ar roue. Ha justawalc'h, e Pariz emañ pand eo roet dezhan ur sapre sammad argant get un den marv en Ejipt, ha dianavet getan ! Piv a oa an den-se ? Penaos emañ marv (debret get "tri krokodil") ? Kurius evel boaz, J-B. Poulain a ya betek an Ejipt, war roudoù ar wirionez. 

Du-hont, en em gavout a  ra get Fransizion ar vro, trafikourion perrukenet anezhe, ha get ur sklavourez du, kaer spontus, Diénéba.  Evel kustum, Markiz an anaon a vo tost bout lazhet, met n'eo ket. Ar chans a zo getan, evel boaz. Ha fin an istor-se a zigor unan all...

60e4ae34934092974ccfe814b026c479.jpgN'eo ket an albom-se an hini gwellañ ar rummad, a gav din, met ar skeudennoù a zo brav, an tudennoù  treset a-feson, bec'h a zo barzh an istor hag ar "suspense" a ya betek ar bajenn diwezhañ : bourrapl eo.

Christian Le Meut 

Le marquis d'Anaon, lodenn V, Vehlmann/Bonhomme, embannadurioù Dargaud, 2008. 

 

00:10 Publié dans Levrioù/Livres/BT/BD | Lien permanent | Commentaires (0) | Tags : BD

16/08/2008

Da lenn (pe adlenn) : Ar pevar sant Dalton

e66e9947816612a468dd825a62362458.jpgUr gwir blijadur eo adkavout Lucky Luke hag ar vreudeur Dalton, e brezhoneg, 'barzh un albom embannet da gentañ e 1971 hag anvet e galleg : "Les Dalton se rachètent".

Galvet eo bet Lucky Luke da vont da Washington get barnourion ar "Supreme court of justice". Gete emañ daet ar soñj-se : lakaat kondaonidi, prizonidi, er-maez e-pad ur "prantad-esae" ha ma chomont onest e-pad ar prantad-se, ec'h ober netra fall, e vint dieubet; mod all e vint toullbac'het en dro. Hag an Daltoned da vout dibabet get ar varnourion evit un taol-arnod !

Jo, penn aheurtet ma z'eus, en deus komprenet doc'htu an traoù met d'e zoare dezhañ, evel rezon : ober vann bout onest e-pad ur miziad (prantad amzer an taol-arnod), evit bout dieubet ha dont da vout torfetourion en-dro àr-lerc'h (ha lazhiñ Luky Luke !). Met n'eo ket ken aes, ober van bout onest. An Daltoned a zo kaset da dTortilla Gulch, ur gêr e-lec'h m'o deus aon an dud doc'h o gwelet. Luky Luke a zispleg an traoù d'ar boblañs hag ul lod anezhe a gompren penaos an Daltoned n'hellont ket mui en em zifenn : ha setu int taget ha n'hellont ket reskont. Da Lucky Luke eo d'o sikouriñ ! War-lerc'h an Daltoned a lak torfetourion en toull-bac'h ! Setu ar bed chañchet penn da benn, ha kalet eo, stard bras eo, evit Jo Dalton hag e vreudeur.

Farsus eo an istor, skrivet get Goscinny, ha speredek ivez e-keñver tem ar justis. Penaos sikour get an dud toullbac'het da zonet er-maez, d'en em gavout en-dro er gevredigezh ? Da labourat, da skouer : an Daltoned a zigor un ti-bank... Ar pezh a zo, Averell ne ouia ket digoriñ un armel houarn get un alc'hwez, nemet get dinamit... Ar justis; penaos gober get ar brizonidi, peseurt dazont evite ? Setu temoù an albom-se. Alies e vez kavet danvez d'en em sonjal 'barzh istorioù Goscinny.

Troet eo bet e brezhoneg get Brieg ar Menn en un doare efedus ha plijus.
 

4d2489c9fcfedef27831eb9bd27040c4.jpgEn français : Les Daltons se rachètent vient d'être traduit en breton, d'une manière agréable par Brieg ar Menn sous le titre, "Les quatre saints Dalton". Comme souvent avec les histoires écrites par Goscinny, c'est drôle et intelligent. 

Ar pevar sant Dalton, embannet get BZH 5; lec'hioù internet :

Bzh5@Bzh5.com

www.klask.com 

05/08/2008

BD : Chroniques birmanes

Le monde entier se rend compte aujourd'hui de la cruauté du régime birman; cet album de bande dessinée paru fin 2007 en donne également un aperçu...

Le dessinateur Guy Delisle, Québécois d'origine, est allé avec sa femme et leur fils Louis, vivre au Myanmar en 2005-2006 (Myanmar, c'est la Birmanie, rebaptisée ainsi en 1989 par les généraux dictateurs). Là-bas, La maman travaillait pour Médecins sans frontières, le papa s'occupait du bébé, dessinait, et découvrait la vie quotidienne des Birmans. De ce séjour, il a tiré ce livre, un album de BD noir et blanc (couverture kakie), regard d'un étranger immergé dans le pays.

d657e39ff412a9f5331c0d4229d72219.jpgEn promenant son bébé, il se découvre voisin d'Aung San Suu Kyi, prix Nobel de la paix 1992, en résidence surveillée depuis 1991 parce que son parti avait remporté des élections libres de 1990. Le mouvement démocratique fut réprimé dans le sang, comme les récentes manifestations de l'automne dernier menées par les moines bouddhistes... Mais, voisin ou pas, papa avec poussette ou pas, il est interdit de passer dans la rue où Aung San Suu Kyi est emprisonnée.

Ambiance à la "Brazil"
Les militaires sont partout et la surveillance est permanente. Même les magazines importés de l'extérieur font l'objet d'une censure : "Les articles peu flatteurs sur le pays sont systématiquement retirés", ce qui signifie que les pages en sont déchirées ! Les mails de Médecins sans frontières font également l'objet d'une surveillance, ce qui vaut aux lectrices et lecteurs une scène à la "Brazil" (le film), dans laquelle Guy Delisle se retrouve dans un bâtiment gardé d'où les ordinateurs gouvernementaux surveillent les mails de tout le pays...

Les Birmans vivent au quotidien cette oppression : le dessinateur montre leur désespoir, leur vie quotidienne, les fêtes... Son album est aussi intéressant en ce qu'il montre comment fonctionne une mission humanitaire : faut-il rester ou pas alors même que MSF ne peut pas atteindre les populations qu'elle vise, celles qui n'ont pas accès aux soins ? Réponse dans l'album.

L'auteur s'intéresse aux pays et à ses habitants. Il va jusqu'à suivre un stage de méditation dans un monastère bouddhiste. Ses surprises, ses révoltes, ses amusements, il les fait partager au fil des pages avec un trait de dessin simple et efficace. Avec un regard tendre, amusé et féroce qui donne à deviner, à approcher, la terreur qui règne au Myanmar.

Christian Le Meut

Chroniques birmanes, Guy Delisle, Ed. Shampooing, 16,5 €, 2007. 

20/12/2007

Levrioù ha sonjoù profoù/Livres et idées de cadeaux

fc00e932543b9c33b48b20610d6b4ecc.jpgNedeleg a zo e tostaat ha setu c'hoazh sonjoù, mennozhioù, e ken kaz e vehec'h klask profoù da breniñ c'hoazh... Da gentañ an Titeuf nevez troet e brezhoneg (get Gwenole Bihannig), "Lezenn ar bratell" (embannet e 2002 edan titl "La loi du préau"). Farsus, evel da gustum : Titeuf a gompren un bochad traoù a-dreuz met n'eo ket ken sot memestra. An albom-se a c'hell bout prenet e stalioù levrioù ha war:

http://www.klask.com/ 

Un dra all, met evit ar re vras dedennet get ar yezhoù, an "Atlas des langues", bet embannet e 2004 get Acropole edan renerezh Bernard Comrie, Stephen Matthews ha Maria Polinsky. Ur bern kartennoù ha fotoioù a zo, hag an testennoù a seblanta bout interesus, met m'eus ket o lennet c'hoazh... Marteze e skriviñ muioc'h a dra war al levr-se ar bloaz kentañ.

Deux petites idées de cadeaux si vous êtes en recherche. Pour les bretonnants, le Titeuf nouvellement traduit et, pour les personnes intéressées par les langues, l'Atlas des langues (l'origine et le développement des langues dans le monde), paru en 2004 sous la direction de Bernard Comrie, Stephen Matthews et Maria Polinsky . Beaucoup de cartes, de photos, de textes qui paraissent intéressants mais que je n'ai pas encore lus... J'y reviendrai peut-être l'an prochain. Ed. Acropole.

Christian Le Meut 

b797e32a1071a89b72080e6acf9d1ba7.jpg