Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

05/08/2008

BT : Chroniques birmanes

8dc3b72a93ad8b633e8ab8257cdea9fc.jpg
Goude ar gorventenn 'deus lazhet ur bern tud du-hont, ar  bed a-bezh a c'hell kompreñ bremañ krizder an dud a zo e-penn Bro Birmanie... An albom-se, embannet e fin 2007, a ziskoue ar c'hrizder-se ivez... 

Guy Delisle, tresour a vicher a-vro Gebek a orin, a zo dimezeet get ur vaouez a labour evit Médecins sans Frontières. Hag e vaouez a oa bet kaset d'ar Myanmar, war dro tri bloaz zo... Ar Myanmar, n'anavezit ket ? Anv kozh ar Birmanie, met ar jeneraled a zo e-penn an diktatur-se o doa chanchet anv ar vro e 1989. Ha setu ar familh, ar vamm, an tad hag o poupon Louis, da vont di. Da labourat, da glask un ti, da bourmen e kêr, da foetañ bro...

Frankiz ebet
Ar familh a zo e chom tost da di Aung San Suu Kyi, ur vaouez bet roet dezhi priz Nobel ar peoc'h e 1992, met toull bac'het abaoe 1991 goude bet gouniet ar votadegoù get he strollad politikel... Droad ebet da tostaad, zoken evit un tad a zo e bourmen get e vab... Soudarded a zo e pep lec'h. Spiet e vez an dud get an diktatur, betek mailoù Médecins sans Frontières a vez lennet gete ! Sonjet m'eus er film "Brazil" e lennet ar pajennoù-se...

Frankiz ebet da gomz, da lâr ho sonj, da sevel strolladoù politikel, da vanifestiñ pe da embann kazetennoù. Ar pennadoù skrid a lâr "traoù faos" a ziar benn Birmanie barzh kazetennoù kaset a estrenvro a vez troc'het, sizailhet, araok bout lakaet war ar marc'had ! Médecins sans frontières en em c'houlenn ma dalv ar poan chom er vro-se peogwir n'hellont mui tostaad d'an dud o deus dober a vout sikouret... Interesus eo an albom e keñver an dra-se ivez : penaos a gerzh an traoù get ur "mission humanitaire". Diaes bras eo labourat e broioù evel ar Myanmar...

Krizder an diktatur
Guy Delisle, eñv, a ra ar dro e vab, a dres, a sav tamm ha tamm darempredoù get tud ar vro. Gwellout a ra ivez gizioù hag emzalc'h an dud, souezhus-bras evit an estranjour. Diskouezh a ra ivez glac'har ar bobl, d'ar peurliesan, hag e levenez a wezhoù. Dedennet eo ar paotr get an dud. Dont a ra betek heuliañ ur sort staj barzh ur manati evit deskiñ penaos prederiañ, get boudisted.

Al levr-se a ziskouezh buhez ur bobl lakaet edan gwask ha krizder un diktatur taer ha sot penn da benn. Get un taol lagad fentus memestra. Ul levr kentelius ha talvoudus-tre.

Guy Delisle, Chroniques birmanes, Ed. Shampooing, 16,5 € 

Christian Le Meut 

Les commentaires sont fermés.