28/08/2008
BT : Le marquis d'Anaon, pempved lodenn
Pempved lodenn avanturioù Markiz an Anaon a zo daet er maez ar miz-mañ : "La chambre de Khéops". E gwirionez ar "markiz"-se n'eo ket ur markiz da vat, ur bourc'hiz paour ha desket eo, anvet Jean-Baptiste Poulain; moranvet (lesanvet) a oa bet mod-se get tud enezenn Brac, e Breizh, goude e avantur kentañ. Gobret e oa bet get denjentil an enezenn, ur baron, evit bout kelenner e vab, met an denjentil a oa kriz ha foll penn da benn. War digarez ober enklaskoù a ziar mab den : plas an natur ha plas an deskadurezh, an den-se n'doa lazhet ha toull bac'het bugale ! Hag, evel rezon, Jean-Baptiste Poulain n'doa klasket ar wirionez.
Jean-Baptiste Poulain a zo un den ag an triwec'hved kantved, un den a skiant, a rezon, ur fri furch a glask kompren an dud hag an natur. Chomet eo tost d'ar bopl daoust dezhan bout gwellet a wezhoù koste lez ar roue. Ha justawalc'h, e Pariz emañ pand eo roet dezhan ur sapre sammad argant get un den marv en Ejipt, ha dianavet getan ! Piv a oa an den-se ? Penaos emañ marv (debret get "tri krokodil") ? Kurius evel boaz, J-B. Poulain a ya betek an Ejipt, war roudoù ar wirionez.
Du-hont, en em gavout a ra get Fransizion ar vro, trafikourion perrukenet anezhe, ha get ur sklavourez du, kaer spontus, Diénéba. Evel kustum, Markiz an anaon a vo tost bout lazhet, met n'eo ket. Ar chans a zo getan, evel boaz. Ha fin an istor-se a zigor unan all...
N'eo ket an albom-se an hini gwellañ ar rummad, a gav din, met ar skeudennoù a zo brav, an tudennoù treset a-feson, bec'h a zo barzh an istor hag ar "suspense" a ya betek ar bajenn diwezhañ : bourrapl eo.
Christian Le Meut
Le marquis d'Anaon, lodenn V, Vehlmann/Bonhomme, embannadurioù Dargaud, 2008.
00:10 Publié dans Levrioù/Livres/BT/BD | Lien permanent | Commentaires (0) | Tags : BD
Les commentaires sont fermés.