11/12/2008
BD/BT : Pyonyang - Shenzen
N'eus ket pell 'zo m'eus kinniget deoc'h ur banne dreset a gaven bourrapl hag interesus da lenn : Chroniques birmanes, skrivet get Guy Delisle (liamm e fin an notenn). Daou levr all treset ha skrivet getan m'eus lennet abaoe : Shenzen (embannet e 2005) ha Pyongyang (2003). D'ar c'houlz-se, Guy Delisle a oa bet kaset get embregezhioù (evel Dupuis, TF1, pe Canal Plus), evit ober ar dro tud a laboure (hag a labour c'hoazh moarvat) evite, o ambrougiñ da sevel tresadennoù bev (marc'hadmatoc'h evit en Europa). N'eus ket mui kalz a stalioù tresañ ("studios d'animation" e galleg) en Europa abaoe ugent vloaz : al labour a vez graet bremañ e broioù evel Sina ha Kore hanternoz ! Ha kaset e vez du-hont un nebeut tud a-vicher evit kenlabourat get tud ar vro...
Setu perak ha penaos e oa bet kaset Guy Delisle e Shenzen (ur gêr vras nevez a vro Sina), hag e... Pyonyang, kerbenn Kore hanternoz ! Div vro hag a vez dalc'het kriz get o fennoù bras, diktatourion anezhe...
Just e degouezhout e Pyonyang, Guy a wel... netra, peogwir n'eus gouloù ebet en aerborzh ! Ur jubennour zo deuet d'en degemer ha paotr an taksi a ro dezhan bokedoù... Tud degemerus, d'ho sonj ? Tamm ebet : ar re nevez erruet a vez kaset da delwenn Kim il sung, diktatour marv (1912-1994) ha tad an diktatour a-vremañ, Kim Jong Il, d'hi saludiñ ha da gas ar bokedoù dezhi ! Un delwenn a daou vetr arnugent a uhelded... Ha razh an traoù a zo evel-se : spontus ! Un hent bras a gas... d'ur mirdi e lec'h ma vaz diskouezhet ar profoù roet d'an diktatour get an estranjourion ("Mirdi ar mignoniaj !). An dud ne gomzont ket, ne gredont ket lâr o sonjoù nemet evit lâr ar pezh a zo aotret da lâret. Ha Guy a vez berpet heuliet get ar jubennour...
Met Guy a wel traoù memestra : e fin ar miz, e genseurted a vez paeet get argant, evel rezon, met ivez get ur sac'h riz evit pep hini, rak n'eo ket aes preniñ riz er vro... Tud a vez berped e labourat er straedoù, e netaat an hentoù, ar pontoù, pe e tibuniñ, "tud a youll vat" sanset, met lakaet da labourat pe da zibuniñ dre ret, sur awalc'h. E-pad an amzer-se Guy, ec'h unan er vro, a lenn 1984, Georges Orwell... Met ar vro-se a zo evel bed "1984".
Shenzen
Evit Shenzen, e Bro Sina, an traoù a zo dishenvel ha muioc'h a zarempredoù n'eus ar paotr get tud ar vro... Met ar re-se, Sinaiz, ne lâront ket o sonj ivez. Pinvidikoc'h eo ar vro met an tresour a zo e chom hag e labourat barzh ur gêr nevez flamm, Shenzen e lec'h n'eus ket kalz a vuhez, na kalz a dra da welet...
Mard oc'h plijet get dizoleiñ broioù nevez dre al levrioù, lennit Shenzen ha Pyonyang : kentelius, spontus, kriz, met farsus ha deverrus ivez.
Pyonyang ha Shenzen a zo bet embannet get L'association. Evit Chroniques Birmanes, an notenn e brezhoneg :
http://rezore.blogspirit.com/archive/2008/04/30/bt-chroni...
Christian Le Meut
00:06 Publié dans Levrioù/Livres/BT/BD | Lien permanent | Commentaires (0) | Tags : bd
Les commentaires sont fermés.