Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

16/08/2008

Da lenn (pe adlenn) : Ar pevar sant Dalton

e66e9947816612a468dd825a62362458.jpgUr gwir blijadur eo adkavout Lucky Luke hag ar vreudeur Dalton, e brezhoneg, 'barzh un albom embannet da gentañ e 1971 hag anvet e galleg : "Les Dalton se rachètent".

Galvet eo bet Lucky Luke da vont da Washington get barnourion ar "Supreme court of justice". Gete emañ daet ar soñj-se : lakaat kondaonidi, prizonidi, er-maez e-pad ur "prantad-esae" ha ma chomont onest e-pad ar prantad-se, ec'h ober netra fall, e vint dieubet; mod all e vint toullbac'het en dro. Hag an Daltoned da vout dibabet get ar varnourion evit un taol-arnod !

Jo, penn aheurtet ma z'eus, en deus komprenet doc'htu an traoù met d'e zoare dezhañ, evel rezon : ober vann bout onest e-pad ur miziad (prantad amzer an taol-arnod), evit bout dieubet ha dont da vout torfetourion en-dro àr-lerc'h (ha lazhiñ Luky Luke !). Met n'eo ket ken aes, ober van bout onest. An Daltoned a zo kaset da dTortilla Gulch, ur gêr e-lec'h m'o deus aon an dud doc'h o gwelet. Luky Luke a zispleg an traoù d'ar boblañs hag ul lod anezhe a gompren penaos an Daltoned n'hellont ket mui en em zifenn : ha setu int taget ha n'hellont ket reskont. Da Lucky Luke eo d'o sikouriñ ! War-lerc'h an Daltoned a lak torfetourion en toull-bac'h ! Setu ar bed chañchet penn da benn, ha kalet eo, stard bras eo, evit Jo Dalton hag e vreudeur.

Farsus eo an istor, skrivet get Goscinny, ha speredek ivez e-keñver tem ar justis. Penaos sikour get an dud toullbac'het da zonet er-maez, d'en em gavout en-dro er gevredigezh ? Da labourat, da skouer : an Daltoned a zigor un ti-bank... Ar pezh a zo, Averell ne ouia ket digoriñ un armel houarn get un alc'hwez, nemet get dinamit... Ar justis; penaos gober get ar brizonidi, peseurt dazont evite ? Setu temoù an albom-se. Alies e vez kavet danvez d'en em sonjal 'barzh istorioù Goscinny.

Troet eo bet e brezhoneg get Brieg ar Menn en un doare efedus ha plijus.
 

4d2489c9fcfedef27831eb9bd27040c4.jpgEn français : Les Daltons se rachètent vient d'être traduit en breton, d'une manière agréable par Brieg ar Menn sous le titre, "Les quatre saints Dalton". Comme souvent avec les histoires écrites par Goscinny, c'est drôle et intelligent. 

Ar pevar sant Dalton, embannet get BZH 5; lec'hioù internet :

Bzh5@Bzh5.com

www.klask.com 

Les commentaires sont fermés.