17/10/2008
BD/BT: Un après-midi un peu couvert
Ur vag. Ur paotr warni, Pierre, 25 bloaz, lakoomp, ur gasketenn war e benn. Ar vag a denn d'ar re a ya betek Enez Gerveur bemdez. An enezenn hag ar porzh e lec'h ma degouezh ar vag a denn d'ar Gerveur (get un nebeut tres Eussa hag ar Jentilez ivez) met n'eo ket : "Enez Neizh" eo. Ur vaouezh, yaouank c'hoazh, a zo e c'hortoz war ar c'hae. En em vriata a reont, laouen bras d'en em gavout en dro.
Ar vaouez a labour en enezenn e-pad tri miz miz evit studial laboused en arvar, ar "sataniged"(*). He mignon a zo chomet e Pariz; deuet eo d'hi gwelet e-pad un devezh met, dre wall chañs, ar vaouez a zo tapet get he labour. Ar paotr, neuze, a ya d'ober tro an enezenn e unan.
Pierre a zo ampart evit mont da gaozeal get ar re all : ar faktourez, pesketerion, ul labourer douar, ul livour a Vro Saoz, ur vedisinourez, tud an tour tann hag ur vaouez e toug, Brita Pohl. Met an ambians a zo stard awalc'h war Enez Neizh. Archerion a zo deuet. Ur mestr-skol n'eus forset bugale zo. Tapet eo bet met tud ar vro n'int ket a-du war ar pezh a zo d'ober war lerc'h : komz ha diskouezh an torfet, pe chom kuzhet...
Ar paotr, eñ, a selaou, ha c'houlenn tra man dra, a dap e begement a wezhoù, hag a c'hortoz e zousig... Betek an noz. Krouadur ebet gete. Ar vaouez, Catherine, a zo 38 vloaz. Mallus eo dezhe tapout bugale met ne gomzont ket a-ziar an dra-se. Betek un noziad war un enezenn ?
Ul liv hepken a zo er vandenn dreset-se, sepia, ar pezh a c'hellehe bout trist, met n'eo ket, brav eo memestra. Fromoù, fent (un nebeut), tud, darempredoù gwir etre an dud, Breizh, an natur : ar vandenn dreset a gas al lenner da veajiñ, ar pezh a zo plijus. Un nebeut brezhoneg a zo e-barzh (get un nebeut farioù) :
"...Leret din, dre hoc'h eginan
pe seurt galloud a zo el loar-gan...
Al loar gan, war dro Nedelek
a laka linn e peb havrek"...
Ho leskel a ran bremañ, mont a ran kuit d'ar Gerveur !
Christian Le Meut
- Philippe Squarzoni, "Un après-midi un peu couvert", embannet e miz Eost 2008 (Embannadurioù. Delcourt Mirages)
En français : note sur une bande dessinée attachante de Philippe Squarzoni, "Un après-midi un peu couvert", parue en août 2008 (Ed. Delcourt Mirages); l'histoire se passe dans une île ressemblant étonnamment à Belle-Ile (avec un peu d'Ouessant et des Sept-Iles). La note en français prochainement sur votre écran.
(*) "Pétrels" hervez Geriadur Favereau.
14:33 Publié dans Breizh/Bretagne, Levrioù/Livres/BT/BD | Lien permanent | Commentaires (0) | Tags : bd, bretagne, îles
Les commentaires sont fermés.