17/02/2009
BT : Aya de Yopougon
Yopougon a zo ur c'harter ag Abidjan, e Aodoù an Olifant. Aya a zo ur verc'h yaouank, etre triwec'h hag ugent vloaz, a zo e chom barzh ar c'harter-se get he familh, e fin ar ar bleadoù 1970. Ur verc'h fur, seder, sirius, koant, a faota dezhi dont da vout medisinourez. Ha studial a ra kalz evit ar pal-se, ar pezh a zisplij d'he zad Ignace; hennezh a gav ker ar studioù. An tad a labour barzh ur stal a werzh bier, ur bier brudet er vro hag anvet "Solubra"; n'eo ket paeet fall met... div familh en deus, unan ofisiel hag unan all kuzhet, ar pezh a goust argant memestra.
Aya deus ur bochad mignonned ha, dreist holl, Bintou hag Adjoua. Istor teir familh ag ar merc'hed-se a zo displeget deomp, d'un doare farsus awalc'h d'ar peurliesan, met kriz ivez a wezhoù. Er pevarved albom, embannet e fin ar bloaz paseet, e wellomp penaos Aya a zo lakaet diaes get ur c'helener dezhi hag a faota mont da gousked ha c'hoari koukoug geti. Aya deus kaset anezhan da sutal met fallgountant eo ar c'helenner, ha reiñ a ra notennoù fall da Aya. Honnezh a gompren ivez penoas ur bochad studierezed all o deus asantet mont get ar c'helenner... Met, sikouret get Binto hag Adjoua, Aya a gavo un diskoulm, sur awalc'h, er pempved albom...
Aya de Youpogon a ziskouezh penaos a gerzhe an darempredoù sokial e Aodoù an Olifant d'ar c'houlz-se ha, marteze n'o deus ket chanchet kalz, daoust d'ar brezel a zo bet er vro-se war lerc'h. Darempredoù etre ar baotred hag ar merc'hed, ar maouezed hag ar wazed; etre ar re binvidik hag ar re baour (Yopougon a zo ur c'harter paour awalc'h)... Penaos e vez merc'hetaet, penaos e vez paotretaet ? Adjoua a zo e toug: piv e an tad ? Félicité, ur verc'h yaouank, a zo e chom get familh Aya abaoe pell, ur geniterv pell eo ha labour tamm pe damm evel matezh. Un deiz, he zad ha c'houlenn geti da zont en dro d'er gêr, war er maezioù, dre ret. Setu Felicité spontet ha glac'haret, kaset pell ag he familh gwir. Innoncent, ur mignon da Aya, perrukener a vicher, a ya kuit ag ar vro evit mont da Bariz. Ar paotr-se a gar ur baotr all, dre guzh, ha ne faota ket dezhan mont kuit getan... Trist bras, Innocent a ya kuit memestra met, ur wezh degouezhet e Pariz, n'eo ket aes ar vuhez kennebeut. Stard tre, ne lâran ket.
Un dra all a zo diverrus bras get "Aya da Yopougon" : ar galleg komzet get an dud a zo evel ar galleg komzet e Aodoù an Olifant, get ur bochad gerioù dishenvel, tennet, marteze, ag ar yezhoù all komzet er vro. Ur geriaoueg a zo e fin pp levr; setu, un nebeut skouerioù :
- Walaï : M'en Doue.
- Les gos : ar merc'hed.
- Toubabousé : "gober evel an Europeaned, europeaniset".
- Le farotage : Foenviñ.
- En kataclando : dre guzh.
- Le pointeur : ar galant, an dousig, ar paotr...
Ha c'hoazh...
- Aya da Yopougon, lodenn 1, 2, 3, 4 a zo bet embannet get Gallimard, rummad "Bayou", skrivet get Marguerite Abouet ha treset get Clément Oubrerie. War dro 16 € an tamm.
Christian Le Meut
E galleg/En français : petite note sur la bande dessinée Aya de Yopougon, dont le quatrième tome est sortie fin 2008, et que je recommande (bientôt la note en français).
14:46 Publié dans Etrebroadel/International, Levrioù/Livres/BT/BD | Lien permanent | Commentaires (0) | Tags : bd, langue française
Les commentaires sont fermés.