Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

14/08/2007

Gouelioù etrekeltieg : muioc'h a vrezhoneg ?

Ar gouelioù etrekeltieg a zo echu : ur bochad tud zo deuet ar bloaz-mañ hag ar pennoù bras a zo laouen, war e seblant. Me m'eus paseet un devezh, disadorn 11 a viz Eost, barzh straedoù An Oriant. E keñver plas ar brezhoneg, m'eus gwellet traoùdigoù nevez : muioc'h a vrezhoneg war ar pannelloù; ur stand Ofis ar brezhoneg bet savet er spas Bretagne (met get ar sonerezh ne oa ket aes komz get an den a zalc'he ar stal)... Met, er spas-se, an arvestoù a oa kinniget kentoc'h e galleg, war e seblant. Standoù all oa bet savet pelloc'h get kevredigezhioù, evel Bretagne réunie (un diskouezhadeg fiskal a oa kinniget gete, met e galleg hepken), met m'eus ket gwellet stand Diwan, evel ar bloaz paseet. Coop Breizh ha Skol Vreizh o doa feurmet standoù, evel ar bloaz paseet. Radio Bro Gwened oa bet dibabet ar bloaz mañ evel radio ar gouelioù met n'ouion ket mard an dra-se d'eus kaset traoù nevez e brezhoneg. Abadennoù e brezhoneg hag e galleg a zo bet savet get tud ar radio, evel bep bloaz...

Dre vras, m'eus ket kavet kement-se a hér*, a zifoc'h, etre ar bloavezioù paseet hag ar bloaz man evit ar pezh a sell doc'h stad (truek) ar brezhoneg er Gouelioù etrekeltieg An Oriant. Met chanchamantoù zo, marteze, barzh taol spered ar pennoù bras... Hervez "Ar gasetenn", kazetenn "mignonned emvod ar Gelted", hag a vez embannet e-pad ar gouelioù "il faudrait des animations vivantes en breton dans la journée". Setu ur sonj vat. Rener nevez ar gouelioù, Lisardo Lombardia, erruet ar bloaz-mañ, a faota dezhan lakaat muioc'h a vrezhoneg e-barzh; ur sonj vat all. Hag ur pal aes awalc'h da dapout... E 2008 ?

Christian Le Meut

* Hèr : "différence", hervez geriadur gwenedeg Mériadeg Herrieu. 

11/08/2007

Levr : Dre ar prenest

medium_drearprenest170.jpg Setu ul levr nevez embannet  (13 €, embannadurioù Al Liamm, 2006, 165 pajenn) : unnek danevell skrivet get Goulc'han Kervella, skrivagner hag aktour brudet (Strollad ar Vro Bagan). Istorioù karantez, istorioù kriz, fentus, fromus, tost d'hor vuhez pemdeziek ivez... Bourrapl bras da lenn ha skrivet a-feson, met n'eo ket evit ar re a grog get ar brezhoneg, d'am sonj.

"Dre ar prenest" (éditions Al Liamm) : 11 nouvelles en breton écrites par Goulc'han Kervella. Des histoires d'amour, d'humour, de cruauté, proches de notre vie quotidienne... Très agréable mais à conseiller aux personnes qui lisent déjà bien le breton.

10/08/2007

Ul levr da lenn : Marv eo Fañch

medium_marveofanch142.jpg Goude Interamant Ton Zidor, embannet e 2002, setu levr nevez Fañch Jestin, get "danevelloù, istorioù berr ha mojennoù". Ha marv eo Fañch da vat ? Ya, hervez Loeiz, ar boser met ivez "brasan marc'h gevier a vez kavet er vro". Met pas, e gwirionez,  ha Loeiz a dapo e begement get Fañch, ur sort, met d'un doare fentus bras. Ha fent 'zo barzh al levr sakod-se (118 pajenn). Fent ha tenerded. Ter lodenn a zo : al lodenn gentañ get danevelloù berr (tro dro pemp pajenn pep hini); an eil lodenn get istorioù loened, fabulennoù mod La Fontaine get ur sort "morale" e fin an istor. An drivet lodenn a denn doc'h un danevell brudet e galleg, Matin brun.... Ha penaos a za ur vro da vout un diktatur ?... Nehansus awalc'h, an istor-se, evel rezon. Setu ul levrig dispar, a gav din.

Marv eo Fañch, 8 €, a zo bet embannet get Skol Vreizh (kavet vez er stal-levrioù). 

Marv eo Fañch est un livre de nouvelles et fables plein d'humour, mais aussi de tendresse, écrit en breton par un journaliste à la retraite, Fañch Jestin. 

06/08/2007

Gouelioù etrekeltiek : brezhoneg ebet ? Festival interceltique : quelle place pour la langue bretonne ?

Kroget eo en dro ar Gouelioù etrekeltiek en Oriant abaoe digwener... Justawalc'h, tremenet m'eus du-hont disadorn paseet evit kas un den yaouank a ma familh betek an ti gar kirri boutin... Ni oa un tammig araok an tren ha, neuze, kinniget m'eus da ma nisez da vale dre straedoù  An Oriant evit tañva an ambians, an aergelc'h. Hag an den kentañ hon eus gwelet en deus dislonket just dirazomp : setu ur simbol a feson... Eurusamant, kalz bourraploc'h oa ar jeu e kreizker An Oriant, get sonerion e pep lec'h, standoù, ur bern tud...

Mechal memestra ma vo muioc'h a vrezhoneg ar bloaz-mañ e-pad ar Festival interceltique (Fil) ? Ur rener nevez a zo, Lissardo Lombardia hag a seblant bout digoretoc'h e spered e keñver ar brezhoneg evit Jean-Pierre Pichard, ar rener kozh. Hennezh en doa lâret traoù displijus ha faos a zivout ar vrezhonegerion, e 2005 hag ar reskont skrivet genin (liamm da heul) oa bet embannet war ma blog ha get ar gazetenn Ya 

Truek oa stad ar brezhoneg e-pad ar Fil. Kement d'en em c'houlenn ma oa intereset da vat pennoù bras ar Fil get sevenadur ar vro ! Oc'hpenn-se, ar brezhoneg a zo un yezh en arvar : petra n'eus graet ar Fil abaoe 37 vloaz evit sikouriñ get ar brezhoneg ?... Met bon, traoù nevez a vo ar bloaz-mañ, bep sadorn d'enderv (d'ar 4, ha zo paseet, met an 11 ivez), aozet get Emglev Bro An Oriant. Emglev a dolp 46 kevredigezh a labour war dachenn sevenadur Breizh e Bro An Oriant; met evit ar wezh gentañ un... emglev a zo bet sinet etre ar Fil hag Emglev ! Gortoz pell, gortoz gwell ? Da welet neuze, ha, justawalc'h, ez in da welet a-benn disadorn d'enderv e spas "Bretagne". Digoust eo. Marteze e rin un rentañ kont met n'eo ket sur : echu ar vakansoù evidon-me... Snif...

http://rezore.blogspirit.com/archive/2005/10/05/an-aotrou... 

En français : C'est parti, le Festival interceltique de Lorient (fil) est commencé depuis vendredi dernier. Justement, je suis allé à Lorient samedi soir, à la gare routière, conduire une personne de ma famille. Comme nous étions en avance, je lui ai proposé d'aller faire un tour pour goûter l'ambiance du Fil et la première personne que nous avons rencontrée a vomi consciencieusement devant nous... Beau symbole ! Heureusement, l'ambiance en centre-ville était plus sympathique, avec des musiciens partout, des stands, la foule...

Je me demande cependant si la langue bretonne occupera une place plus importante pendant le Festival interceltique 2007 que les années précédentes. Le nouveau directeur, Lissardo Lombardia, semble plus ouvert d'esprit par rapport à la langue bretonne que son prédécesseur, Jean-Pierre Pichard, qui avait eu, en 2005, des propos contestables sur les bretonnants, propos que j'avais d'ailleurs contestés sur ce blog et que l'hebdomadaire Ya! a publié en 2006...

La place laissée à la langue bretonne pendant le fil était ridicule; tellement ridicule que j'en étais arrivé à me demander si les responsables de ce festival "interceltique" s'intérressaient réellement à la culture bretonne... Sans oublier que la langue est menacée de disparition : qu'à fait le Fil depuis ses 37 ans d'existence pour soutenir le breton ? Mais bon, des choses nouvelles sont annoncées cette année, notamment chaque samedi après-midi à l'espace Bretagne (le 4, déjà passé, et le 11), préparées par Emglev Bro An Oriant. Cette association fédère 46 associations qui travaillent pour la culture bretonne sur le pays de Lorient mais c'est la première fois qu'elle signe un accord avec le Fil !

A voir donc, s'il y a vraiment du nouveau. J'irai y faire un tour samedi et, qui sait, je vous mitonnerai un compte-rendu mais ce n'est pas sûr : mes vacances sont finies ! Snif...

http://rezore.blogspirit.com/archive/2005/10/07/intercelt... 

Christian Le Meut 

03/08/2007

Ar gelionenn distroet er vro/la fourmi de retour au pays

Setu ar gelionenn vrezhonegourez distroet er vro, goude bout paseet he vakansoù koste an Alpoù, da brederiañ er mennezhioù. Plantet he deus barzhonegoù, haikuioù ha un destenn da lenn war he blog, e brezhoneg penn da benn !

La fourmi bretonnante est revenue au pays après des vacances alpestres où elle a pris de la hauteur. Elle vient de planter quelques poèmes, haïkus et un texte à lire sur son blog, tout ça en breton !

http://kelionenn.blogs.letelegramme.com/

02/08/2007

Moranv/surnom : "Kest ha kest"

"Kest ha kest" : setu moranv (klevet genin e bro An Alre) ur vaouez ha ne baoueze ket da gestal, berped klañv, hervezi, met berped yac'h memestra. Ar moranv-se a zo tennet, marteze, ag un dro lâret hiroc'h : "Kest ha kest a bad pell"... Justawalc'h, an den a veze lesanvet "Kest ha kest" a zo bev c'hoazh, hag he deus kaset d'ar vered ur bochad tud ha ne vezent ket berped e kestal anezhe...

"Kest ha kest" : le verbe "kestal" est pris ici dans le sens de gémir (il peut signifier aussi "quêter", "mendier", "emprunter"). Il s'agit du surnom d'une personne qui n'arrête pas de geindre sur sa santé, alors qu'elle est en pleine forme. Ce surnom vient peut-être du dicton suivant : "Kest ha kest a bad pell" traduisible en "qui se plaint tout le temps dure longtemps"... De fait, la personne en question est toujours vivante et en a enterré beaucoup qui, eux, ne se plaignaient pas si souvent.  

30/07/2007

Levr : Breiz a-gleiz

medium_gourmelin180.jpgBreiz a-gleiz ! Ya, gwir eo, Breizh a zo chomet a-gleiz  :  52,68 % ag ar Vretoned (pemp departamant) o deus votet evit Ségolène Royal ! Met an titl-se a zo titl ul levr bet embannet get Emgleo Breiz (hep "h" evel ma vez graet get doare skrivañ an ti embann Emgleo Breiz) e miz Kalan-gouiañv 2006 (miz Du).

Herri Gourmelen, ezel ag an UDB abaoe daou ugent vloaz, en em ginnig barzh al levr bihan-se (stumm sakod) : e yaouankiz; perak en deus kemeret pezh en UDB er bleadeù 60; perak emañ aet kuit er bleadeù 70 araok donet en dro. N'eo ket dister dañvez ul levr evel-se evit goueit gwellloc'h piv eo Herri Gourmelen : paotr ag Argol, bet er JEB (Jeunesse étudiante bretonne),  barzh Ar Falz hag ar CFDT ivez. Buhez ur stourmer eo, ur sitoian a laboura ar an dachenn politikel, met ivez sevenadurel ha sokial.

Herri Gourmelen a zispleg e sonjoù : "Er mare-mañ, er bed modern, eo red samma, adisioni, ha n'eo ket tenna. E-keñver idantelez, me zo Breizad, Gall, European. Perag e vefe red din krenna war unan ? Piou e-neus droed da lemel diganin lod euz ar pez on ? Me, n'am-eus c'hoant d'ober. Eüruz on o lenn galleg, plijoud a ra din ar sevenadur galleg, al lennegez alamaneg : kelenn alamaneg am-eus greet e-pad ma buhez la bour. Ha plijoud a ra din ar brezoneg. Saozneg a garfen lenn muioh. 

Er bed modern e-neus pep hini meur a idantelezh".

Setu ar pezh a lâr Herri Gourmelen barzh ul levr a chom, memestra, re verr. 70 pajenn n'eo ket kalz hag, a-wezhoù un nebeut displegadurioù a vank. Ker eo ivez : 10 €, da lâret eo un euro bep seizh pajenn. Ur sonj vat eo embann levrioù evel-se : unan all skrivet get Yann-Ber Thomin (PS) zo daet er maez dija; unan all skrivet get Ambroise Guellec (UMP) a vo embannet. Met bon, marc'hadmatoc'h, ne vehe ket bet falloc'h !

Christian Le Meut

Emgleo Breiz, 10 ru Kemper, 29200 Brest.

emgleo.breiz@wanadoo.fr

E galleg/en français : présentation d'un livre en breton ("Bretagne à gauche") d'Henri Gourmelen, membre de l'Union démocratique bretonne, parti de gauche favorable à  l'autonomie de la Bretagne et à la décentralisation (mais pas de l'indépendance, ce qu'il explique dans ce livre). L'UDB s'est alliée aux Verts lors des dernières élections régionales, puis à l'ensemble de la gauche au second tour et a actuellement trois élus dans la majorité du Conseil régional. Dans ce petit livre de 70 pages, H. Gourmelen explique son parcours jusqu'à aujourd'hui. C'est intéressant, mais un peu cher (10 euros pour  70 pages !). Un nouvel ouvrage vient de sortir dans la même collection signé Jean-Pierre Thomin (PS, maire de Landerneau, conseiller régional chargé de la langue bretonne). Un autre va paraître écrit par Ambroise Guellec, UMP, ancien ministre et député européen. 

29/07/2007

Moranvioù e brezhoneg/surnoms bretons

"Lamm a ma hent" : "Enlève-toi de ma route", "Dégage de mon chemin"; setu ul lesanv, ur moranv, roet d'un den hag a veze imoret fall alies awalc'h (klevet genin e Bro An Alré). Moranvioù evel-se a veze roet d'ur bochad tud ha familhoù, e Breizh-Izel... Ur bern lesanvioù a zo bet dastumet get Mikael Madeg (lennit da heul).

Les Bretons se donnaient des surnoms entre eux, à telle personne, à telle famille, au point que, parfois, les noms officiels, d'état civil, étaient presque oubliés. Mikael Madeg a recolté beaucoup de ces surnoms (lire à la suite).

Livre : "Choix de surnoms bretons du Pays vannetais"

a0f8d41d043f9955ad04d994486f83c3.jpgDans la Bretagne d’il y a quelques décennies seulement, le surnom était tout un art. Un art qui se perd un peu aujourd’hui, dans la Bretagne des villes. Cette pratique était tellement courante dans les milieux populaires que les noms officiels de certaines familles ou personnes étaient beaucoup moins utilisés que leurs surnoms (“lesanv” ou “moranv” en breton vannetais).

Vers 1980 Mikael Madeg, titulaire de deux doctorats d’études celtiques, a collecté plus de 3.000 surnoms dans la Pays vannetais bretonnant, soit dans la moitié ouest du Morbihan, de Gourin à Surzur, de Kergrist à Locmiquélic... 300 de ces surnoms sont présentés dans un livre intitulé “Choix de surnoms bretons du pays vannetais”. Il s’agit d’une réédition, d’allure modeste, mais agrémentée de dessins de Reun An Honseg.
Chaque surnom est expliqué en français, et cette explication renvoie aux us et coutumes de la société rurale. Les surnoms étaient rarement élogieux, souvent moqueurs, voire plus. Ainsi en était-il de Pierre “douroù”, soit littéralement “Pierre les eaux”, surnom collecté du côté de Kergrist.

Selon Mikael Madeg ce paysan n’était pas réputé pour sa sobriété, ce qui eut été une qualité, non, il s’agissait d’autre chose. Les travaux des champs demandaient beaucoup de personnels avant la mécanisation. Et les voisins allaient travailler les uns chez les autres. Mais il fallait nourrir toute cette main d’oeuvre, et l’arroser aussi, avec forces barriques de cidre. Afin de limiter les frais, Pierre coupait son cidre d’eau, ce dont les voisins se rendirent compte, évidemment. Et, je cite l’auteur, “ce comportement moralement inacceptable lui avait valu la seule sanction possible : un surnom. Car nul ne pouvait se passer du voisin, si avare soit-il”...

Ce livre est ainsi parsemé d’anecdotes humoristiques, voire sociologiques sur les us et coutumes de l’époque. Certains surnoms sont même entrés dans la toponymie officielle comme “Fine Skarzh ar poch”, du côté de Locmariaquer, qui correspond au lieu-dit “Sarpoch”. Il s’agissait du surnom d’une tenancière de café... “Skarzh ar poch” signifie “vide le sac”, mais de quel sorte de sac ou de poche s’agissait-il ? Pourquoi tel marin a-t-il été surnommé “Krev an avel” du côté de Quiberon ? Tel prêtre de grande taille “Skeul ar baradoz”, “Echelle du paradis”, du côté d’Auray; ou encore tel habitant de Camors “Jamari hej e gorf” ? Les réponses sont dans ce petit livre.

Christian Le Meut 

“Choix de surnoms bretons du Pays vannetais” réédité par Label LN, maison d’édition basée à Ploudalmézeau dans le Finistère. Tél.02.98.48.14.57. Prix : 14 euros.

Ul levr : “Choix de surnoms bretons du pays vannetais”

8be20abae6f343f5ac6865ff6fb6faf7.jpgD'an amzer a-gent e veze roet d’an dud lesanvioù (pe moranvioù e vez lâret ivez e brezhoneg), e Breizh Izel. Tost echu eo an dra-se hiziv an deiz met moian zo da zizoleiñ moranvioù barzh ul levr anvet : “Choix de surnoms bretons du pays vannetais”, skrivet get Mikael Madeg. Ugent vloaz zo Mikael Madeg en’doa dastumet, tri mil lesanv. Tri c’hant zo kinniget getan barzh al levr-se, e galleg. N’eo ket kaer bras al levr-se met danvez zo e barzh memestra, ha tresadennoù graet get Reun An Honseg.

Hervez Mikael Madeg al lesanvioù veze savet kentoc’h evit diskouez techoù fall, traoù rebechet d’an dud; pe evit gober goap doc’h ar re-lesanvet. Ur skouer : koste Kergrist un den oa bet lesanvet “Pierre Douroù”. Perak ta ? Ne veze ket evet dour kement-se getan, un dra all eo. D'an termen-se e veze ret d’al labourision douar mont da sikour get o voizined, kenlabourad e-pad an eost, da skouer. Pierre hag e familh a yae da labourat barzh tachennoù e amezeion. Hag ar re se a zeue da labourat barzh e dachenn. Ret e veze mageiñ ar re-se, ha reiñ sistr dezhe da eved ha pas dour... Ya, met sistr Pierre ne oa ket ken mat : re a zour oa a barzh. Lakaet veze dour barzh e sistr get Pierre, ar pezh ne blije ket d’e amezeion, tamm ebet... Met ne oa ket bet rebechet dezhan, rak e veze ret kenlabourat getan memestra; dober veze ag ur bern tud da eostiñ, d’ar c’houlz-se. Met an amezeion, kounnaret un tamm, ‘doa kastiet Pierre e reiñ dezhan ar moranv-se : “Pierre douroù”.

Lesanvioù, moranvioù a-bep sort e gaver barzh al levr-se, cherret e Bro Gwened koste Pondi, Sarhau, An Oriant, an Alre, Gwened, ha c’hoazh. Displeget int d’an doare fentus ha speredek. Dre-se e c’heller kompreiñ gwelloc’h spered ha buhez pemdezieg ar Vretoned hiriv hag en amzer paseet... Perak veze graet “Job an Alc’hwezioù” ag ur paotr a Sant Thual ? “Job ar Chtou” ag unan all e Pleuigner ? “Krev an avel” ag ur martolod koste Kiberen pe c’hoazh “Fine Skarzh ar Poc’h” d’ur vaouez a zalc’he un davarn koste Lokmariaker ? Ha peseurt pochoù veze skarzhet ? Doc’h-c’hwi da ouiet e lenn al levr-se.

Christian Le Meut

Choix de surnoms bretons du pays vannetais” zo bet adembannet get Label Ln, e Ploudalmézeau. Niverenn pellgomz : 02 98 48 14 57. 14 €.

19/07/2007

Levr : Terre et mer, sagesse et proverbes de Bretagne

b5b54e8d27e44a31b31f8752c687f935.jpg "Terre et mer, sagesse et proverbes de Bretagne", setu ar pezh a zo skrivet war pajenn gentañ al levr nevez-se, embannet get ar Chasse-Marée. Ger ebet e brezhoneg war ar pajennoù kentañ ha diwezhañ daoust d'ar "rimadelloù a bep sort" embannet e-barzh bout skrivet e brezhoneg ha troet e galleg (un nebeut a zo nemet e galleg pe e gallaoueg). An danvez diabarzh a zo e div yezh met pas an diavaez, kit da gompren perak...

Bourrapl eo memestra al levr-se : ur foto tennet get Michel Thersiquel, tenner poltridi a Vreizh, marv n'eus ket pell zo, a zo embannet get pep rimadell. Breizh ar mor hag ar maezioù a zo diskouezhet dre ar  fotoioù ha dre an troioù-lâret dastumet ha dibabet get Daniel Giraudon, ethnologour a Vro Dreger. Labourerion douar ha pesketourion e labourat, an natur, tud ha livioù ar vro : setu temoù ar fotoioù kaer tennet get M. Thersiquel. Bez ez eus ivez kêrioù e Breizh, met n'int ket diskouezhet amañ. 

Rimadelloù a zo aes da gompren evel "Bern n'eo ket mammenn". Ul lodenn a zo c'hoarioù war ar gerioù ha n'o deus ket ster ebet met un nebeut all a zo diaes da gompren ha n'int ket displeget : "Malarjez, Malarjez/Me garje vije bemdez,/An eost teir gwech ar bloaz/Ha Gouel-Mikael/Bep seizh vloaz/"... perak "Gouel Mikael bep seizh vloaz"? Rak paeet e veze o koumanantoù get al labourerion douar d'ar miz-se.

Daoust d'an traoudigoù-se, ul levr brav ha dudius eo, farsus ha kentelius a wezhoù ivez.

Terre et mer, Daniel Giraudon-Michel Thersiquel, Le Chasse marée (abri du marin, 29177 Douarnenez cedex, pellgomz : 02.98.92.66.33); 19,9 €, 430 pajenn, embannet e 2007.  

Christian Le Meut 

02/07/2007

Rezore : 40.944 bajenn digoret e miz Mezheven/40.944 pages ouvertes en juin

Mersi bras d'an dud a zo deuet war Rezore ar miz paseet : 4.326 den; 7.031 vizit ha 40.944 bajenn digoret (n'ouion ket mard int bet lennet tout...). N'eus ket bet kement-se a bajennoù digoret e korf ur miz abaoe Meurzh 2005, pa oa bet savet Rezore genin. Marteze... an amzer fall a zo kaoz ?

Merci au 4.366 visiteurs venus 7.031 fois rendre visite à Rezore le mois passé pour ouvrir 40.944 pages. Ce dernier chiffre est un record depuis la création de ce blog bilingue en mars 2005. Le mauvais temps en serait-il la cause ?

Trugarez c'hoazh ha kenavo

Merci encore et à bientôt

Christian