Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

29/07/2007

Ul levr : “Choix de surnoms bretons du pays vannetais”

8be20abae6f343f5ac6865ff6fb6faf7.jpgD'an amzer a-gent e veze roet d’an dud lesanvioù (pe moranvioù e vez lâret ivez e brezhoneg), e Breizh Izel. Tost echu eo an dra-se hiziv an deiz met moian zo da zizoleiñ moranvioù barzh ul levr anvet : “Choix de surnoms bretons du pays vannetais”, skrivet get Mikael Madeg. Ugent vloaz zo Mikael Madeg en’doa dastumet, tri mil lesanv. Tri c’hant zo kinniget getan barzh al levr-se, e galleg. N’eo ket kaer bras al levr-se met danvez zo e barzh memestra, ha tresadennoù graet get Reun An Honseg.

Hervez Mikael Madeg al lesanvioù veze savet kentoc’h evit diskouez techoù fall, traoù rebechet d’an dud; pe evit gober goap doc’h ar re-lesanvet. Ur skouer : koste Kergrist un den oa bet lesanvet “Pierre Douroù”. Perak ta ? Ne veze ket evet dour kement-se getan, un dra all eo. D'an termen-se e veze ret d’al labourision douar mont da sikour get o voizined, kenlabourad e-pad an eost, da skouer. Pierre hag e familh a yae da labourat barzh tachennoù e amezeion. Hag ar re se a zeue da labourat barzh e dachenn. Ret e veze mageiñ ar re-se, ha reiñ sistr dezhe da eved ha pas dour... Ya, met sistr Pierre ne oa ket ken mat : re a zour oa a barzh. Lakaet veze dour barzh e sistr get Pierre, ar pezh ne blije ket d’e amezeion, tamm ebet... Met ne oa ket bet rebechet dezhan, rak e veze ret kenlabourat getan memestra; dober veze ag ur bern tud da eostiñ, d’ar c’houlz-se. Met an amezeion, kounnaret un tamm, ‘doa kastiet Pierre e reiñ dezhan ar moranv-se : “Pierre douroù”.

Lesanvioù, moranvioù a-bep sort e gaver barzh al levr-se, cherret e Bro Gwened koste Pondi, Sarhau, An Oriant, an Alre, Gwened, ha c’hoazh. Displeget int d’an doare fentus ha speredek. Dre-se e c’heller kompreiñ gwelloc’h spered ha buhez pemdezieg ar Vretoned hiriv hag en amzer paseet... Perak veze graet “Job an Alc’hwezioù” ag ur paotr a Sant Thual ? “Job ar Chtou” ag unan all e Pleuigner ? “Krev an avel” ag ur martolod koste Kiberen pe c’hoazh “Fine Skarzh ar Poc’h” d’ur vaouez a zalc’he un davarn koste Lokmariaker ? Ha peseurt pochoù veze skarzhet ? Doc’h-c’hwi da ouiet e lenn al levr-se.

Christian Le Meut

Choix de surnoms bretons du pays vannetais” zo bet adembannet get Label Ln, e Ploudalmézeau. Niverenn pellgomz : 02 98 48 14 57. 14 €.

Les commentaires sont fermés.