Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

22/01/2008

Lorient/An Oriant : distro an Deizioù !

89f693383a4d363148eea2a511b1eb7f.jpgSetu an Deizioù en dro en Bro An Oriant : 71 emgav a bep sort get sevenadur Breizh (sonerezh, dañs, c'hoariva, kenstrivadegoù, stajoù, prezegennoù, festoù noz, boued ha c'hoazh), adalek ar 25 a viz Genver betek an 9 a viz Meurzh. "Tommder ar brezhoneg e-kreiz ar gouiañv e Bro An Oriant", eme Emglev Bro an Oriant, ar c'hevredigezh a vez aozet geti ar gouelioù-se. An dud intereset get ar pezh a vo kinniget a c'hell mont betek lec'hienn internet Emglev Bro An Oriant, pe goulenn al levrig divyezhek embannet gete.

Revoici les Deizioù au Pays de Lorient : 71 rendez-vous de toutes sortes avec la culture bretonne (musique, danse, théâtre, concours, stages, festoù noz et festoù deiz), à partir du 25 janvier jusqu'au 9 mars. "Festival breton au coeur de l'hiver du pays de Lorient", annonce Emglev Bro An Oriant, l'association qui organise ces fêtes. Les personnes intéressées par ce qui sera proposé peuvent consulter le site internet d'Emglev ou demander le programme bilingue à Emglev. 

Emglev Bro An Oriant :  02 97 21 37 05.

emglev@bzh.net 
www.emglevanoriant.com 

14/08/2007

Gouelioù etrekeltieg : muioc'h a vrezhoneg ?

Ar gouelioù etrekeltieg a zo echu : ur bochad tud zo deuet ar bloaz-mañ hag ar pennoù bras a zo laouen, war e seblant. Me m'eus paseet un devezh, disadorn 11 a viz Eost, barzh straedoù An Oriant. E keñver plas ar brezhoneg, m'eus gwellet traoùdigoù nevez : muioc'h a vrezhoneg war ar pannelloù; ur stand Ofis ar brezhoneg bet savet er spas Bretagne (met get ar sonerezh ne oa ket aes komz get an den a zalc'he ar stal)... Met, er spas-se, an arvestoù a oa kinniget kentoc'h e galleg, war e seblant. Standoù all oa bet savet pelloc'h get kevredigezhioù, evel Bretagne réunie (un diskouezhadeg fiskal a oa kinniget gete, met e galleg hepken), met m'eus ket gwellet stand Diwan, evel ar bloaz paseet. Coop Breizh ha Skol Vreizh o doa feurmet standoù, evel ar bloaz paseet. Radio Bro Gwened oa bet dibabet ar bloaz mañ evel radio ar gouelioù met n'ouion ket mard an dra-se d'eus kaset traoù nevez e brezhoneg. Abadennoù e brezhoneg hag e galleg a zo bet savet get tud ar radio, evel bep bloaz...

Dre vras, m'eus ket kavet kement-se a hér*, a zifoc'h, etre ar bloavezioù paseet hag ar bloaz man evit ar pezh a sell doc'h stad (truek) ar brezhoneg er Gouelioù etrekeltieg An Oriant. Met chanchamantoù zo, marteze, barzh taol spered ar pennoù bras... Hervez "Ar gasetenn", kazetenn "mignonned emvod ar Gelted", hag a vez embannet e-pad ar gouelioù "il faudrait des animations vivantes en breton dans la journée". Setu ur sonj vat. Rener nevez ar gouelioù, Lisardo Lombardia, erruet ar bloaz-mañ, a faota dezhan lakaat muioc'h a vrezhoneg e-barzh; ur sonj vat all. Hag ur pal aes awalc'h da dapout... E 2008 ?

Christian Le Meut

* Hèr : "différence", hervez geriadur gwenedeg Mériadeg Herrieu.