Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

14/08/2007

Gouelioù etrekeltieg : muioc'h a vrezhoneg ?

Ar gouelioù etrekeltieg a zo echu : ur bochad tud zo deuet ar bloaz-mañ hag ar pennoù bras a zo laouen, war e seblant. Me m'eus paseet un devezh, disadorn 11 a viz Eost, barzh straedoù An Oriant. E keñver plas ar brezhoneg, m'eus gwellet traoùdigoù nevez : muioc'h a vrezhoneg war ar pannelloù; ur stand Ofis ar brezhoneg bet savet er spas Bretagne (met get ar sonerezh ne oa ket aes komz get an den a zalc'he ar stal)... Met, er spas-se, an arvestoù a oa kinniget kentoc'h e galleg, war e seblant. Standoù all oa bet savet pelloc'h get kevredigezhioù, evel Bretagne réunie (un diskouezhadeg fiskal a oa kinniget gete, met e galleg hepken), met m'eus ket gwellet stand Diwan, evel ar bloaz paseet. Coop Breizh ha Skol Vreizh o doa feurmet standoù, evel ar bloaz paseet. Radio Bro Gwened oa bet dibabet ar bloaz mañ evel radio ar gouelioù met n'ouion ket mard an dra-se d'eus kaset traoù nevez e brezhoneg. Abadennoù e brezhoneg hag e galleg a zo bet savet get tud ar radio, evel bep bloaz...

Dre vras, m'eus ket kavet kement-se a hér*, a zifoc'h, etre ar bloavezioù paseet hag ar bloaz man evit ar pezh a sell doc'h stad (truek) ar brezhoneg er Gouelioù etrekeltieg An Oriant. Met chanchamantoù zo, marteze, barzh taol spered ar pennoù bras... Hervez "Ar gasetenn", kazetenn "mignonned emvod ar Gelted", hag a vez embannet e-pad ar gouelioù "il faudrait des animations vivantes en breton dans la journée". Setu ur sonj vat. Rener nevez ar gouelioù, Lisardo Lombardia, erruet ar bloaz-mañ, a faota dezhan lakaat muioc'h a vrezhoneg e-barzh; ur sonj vat all. Hag ur pal aes awalc'h da dapout... E 2008 ?

Christian Le Meut

* Hèr : "différence", hervez geriadur gwenedeg Mériadeg Herrieu. 

Commentaires

e Bro Euskadi (e Ipparalde, da lavret eo en tu-mañ eus ar pyreneou) eo milavansetoc'h an euskara, n'eus netra a vez embannet e galleg hepken evit a zell ar sevenadur, morse e vije kavet ur gouel seurt ar FIL hag a rafe fae eus yezh ar vro... koulskoude a-hont ivez emaint o klask savetei o yezh ivez dre ma vez o vont war gil an implij deus outi er vuhez pemdeziek (fin, me larfe eo an euskara hirio an deiz e memes stad hag hini ar brezhoneg 30 bloaz zo a zell an dra-ze)... neuhe perak eo ken yen an dud gant ar brezhoneg? kar meus aon n'eo ket dre faot ar "galloudoù poblek" pe an aozourien hepken... e Euskadi da skouer e vez aozet troaidoù meldroad e-doug ar festivalioù euskad, ar pezh a vije sellet a-dreuz gant an intellektualled a zo e penn an traoù re alies amañ ! e Heskal Eurria emañ ar bobl perc'henn war an euskara, n'eo ket memes tra gant ar brezhoneg meus aon ! re ziwezhat eo ? gav ket din, bec'h d'ar meldroad e brezhoneg neuhe...

Écrit par : gimmig | 15/08/2007

D'al lun 20 a viz Eost
A. BONGHI Bernard
Bro C'hall

Mignoned ker

N’emaon ket an tud eus Breizh, met evit ro deoc’h un tam skoazell, setu ul lizerig skrivet e Brezhoneg penn-da-benn ganin.
Dour fresk eo an yezh se evit va fenn.
Al lanv, irvi, sarac’h …n’eus ger ebet e C’halleg da droiñ ar re se.
Dalch’omp mat gant ar Breizhoneg, evel just !
Gant ma gwellañ gourc’hemennou evit ho yezh hag ho sevenadur

Trugarez ha bennozh deoc’ h

Écrit par : Bernard BONGHI | 20/08/2007

Les commentaires sont fermés.