Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

30/07/2007

Levr : Breiz a-gleiz

medium_gourmelin180.jpgBreiz a-gleiz ! Ya, gwir eo, Breizh a zo chomet a-gleiz  :  52,68 % ag ar Vretoned (pemp departamant) o deus votet evit Ségolène Royal ! Met an titl-se a zo titl ul levr bet embannet get Emgleo Breiz (hep "h" evel ma vez graet get doare skrivañ an ti embann Emgleo Breiz) e miz Kalan-gouiañv 2006 (miz Du).

Herri Gourmelen, ezel ag an UDB abaoe daou ugent vloaz, en em ginnig barzh al levr bihan-se (stumm sakod) : e yaouankiz; perak en deus kemeret pezh en UDB er bleadeù 60; perak emañ aet kuit er bleadeù 70 araok donet en dro. N'eo ket dister dañvez ul levr evel-se evit goueit gwellloc'h piv eo Herri Gourmelen : paotr ag Argol, bet er JEB (Jeunesse étudiante bretonne),  barzh Ar Falz hag ar CFDT ivez. Buhez ur stourmer eo, ur sitoian a laboura ar an dachenn politikel, met ivez sevenadurel ha sokial.

Herri Gourmelen a zispleg e sonjoù : "Er mare-mañ, er bed modern, eo red samma, adisioni, ha n'eo ket tenna. E-keñver idantelez, me zo Breizad, Gall, European. Perag e vefe red din krenna war unan ? Piou e-neus droed da lemel diganin lod euz ar pez on ? Me, n'am-eus c'hoant d'ober. Eüruz on o lenn galleg, plijoud a ra din ar sevenadur galleg, al lennegez alamaneg : kelenn alamaneg am-eus greet e-pad ma buhez la bour. Ha plijoud a ra din ar brezoneg. Saozneg a garfen lenn muioh. 

Er bed modern e-neus pep hini meur a idantelezh".

Setu ar pezh a lâr Herri Gourmelen barzh ul levr a chom, memestra, re verr. 70 pajenn n'eo ket kalz hag, a-wezhoù un nebeut displegadurioù a vank. Ker eo ivez : 10 €, da lâret eo un euro bep seizh pajenn. Ur sonj vat eo embann levrioù evel-se : unan all skrivet get Yann-Ber Thomin (PS) zo daet er maez dija; unan all skrivet get Ambroise Guellec (UMP) a vo embannet. Met bon, marc'hadmatoc'h, ne vehe ket bet falloc'h !

Christian Le Meut

Emgleo Breiz, 10 ru Kemper, 29200 Brest.

emgleo.breiz@wanadoo.fr

E galleg/en français : présentation d'un livre en breton ("Bretagne à gauche") d'Henri Gourmelen, membre de l'Union démocratique bretonne, parti de gauche favorable à  l'autonomie de la Bretagne et à la décentralisation (mais pas de l'indépendance, ce qu'il explique dans ce livre). L'UDB s'est alliée aux Verts lors des dernières élections régionales, puis à l'ensemble de la gauche au second tour et a actuellement trois élus dans la majorité du Conseil régional. Dans ce petit livre de 70 pages, H. Gourmelen explique son parcours jusqu'à aujourd'hui. C'est intéressant, mais un peu cher (10 euros pour  70 pages !). Un nouvel ouvrage vient de sortir dans la même collection signé Jean-Pierre Thomin (PS, maire de Landerneau, conseiller régional chargé de la langue bretonne). Un autre va paraître écrit par Ambroise Guellec, UMP, ancien ministre et député européen. 

Commentaires

La Bretagne devient une terre progressiste (et sauve l'honneur). Tout n'est pas perdu...

Écrit par : ar valafenn | 07/05/2007

Les commentaires sont fermés.