Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

14/08/2007

Gouelioù etrekeltieg : muioc'h a vrezhoneg ?

Ar gouelioù etrekeltieg a zo echu : ur bochad tud zo deuet ar bloaz-mañ hag ar pennoù bras a zo laouen, war e seblant. Me m'eus paseet un devezh, disadorn 11 a viz Eost, barzh straedoù An Oriant. E keñver plas ar brezhoneg, m'eus gwellet traoùdigoù nevez : muioc'h a vrezhoneg war ar pannelloù; ur stand Ofis ar brezhoneg bet savet er spas Bretagne (met get ar sonerezh ne oa ket aes komz get an den a zalc'he ar stal)... Met, er spas-se, an arvestoù a oa kinniget kentoc'h e galleg, war e seblant. Standoù all oa bet savet pelloc'h get kevredigezhioù, evel Bretagne réunie (un diskouezhadeg fiskal a oa kinniget gete, met e galleg hepken), met m'eus ket gwellet stand Diwan, evel ar bloaz paseet. Coop Breizh ha Skol Vreizh o doa feurmet standoù, evel ar bloaz paseet. Radio Bro Gwened oa bet dibabet ar bloaz mañ evel radio ar gouelioù met n'ouion ket mard an dra-se d'eus kaset traoù nevez e brezhoneg. Abadennoù e brezhoneg hag e galleg a zo bet savet get tud ar radio, evel bep bloaz...

Dre vras, m'eus ket kavet kement-se a hér*, a zifoc'h, etre ar bloavezioù paseet hag ar bloaz man evit ar pezh a sell doc'h stad (truek) ar brezhoneg er Gouelioù etrekeltieg An Oriant. Met chanchamantoù zo, marteze, barzh taol spered ar pennoù bras... Hervez "Ar gasetenn", kazetenn "mignonned emvod ar Gelted", hag a vez embannet e-pad ar gouelioù "il faudrait des animations vivantes en breton dans la journée". Setu ur sonj vat. Rener nevez ar gouelioù, Lisardo Lombardia, erruet ar bloaz-mañ, a faota dezhan lakaat muioc'h a vrezhoneg e-barzh; ur sonj vat all. Hag ur pal aes awalc'h da dapout... E 2008 ?

Christian Le Meut

* Hèr : "différence", hervez geriadur gwenedeg Mériadeg Herrieu.