Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

11/05/2009

Yann : ur blog a ziar an armerzh

Yann en doa savet ur blog pell 'zo (liamm d'an tu kleiz ag ar skramm), met ne oa ket bet embannet traoù nevez getan abaoe pell : perak ? Rak en deus savet ur blog nevez a ziar an armerzh, an ekonomiezh, e brezhoneg penn da benn. Mard oc'h intereset, kit d'er lenn :

Un blog en breton sur l'économie, créé par Yann :

http://yannarmerzhour.nireblog.com/

12/04/2009

Webnoz er Bono : war ar skramm

Ar Webnoz bet savet er Bono disadorn 28 a viz Meurzh a zo bremañ war internet. Ur priz lennegel a zo bet roet d'ur romant e brezhoneg an deiz-se, get ur juri savet get Kerlenn Sten Kidna ha ti kêr Ar Bono, hag e oan e-barzh. Fromus eo bet din en em gavet get pevar skrivagner a Vreizh, hag o deus skrivet levrioù o doa plijet din, plijet kalz pe nebeutoc'h, hervez. Tud all a oa bet pedet, evel Fanch Broudic evit e levr nevez (Parler breton au XXIe siècle), ha Daniel Kernaléguen, ha sonerion a-galite ivez (evel ar c'hanour Bruno Le Berre e fin an abadenn). Kit da welet.

La Webnoz réalisée au Bono le 28 mars dernier est désormais sur internet avec, notamment, la remise du prix littéraire Sten Kidna/Le Bono au long cours, par un juri constitué de membres de l'association Kerlenn Sten Kidna, dont je faisais partie. J'ai trouvé émouvant de rencontrer quatre écrivains bretons, auteurs de livres que j'ai lus et appréciés (plus ou moins). Il y avait d'autres invités comme Fanch Broudic pour son livre "Parler breton au XXIe siècle" et Daniel Kernaléguen, et des musiciens de qualité (comme le chanteur Bruno Le Berre, en fin d'émission).

http://www.brezhoweb.com/

07/04/2009

Gober fas koad : faire la gueule

champagne280.jpg"Gober fas koad", "faire face de bois" ce n'est pas être ivre (avoir la gueule de bois) mais faire la gueule, en breton. Justement, depuis quelques jours, j'avais l'impression que quelque chose clochait : mon blog Rezore me faisait la gueule.

"- Qu'est-ce qui se passe, tu fais la gueule, je ne publie pas assez de notes, tu n'es pas content ?", l'interrogeai-je...
"- Tu n'aurais pas oublié quelque chose ?" répondit-il.
"- Ben, euh, non... J'ai été faire les courses, j'ai ramené du pain, des légumes, des fruits... Je ne vois pas".
"- Et mon anniversaire ?!".
"-Aaaaarrrrrgggghhhhh... !".

Rezore a été créé fin mars 2005. Depuis, 930 notes ont été éditées. 241.570 visites enregistrées. Entre 5.000 et 6.000 chaque mois; et 15.000 à 20.000 pages vues mensuellement.
Champagne !

Christian Le Meut

 

 

09:36 Publié dans Web | Lien permanent | Commentaires (2) | Tags : rezore, chiffres

04/04/2009

Fas koad...

champagne280.jpgN'ouien ket perak met me gave drol ma blog abaoe un nebeut deizioù. Evel ma rahe fas koad din.

- "Te ra fas koad din pe petra ? Petra zo genit ? M'eus ket embannet trawalc'h a dra an deizioù mañ, n'out ket maget mat genin ?" M'eus goulennet getan...
- "Peus ket ankouieit un dra bennak, aotroù webmaster ?", en deus reskontet...
- "Ne gredan ket : bara m'eus prenet, legumajoù, fruezh... Ha petra em behe ankouieit d'az sonj ?"
- "Ma deiz a bloaz ! Penn skañv ! Amiod ! Penn peul ! Glep ! Re a zo re memestra !"
- "Aaaaarrrrggghhhh", emezan...

Hag ar wirionez oa get Rezore memestra : savet eo bet e fin miz Meurzh 2005 ! Deiz a bloaz laouen mat neuze, get un nebeut dale !

930 notenn (berr evit lod, hirr evit lod all),  a zo hiriv an deiz war Rezore. 241.570 gweladenn, bizit a zo bet abaoe miz Meurzh 2005. Da lâret eo etre 5.000 à 6.000 bep miz, ar pezh n'eo ket fall. Ur "media" bihan eo. Etre 15.000 hag 20.000 pajenn a vez digoret bep miz (ha lennet ?). Al lodenn vrasan a zo divyezhek, brezhoneg-galleg, met un nebeut a chom unyezhek.

Christian ar Webmaster

 

23/01/2009

Blake ha Mortimer : e brezhoneg ivez

Blake ha Mortimer, an daou baotr a vro-Saoz, a gomz bremañ brezhoneg. Abadennoù ag an dresadenn bev-se zo a zo skignet abaoe dimerc'her war al lec'hienn Brezhoweb.

Blake et Mortimer, les deux célèbres Britanniques parlent désormais breton. Des épisodes de ce dessin animé sont diffusés depuis mercredi sur le site brezwobeb. Kit da wellet !

http://www.brezhoweb.com/?mode=accueil

02/01/2009

Blead mat ! Bloavez mat ! Bonne année !

Echu 2008, krogomp get 2009 neuze : "Blead mat ha yec'hed mat deoc'h".

2008 terminée, attaquons 2009 : "Bonne année et bonne santé à vous".

Koste Rezore, n'eo ket fall ar yec'hed. 68.000 gweladenn, bizit, a zo bet ar bloaz mañ, nebeutoc'h evit ar bloaz paseet (79.500), met muioc'h evit 2006 (50.000). Marteze, m'eus embannet nebeutoc'h a draoù ivez, m'eus ket kontet. Ha, marteze ez eus ivez muioc'h mui a draoù da lenn ha da welet war internet, hag an dud a zle dibab. 196.000 pajenn a zo digoret e 2008 (290.000 e 2007). War dro 224.000 bizit a zo bet war ar blog abaoe miz Meurzh 2005, pa a oa bet savet Rezore genin.

Du côté de Rezore, la santé n'est pas mauvaise : 68.000 visites cette année, un peu moins qu'en 2007 (79.500), mais plus qu'en 2006 (50.000). Peut-être ai-je moins édité de notes (je n'ai pas compté) ? Peut-être y-a-t-il plus de choses à lire sur internet, et les gens doivent choisir. 196.000 pages ont été ouvertes en 2008 (290.000 en 2007). Le blog compte environ 224.000 visites depuis sa création en mars 2005.

Rezore a zo ur sort media bihan e-mesk mediaioù kalz brasoc'h; met ur media evel-se a c'hell kas traoù da lenn d'an dud ivez. Neuze, lakaet m'eus barzh ma sonj e kendalc'hin e 2009. Setu.

Rezore est un minimedia parmi d'autres bien plus grands; mais un tel média peut aussi apporter sa pierre, donner de quoi lire aux gens. J'ai donc pris la résolution que je continuerai en 2009. Voila.

Kenavo hag a-benn tuchant/Au revoir et à bientôt

Christian Le Meut

 

 

15:26 Publié dans Web | Lien permanent | Commentaires (1) | Tags : breton

07/12/2008

Disprizioù : an distro !

"Ul levr pe ur pennad droch pe leun a vioù-koukoug a lak ’nezhañ da vezañ digomprenapl, un oberenn n’he doa ket tizhet he fal tamm ebet, hag a oa aet en tu kontrol memes, ur fazi ’oa bet lakaet an holl da c’hoarzhin gantañ, glas pe frank, tamm brezhoneg ebet e-barzh ul levr a denn e vad deus danvez kalon ar vro : kement tra a ra buhez bed ar brezhoneg ivez !
Evit an eil gwech e vo roet ur priz dezhe !

Notennit dija : d'an 18 a viz Kerzu, e Pondi, e vo roet an Disprizioù.

Er juri e vo tud deus aozadurioù brudet hag anvezet mat gant an holl ’c’hanomp. 4 rummad a vo d’an Disprizioù :

1. Mediaoù (an embann e-barzh)
2. Buhez foran
3. Deskadurezh
4. Pladennoù ha levrioù


Lârit ho soñj deomp !
War ar renk e vo lakaet ar re a vo choazet gant ar jureed e-mesk kinnigoù ar wiaderien. Digor eo ar forom deoc’h ! Grit ho kinnigoù betek an 10 a viz Kerzu.
Reolennoù zo ec’h eo a-bouez-bras delc’her soñj ’nezhe :
• Roet e vo un Dispriz d’un dra, d’ur fed resis.
• Ne vo ket taget den ebet en ur mod hiniennel na personel.
• Fent, fent ha fent eo gerioù-stur an Disprizioù !

Les Disprizioù : le retour !

Les plus belles professions de mauvaise foi, les plus belles actions complètement ratées, les propositions les plus absurdes, les erreurs peaux de banane : autant de sujets à rire ou à grincer des dents.

Pour la deuxième année, elles auront une récompense à la hauteur de leurs effets.

C’est ce que vous propose WebNoz dans son émission du mois de décembre, qui sera diffusée en direct de Pondi le 18.

Un jury attibuera les Disprizioù dans 4 catégories :

1. Medias (y compris l’édition)
2. Vie publique
3. Éducation
4. Livres et CD


Votre avis est requis !

Les nominés seront choisis par le jury parmi les propositions des internautes. Ce forum vous est ouvert ! Faites vos propositions jusqu’au 10 décembre.

Quelques règles très importantes à garder en mémoire :
• Il s’agit de "récompenser" un fait précis et datable.
• Il n’est pas question d’attaquer qui que ce soit de manière personnelle et individuelle.
• Humour, humour et humour sont les mots d’ordre des Disprizioù ! "

Ma faota deoc'h kinnig traoù da juri an disprizioù kit war lec'hienn Webnoz /Si vous voulez faire des propositions au jury des Disprizioù, allez sur le site de Webnoz :

http://www.brezhoweb.com/?mode=forum&no_sujet=31

30/11/2008

Troioù lâret da selaoù !

Ma faota deoc'h lenn troioù lâret a Vreizh, dastumet gwerzo met a c'hell servij bremañ c'hoazh, lâret ha distaget get un den bev, a-vremañ, get sonerezh  "a-vremañ" (Led Zeppelin a grog da vout kozh awalc'h met n'eo ket c'hoazh hengounel), kit da vlog ar Gelionenn :

http://kelionenn.blogs.letelegramme.com/archive/2008/11/3...

 

07/11/2008

Ken tuch : e tan an ifern ?

Bep sizhun e vez skignet, hiriv an deiz, war Brezhoweb, un abadenn Ken tuch nevez, e brezhoneg nemetken d'un tu, hag istitlet e galleg d'un tu all. Ur sketch eo, filmet doare "Camera café", met barzh kegin un ti e lec'h ma zo studierion (sanset) e chom. Goap a reont doc'h pep tra : doc'h ar re a gest evit Diwan, doc'h an ekologourion, ha doc'h ar gwenedeg ivez, hor rannyezh santel. Bizkoazh kement all ! N'eus ket mui doujans na respest e keñver netra get  ar re yaouank, me lâr deoc'h ! Ha lakaet e vint e tan an ifern, ar C'Hentucherion ? N'eo ket sur... Rak farsus eo. An aktourion a zo a galite; an divizoù a zo treset mat awalc'h, ha gober a ra vat c'hoarzhin. Kit da welet :

Chaque semaine le site Brezhoweb diffuse un nouvel épisode de Ken tuch, en breton uniquement ou sous-titré en français (au choix). C'est un sketch filmé à la manière de Caméra café mais dans la cuisine d'une maison où résident des étudiants (ou prétendus tels). Ils se moquent de tout: des gens qui quêtent pour Diwan, des écolos, et même du breton vannetais, nôtre dialecte sacré ! C'est dingue ça ! De nos jours, les jeunes ne respectent plus rien j'vous dis. Les Kentuchiens sont-ils pour autant voués aux feux de l'enfer (plutôt qu'aux feux de l'amour ?) ? Pas sûr... Car ils sont drôles. Les acteurs sont de qualité, les dialogues aussi, et ça fait du bien de rigoler. Allez y voir :

http://www.brezhoweb.com/

05/11/2008

Internet : Mescladis e cops de gula

Ar film Gomorra n'eus graet berzh e Frans hag en Italie : komzet vez italianeg e-barzh, met ivez rannyezhoù komzet en Italia, ha get ur bochad tud. Penaos e vez gwellet ar rannyezhoù-se hiriv an deiz en Italia ? Setu tem ur pennad a c'heller lenn war blog "Mescladis e cops du gula", skrivet, e galleg, get Jean-Pierre Cavaillé. El lec'hienn-se e kaver pennadoù interesus, war ar yezhoù, o statudoù, hag an tabutoù a zo tro dro ar yezhoù e Frans, Italia, Bro Spagn... Ur pennad all skrivet a-nevez a zo, da skouer, war ar "patois limousin", hag unan all war ar yezhoù rannvroel e Bro Frans. Al liamm :

Le film Gomorra a obtenu un certain succès en France et en Italie : on y parle italien mais aussi un certains nombres de dialectes parlés en Italie, et par beaucoup de gens. Comment ces dialectes sont-ils vus aujourd'hui en Italie ? C'est le thème d'un article que l'on peut lire sur le blog "Mescladis e cops de gula" (titre en occitan, ne me demandez pas de traduire), écrit, en français, par Jean-Pierre Cavaillé. On trouve également sur ce site des articles, toujours intéressants, sur les langues, leurs statuts, et les débats autour des langues en France, Italie, Espagne... Parmi les articles récents, un sur le statut des langues régionales en France et un autre sur le "patois limousin". Le Lien :

http://taban.canalblog.com/

04/11/2008

Langue bretonne : le blog de Fanch Broudic

Setu ur blog nevez a ziar benn ar brezhoneg, Breizh, ha sevenadur Breizh, savet get ar c'hazetenner Fanch Broudic abaoe miz Eost. E galleg eo. F. Broudic en doa savet dija, abaoe pell, ul lec'hienn internet (ul liamm em boa lakaet war Rezore). War ar blog-se e kaver pennadoù skrid a ziar-benn ar mediaioù, al levrioù lennet getan, an abadennoù skingomz, skinwell, sinema, e brezhoneg, ha c'hoazh. Fanch Broudic en doa renet abadennoù skinwell e brezhoneg war F3 e-pad pell ha betek 2007. War e leve emañ bremañ.

Le journaliste Fanch Broudic a créé, en août dernier, un blog en français dédié principalement à la langue et la culture bretonnes. Il avait déjà, depuis des années, créé un site internet mis en lien sur Rezore. Sur ce blog figurent des articles sur les médias, les livres, les émissions de télé, de radio, le cinéma; etc. Fanch Broudic  a dirigé les émissions en breton de France 3 jusqu'en 2007. Il est désormais à la retraite.

Voici le lien/Setu al liamm :

http://languebretonne.canalblog.com/

03/11/2008

Ar gelionenn e foeta bro

Ma faota deoc'h mont da bourmen en ur chom er gêr; ma peus c'hwi c'hoant da lenn brezhoneg-gwenedeg flour; ma fell deoc'h deskiñ traoù war an natur, al laboused (evned), an amprevaned, an tokoù touseg, ar gwez, ar bokedoù (bleunioù), hag all : kit da welet lec'hienn internet Ar Gelionenn. Honnezh ne ra ket kalz a drouz, sioul ha trankil eo hag, hiriv an deiz, emañ e vakansoù. Amzer zo geti da bourmen, neuze, da foeta ar vro ha da skriv bemdez pennadoù hir pe berr war he blog. Trugarez vras ar Gelionenn !

Les amoureux bretonnants de la nature (et du breton vannetais), doivent absolument aller sur le site de la mouche, Ar Gelionenn, qui, étant en vacances actuellement, a du temps pour se promener et écrire. Merci la mouche ! Bzzzzzzzzzz.

http://kelionenn.blogs.letelegramme.com/archive/2008/11/0...