Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

03/11/2008

Ar gelionenn e foeta bro

Ma faota deoc'h mont da bourmen en ur chom er gêr; ma peus c'hwi c'hoant da lenn brezhoneg-gwenedeg flour; ma fell deoc'h deskiñ traoù war an natur, al laboused (evned), an amprevaned, an tokoù touseg, ar gwez, ar bokedoù (bleunioù), hag all : kit da welet lec'hienn internet Ar Gelionenn. Honnezh ne ra ket kalz a drouz, sioul ha trankil eo hag, hiriv an deiz, emañ e vakansoù. Amzer zo geti da bourmen, neuze, da foeta ar vro ha da skriv bemdez pennadoù hir pe berr war he blog. Trugarez vras ar Gelionenn !

Les amoureux bretonnants de la nature (et du breton vannetais), doivent absolument aller sur le site de la mouche, Ar Gelionenn, qui, étant en vacances actuellement, a du temps pour se promener et écrire. Merci la mouche ! Bzzzzzzzzzz.

http://kelionenn.blogs.letelegramme.com/archive/2008/11/0...

Commentaires

AR BREZHONEG E VONET ÁR GIL ER MOR-BIHAN.
PANELLOÙ HENT UNYEZHEK STALIET ÁR HENTOÙ DEPARTAMANT AR MORBIHAN ADARRE.

Fin miz gouel Mikael (Here) eo bet lakaet ur bochad panelloù-hent nevez àr hentoù an departamant. e-tal ar Mor Bihan, hentoù departamant 779 bis , 101 et 316 è tremen dre ar c’humunioù ag TEIZ, SINE, GWENED, ARADON, BADEN.
Peuliesañ e oa panelloù-hent é kinnig lec’hioù dibar èl mirlerc’h SINE, Karn GAVRINIS, INEZAC’H…met bout e oa bet panelloù hent « normal » ivez.


Brav ha lipaet a-feson mes un dra a oa a-dreuz gete memestra…Skrivet e oa toud e galleg hepken…
Get ar memes embregerezh bras , SIGNATURE S.A (a Nanterre) eo bet staliet ar toud panelloù-se (ar memes logo e vez kavet àr toud ar panelloù nevez-mañ).

Kredapl e oa be gounezet an emgann evit kavet panelloù hent divyezhek àr hentoù an departamant. Kredet hon boa er c’homzoù flour ag Prezidant ar c’huzul departamant. Laret o bet getoñ adal bremañ ne vehe bet lakaet nameit panelloù divyehek àr hentoù an departamant.
Tamm erbet !!! N’eo ket gounezet an afer àr ar seblant.

Mes perak staliiñ panelloù unyezhek pa oa bet laret deomp e vehe bet graet ar c’hontrel ?

Ouzhpenn eo bet staliet ar pannelloù-man e-tal re arall divyezhek staliet ivez get an departamant. E-tal ur groaz-hent tro nevez e ARADON (kroaz-hent tro botquelenn/ bot kelenn achu pevar pe pemp miz zo) e kaver bremañ panelloù nevez-flamm lod divyezhek , lod arall nevez toud ivez mes n’int ket e brezhoneg.

Peadra da vout sod get seurt politerezh « skribouilher » . Memes get ar paourkaezh Yann tourister e vo un tamm diaes an traoù : ur wezh e vez kavet panelloù divyezhek, ur wezh arall n’int ket.. àr ar memes hent ouzhpenn.

Peadra da vout dispi get politikerezh an departamant. Goude ma’z eo bet anavet ar yezhoù rannvroel e Frañs er Vonreizh (mellad 40 ag ar Vonreizh) eh eus tu d’en em c’houlenn mard eo ret duiñ adarre panelloù-hent evit bout klevet ?

(tu zo kas deoc'h ar pennad (stumm word) get fotoioù. Splannoc'h e vo !)

Écrit par : reunan | 03/11/2008

Les commentaires sont fermés.