Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

04/04/2009

Fas koad...

champagne280.jpgN'ouien ket perak met me gave drol ma blog abaoe un nebeut deizioù. Evel ma rahe fas koad din.

- "Te ra fas koad din pe petra ? Petra zo genit ? M'eus ket embannet trawalc'h a dra an deizioù mañ, n'out ket maget mat genin ?" M'eus goulennet getan...
- "Peus ket ankouieit un dra bennak, aotroù webmaster ?", en deus reskontet...
- "Ne gredan ket : bara m'eus prenet, legumajoù, fruezh... Ha petra em behe ankouieit d'az sonj ?"
- "Ma deiz a bloaz ! Penn skañv ! Amiod ! Penn peul ! Glep ! Re a zo re memestra !"
- "Aaaaarrrrggghhhh", emezan...

Hag ar wirionez oa get Rezore memestra : savet eo bet e fin miz Meurzh 2005 ! Deiz a bloaz laouen mat neuze, get un nebeut dale !

930 notenn (berr evit lod, hirr evit lod all),  a zo hiriv an deiz war Rezore. 241.570 gweladenn, bizit a zo bet abaoe miz Meurzh 2005. Da lâret eo etre 5.000 à 6.000 bep miz, ar pezh n'eo ket fall. Ur "media" bihan eo. Etre 15.000 hag 20.000 pajenn a vez digoret bep miz (ha lennet ?). Al lodenn vrasan a zo divyezhek, brezhoneg-galleg, met un nebeut a chom unyezhek.

Christian ar Webmaster

 

Commentaires

Lan a levenez da Rezore, e-pad ar bloavezh da zont
ha gouc'hemenou ivez d'ar Webmaster :-)

Écrit par : éliane | 05/04/2009

Les commentaires sont fermés.