Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

14/10/2008

Web : blog Claude Nadeau

Claude Nadeau a zo ar glavisinourez a vro-gKebeg, brezhonegerez anezhi, a oa deuet da soniñ ha da ginnig he sonerezh er Webnoz diwezhañ. Ur blog hag ul lec'hienn internet a zo bet savet geti :

Claude Nadeau est la claveciniste québécoise, bretonnante, venue jouer et présenter sa musique lors de la dernière Webnoz. Elle a créé un blog et un site internet :

http://www.claudenadeau.net/blog/index.php

10/10/2008

Tro Breizh e brezhoneg

Yann brezhoneger a gonta e dTro Breiz war e vlog dezhan : ur perc'herinded eo, ha 1.700 den o deus kerzhet etre Gwened ha Kemper ar bloaz mañ. Ma faota deoc'h gouiet penaos a "gerzh" an dTro Breizh, kit da welet ar pezh a zo bet skrivet get ar perc'hirin-se war :

Tout savoir en breton sur le Tro Breiz, pélerinage qui a lieu tous les ans en Bretagne, sur le blog d'un participant bretonnant :

http://nann.nireblog.com/

24/09/2008

Ur Webnoz e Gwened, met pas e gwenedeg !

Diriaoù da noz paseet e oan bet da wellet ar Webnoz (abadenn skinwell skignet war internet), savet en “A l’aise Breizh café”, e porzh Gwened. Ul lec’h brav, kaer, nevez flamm : an dud a c’hell debriñ pe evañ ur banne e sellet doc’h ar bagoù dre lien (hag ar chantieroù a-bep sort a zo c’hoazh). Estroc’h evit an deiz-se, me chal ma vez komzet kalz brezhoneg en A l’aise Breizh café ! Ar re se a zo en o aes, met e galleg kentoc’h ha get ur sort liv Breizh er c’hlinkadur. Boued ar vro a vez serjivet gete ivez.

Un nebeut tud a gWened oa daet, tud pedet da gomz pe tud daet da wellet, eveldon-me. Claude Nadeau, klavisinourez a vicher, a oa bet pedet get Lionel Buannic da soniñ sonerezh klasel ha da zispleg he c’harantez evit ar benveg-se hag evit sonerezh barok. A vro gKebek eo an arzourez-se, e Pariz emañ e chom. Desket he deus brezhoneg ha sikouret kalz skol Diwan Paris. Pedet eo bet da labourat war dachenn ar c’hlavisin ha sonerezh barok get ti-kêr Gwened, e-pad daou vloaz.

Gwened e Breizh ?
Setu arru 8e30 da noz hag an abadenn da gomans d’an eur. Begon get Lionel Buannic, evel da gustum. Ar c’hlavisin a oa bourrapl bras da selaoù. War lerc’h Claude Nadeau ha Bernard Jestin (a Skol Uhel ar vro), o doa displeget ar prantad amzer barok (XVIIIe kantved, araok an dispac’h bras), get sonerien evel Bach.

Plijus a oa an abadenn. Da heul, tud ag ar vro a oa bet pedet evit komz ag ar pezh e vez graet e Gwened evit ar brezhoneg ha sevenadur ar vro. Webnoz a oa bet kouviet e-kreiz gouelioù nevez savet get an ti-kêr : “Gwened e Breizh” (un nebeut diskouezadegoù, arvestoù...). Perak an anv-se, n’doa goulennet Lionel ? Ya, drol eo : Gwened a zo e Breizh, anat eo. Met reskont ebet. An dud pedet ne ouient ket, moarvat, ne oa ket bet dibabet an anv-se gete met get tud an tî-ker... Ha ne oa brezhoneger ebet barzh skipailh an aotrou Goulard evit displeg an traoù dirak mikro Lionel Buannic, fri furch anezhan.

Eugène Guillevic
Un diskouezadeg a-ziar benn barzhonegoù Eugène Guillevic a zo bet savet evit Gwened e Breizh (get ur arzour anvet Guillevic ivez met n’eo ket mab ar barzh), ha diskouezhet en ur reportaj. Skolajidi Diwan Gwened o doa lâret barzhonegoù. Dispar : me vourr-me ivez kalz ar pezh en deus skrivet Eugène Guillevic.

War lerc’h, pevar baotr all oa bet pedet da zispleg stad ar skolioù divyezhek e Gwened : tost mill krouadur a zo er skolioù-se e Gwened ha tro dro dezhi, ar pezh a zo kalz. Perak ez eus kement-se a vugale e skolioù divyezheg koste Gwened, n’doa goulennet Lionel Buannic, fri furch c'hoazh, get ar re gouviet ? Euh... Ben... Reskont ebet.

Ur paotr kalonek eo Lionel Buannic : goulennet en doa da grennarded skolaj Diwan Gwened, teir verc'h hag ur paotr, dont da ginnig ul levr lennet gete. Ha razh o deus kaset ul levr e... galleg ! Ha ne vez ket lennet levrioù e brezhoneg gete ? Nebeutoc’h a choaz a zo, sur eo met, memestra, levrioù a vez embannet e brezhoneg bep bloaz evit ar grennarded...

Penaos souezhadenn !
“Souezhadennoù” a oa bet miret get Lionel Buannic evit fin an abadenn. Div abadenn "Ken tuch", ur rummad abadennoù berr, doare “caméra café” met barzh kegin un ti e lec’h ma z’eus studiererien e chom... Get an trouz a oa er sal, m’eus ket klewet mat an abadenn gentan.

Tem an eil abadenn a oa ar gwenedeg. Fentus vehe, evit tud zo, feson ar gwenedourion da gomz, da zistag brezhoneg. M’eus ket komprenet an abadenn-se ivez a gaoz ma oa trouz barzh an A l’aise Breizh Café; hag ivez peogwir e oa bet troc’het fin an abadenn. Un istor a oa get pilulennoù a laak da gomz gwenedeg doc’htu... Setu ar pezh m’eus komprenet. Ha Lionel, eñ, da c’hoarzhiñ kalz.

Mont a ran da wellet Ken Tuch war Brezhoweb abaoe un blead bremañ. Ha farsus eo, a wezhoù. Perak nompass ober goap ag ar gwenedeg, hein ? Ar pezh a zo, aliez awalc'h e vez graet goap doc'h ar gwenedeg, a gav din.

Ur wezh e oan e Enez Eussa, e heulian ur staj brezhoneg du-hont (interesus ha plijus bras). Ur stajiadez ‘doa goulennet genin ma n’em boa ket “mezh” komz gwenedeg (unan a vro Gwened oc’hpenn, met brezhoneg standard geti)... Ur c’helennour doa lâret din penaos ne oan ket mui e Bro Gwened... Ha neuze ? Ne oan ket bet aterset get paotr ur radio e brezhoneg rak ne gomzen ket brezhoneg ar vro... Met razh an “estranjourion”  a oa bet lakaet a-gostez getan. Hag e vez klewet a-wezhoù gwenedeg get tud Bro Leon ? N’eo ket sur. Ne vehe fall memestra, evit lakaat razh ar vrezhonegourien d’en em gompreñ gwelloc'h. Ar pezh a zo talvoudus bras evit dazont ar brezhoneg. Geneomp, e Bro Gwened, e vez klewet abadennoù a Vro Gerne, a Vro Leon, a Vro Dreger, a drugarez da Radio Bro Gwened... Ha gwell a-se.

Ouf ! 
Met, e-pad ar staj-se un vaouez koant ‘doa lâret din penoas he oa bet kountant da glewet komz gwenedeg. Ouf...

Anavezout a ran un den hag a oa erru skuizh ("shueh" e gwenedeg) get ar goap a vez graet get tud zo. Labourat a rae get kelennerion brezhoneg a Vreizh a bezh, ha goap a veze graet alies awalc’h gete ag ar gwenedeg e-pad stajoù 'zo. Ar pezh a c’hell bout pounner ha diaes da enduriñ a wezhoù. Oc’hpenn da-se, bout eh eus tud a gomz ur brezhoneg standardiset, pasteuriset, sterilizet, get ur pouezh mouezh galleg spontus, hag a ra goap doc’h ar Wenedourion... Bizkoazh kement all.

Ar gwenedeg  a zo brezhoneg da vat. N’eo ket ur sort “trefoedaj” hanter c’halleg hanter brezhoneg, evel ar pezh a veze lâret gwezhall get tud zo. Selaou ha deskiñ gwenedeg a zo un doare da zeskiñ brezhoneg ivez.

Tapit pilulennoù, mar plij !
Kamaraded goaperion, mard eh eus pilulennoù evit ho lakaat da gomz gwenedeg doc’htu, lonkit un nebeut anezhe mar plij geneoc’h. Mod-se e welloc'h penaos e vo graet goap doc’hoc’h, ha penaos an dra-se a c’hell bout displijus ha diaes a wezhoù.

Hag e c'hortozan breman an abadenn Ken tuch a raio goap ag al leoneg, ar gerneveg, an tregereg, ha gwelloc’h c’hoazh : ag ar vigoudeneg. Er parlant-se eh eus un doare drol da gontiñ memestra : “fec’h” e vez lâret gete evit lâr “c’hwec’h”. “Fec’h” evit “c’hwec’h”, danvez a zo d’ober goap memestra. Mechal ma z’eus, er bed ar bezh, tud all a gonta evel-se ? Marteze, ar fec’h-se a vez distaget e Bro Vigouden he unan. Ur sort “fec’h” solitaire, kwa. Ouaf ouaf...

Setu, echu an abadenn. Ken tuch !

Christian Le Meut

15/09/2008

Webnoz e Gwened/Webnoz à Vannes

An abadenn Webnoz (abadenn skinwell war internet) a vo e Gwened diriaoù kentañ : "Diriaou 18/9 er WebNoz e teuy Claude Nadeau, ar plac’h yaouank a orin deus Kebek da gontañ deomp deus ar muzik klasel, ha barok peurgetket. Petra ’soñjit-c’hwi deus ar sonerezh klasel ? Alies e selaouit seurt sonerezh pe gwech ebet ? N’eo nemet muzik evit ar re gozh pe ar re "a oar", pe sonerezh evit an holl eo ?". Lec'h : A l'aise Breizh café (porzh Gwened). Digor d'an holl.

L'émission de télé en direct sur internet, tout en breton, sera jeudi à Vannes : "Jeudi prochain 18/9, la jeune artiste d'origine québecoise Claude Nadeau viendra nous parler de musique classique, et baroque notamment. Que pensez-vous, vous, de la musique classique ? Vous en écoutez souvent ? Est-ce, à votre avis, réservé à une génération précise, ou à une élite ? Ou bien est-ce une musique pour tous ?". Lieu : A l'aise Breizh café (sur le port de Vannes). Ouvert au public.

28/07/2008

Blog : Ar gelionenn a laboura e-pad an hañv...

Setu ni e kreiz an hañv, e kreiz ar vakansoù evit tud 'zo met pas genin. Echu eo ma vakansoù hag, etre ma labour, al labour a ran a youll vat evit ur gevredigezh, ar c'hoant monet er maez da redek, da neuial, da vale, ha c'hoazh ha c'hoazh, ne m'eus ket kalz a amzer da embann traoù war Rezore hiriv an deiz, nag e brezhoneg, nag e galleg. Met ur mignon din n'eus embannet war e vlog ur bochad traoù e brezhoneg, kentelius ha bourrapl da lenn : ar Gelionenn. 

http://kelionenn.blogs.letelegramme.com/

Ar gelionenn a laboura e-pad an hañv evit ma ne vo ket diouer a-vrezhoneg gwenedeg war ar skramm. Trugarez vras kelionenn !

La mouche, c'est le nom (en breton) d'un blog dont l'auteur continue, même pendant l'été, d'éditer plein de textes en breton-vannetais. Merci la mouche.

Bzzzz 

 

22/04/2008

Internet : "La langue, comme gadget électoral"

Lennet m'eus war internet, lec'hienn Taban (e okitaneg hag e galleg) , un destenn anvet "La langue comme gadget électoral". Embannet eo bet d'an 8 a viz Ebrel a ziar benn ar votadegoù e Bro Italia ha penaos a zo bet implijet rannyezhoù komzet du hont get an tu kleiz (Strollad demokratel). Interesus bras. E Breizh ivez, ar brezhoneg a vez implijet ivez a wezhoù evel ur sort "gadget électoral", met m'eus ket amzer bremañ da skrivañ ur pennad war an dra-se... 

J'ai lu sur internet, le site Taban (bilingue occitan et français), un texte intitulé "La langue comme gadget électoral". Il a été édité le 8 avril à propos des élections en Italie et comment certains dialectes parlés là bas ont été utilisés par la gauche (Parti démocrate). Très intéressant. En Bretagne aussi, il y aurait des études à faire sur la façon dont la langue bretonne a été utilisée pendant la campagne des municipales. Le breton y est aussi, parfois, comme d'autres langues dans d'autres régions de France, utilisé comme une sorte de gadget électoral...

http://taban.canalblog.com/

21/04/2008

Rezore : Deiz ha bloaz laouen mat !

16cb54ac8f34595830e546ce4fbe45f5.jpgHum... Get un nebeut dale memestra, lidomp trived deiz ha bloaz Rezore, bet savet e... miz Meurzh 2005. Ya, gouiet a ran, penn skañv on, ankouiet m'eus an deiz ha bloaz-se ar miz paseet, met tapet oan bet get traoù all.

814 notenn a zo da lenn hiriv an deiz war Rezore, e galleg hag e brezhoneg. E korf tri bloaz, 177.000 bizit, gwelladenn, a zo bet enrollet (etre 200 ha 300 bemdez, hervez).

Kendelc'homp mod-se, ha trugarez vras deoc'h !

Joyeux anniversaire, joyeux anniversaire...

Hum... Avec un peu de retard, quand même, célèbrons le troisième anniversaire de Rezore qui fut créé... en mars 2005. Je sais, j'ai oublié, mais bon, le mois passé j'ai été préoccupé par d'autres choses.

Il y a actuellement 814 notes à lire sur Rezore, en breton et en français. En trois ans, 177.000 visites ont été enregistrées (soit entre 200, et 300 par jour).

Continuons comme ça, et merci à vous !

Christian Le Meut 

18/04/2008

Pikardeg : "Te comprinds ch'picard ?"

Ur pennad skrid kentelius a zo bet embannet barzh lec'hienn internet Libération (blog Libé Lille) a zivout ar yezh pikardeg; an evezhiadennoù ivez a zo interesus :

Sur le site de Libération, blog Libé Lille, un article intéressant sur la langue picarde, les commentaires également sont instructifs :

http://www.libelille.fr/saberan/2008/04/te-comprinds-ch.h...

NB : hier, alors que je faisais quelques courses au Monoprix de Vannes, une jeune femme a demandé du maroilles au vendeur de fromage. Pour ceux qui n'ont pas vu Bienvenue chez les Ch'tis, le maroille est un fromage odorant que Danny Boon et sa maman (Line Renaud), se tartinent au petit-déjeuner et trempent dans leur café (en Bretagne, on fait pareil avec le beurre salé, miam). "Y'en a pas" a répondu le vendeur en rigolant, "mais on a d'autres fromages qui puent si vous voulez". 

09:40 Publié dans Web, Yezhoù/langues | Lien permanent | Commentaires (0) | Tags : Picard, langues

17/04/2008

Lec'hienn internet/Site internet : bravigoù Mevena

Mevena a blij dezhi sevel bravigoù : savet he deus ul lec'hienn internet evit o tiskouezh, get ur bern skeudennoù : kit da welet.

Mevena aime fabriquer des bijoux : elle a créé un site internet pour les présenter, avec beaucoup de photos : allez y voir.

http://mevena.canalblog.com/

08/04/2008

Lec'hienn internet : "Corpus de la parole"

Dizoloet m'eus dec'h ( a-drugarez da Oui au breton) ul lec'hienn internet nevez a ziar-benn ar yezhoù a vez komzet e Frans; savet eo bet get ar "Ministère de la culture". Ni 'c'hell selaoù pennadoù komz enrollet e Breizh hag e rannvroioù all. Vu sur le site Oui au breton les coordonnées de ce nouveau site internet sur les langues parlées en France; il a été conçu par le Ministère de la culture. On peut y écouter des enregistrements de différentes langues parlées en France :

http://www.corpusdelaparole.culture.fr/spip.php

31/03/2008

Film : Ar Marc'h lorc'h/Le cheval d'orgueil

Henoazh e vo skignet war internet Ar marc'h lorc'h, Le cheval d'orgueil, film bet savet get Claude Chabrol a ziar levr Per Jakez Hélias. Ce soir sera diffusé sur internet Ar marc'h lorc'h, Le cheval d'orgueil, film de Claude Chabrol d'après l'oeuvre de Per Jakez Hélias, doublé en breton. Setu kemenadenn Webnoz :

"Benn dilun (31 a viz Meurzh) e vo skignet war brezhoweb.com, ’vit ar wech kentañ-tout, ar film Marc’h al Lorc’h advouezhiet e brezhoneg ! Da heul ar film ’vo klevet ispisialourien war Per-Jakez Helias, Bigoutaerien a lâro o soñj war ar skeudenn ’oa bet roet deus o bro, koulz el levr hag er film, tud o doa gwelet ar film o vezañ graet pe o doa c’hoariet e-barzh, ha kaoz ’vo deus an advouezhiañ…
Da 8 eur 30 : Marc’h al Lorc’h e brezhoneg
’Tro 10 eur 30 : tabut

Le Cheval d’Orgueil, le film de Claude Chabrol (1980) tiré de l’œuvre de Per-Jakez Helias, sera diffusé lundi prochain à 20 h 30 en version bretonne pour la toute première fois.
Ensuite, un débat réunira des spécialistes de Per-Jakez Helias, des Bigoudens qui diront comment le film avait été reçu en son temps et ce qu’il peut apporter aujourd’hui, des témoins du tournage, l’un des directeurs artistiques du doublage…
20 h 30 : Le Cheval d’Orgueil en version bretonne
Vers 22 h 30 : le débat".

 http://www.brezhoweb.com/

07/03/2008

Et les Patagons parlaient breton ?

 Hag ar Batagoniz a brege brezhoneg ? Un nebeut anezhe, hervez ar pezh a zispleg Nevern, ur Breizhad a zo e chom en Argentina. "Bara", setu ur ger a veze anavezet get Patagoniz zo, desket gete e komz get Kembraiz a oa e chom du-hont. Hag e kembraeg, "bara" a vez lâret "bara"... Hn istor gwir, ha spontus awalc'h. Setu al liamm :

Et les Patagons parlaient breton s'interroge le blogueur Nevern, Breton vivant en Argentine ? "Bara", certains savaient ce mot-là, appris auprès de Gallois établis en Patagonie. En gallois, "bara", c'est le pain, comme dans sa langue soeur, le breton. Et des Indiens patagons  réclamaient du "bara" dans des circonstances plutôt tragiques. Voici le lien :

http://diaspora-bretonne.over-blog.com/article-15797219.h...