Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

23/08/2008

Mescladis e cops de gula

Pennadoù interesus bras a zo da lenn war al lec'hienn "Mescladis e cops de gula" (galleg-okitaneg), hiriv an deiz : a zivout an okitaneg, lezenn stur Bro c'hall hag ar yezhoù rannvroel, istor ar galleg hag ar mojennoù savet tro dro an istor Se (Villers Cotterêt). Hir int, ar pennadoù skrid, a wezhoù, met talvout a ra ar poan d'o lenn.

Il y a actuellement plusieurs articles très intéressants à lire sur le site "Mescladis e cops de gula" (occitan-français) : sur l'occitan, la Constitution française et les langues régionales, l'histoire du français et les mythes construit autour (Villrrs-Cotterêt). Des articles parfois loin mais qui valent le coup d'être lus :

http://taban.canalblog.com/ 

22/08/2008

Brud Nevez : ar Vretoned ha miz Mae 1968

13d9f981090cbe8d851888bca234a185.jpg Miz Mae 1968 e Breizh a zo tem an teuliad a grog niverenn diwezhañ ar gelaouenn Brud Nevez (n°268). Goulennet eo bet get Bretoned ar pezh o doa graet ha bewet d'ar c'houlz-se : tud zo n'o deus ket kalz a dra da lâret met souezhus eo, a wezhoù, ar pezh a zispleg tud evel Yann-Vadezour Lagadeg, poliser kostez Paris d'ar c'houlz-se. Ur pennad skrid interesus a zo bet skrivet get Tudi Kernalegenn a-fed "Mae 1968 hag e efedoù e Breizh".

Barzh an niverenn-se e c'heller lenn ivez ur pennad skrid war laboused ar C'Hanada (Jeffrey Shaw), ur pennad kaoz interesus get Roland Becker (troet ag ar galleg), levrioù ha pladennoù sonerezh a zo diskouezhet ivez. Danvez da lenn e breton a vez roet pep daou viz get Brud Nevez.

- Le numéro 268 de la revue Brud Nevez est consacré à mai 1968 en Bretagne.

Brud Nevez, 10 ru Kemper, 29200 Brest.7 euro an tamm.

brud.nevez@wanadoo.fr

www.emgleobreiz.com

21/08/2008

Levr : "Etrezomp e brezhoneg 1980-1981"

3a7b74217b42dc5148edd75b53b0979a.jpg Setu, ul levr nevez embannet e brezhoneg. Skrivet eo bet get ar c'hazetenner Job Jaffré (marv e 1986) ha kempennet get Daniel Doujet (kelenner e skol veur Roazhon) : "Etrezomp e brezhoneg 1980-81". Embannet veze bep sizhun ur pennad skrid e brezhoneg barzh ar gazetenn pemdeziek La Liberté du Morbihan (An Oriant). Ar gazetenn-se a zo marv ivez (e 1995), met chom a ra rubrikennoù Job Jaffré, istorioù berr skrivet e gwenedeg mod Bro Pourlet hag heuliet get ur sonenn, dihustelloù (divinadelloù) ha c'hoazh. Ter pe peder pajenn evit pep pennad barzh al levr.

Bourrapl eo da lenn, hag interesus ivez, evit kompreiñ taol spered un den arru kozh d'ar c'houlz-se : ur vloaz ha pewar ugent a oa Job Jaffré. Brav-bras eo e feson da skriv brezhoneg. Ar gerioù implijet a zo, a wezhoù, dic'hortoz ha dianavezet get ar c'heriadurioù a-vremañ, met Daniel Doujet a sikour get al lennourion e tispleg tra mañ tra hag e embann listennigoù gerioù e fin pep pennad. 

300 skouerenn a zo bet moulet get Emglev Bro An Oriant. 18 €. 344 pajenn. Gwerzhet e vez get stal Coop Breizh An Oriant.

E galleg/En français : petite note sur un livre qui reprend les chroniques du journaliste Job Jaffré parues dans le quotidien lorientais La Liberté du Morbihan en 1980-81.

20/08/2008

Yec'hed mat c'hoazh !

a80fec0f4ba4fa0f803622e7b5ca6b89.jpgMa ! Tud a zo a ouia skriv "Yec'hed mat" d'un doare dereat memestra (lennit ar pezh skrivet genin d'an 7 a viz Eost). An etiketenn-se m'eus hi c'havet war gein ur voutailh bier, ar Morgat, savet er Gerveur, ha gwerzhet du-hont (marteze barzh un nebeut stalioù all en douar bras). Troet eo bet gete "A la vôtre", ar pezh n'eo ket gwir penn da benn : "Bonne santé" e vehe bet gwelloc'h. Met kalz gwelloc'h eo evit ar pezh a zo bet graet get ar stal en deus savet ur rummad evaj anvet "Yar mat" ! Ur sistr get chug pe subenn yar e-barzh ?

Ouf ! Il y a quand même des gens qui savent écrire "Yec'hed mat" à peu près correctement (lire note du 7 août).  J'ai trouvé cette étiquette sur le dos d'une bouteille de bière, la Morgat, produite à Belle-Ile-en-Mer et vendue là-bas (peut-être aussi dans quelques magasins du continent). C'est traduit par "à la vôtre" ce qui n'est pas complètement exact puisque ça signifie "Bonne santé" (littéralement : "santé bonne"). Mais c'est quand même bien mieux que les fabricants de cidre qui ont appelé récemment une gamme de leurs produits  "Yar mat" ce qui, en breton écrit, signfie "poule bonne" ! Un cidre au jus de poule ?