22/08/2008
Brud Nevez : ar Vretoned ha miz Mae 1968
Miz Mae 1968 e Breizh a zo tem an teuliad a grog niverenn diwezhañ ar gelaouenn Brud Nevez (n°268). Goulennet eo bet get Bretoned ar pezh o doa graet ha bewet d'ar c'houlz-se : tud zo n'o deus ket kalz a dra da lâret met souezhus eo, a wezhoù, ar pezh a zispleg tud evel Yann-Vadezour Lagadeg, poliser kostez Paris d'ar c'houlz-se. Ur pennad skrid interesus a zo bet skrivet get Tudi Kernalegenn a-fed "Mae 1968 hag e efedoù e Breizh".
Barzh an niverenn-se e c'heller lenn ivez ur pennad skrid war laboused ar C'Hanada (Jeffrey Shaw), ur pennad kaoz interesus get Roland Becker (troet ag ar galleg), levrioù ha pladennoù sonerezh a zo diskouezhet ivez. Danvez da lenn e breton a vez roet pep daou viz get Brud Nevez.
- Le numéro 268 de la revue Brud Nevez est consacré à mai 1968 en Bretagne.
Brud Nevez, 10 ru Kemper, 29200 Brest.7 euro an tamm.
09:15 Publié dans Breizh/Bretagne, Brezhoneg/Langue bretonne, Levrioù/Livres/BT/BD | Lien permanent | Commentaires (0) | Tags : brezhoneg
Les commentaires sont fermés.