Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

24/09/2008

Ur Webnoz e Gwened, met pas e gwenedeg !

Diriaoù da noz paseet e oan bet da wellet ar Webnoz (abadenn skinwell skignet war internet), savet en “A l’aise Breizh café”, e porzh Gwened. Ul lec’h brav, kaer, nevez flamm : an dud a c’hell debriñ pe evañ ur banne e sellet doc’h ar bagoù dre lien (hag ar chantieroù a-bep sort a zo c’hoazh). Estroc’h evit an deiz-se, me chal ma vez komzet kalz brezhoneg en A l’aise Breizh café ! Ar re se a zo en o aes, met e galleg kentoc’h ha get ur sort liv Breizh er c’hlinkadur. Boued ar vro a vez serjivet gete ivez.

Un nebeut tud a gWened oa daet, tud pedet da gomz pe tud daet da wellet, eveldon-me. Claude Nadeau, klavisinourez a vicher, a oa bet pedet get Lionel Buannic da soniñ sonerezh klasel ha da zispleg he c’harantez evit ar benveg-se hag evit sonerezh barok. A vro gKebek eo an arzourez-se, e Pariz emañ e chom. Desket he deus brezhoneg ha sikouret kalz skol Diwan Paris. Pedet eo bet da labourat war dachenn ar c’hlavisin ha sonerezh barok get ti-kêr Gwened, e-pad daou vloaz.

Gwened e Breizh ?
Setu arru 8e30 da noz hag an abadenn da gomans d’an eur. Begon get Lionel Buannic, evel da gustum. Ar c’hlavisin a oa bourrapl bras da selaoù. War lerc’h Claude Nadeau ha Bernard Jestin (a Skol Uhel ar vro), o doa displeget ar prantad amzer barok (XVIIIe kantved, araok an dispac’h bras), get sonerien evel Bach.

Plijus a oa an abadenn. Da heul, tud ag ar vro a oa bet pedet evit komz ag ar pezh e vez graet e Gwened evit ar brezhoneg ha sevenadur ar vro. Webnoz a oa bet kouviet e-kreiz gouelioù nevez savet get an ti-kêr : “Gwened e Breizh” (un nebeut diskouezadegoù, arvestoù...). Perak an anv-se, n’doa goulennet Lionel ? Ya, drol eo : Gwened a zo e Breizh, anat eo. Met reskont ebet. An dud pedet ne ouient ket, moarvat, ne oa ket bet dibabet an anv-se gete met get tud an tî-ker... Ha ne oa brezhoneger ebet barzh skipailh an aotrou Goulard evit displeg an traoù dirak mikro Lionel Buannic, fri furch anezhan.

Eugène Guillevic
Un diskouezadeg a-ziar benn barzhonegoù Eugène Guillevic a zo bet savet evit Gwened e Breizh (get ur arzour anvet Guillevic ivez met n’eo ket mab ar barzh), ha diskouezhet en ur reportaj. Skolajidi Diwan Gwened o doa lâret barzhonegoù. Dispar : me vourr-me ivez kalz ar pezh en deus skrivet Eugène Guillevic.

War lerc’h, pevar baotr all oa bet pedet da zispleg stad ar skolioù divyezhek e Gwened : tost mill krouadur a zo er skolioù-se e Gwened ha tro dro dezhi, ar pezh a zo kalz. Perak ez eus kement-se a vugale e skolioù divyezheg koste Gwened, n’doa goulennet Lionel Buannic, fri furch c'hoazh, get ar re gouviet ? Euh... Ben... Reskont ebet.

Ur paotr kalonek eo Lionel Buannic : goulennet en doa da grennarded skolaj Diwan Gwened, teir verc'h hag ur paotr, dont da ginnig ul levr lennet gete. Ha razh o deus kaset ul levr e... galleg ! Ha ne vez ket lennet levrioù e brezhoneg gete ? Nebeutoc’h a choaz a zo, sur eo met, memestra, levrioù a vez embannet e brezhoneg bep bloaz evit ar grennarded...

Penaos souezhadenn !
“Souezhadennoù” a oa bet miret get Lionel Buannic evit fin an abadenn. Div abadenn "Ken tuch", ur rummad abadennoù berr, doare “caméra café” met barzh kegin un ti e lec’h ma z’eus studiererien e chom... Get an trouz a oa er sal, m’eus ket klewet mat an abadenn gentan.

Tem an eil abadenn a oa ar gwenedeg. Fentus vehe, evit tud zo, feson ar gwenedourion da gomz, da zistag brezhoneg. M’eus ket komprenet an abadenn-se ivez a gaoz ma oa trouz barzh an A l’aise Breizh Café; hag ivez peogwir e oa bet troc’het fin an abadenn. Un istor a oa get pilulennoù a laak da gomz gwenedeg doc’htu... Setu ar pezh m’eus komprenet. Ha Lionel, eñ, da c’hoarzhiñ kalz.

Mont a ran da wellet Ken Tuch war Brezhoweb abaoe un blead bremañ. Ha farsus eo, a wezhoù. Perak nompass ober goap ag ar gwenedeg, hein ? Ar pezh a zo, aliez awalc'h e vez graet goap doc'h ar gwenedeg, a gav din.

Ur wezh e oan e Enez Eussa, e heulian ur staj brezhoneg du-hont (interesus ha plijus bras). Ur stajiadez ‘doa goulennet genin ma n’em boa ket “mezh” komz gwenedeg (unan a vro Gwened oc’hpenn, met brezhoneg standard geti)... Ur c’helennour doa lâret din penaos ne oan ket mui e Bro Gwened... Ha neuze ? Ne oan ket bet aterset get paotr ur radio e brezhoneg rak ne gomzen ket brezhoneg ar vro... Met razh an “estranjourion”  a oa bet lakaet a-gostez getan. Hag e vez klewet a-wezhoù gwenedeg get tud Bro Leon ? N’eo ket sur. Ne vehe fall memestra, evit lakaat razh ar vrezhonegourien d’en em gompreñ gwelloc'h. Ar pezh a zo talvoudus bras evit dazont ar brezhoneg. Geneomp, e Bro Gwened, e vez klewet abadennoù a Vro Gerne, a Vro Leon, a Vro Dreger, a drugarez da Radio Bro Gwened... Ha gwell a-se.

Ouf ! 
Met, e-pad ar staj-se un vaouez koant ‘doa lâret din penoas he oa bet kountant da glewet komz gwenedeg. Ouf...

Anavezout a ran un den hag a oa erru skuizh ("shueh" e gwenedeg) get ar goap a vez graet get tud zo. Labourat a rae get kelennerion brezhoneg a Vreizh a bezh, ha goap a veze graet alies awalc’h gete ag ar gwenedeg e-pad stajoù 'zo. Ar pezh a c’hell bout pounner ha diaes da enduriñ a wezhoù. Oc’hpenn da-se, bout eh eus tud a gomz ur brezhoneg standardiset, pasteuriset, sterilizet, get ur pouezh mouezh galleg spontus, hag a ra goap doc’h ar Wenedourion... Bizkoazh kement all.

Ar gwenedeg  a zo brezhoneg da vat. N’eo ket ur sort “trefoedaj” hanter c’halleg hanter brezhoneg, evel ar pezh a veze lâret gwezhall get tud zo. Selaou ha deskiñ gwenedeg a zo un doare da zeskiñ brezhoneg ivez.

Tapit pilulennoù, mar plij !
Kamaraded goaperion, mard eh eus pilulennoù evit ho lakaat da gomz gwenedeg doc’htu, lonkit un nebeut anezhe mar plij geneoc’h. Mod-se e welloc'h penaos e vo graet goap doc’hoc’h, ha penaos an dra-se a c’hell bout displijus ha diaes a wezhoù.

Hag e c'hortozan breman an abadenn Ken tuch a raio goap ag al leoneg, ar gerneveg, an tregereg, ha gwelloc’h c’hoazh : ag ar vigoudeneg. Er parlant-se eh eus un doare drol da gontiñ memestra : “fec’h” e vez lâret gete evit lâr “c’hwec’h”. “Fec’h” evit “c’hwec’h”, danvez a zo d’ober goap memestra. Mechal ma z’eus, er bed ar bezh, tud all a gonta evel-se ? Marteze, ar fec’h-se a vez distaget e Bro Vigouden he unan. Ur sort “fec’h” solitaire, kwa. Ouaf ouaf...

Setu, echu an abadenn. Ken tuch !

Christian Le Meut