Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

24/09/2008

Ur Webnoz e Gwened, met pas e gwenedeg !

Diriaoù da noz paseet e oan bet da wellet ar Webnoz (abadenn skinwell skignet war internet), savet en “A l’aise Breizh café”, e porzh Gwened. Ul lec’h brav, kaer, nevez flamm : an dud a c’hell debriñ pe evañ ur banne e sellet doc’h ar bagoù dre lien (hag ar chantieroù a-bep sort a zo c’hoazh). Estroc’h evit an deiz-se, me chal ma vez komzet kalz brezhoneg en A l’aise Breizh café ! Ar re se a zo en o aes, met e galleg kentoc’h ha get ur sort liv Breizh er c’hlinkadur. Boued ar vro a vez serjivet gete ivez.

Un nebeut tud a gWened oa daet, tud pedet da gomz pe tud daet da wellet, eveldon-me. Claude Nadeau, klavisinourez a vicher, a oa bet pedet get Lionel Buannic da soniñ sonerezh klasel ha da zispleg he c’harantez evit ar benveg-se hag evit sonerezh barok. A vro gKebek eo an arzourez-se, e Pariz emañ e chom. Desket he deus brezhoneg ha sikouret kalz skol Diwan Paris. Pedet eo bet da labourat war dachenn ar c’hlavisin ha sonerezh barok get ti-kêr Gwened, e-pad daou vloaz.

Gwened e Breizh ?
Setu arru 8e30 da noz hag an abadenn da gomans d’an eur. Begon get Lionel Buannic, evel da gustum. Ar c’hlavisin a oa bourrapl bras da selaoù. War lerc’h Claude Nadeau ha Bernard Jestin (a Skol Uhel ar vro), o doa displeget ar prantad amzer barok (XVIIIe kantved, araok an dispac’h bras), get sonerien evel Bach.

Plijus a oa an abadenn. Da heul, tud ag ar vro a oa bet pedet evit komz ag ar pezh e vez graet e Gwened evit ar brezhoneg ha sevenadur ar vro. Webnoz a oa bet kouviet e-kreiz gouelioù nevez savet get an ti-kêr : “Gwened e Breizh” (un nebeut diskouezadegoù, arvestoù...). Perak an anv-se, n’doa goulennet Lionel ? Ya, drol eo : Gwened a zo e Breizh, anat eo. Met reskont ebet. An dud pedet ne ouient ket, moarvat, ne oa ket bet dibabet an anv-se gete met get tud an tî-ker... Ha ne oa brezhoneger ebet barzh skipailh an aotrou Goulard evit displeg an traoù dirak mikro Lionel Buannic, fri furch anezhan.

Eugène Guillevic
Un diskouezadeg a-ziar benn barzhonegoù Eugène Guillevic a zo bet savet evit Gwened e Breizh (get ur arzour anvet Guillevic ivez met n’eo ket mab ar barzh), ha diskouezhet en ur reportaj. Skolajidi Diwan Gwened o doa lâret barzhonegoù. Dispar : me vourr-me ivez kalz ar pezh en deus skrivet Eugène Guillevic.

War lerc’h, pevar baotr all oa bet pedet da zispleg stad ar skolioù divyezhek e Gwened : tost mill krouadur a zo er skolioù-se e Gwened ha tro dro dezhi, ar pezh a zo kalz. Perak ez eus kement-se a vugale e skolioù divyezheg koste Gwened, n’doa goulennet Lionel Buannic, fri furch c'hoazh, get ar re gouviet ? Euh... Ben... Reskont ebet.

Ur paotr kalonek eo Lionel Buannic : goulennet en doa da grennarded skolaj Diwan Gwened, teir verc'h hag ur paotr, dont da ginnig ul levr lennet gete. Ha razh o deus kaset ul levr e... galleg ! Ha ne vez ket lennet levrioù e brezhoneg gete ? Nebeutoc’h a choaz a zo, sur eo met, memestra, levrioù a vez embannet e brezhoneg bep bloaz evit ar grennarded...

Penaos souezhadenn !
“Souezhadennoù” a oa bet miret get Lionel Buannic evit fin an abadenn. Div abadenn "Ken tuch", ur rummad abadennoù berr, doare “caméra café” met barzh kegin un ti e lec’h ma z’eus studiererien e chom... Get an trouz a oa er sal, m’eus ket klewet mat an abadenn gentan.

Tem an eil abadenn a oa ar gwenedeg. Fentus vehe, evit tud zo, feson ar gwenedourion da gomz, da zistag brezhoneg. M’eus ket komprenet an abadenn-se ivez a gaoz ma oa trouz barzh an A l’aise Breizh Café; hag ivez peogwir e oa bet troc’het fin an abadenn. Un istor a oa get pilulennoù a laak da gomz gwenedeg doc’htu... Setu ar pezh m’eus komprenet. Ha Lionel, eñ, da c’hoarzhiñ kalz.

Mont a ran da wellet Ken Tuch war Brezhoweb abaoe un blead bremañ. Ha farsus eo, a wezhoù. Perak nompass ober goap ag ar gwenedeg, hein ? Ar pezh a zo, aliez awalc'h e vez graet goap doc'h ar gwenedeg, a gav din.

Ur wezh e oan e Enez Eussa, e heulian ur staj brezhoneg du-hont (interesus ha plijus bras). Ur stajiadez ‘doa goulennet genin ma n’em boa ket “mezh” komz gwenedeg (unan a vro Gwened oc’hpenn, met brezhoneg standard geti)... Ur c’helennour doa lâret din penaos ne oan ket mui e Bro Gwened... Ha neuze ? Ne oan ket bet aterset get paotr ur radio e brezhoneg rak ne gomzen ket brezhoneg ar vro... Met razh an “estranjourion”  a oa bet lakaet a-gostez getan. Hag e vez klewet a-wezhoù gwenedeg get tud Bro Leon ? N’eo ket sur. Ne vehe fall memestra, evit lakaat razh ar vrezhonegourien d’en em gompreñ gwelloc'h. Ar pezh a zo talvoudus bras evit dazont ar brezhoneg. Geneomp, e Bro Gwened, e vez klewet abadennoù a Vro Gerne, a Vro Leon, a Vro Dreger, a drugarez da Radio Bro Gwened... Ha gwell a-se.

Ouf ! 
Met, e-pad ar staj-se un vaouez koant ‘doa lâret din penoas he oa bet kountant da glewet komz gwenedeg. Ouf...

Anavezout a ran un den hag a oa erru skuizh ("shueh" e gwenedeg) get ar goap a vez graet get tud zo. Labourat a rae get kelennerion brezhoneg a Vreizh a bezh, ha goap a veze graet alies awalc’h gete ag ar gwenedeg e-pad stajoù 'zo. Ar pezh a c’hell bout pounner ha diaes da enduriñ a wezhoù. Oc’hpenn da-se, bout eh eus tud a gomz ur brezhoneg standardiset, pasteuriset, sterilizet, get ur pouezh mouezh galleg spontus, hag a ra goap doc’h ar Wenedourion... Bizkoazh kement all.

Ar gwenedeg  a zo brezhoneg da vat. N’eo ket ur sort “trefoedaj” hanter c’halleg hanter brezhoneg, evel ar pezh a veze lâret gwezhall get tud zo. Selaou ha deskiñ gwenedeg a zo un doare da zeskiñ brezhoneg ivez.

Tapit pilulennoù, mar plij !
Kamaraded goaperion, mard eh eus pilulennoù evit ho lakaat da gomz gwenedeg doc’htu, lonkit un nebeut anezhe mar plij geneoc’h. Mod-se e welloc'h penaos e vo graet goap doc’hoc’h, ha penaos an dra-se a c’hell bout displijus ha diaes a wezhoù.

Hag e c'hortozan breman an abadenn Ken tuch a raio goap ag al leoneg, ar gerneveg, an tregereg, ha gwelloc’h c’hoazh : ag ar vigoudeneg. Er parlant-se eh eus un doare drol da gontiñ memestra : “fec’h” e vez lâret gete evit lâr “c’hwec’h”. “Fec’h” evit “c’hwec’h”, danvez a zo d’ober goap memestra. Mechal ma z’eus, er bed ar bezh, tud all a gonta evel-se ? Marteze, ar fec’h-se a vez distaget e Bro Vigouden he unan. Ur sort “fec’h” solitaire, kwa. Ouaf ouaf...

Setu, echu an abadenn. Ken tuch !

Christian Le Meut

Commentaires

Be' zo farsadennoù diwar goust brezhoneg bro vigoudenn ivez, da skouer diwar-benn ar Fi (c'hwi); Anavezet am eus un den a oa e lesanv "Fifikwakwa" ! Peogwir e veze graet gant Fi gantañ hag echuet e frazennoù gant "kwa" ! Mod all e vez graet "bro ar fillettes, pe ar fied" deus outi ivez...
Me zo unan anezho ! Met gwir eo eo kentoc'h ar c'herneviz all a ra goap deus bzg bro vigoudenn, chom a ra lec'hel an traoù.

Écrit par : Gleg | 24/09/2008

Penaos 'ta n'eus bet respont ebet pa oa bet goulennet perak ez eus kement a vugale er skolioù divyezhek, pe dre soubidigezh, kostez Gwened ! Da bediñ a ran da selaou an abadenn en-dro : http://www.surlaplace.tv/voflashlive/live.php?stream=WN19_Gwened&path=&id=87
Mod all eo berr-tre an amzer evit respont e-kerzh abadennoù a seurt-se. Pezh a vez komprenet. Daoust ha se n'eo ket diaes d'an dud klask un tamm, pa vefe war internet, evit anavezout al labour sevenet e Gwened.

A galon,

Bertrand Deléon.

Écrit par : Bertrand Deléon | 24/09/2008

Digarez ! Emañ ar wirionez genoc'h, ur reskont oa bet memestra, met berr a oa an amzer, ha berr ar reskont, neuze. A wezhoù barzh talkoù show evel-se, en em c'houlenn a ran petra eo an dra talvoudusan : ar goulenn pe ar reskont ? Kazetennerion zo ne selaouont ket reskontoù an dud emaint e atersiñ anezhe ! Ne lâran ket an dra-se evit Lionel Buanic met un nebeut re a draoù oa barzh eil lodenn Webnoz Gwened, a gav din.
Joa
CLM

Écrit par : Christian | 24/09/2008

Ya, ha goulennoù a vez diaes respont dezho ivez. Hemañ a oa da vezañ savet met evit respont e oa start adkavout an holl draoù zo bet graet evit brudañ ar brezhoneg, ar skolioù brezhonek, ar panelloù brezhonek hag all. Rak, war an dachenn e weler eo stag pep tra en diwezh. Ul labour war hir dermen eo evel an hini a rez war al lec'hienn-mañ. Pep tra a gont.

Écrit par : Bertrand | 24/09/2008

Un dra zo da lavaret memestra : tud a vicher o deus aozet an abadenn. "Pro"-tre e oa an doare m'eo bet kaset da benn gant Lionel Buanic hag e skipailh.

Écrit par : BD | 25/09/2008

Salut 'oh

A pe oen bet da Bondi, aveit er hKan ar bobl, deù vlé zo, em boé remerket ne oe ket skrivet menu ar merenn e brehoneg.

...hag ivé e vehé maro ar breton a bep seurt idan berr. Med tu zoan da remerkin an dra sen un tammig partout e bro Gwened. Nann ?

Écrit par : iffig | 29/11/2008

Gwell e vefe deoc'h skrivañ peurunvan ha komz reizh a-raok pep tra evit bout komprenet !
Pa oan bet E Pondi ; ar verenn ...

Écrit par : Blabla | 30/11/2008

Salut
"Blabla" : n'on ket a-du geneoc'h. Ar pezh a gont da gentan, evidon-me, a zo ar pezh a vez lâret get an dud, an danvez. farioù a zo ? Marteze, met farioù a ran me ivez (hag e galleg ivez); farioù a reomp peogwir e teskomp, farioù a reomp rak ar brezhoneg n'eo ket hor yezh a vihan; hag all... Met ma faota deomp e chomo bev ar brezhoneg, ret eo deomp komz, skriv, lenn, selaoù, ha gober farioù.

"Iffig" : Gwir eo, a wezhoù on souezhet ivez peogwir n'eo ket divyezhek tra man dra. Evit ar pez a sell doc'h ar C'han ar bobl : savet eo ar gouel se get tud a youl vat, ha n'o deus ket berped an amzer da dreiñ razh an traoù e brezhoneg. Ma faota deoc'h mont da sikourin gete...
Joa deoc'h
CLM

Écrit par : christian | 01/12/2008

Eit Blabla
Digarez ma ne gomzan ket mat med me anse gober ar gwellan e hellan gober. Marse ema lan a farioù....
Evidon me ema ar wec'h ketan e risivan traoù disprisus a ziar mem breton. Med get internet ema aesoh gober goap.
Get tud elda ti e vo gwell an traou sur awalc'h. Me zo un tammig feuket get ar pezh e lares. Med bon. Tud diboell eh eus e pep leh. Komz ha unan penn.

Evit Christian. Setu ar pezh em boe graet. Me em boe troet ar menu e brehoneg ha bet on bet E Pondi e pad 3 blé aveit sikour gete. Breman, ne choman ket ken e Breizh. Trug' evit ha reskont ha me zo a du genah. Ciao.

Écrit par : iffig | 01/12/2008

Iffig : Ya, direspet a zo war internet, gwellet m'eus an dra-se meur a-wezh, ha domaj eo. Ho feson da skriv a zo dishenvel evit ma hini : skrivana ran e peuruvan gwenedeg.
Rezore a zo ur blog evit eskemm, gomz, flapin, tabutal a wezhoù met en ur respetiñ ar re all, ha nompass evit barniñ doare an dud da skrivañ. Ur blog eo, pas ur gentel yezhadur.
Joa deoc'h
Christian

Écrit par : Christian | 02/12/2008

Mersi hoah. Ne vourran ket bout "dichennet" àr men doaré da gomz ha dreist oll da skriv e breton, ar peh n'a m'eus jamez disket. Ar wezh getan pe dost e oe e skriven e breton.... Na souehet oen bet ! A pa weler stad fall ar brehoneg e heller sonjal eh eus traeù talvoudusoh d'ober eit laret tra man dra àr ar skritur... Med petra gober nameid andur ?
Joé d'ah te eué. iffig

Écrit par : iffig | 02/12/2008

Kalon vat dit te Iffig, gourc'hemennoù evit ar strivoù peus graet evit skriviñ hag ar pezh po da lâret a vo degemeret mat war Rezore ! Gwell eo nompas pour challet get ar pismigourion. Talvoudusoc'h a zo evit ar "farioù".
Joa
CLM

Écrit par : Christian | 02/12/2008

Grit fazioù ne vern.
Kement-se a yae da ziskouez deoc'h pegen didalvez eo sevel rebechoù ouzh ar re a vez o strivañ evit hor yezh pe hor sevenadur (kan ar bobl, komz, skrivañ hor yezh...).

Écrit par : Blabla | 05/12/2008

ma vije ton ar brezoneg hor kant bro kant giz gant an ourouler-mañ, ma vije kan ar bobl ga't ar blabla-se e rafe FLAPFLAP outañ e-unan, ha n'eo ket ul lezano hwez ar galleg warnañ penndabenn, sed unan a lak' gwiskamanchoù gwennhadu war e groc'hen tener, eun' a vije prest da redek noaz pitil ga't e vern eskern reut en eur krial "me oar brezhoooneg maT" dindan son ar hoarzadennou !

ne ve' faziou nemet e pennou ar c'hlaskerien laou 'touez o bleo re gempenn !

Écrit par : Azen Fazius | 07/12/2008

Ma komprenfe Azen fazius ar brezhoneg !

Ne ve' fazioù nemet e pennoù ar Glaskerien laou e-touez o blev re gempenn !

Lavaret em eus un dra all ?
Dre aner e oa rebechiñ tra-mañ-tra ouzh tud kan ar bobl ha gant-se e oan bet aet gant hevelep dismegañs (adlennit pizh mar plij).

Stourmit evit hor yezh da gentañ-penn ! Ha stourm n'eo ket sevel ouzh ar re a ra traoù. P'ho lennan o santout blaz ar galleg e pep lec'h e klevan komzoù an holl re ne reont netra ouzhpenn komz brezhoneg en o c'hegin hag a gred difenn hor yezh evel-se. Na zisoñjit ket difankañ ho prageier !

Écrit par : Blabla atav | 09/12/2008

"ne reont netra ouzhpenn komz brezhoneg en o c'hegin hag a gred difenn hor yezh evel-se"

Ma komzont en o c'hegin e komzont er gêr d'o bugale ha da holl dud an ti. Bamusat tra !

Écrit par : koulouch | 02/04/2009

Les commentaires sont fermés.